Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Chichille

Chichille

13/04/2023

Hiziv en abadenn Kreiz Mintin e vo klevet Jean-Luc Le Guen, anavetoc'h dre e voranv « Chichille », a oa marc'hadour pesked e Kaodan. E 1999 e oa bet aterset get Marie-Laure Groix, he devoa dihunet kourz da vintin evit monet asambl getoñ d'an Oriant, da breniñ pesked er porzh-pesketa, da gargiñ skorn en oto, ha da vonet betak Kaodan da werzhiñ ar pesked. Chichille en devoa komzet geti a-ziàr e vicher.


Malarde

Malarde

13/04/2023

Dimeurzh e oa Malarde, ha dec'h e oa Merc'her ar Ludu... Ya met petra eo an traoù-se ? A-venn e taont ? Ha petra veze graet an deizioù-se e-raok ? Setu ar pezh a vo displeget deomp get Jude Paboul, a oa bet aterset get Monik ar Boulc'h e 1991. Hag àr-lerc'h e vo klevet un istoer tennet ag ar levr « a liv ar loar hag ar stered ». Er levr-se vez kavet istoerioù a oa bet kontet get Stefani Gwilhom e Porzh-Loeiz, etre 1913 ha 1916, ha dastumet get Iwan an Diberder. Skipailh Radio Bro Gwened ha tud a vro bPorzh-Loeiz o deus en em lakaet d'añrejistriñ (enrolliñ) an istoerioù-se ar blez paset, ha tuchant e vo klevet un istoer anvet « ar siren gouliet get ar rekin er c'hoad tailh », kontet get meur a zen, enrollet get Benoit Allaire, ha frammet get Jeanne Chevrel.


Kervignag, Karter an Treizh

Kervignag, Karter an Treizh

13/04/2023

Hiziv eh aomp da vale asambl get Jañ-Pol Runigoù e Kervignag. Andrea ar Gall ' oa bet é ober un droiad getoñ e karter an Treizh, àr vord ar Blavezh. Jañ-Pol en doa komzet ag ur bochad traoù liammet get an tachad-se : an diforc'h a oa etre tud ar c'harter-se hag an dud arall e Kervignag, penaos en deus chañjet ar c'harter bremañ, Tavarn ar Vretoned, ar valtouterion a veze aze betak ar brezel, an treizh kozh, ar sonennoù a-ziàr tud hag a zo bet beuzet er Blavezh gwezharall, bered ar bagoù kozh, hag ur bochad traoù arall c'hoazh.


Gouel Sant Dewi

Gouel Sant Dewi

13/04/2023

Dec'h e oa Gouel Sant Dewi, gouel broadel Bro-Gembre. Just a-walc'h, hiziv eh aomp da selaou doc'h Germaine Chevillard, a oa bet aterset get Marie-Laure Groix e 1997 a-ziàr ar boaiajoù he deus graet er vro-se. Ha goude e vo komzet a-ziàr Bro-Iwerzhon get Momo Jouanno, a zo bet é chom hag é labourat er vro-se e-pad seizh vlez. Komzet vo ag ar skolioù, ar yezh iwerzhoneg, an tele, ha traoù arall c'hoazh.


Sant Karadeg Tregomel

Sant Karadeg Tregomel

13/04/2023

Hiziv eh aomp d'ar Vro Pourlet hag eh aomp da selaou doc'h Marcel Jaffré, a oa bet aterset get Merwyn Sauerbrey e 2011 a-ziàr an amzer gwezharall e parrez Sant Karadeg Tregomel. Hag e achumant an abadenn e vo klevet un istoer hag a oa bet kontet get Stefani Gwilhom e Porzh-Loeiz e 1913. An istoer-se, a zo anvet « Ar verc'h hag an daou ozegan », a zo bet kontet hag enrollet e 2020 get tud ag ar radio hag ur skipailhad tud a-volantez vat : Enora Molac, Benoit Allaire, Brewal Runigoù, Momo Jouanoù, Gregory Evenas, ha me, ha frammet get Jeanne Chevrel


Brezhoneg ar Skorf

Brezhoneg ar Skorf

13/04/2023

Hiziv eh aomp da Bloue, hag eh aomp da glevet Herri ar Borgn, a oa bet aterset get Merwyn Sauerbrey e 2012 a-ziàr ar levr « Brezhoneg ar Skorf » a oa bet skrivet getoñ hag embannet get Skol Vreizh e 2011.


Klegereg, chistr-per

Klegereg, chistr-per

13/04/2023

Albert Pechard a oa bet aterset get Monik ar Boulc'h e 1990 a-ziàr parrez Klegereg. Komzet en doa ag an traoù a oa bet savet pe kempennet a-nevez er gumun en amzer-se, hag a-ziàr ar chistr-per a vez graet en tachad-se. Sonerezh : Bagad kerlenn Pondi - Manez Gwenn Erik Marchand ha Taraf Karansebes - Pardon Klegereg Kerbedig - Kost-ar-c'hoad Aziliz ha Maina Audran hag Eflamm ha Ninnog Louis-Vorc'h - K'rollomp a laride


Labour-douar, Labour-mor

Labour-douar, Labour-mor

13/04/2023

Klevet ' vo div atersadenn ' oa bet graet get Marie-Laure Groix e 1998. Klevet ' vo Yannig Madeg é komz ag e vicher labourer-douar, ha Serj Bozeg é komz ag an traoù ' vez moaian gober get ar bezhin. . Sonerezh Dir ha Tan - An dudchentil hag ar peizant Yao ! - An dro Denez Abernot - Gwerz ar vezhinerien Roland Becker - Tachenn glas


Ar Roue Stevan

Ar Roue Stevan

13/04/2023

klevet ' vo Amandine Drean, 'oa bet enrollet get Monik ar Boulc'h e Lokwal-Mendon e 1991, é lenn istoer ha profesioù ar Roue Stevan. . Sonerezh : Yao ! - Porspaul Dir ha Tan - Sonennoù kozh Janvier-Durassier - Comme vou'l'voul Katrin Pasko - Laridenn mod Karnag


Bro Gembre

Bro Gembre

13/04/2023

Klevet 'vo François Louis ha Loeiz Beleg, aterset get Marie-Laure Groix e 1996 ha 1997, é komz a-ziàr an amzer o deus paset e Bro-Gembre hag a-ziàr ar c'hembraeg.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ