Distruj

Radio Naoned

Liamm eilet er golver.

Distruj #23 : Euskal Herria (2/2)

Distruj #23 : Euskal Herria (2/2)

13/04/2023

Eil abadenn diwar-benn Euskal Herria ar miz-mañ. Snoopy a embann ar fanzine divyezhek Arvar zo bet pedet gant Herri ha Tangi da lakaat ar gaoz war leurenn punk bro Euskal Herria. Strolladoù a-vremañ ‘vioc’h lakaet da zizoleiñ met ar wezh-mañ e selaouimp tonioù koshoc’h ivez, deus mare ar Rock Radical Vasco. Un doare a-feson da zeskiñ un nebeud gerioù euskareg.
An deiziataer a zistroio e fin an abadenn evel bep miz bremañ.
Goazen !


Klevet ‘vo en abadenn :


Gaitze – Bizi Nahi Dut

Aurrez Aurre – Askatasun Sena

Kortatu – Sarri

Delirium tremens – Kaixo

Eskorbuto – Historia triste

Las Vulpes – Me gusta ser una zorra

Rotten XIII – Bombas

Hondartzako Hondakinak – Zeru Hutsa

Tatxers – Bihotz Motel

Dirty Old Gasteiz – Fabrikaren Usaina

Brigadistak Sound System – Urrun

Kaleko Urdangak - Biolentzia 1984


Distruj #24 : Breizh mod kozh

Distruj #24 : Breizh mod kozh

13/04/2023

Distroet eo Mouli ha Tangi d’ho mare krennardiezh ar miz-mañ. Kaset ‘vo tonioù deus Breizh « mod kozh » en ho tivskouarn, deus ar bloavezhioù 80 betek ar bloavezhioù 2010. Tonioù selaouet ha plijet gant an daou gamalad en o yaouankiz. Gant ar bochad sonadegoù o tont e vo un deiziataer hir e eil lodenn an abadenn, gant strolladoù a bep seurt, deus ar c’hrust d’ar post-punk, deus Bro-Saoz da Vro-Sarthe, 72 = BZH.
Bec’h dezhi !


Klevet ‘vo en abadenn :


- Al Kapott - Chourave

- Mass Murderers - Cancer social

- Trotskids - Gueule d'enfer

- The Decline - A punch in my head

- La Zone - La Bretagne en colere

- 100 Raisons - La bretonnade

- Taulard - Les hauts plateaux

- Nape Neck - Aim Slow

- TURBO CROXX TERROR - A.D.B.A

- TURBO CROXX TERROR - Bekasine

- Mary Bell - Sacrificed

- Litige - Nique tout

- UK Subs - World War


Distruj #21 : Bro Skos

Distruj #21 : Bro Skos

13/04/2023

Distreiñ a raio skipailh Distruj war-zu ar broioù keltiek ar miz-mañ. Goude Iwerzhon an Norzh ha Republik Iwerzhon e treuzo Mouli ha Tangi ar mor keltiek betek Bro-Skos. Aergelc'h tavarnioù lous Glasgow en ho tivskouarn ! Etre sorbiennoù gwir pe faos an daou animatour 'vo moaien deoc'h klevout tonioù punk kozh, anarko-punk, new-wave, crust pe oi ! Gant poan 'vo klasket ganto distagañ un nebeud gerioù gouezeleg met lakaet 'vo ar gaoz war ar Gaelic punk memestra. Bec'h de'i ! Da glevet en abadenn : The Exile - Jubilee 77 The Skids - The saints are coming The Rezillos - I can't stand my baby Scars - Horrorshow Fingerprintz - Wet job The Subjects - Paradise Political Asylum - Solitary Ex-cathedra - Give me tomorrow Oi Polloi - Ar ceol ar canan Mill ah Uile Rud - Mill ah Uile Rud Disaffect - Storm a coming Public Service - Public texture The Skids - Into the valley


Distruj #18 : Iwerzhon

Distruj #18 : Iwerzhon

13/04/2023

Goude ur veaj etre Belfast ha Derry ar miz paseet e chomo lamponed Distruj war an enezenn. War-zu ar Republik e yelo Mouli ha Tangi hiziv ganeoc'h. Deus ar bloavezhioù 80 betek bremañ, deus ar folk betek ar punk o tremen dre an Oi !, ar C'hrust hag an D-beat, deus Dulenn betek Cork pe Galway, kaset e vioc'h ganeomp da foetañ bro en Iwaerzhon. Ha goude an abadenn e aliomp deoc'h sellet deus ar film Crock of Gold a gont istor Shane MacGowan. Da glevet en abadenn : The Pogues - Boys From The County Hell Radiators From Space - Television Screen The Vipers - I've Got You Paranoid Visions - Strange Girl Virgin Prunes - Caucasian Walk Sultans Of Ping FC - You Talk Too Much The Jollars - The Fight The Nilz - New Underground Rats Blood - Dublin's Got HC Rats Blood - Alive In The Fight Putrefaction - Become Death Bacchus - Devoted To Shit Fontaines DC - Dublin City Sky


Distruj # 19 : An trede koulzad !!!

Distruj # 19 : An trede koulzad !!!

13/04/2023

Goude vakañsoù leun a droioù kaer e tistro bandennad Distruj evit un trede koulzad leun a souezhadennoù. Gant Tangi Mael ha Mouli eo bet kaset tonioù klevet a-hed an hañv, e sonadegoù e pep korn ar vro pe nevezenti ar rouedad. Ur meskaj oi !, punk hardcore, post-punk, pe pop-punk-grunge (!), a zihuno o tivskouarn ! Da glevet en abadenn : Collision - Sur les trottoirs Ostavka - Transparent Pizza O. D. - Elle Coupe Gorge - Loup Solitaire Oi Boys - La liste Cuir - Les restes de la veille Neuf Volts - Neuf Volts Glen Football - Choices Pissing Rain - Angry Silence Television Personalities - This angry silence Circles - Resonate Mary Bell - Sacrificed MESS - True love Fléau - Gloire éternelle G.L.O.S.S. - Give violence a chance


Distruj #20 : Diskar amzer

Distruj #20 : Diskar amzer

13/04/2023

Diskar-amzer, amzer yen ha teñval. Evit chom hep kouezhañ en diwaskadenn e kinnig deoc'h Maelig ha Tangi ur playlist new-wave, cold wave ha post punk. Mont a raimp da bourmen er yenijenn, er reter, reter Breizh, reter bro-C'hall betek bro-Rusia, o tremen dre vro-Vrazil ha Kalifornia memestra. Gant distro ar sonadegoù e tistro an deiziataer ivez, gant sonadegoù e Roazhon dreist-holl ! Da glevet en abadenn : Noir Boy George - Enfonce Toi Dans La Ville Frustration - We Have Some Klaus Nomi - Ding Dong The Witch Is Dead Future - ChômeurE Passion Armée - Détruire l'ennui Kino - Velvet Condom - Rouge City Paris Violence - L'ombre Au Tableau Ballet Clandestino - Escolhas Gwendoline - Audi rtt Peter And The Test Tube Babies - Blown Out Again Oi Boys - Déjà reine


Distruj #17 : Norzh Iwerzhon

Distruj #17 : Norzh Iwerzhon

13/04/2023

Setu skipailh Distruj o kas ho tivskouarn war hentoù teñval ha feuls Iwerzhon an Norzh. Deus mare an Troubles betek ar Brexit, met atav gant ur vandenn orin punk (pe rap). Kaoz 'vo deus an Istor neuze, deus emgannoù, deus al label Good Vibration a-raok echuiñ gant strolladoù a-vremañ. Ur veaj etre straedoù lous Belfast ha Derry. Bec'h dezhi! Da glevet en abadenn : The Outcasts - Just Another Teenage Rebel Stiff Little Fingers - Alternative Ulster Rudi - Time To Be Proud Victim - Strange Thing By Night Kneecap - H.O.O.D Runnin' Riot - Lost Generation Toxic Waste - A Song For Britain Au Pairs - Armagh Problem Patterns - Day And Age Utopie - Jamais Syndrome 81 - Tu ne me dois rien If you hate the british army


Distruj #16 : Labour pe dilabour

Distruj #16 : Labour pe dilabour

13/04/2023

Labourat a-hed ar sizhun, el labouradeg pe en interim, o c'hortoz mall warnout kloc'h fin an devezh; pe chom dilabour, diarc'hant, ha straniñ. An dibab o deus graet Maelig ha Tangi : skwatiñ ur gambr 'benn enrollañ un abadenn a gaso punk hag oi! mod kozh en ho tivskouarn un eurvezh 'pad. C'hwezh ar broletaerien.ezed hag ar fobann.ez.ed en ho radio, e-koun kumun Pariz! Da glevet en abadenn : L'infanterie sauvage - Eh Oh Les rats - Poubelle trouve un job Sect - Masters and slaves Didier Wampas - Punk ouvrier La souris déglinguée - Rockers Death right boys - Working Silent drama - I hate work Kronstadt - Commune René Binamé - L'heure de la sortie Cock Sparrer - Working Perkele - Working class Tachanka - Né pour être chômeur Molodoï - La complainte des ouvriers Le mors aux dents - Patron Sheila - L'heure de la sortie


Distruj # 15 : Distro er studio

Distruj # 15 : Distro er studio

13/04/2023

Setu distroet er studio gant Guillaume ha Tangi evit 15vet abadenn Distruj! Beck zo bet pedet ganto da zibab tonioù a gaso ho tivskouarn war hent ar stourmoù da vro Gatalunya, Birmania, pe Mec'hiko. Ur veaj en istor 'vo graet ivez betek emsavadeg Kronstadt. Ne zisoñjimp ket lakaat war wel devezh etrebroadel stourmoù ar merc'hed gant strolladoù punk. Ur banne rap 'vo tapet da gregiñ ganti. Bec'h dezhi! Pablo Hasél - Muerte a los borbones La Rumeur - La meilleur des polices Merauder - Life is pain Gloss - Give violence a chance Kronstadt Uprising - What are you gonna do? Mary Bell - Please no Crocodyl Lindebeull - Bagarre de rue Traître - Un noeud Rebel Riot - Genocide Murphy's Law - Don't bother me Cruz de Navajas - Esclavas


Distruj #14 : Best-of 2020

Distruj #14 : Best-of 2020

13/04/2023

Eil abadenn e Roazhon city ar miz-mañ. Un dibab o deus graet Maelig ha Tangi deus an tonioù ha strolladoù int bet plijet ganto er blovezh 2020, ur best-off gant ur miz dale! Strolladoù Roazhon 'vo klevet en abadenn evel-just, met ivez, Europa pe Stadoù Unanet. A-raok kregiñ ganti ez aimp war-zu stourmoù Bielorusia pe Tunizia... pe Lieuron gant tonioù punk, rap ha tekno 'vit ur wezh! Gant ur rubrikenn nekro 'echuo an abadenn. Roll an tonioù : Molchadoma - Lenindgradsiy blues El General - Rayes CRAN - Samedi minuit La inquisiciòn -1991 Metrö - Coup d'envoi Abuse - Frieenemies The Mall - An answer Morgana - Stanchi Ezded - Sérotopunk Béton Armé - Au bord du goufre Force Majeur - Noirceur Rotten Minds - You'll never see me again Gerry and the Pacemakers - You'll never walk alone