Distruj

Radio Naoned

Liamm eilet er golver.

Distruj #13 : Et mon cul c'est du tofu ?

Distruj #13 : Et mon cul c'est du tofu ?

13/04/2023

Er gêr c'hoazh eo bet enrollet an abadenn met e Roazhon, kêrbenn Breizh ('giz ma lâr tud 'zo), ar wezh-mañ ! Tangi zo bet o skwatiñ saloñs Maelig da lakaat ac'hanoc'h da zizoleiñ strolladoù al label "Et mon cul c'est du tofu ?" a chomo a sav 'benn nebeut. Kit da furchal war o lec'hienn (MONCUL.ORG | ET MON CUL C'EST DU TOFU ?) , o werzhañ 'maint ar pladennoù-du a chom ganto : profoù a galite me lâr deoc'h. Post-punk ha traoù iskisoc'h 'vo klevet 'pad un eurvezh, hep disoñjal tonioù e-koun Doue ar mell-droad. Da glevet en abadenn : Puntas de acero - Maradona Gomme - I'm a virus Lassie -Zegway Cop Deaf Chonky - X-Ray Baby Artic Flowers - Whipe And Hinin - Dernière sommation Accidente - La revuelta real Zone Infinie - Des sales nuits Tôle Froide - Théo Radical Kitten - Sorry Nunofyrbeeswax - Glitch Chafouin - Fin de monde Llamame la muerte - Where sun is spreading shadow Gym Tonic -Tourists of Death Maradona - La mano de dios


Distruj #12 : Distro d'ar gêr

Distruj #12 : Distro d'ar gêr

13/04/2023

E saloñs Mouli eo en em adkavet Mael ha Phil Joe Iron Biden. Klevet e vo en abadenn-mañ strollaldoù eus Brest (LITOVSK, SECTEUR PAVE, TSAREV), ar strollad gwellañ e Frans (TRAITRE), ur vojenn anarcho-punk (CONFLICT), hardcore a vro-saoz (RATED X), ur raktres gant Lan McKaye, oi! a vro-spagn (GOLPE DE GRACIA), ur strollad eus Philadelphia gant synthé (THE GUESTS), un ton kozh eus bro-saoz (SKELETAL FAMILY), rock dispar eus Australia (ROYAL HEADACHE), ur strollad gant Jay Reatard an hini e-barzh (THE REATARDS), hag un ton klasel (CAMERA SILENS). CONFLICT - Mighty and superior RATED X - Clear PAILHEAD - I will refuse LITOVSK - Dad TSAREV - Ecole buissonière SECTEUR PAVE - Sébastien TRAITRE - Un pays à détruire GOLPE DE GRACIA - Cementerio interior SKELETAL FAMILY - Promised land THE GUESTS - Watching the war ROYAL HEADACHE - Need you THE REATARDS - Blew my mind CAMERA SILENS - Classe criminelle


Distruj #11 : week-end e Naoned ha tonioù Slave

Distruj #11 : week-end e Naoned ha tonioù Slave

13/04/2023

Setu distro eo skipailh Distruj evit un eil bloavezh ! En abadenn-man e vo klevet strolladoù a oa sañset dont d'ar festival WEEK-END E NAONED IV. Siwazh eo bet nullaet ar fest na ken diaes eo kinnig sonadegoù er mare-mañ. Klevet e vo memes tra en abadenn-mañ : - LITIGE - Punk-rock gant merc'hed Bro-C'hall - GUTTER - Punk hardcore teñval - GRIT - Punk-Rock a Vro-Iwerzhon - ROTTEN MIND - Rock Bro-Sued - THE FLEX ha BIG CHEESE - New Wave of British Hardcore - MESSED UP - Riot Grrrl Belarussia toulbac'het e izili gant ar gouarnamant e plas hag e bolis - MOLCHAT DOMA - Cold Wave Belarussia - UTRO - Cold Russia gant izili MOTORAMA - PORNOFILMY - Strollad eus Russia a stourm a-enep ar galloud - RECIDIVE - Oi! Bro-C'hall - CHUBBY AND THE GANG - Punk-Rock Londrez - PISSE - Bro-Alamagn - GG ALLIN - Mojenn ar Rock 'n Roll


Distruj #10 : Dibab sonerezh an hañv

Distruj #10 : Dibab sonerezh an hañv

13/04/2023

Setu distroet e studio Radio Naoned goude daou viz bac'het (pe tost) er gêr ha div abadenn enrollet e saloñs hor c'hamalad Mouli. Met setu erruet fin ar bloaz ivez, poent klozañ ar c'houlzad, hag e rimp gant levenez dindan heol Naoned : Sea Sex and Sun (sun = an heol, ha n'eo ket ar gazetenn). Tangi, Mouli, ha Maël zo tro-dro d'an daol-gont c'hoazh, ambrouget gant Guillaume Phil Geko hiziv ! Beajiñ a rimp ganeoc'h e-pad un eurvezh war-zu bro-Saoz, Iwerzhon, Kalifornia, da gas deoc'h tonioù punk, oi!, post-punk, pe surf blaz ar vakañsoù ganto. Ur blijadur eo bet deomp kas an abadenn adalek miz Gwengolo, amañ 'vimp en distro skol 'vit un eil koulzad ! Da glevet en abadenn : DEAD KENNEDYS - Holiday in Cambodgia THE RAMONES - Rockaway Beach THE RAMONES - California Sun THE RIVIERAS - California Sun DICK DALE & HIS DEL-TONES - Surf Beat THE SURFARIS - Wipe Out THE UNDERTONES - Get Over You THE UNDERTONES - Here Comes the Summer VIOLENT FEMMES - Blister in the Sun GANG OF FOUR - At Home (He's a tourist) COCK SPARRER - The Sun Says THE STRANGLERS - Always the Sun LES RATS - Tequila BODY COUNT - Cop Killer


Distruj #9 : Ar spi hag ar c'hengred

Distruj #9 : Ar spi hag ar c'hengred

13/04/2023

Hag ezhomm 'zo er mare-mañ ! Spi ha kengred peadra da genderc'hel ha da vont pelloc'h gant ar bed digenfinet nevez. Mael, Mouli ha Tangi o deus graet un dibab sonerezh ken dibar ha boaz da glotat gant hon dazont ! Da selaou en abadenn : DEAD HERO - La vida Continua WARRIOR KIDS - Espoir NEGATIVE APPROACH - I'll Survive VIOLENT REACTION - Leave me Out GIUDA - Coming Back to you SERIOUS DRIKING - The revolution starts at closing time SUICIDE - Keep your dreams AUTONOMADS - The struggle continues RADICAL DANCE FACTION - Hope ANGELIC UPSTARTS - Solidarity REDSKINS - Keep on keeping on


Distruj #8 : Klozet etre peder moger

Distruj #8 : Klozet etre peder moger

13/04/2023

Pep hini eus e du enkaeet en o ranndioù e kave hir o amzer Mael, Mouli ha Tangi. N'eo ket marv mil den eta ! Gwisket o deus o re votoù Adidas hag o rochedoù karrezennet, diboultrennet o fladennoù-du ha luget ar sono kresket ar son betek klevet taolioù skubell an amezeien. Ha dao ! Kinnig a reont deomp un dibab sonerezh eus ar c'hentan evit buheziñ ho tevezhioù hir. Klevet 'vo en abadenn : BRONCO LIBRE - Enfermé·e·s URBAN SAVAGE - The End DISCHARGE - The Nightmare continues DISCHARGE - The possibility of life's destruction DEAD KENNEDYS - Government flu INSECURITY - Constant Anger ZONE INFINIE - Vers le Chaos THE SPECIALS - Ghost Town NO CLASS - Rien à faire A TROIS DANS LES WC - Contagion BUZZCOCKS - Boredom RED ZEBRA - I can't live in a living room THE MEMBERS - Solitary Confinment


Distruj #7 : Ar sifroù ?!

Distruj #7 : Ar sifroù ?!

13/04/2023

Gouzout a ouiomp holl eo skipailh Distruj tud leun a awen. Betek re a-wezhoù ! A drugarez d'an awen-man e vez kavet temoù dispar d'o abadennoù. Sonj 'peus eus an abadennoù bet : Steeve - ar merc'hed - ar yezhoù minorelaet - strolladoù Naoned - ar melldroad... Hag evit tem ar seizvet abadenn eo bet dibabet un tem, heu... Dic'hortoz : AR SIFROU ! Koulskoude hon eus fiziañs enno evit kinnig tonioù sonerezh hag a gloto gant an tem drol-mañ. Klevet 'vo en abadenn : - AMY AND THE SNIFFERS - Star Fire 500 - SQUAD - 8 pounds a week - THE FLACKOFF - cocktails at 6 - ANGELIC UPSTARTS - 42dn Street - CRISIS - UK 78 - THE VIOLATORS - Summer of '81 - HARD SKIN - XR3 - NABAT - Gerazione '82 - GENERATION X - 100 punks - LES DOGS - 19 - BLACK FLAG - 6 Pack - BLACK FLAG - Room 13 - CEREBRAL BALLZY - Sk8 All Day - THE LOST SOUNDS - Memphis 99 - THE CURE - 10:15 Saturday night - SAD LOVERS & GIANTS - 50-50 - BROMURE - 50-50 - BIRDS IN ROW - 15-38 - MON DRAGON - 343 Salopes - LES COLLABOS - Ete 69


Distruj #6 : tonioù deuet 'maez e 2019

Distruj #6 : tonioù deuet 'maez e 2019

13/04/2023

Petra nevez gant skipailh Distruj ? An tri faotr zo aet da bevar faotr... Degemeret eo bet Guillaume er skipailh tud a-youl vat evit luskañ an abadenn asambles gant Tangi, Mael ha Mouli ! Guillaume zo paotr ar sonerez Punk / Oi!, krog eo gant ur stummadur war ar brezhoneg abaoe miz Gwengolo. Hag evel ma oar an holl... Brezhoneg ha Rock 'n Roll = Plijadur ! 4 forban neuze, par ouzh ar re Dalton evit lakaat ar gaoz war an tonioù bet embannet e 2019. Klevet 'vo en abadenn : - SECTEUR PAVE - Qui peut leur en vouloir ? - NIGHTWATCHERS - Fête Nationale - ANNEES ZERO - Rupture II - TRAITRE - En vain - BAKOUNINE - Punk Police - DELETÄR - A la dérive - BOMBARDEMENT - Silent shadows - CUIR - Trou noir - SORDID SHIP - Toutes voiles dehors - BALLADUR - Angka Satu - HININ - Concrete - CRAN - Ton Ombre - DERNIER FUTUR - Dernier Futur - JODIE FASTER - Still not loving the police - CONDOR - Vengeance - DEMAIN - Mourir en mieux


Distruj #5 : Punk ha mell-droad

Distruj #5 : Punk ha mell-droad

12/04/2023

Punk, mell-droad sed amañ daou c'her ha n'int ket heñvelster ! Daoust da-se, n'int ket digenglotus kenebeut ! Mael, Mouli ha Tangi a zo emskiant eus an dra-se. Neuze o deus divizet gouestlañ 5 vet abadenn Distruj d'ar sonerezh punk e bed ar mell-droad. 1 eurvezh abadenn da gompren peseurt plas 'deus kemeret ar vell rond er sonerezh, ha da c'hoût gant piv ez aio ar maout Roazhon pe Naoned ! Klevet 'vo en abadenn : - MOLODOI : UHT - VANILLA MUFFINS : The drug is football - KOMINTERN SECT : Dans les tribunes - KELTOI : Unhas corres un sentimento - ERODE : Frana la curva - COCKNEY REJECT : We are the firm - SHAM 69 : Millwall City - SKALPEL : MFC - NO EXIT : St Pauli - OPCIO K 95 : Blau i granna - THE ADDICTS : YNWA - BOLCHOI : Hooligans - PROTEX : Don't ring me up


Distruj #4 : Strolladoù a Vro-Naoned

Distruj #4 : Strolladoù a Vro-Naoned

12/04/2023

Ur wezh ouzhpenn e oa bet en em gavet an tri mignon asambles e studio Radio Naoned ! Boaz omp bremañ o klevet anezho o kaozeal eus ar sonerezh punk oi!... Gant entan, gant fent, gant from a-wezhoù e lakaont ac'hanomp da veajiñ e bedoù sonerezh dianavezet evit lod ac'hanomp. Beajiñ pell... Pe get ! Ar wezh-mañ ho po tro da glevout strolladoù a Vro-Naoned. Ya sur, Naoned he deus he leurenn Punk / Oi! ha pinvidik eo bet ar peuriñ. Klevet 'vo en abadenn : - CHAVIRE : Si c'est de la racaille - CASSEUR : Politiciens batards - PUISSANCE CUBE : Chuter dans l'amour - BLEAKNESS : Ruined trajectory - NURSERY : Porn life - CIRCLE : Gun's 'n bruises - STINKY : Sliders - RAW JUSTICE : Useful pride 8 - HARM DONE : Force fed - ZABRISKIE POINT : Punk - VAGINA TOWN : Ecstasy - TRI BLEIZ DIE : Dazont ebet - EV : Ar falc'hon - THE GIFT : Golden gate - GILLES SERVAT : Gros plant et muscadet