Ar bed o treiñ

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Priz ar vuhez

Priz ar vuhez

12/04/2023

Evit ober ar muiañ a drouz war gont al louzeier gwerzhet re-ger, ha dre-se gwallvrudañ o froduerien, emañ Médecins du monde o reiñ lañs d'ur c'houlzad-kelaouiñ graet a luganioù feuls ha direnkus. Met n'eo ket gwall aeset o labour evit ar yec'hed ha prederioù ha prizioù dereat d'an holl : patroned ar skritellañ foran o deus nac'het diskouez o fanelloù. Martezeadennoù a zeu deomp : aon o defe da feukiñ an dud e vezont gopret gante d'ober o brud er straed hag er c'hazetennoù?


Katalanegiñ pe baeañ

Katalanegiñ pe baeañ

12/04/2023

E Barcelone e paieer pa ne reer ket gant ar c'hatalaneg !


Kac'hat ha labourat

Kac'hat ha labourat

12/04/2023

Oxfam a zo o paouez lakaat embann un dezrevell mantrus war ar modoù ma lakaer ar vicherourien da labourat er Stadoù-Unanet, resisoc'h el lazh-tiez. E uzinoù zo, ma vez lazhet yer, ne vez ket aotreet ar vicherourien da vont d'en em soulajiñ.


OPA war ar bio

OPA war ar bio

12/04/2023

Produioù biologel a gaver e-leizh er gourc'hmarc'hadoù bremañ. Met tiez-feurm bras-divent a gaver a-dreñv d'al labeloù-se. Enne e vez gounezet ha treuzfurmet ar produioù-se gant micherourien gopret izel ha ne c'hellont ket profitañ eus gwirioù diazez p'emaint o labourat e broioù ma n'eo ket gwarantiset an doareoù-labour.


Kontadennoù mod an NRA

Kontadennoù mod an NRA

12/04/2023

Kontadennoù ha marvailhoù mil brudet zo bet adskrivet evit bugale ar Stadoù-Unanet gant stourmerien eus al lobbi pouezusañ savet evit an armoù.


Ar c'hwilezed

Ar c'hwilezed

12/04/2023

A-benn kaout amzer d'ober war dro o re vihan eo gouest ar c'hwilezed da chom gaonac'h e-pad ur prantad ha da voc'hañ ur seurt feromon da bellaat ar pared deusoute, a lenner er gelaouenn Nature Communications d'an 22 a viz Meurzh. « Poellek awalac'h eo » eme ar skiantourez Sandra Steiger eus Skol-veur Ulm e Alamagn, kenoberourez ar studiadenn-se. « Perak koll amzer hag energiezh o koublañ pa n'haller ket produiñ vioù ken ha p'eo ken mallus ha pouezhus magañ hag ober war-dro ho re vihan? »


Gwez e Bouthan

Gwez e Bouthan

12/04/2023

108 000 gwezenn zo bet plantet e douaroù Rouantelezh Bouthan e penn kentañ miz Meurzh paseet evit lidañ ganedigezh ar priñs hêr. Graet eo bet an traoù hervezh an hengoun kozh goude m'eo ganet o mab d'ar roue Jigme Khesar Namgyel Wangchuck ha d'ar rouanez Jetsun Pema d'ar 5 a viz C'hwevrer 2016. 108 greunenn zo bet plantet gant o sujidi er vro a-bezh. N'eo ket deuet eus neblec'h ar plantan gwez-se : un niver a bouez, sakr eo 108 er sevenadur boudist. Abalamour da betra? Ar sifroù 1, 0, 8 a zo lakaet da arouezioù gwirionez fetis ha diwezhañ ar bed.


Bezhin ha bakterioù

Bezhin ha bakterioù

12/04/2023

Implijet 'vo ar bezhin da zigreskiñ ar c'hementad a antibiotikoù roet d'al loened er magerezhioù. Ur strollad klaskerien eus an INRA a zo o paouez lakaat splann war wel talvoudegezh ar bezhin er stourm kaset enep ar bakterioù kleñvedus. Dreist-holl ar re a gaver e bouzelloù ar moc'h. Setu un doare nevez d'ober gant nebeutoc'h a antibiotikoù.


Koust koachet ar pestisidoù

Koust koachet ar pestisidoù

12/04/2023

Etre an 20 hag an 30 a viz Meurzh eo dalc'het ar sizhunvezh gouestlet d'an holl vodoù da c'hounit an douar kuit da implijout pestisidoù. Neuze ez eo ur sapre kendegouezh a vever pa zeu er-maez ivez ur vras a studiadenn war koustoù koachet impli al louzeier amprevaned. Un hir a labour eo bet ivez, kaset gant daou glasker gopret gant an INRA, ensavadur bro ar glaskerezh agronomek. O fennad a gavoc'h er gelaouenn Sustainaible Agriculture Reviews. Int-i eo ar re gentañ o deus strollet awalac'h a zielloù a-benn sevel un antologiezh, ur sintezenn fonnus a-walc'h war ar sujed-se. Ennañ e kaver an holl ditouroù negativel war implij ar pestisidoù, ar produioù fitoyec'hel.


Debriñ plastik

Debriñ plastik

12/04/2023

Ur skipailh japanaat a skiantourien o deus diskoachet ur spesad bakterioù nevez : gante e vez kavet mat ar plastik da zebriñ. Leun a zilerc'hioù plastik eo meurvorioù ar bed : chom a reont da flodiñ a verniadoù bras divent e lec'hioù zo. Ha n'ez eont ket da goll gwall vuan : e-pad an amzer-se e vougont ar plant hag al loened. Met morse ne c'heller is-priziañ nerzhioù an Natur : enni ez eus bet diskoachet bakterioù mac'hom war ar plastik.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ