Ar bed o treiñ

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Debrin litchi ha mervel

Debrin litchi ha mervel

12/04/2023

E-pad muioc'h evit ugent vloaz e arrue kantadoù a vugale en ospitalioù e tro wardroioù kêr Muzaffarpur e India, ha bewezh etre miz mae ha miz even. Tapet 'oant holl gant terzhienn. Tost da 40% deusoute a varve abalamour d'un empennaoued hipoglisemiek, ur c'hleñved tannijenn gwall c'hrevus.


Merc'hed ar bed

Merc'hed ar bed

12/04/2023

D'an 8 a viz Meurzh e oa bet galvet merc'hed un hanterkant bro bennak er bed da baouez gant o labour en o embregerezh pe er gêr. Evit merkañ an taol kreñv, dres da zevezh etrevroadel ar stourm evit gwirioù ar merc'hed. Evit ar wezh kentañ 'oa aozet ar vanifestadeg-se a unvouezh etre kalz a aozadurioù dre ar bed. Evit bevañ un devezh hep ar maouezed. Evit diskouez ar pezh a ra en tiegezh, en embregerezhioù, er familhoù, er gevredigezh, en ekonomiezh, pa goller ar merc'hed e-pad un nebeut eurioù.


Stankelloù bihan da broduiñ tredan

Stankelloù bihan da broduiñ tredan

12/04/2023

Stankelloù dourdredan bihan, ekologel ha spletus, evit ur produiñ tredan nes. Un daou vil stankell vihan a zo bet dilezet e Frañs, abaoe ma ouezer ober tredan a-ziwar an nukleel.


Amazionia an henvroidi

Amazionia an henvroidi

12/04/2023

Korvoet eo koadeier Amazonia abaoe muioc'h evit 2 000 vloaz. Graet e veze ivez gant ar pobloù kentañ. Ar studiadenn nevez deuet er-maez war ar c'horvoiñ-se a chench hor sell ouzh ar c'hoadeier kentañ : ne oant ket betek degouezh an droc'herien goad en XIX hag en XXvet kantved, lec'hioù (dinamm), laosket gouez gant an henvroidi. E-touez dezrevelloù Akademiezh amerikan ar Skiantoù emañ ar studiadenn-se.


Ar Platt

Ar Platt

12/04/2023

Petra eo ar Platt, ar yezh komzet gant muioc'h evit tri milion a vrazilianiz? Ar Platt a gav he orinoù e istor ar germaned, ha resisoc'h e Bro Vozel. An eil yezh komzet e Brazil eo goude ar portugaleg. Ur souezhadenn e c'hell bezañ da galz. Komzet 'vez gant tri milion a dud enne, met gwelloc'h c'hoazh, komprenet gant e-tro 10 milion a vrazilianiz. Pa reer ar gont-se 'ra eus ar Platt eil yezh Brazil.


Bronnou-mor o zreid er skorn

Bronnou-mor o zreid er skorn

12/04/2023

Ur spesad bronnoù-mor a zo bet diskoachet gant ar skiantourien : «Edwardsiella andrillae», hag o doare-bevañ zo pell-mat eus ar pezh a anavezer dija war ar bronnoù-mor all. Ha c'hoazh. Ne ouier ket c'hoazh kalz a draoù diwar o fenn. Un taol chañs, un taol degouezh eo an diskoachadenn-se, ha n'eo ket bet graet gant skiantourien a zo o zachenn-studi ar plant.


Hold up war ar bio

Hold up war ar bio

12/04/2023

Emañ Laurent Wauquiez o paouez fiziañ politikerezh ar gounid-douar biologel e patroned an agro-business er rannvro Auvergne-Rhône-Alpes. Dazont ar bio eno ne vo ket mui etre daouarn ar beizanted o deus stourmet evitañ. Ar broduadurouriezh, ar produktivism a dapo marc'had ar bio.Kenkizet a labour-douar biologel digant e zougerien istirel evit e reiñ da dud an FNSEA, sed aze ar pezh a zo bet hiziv, d'ar 17 a viz du 2016 gant Kuzul rannvro Auvergne-Rhône-Alpes. Emañ ar prezidant Wauquiez hag e guzulierien o prepariñ ur steuñv da ziorren ar bio er rannvro. Lennet eo bet gant kazetennerien Reporterre.


Druzoni c'est la vie

Druzoni c'est la vie

12/04/2023

Re a voued druz a laka diaes bakteri hor bouzelloù. Ur vagadurezh re binvidik a vez delanvad war ar c'humuniezhioù bakterioù a zo annezet hor bouzelloù gante. Diskouezet eo anat gant studiadennoù diwezhañ klaskerien ar Skol-uhel Pasteur.


Scopéli

Scopéli

12/04/2023

Evit bezañ ur c'hliant d'ar stal Scopeli, e Naoned, e vo ret labourat evitañ da gentañ. N'eus ket c'hoazh eus ar gourmarc'had bio-se : digoret e tleefe bezañ e fin 2017. Peseurt doare raktres ez eo neuze ? Ur stal kevelour ha perzhiadek e vo, evit d'ar pratikoù gellet profitañ eus prizioù izeloc'h evit e lec'h all. War an dro 'vo moien da baeañ reizh ar broduerien ma z'a mat en-dro.


Ar repuidi yaouank

Ar repuidi yaouank

12/04/2023

E-touesk 48 milion a vugale diwriziennet ha strewet dre ar bed e konter 28 milion a vugale bet kaset pell eus o bro gant ar feulster hag ar brezelioù, hervezh kont an Unicef. Muioc'h evit un hanter ouzhpenn a vugale diblaset a zo bet kemeret en karg gant Komisardi meur ar Broadoù Unanet evit ar Repuidi etre 2005 ha 2015. An niver diwezhañ a vugale o vont da vevañ da lec'hioù all e-pad an amzer-se a zo kresket a 21%. E fin 2015 'oa 31 milion a vugale e-touesk ar repuidi. Tost da 50 milion a vugale diwriziennet er bed, neuze, hervezh an Unicef, met chom a ra an aozadur war evezh. Da lâret eo, tost 50 milion, d'an nebeutañ. 28 milion deusoute a zo tec'het kuit abalamour d'ar brezelioù. Diwar zifrae e ranker reiñ sikour dezhe : un doenn, dour, boued, dilhad, ar pep retañ da gentañ. 20 milion all a vugale a zo bremañ repuidi abalamour d'ar baouentezh ha da feulster o c'hevredigezhioù. 45% eus ar vugale lakaet dindan gwarez an ONU a zo a-orin eus Siria hag Afghanistan. Un diferañs a vez graet c'hoazh gant Aozadur ar Broadoù-Unanet : ma kaver kalz tud o tivroañ war an hentoù ez eo yaouankoc'h ar boblañs a repuidi. Un hanter deusouti a zo graet a vugale. Gwallgaset e c'hellont bezañ, bac'het ivez pa n'o deus ket a baperoù, n'o deus ket kennebeut a statud gwirel, ha ne vez ket graet war dro o yec'hed.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ