Diriaou paset peus klevet un abadenn diàr-benn Bro-Roumania. An eil lodenn a vo klevet hiziv. Dominik Allain oa bet aterset get Andrea ar Gall a-ziàr ar sizhunad en deus paset er vro-se, asambl get ur bare tud a vagad an Oriant. Komzet vo ag ar dziganed, ag ar yezhoù a vez komzet er vro-se, a bolitikerezh, ag ar skolioù, ha traoù arall c'hoazh.
Hiziv vo klevet c'hoazh Eugène an Diagon, a Langedig, é komz ag ar voaiaj en deus graet er Sisil. Ar sizhun baset ema bet skignet lodenn gentañ an atersadenn-mañ, a oa bet graet get Andrea ar Gall, neuze eh aomp da selaou doc'h an eil lodenn hiziv. Komzet vo ag ar boued, ag ar manezioù-tan, ag ar labour-douar... ha komzet vo un tammig ag ar mafia ivez.
Ni vo e Gregam hiriv e kompagnunezh Lucien Galloudeg, en doa kontet da Gatrin Pasko get petra veze c'hoariet pa oa bihan. Hag e achumant an abadenn e vo klevet un istoer hag a zo anvet « ar maltouter hag ar siren ». Kontet oa bet get Stefani Gwilhom e Porzh-Loeiz e 1913, hag ema bet lennet hag enrollet e 2020 get Benoit Allaire, Jeanne Chevrel, Enora Molac ha Mazhev Coviaux.
Hiziv eh aomp da selaou doc'h Raymond Bacon, a Garnasenn, oa bet ateset get Katrin Pasko a-ziàr ar vuhez àr ar maezoù pa oa yaouank. Komzet vo ag ar boued : an amanenn, ar laezh ribod, ar yod, ar c'hrampouezh... komzet vo ag an eost, ag ar botoù-koad, ag an c'hoarioù... hag ur bochad traoù arall c'hoazh.
Rafael Taldir hag an aotrou person Marcel Blanchard a zispleg doc'h mikro Monique Ar boulc'h petra veze groet gweharall ewit sul ar lori, pask, ha sul Quasimodo, ar c'hetañ sul àr-lerc'h pask . Sonerezh : - Rafael Taldir - Kanerion Pluignéer : Eit Gouilieu pask - Yann-Faénch Kemener : Ar basion vras - Istan : Ar basion vras
Selaouomp doc'h Eugène Le Diagon, a Gergonan e Langidig, a oa bet aterset get Andrea ar Gall a-ziàr ar voaiaj en doa graet er Sisil. E-pad pemzek deiz e oa bet du-se asambl get e vaouez ha mignoned dezhe. Lâret a ray perak e plij dezhoñ boaiajiñ, e pezh broioù ema bet dija, petra en deus gwelet er Sisil, petra en deus graet, penaos ema ar vro...
A-ziàr Bro-Roumania e vo komzet en abadenn-mañ. Dominik Allain a oa bet é ober ur voaiaj du-se asambl get tud a vagad an Oriant, ur voaiaj hag a oa bet aozet get ar gevredigezh « entraide Ploemeur-Roumanie ». Komzet e vo ag ar vro, ag an dud, ag ar boued, ag an evaj, ag an ilizioù...
A-ziàr Bro-Iwerzhon e vo komzet en abadenn-mañ get Yann-Pier Deredel, a oa bet ateset e 1993. Komzet vo ag an amzer, an dud, an darempredoù etre tud Bro-Iwerzhon ha Bro-Saoz, ar feson ma vez komzet ar saozneg er vro, pouez an iliz er gevredigezh, ar yezh iwerzhoneg, an dañs, ar sonerezh, ha komzet vo un tammig ag istoer ar vro. Doc'h mikro David Ar Gall
Gwelet ho peus en nevez-hañv o arruiñ, ar jardined leun a vokedoù ag an evned o kanañ an dra-se zo kaoz e kennigan deoc'h selaou Gwenael Herrieu doc'h mikro Marie-Laure Groix o koajal ag an evned. . Sonerezh : - Pierre Cado : En neué hañv. - Sonerion Bro Boio : Rossignol du bocage - Fleuves get Youn Lange : En evnig zo er c'hoed. - Jo pourchasse