Distruj

Radio Naoned

Liamm eilet er golver.

Distruj #3 : Ar sonerezh punk e yezhoù minorelaet

Distruj #3 : Ar sonerezh punk e yezhoù minorelaet

12/04/2023

En em gavet e oa bet, evit an trede gwezh, hor tri faotr... Heu ! Daou baotr kentoc'h ...sot gant ar sonerezh punk / oi! e studio Radio Naoned ! Ur pal : lakaat ar gaoz war ar sonerezh punk e yezhoù minorelaet ! Mael, siwazh dezhañ ha siwazh deomp, n'en doa ket gallet dont da enrollañ an abadenn-man asambles gant e gompagnoned ! Daoust da-se en doa kavet amzer da skrivan un taol imor e koun Gilles Bertin. Klevet 'vo en abadenn : - CAMERA SILENS : Réalité - KELTOI ! : Tiveches que ser forte - KALENKO URDANGAK : Ez Dago Hilda - AMOR TERMINAL - TROUZ AN NOZ : Tchi Queï Qui Caouse Gallo Un P'Ti - MOSCOW DEATH BRIGADE : Papers Please - OPCIO K-95 : Terra de sang - KORTATU : Zu Atrapatu Arte - TRI BLEIZ DIE : AI'ta - CHROMA : Claddu - STERORNABHAGH : Mill a h Uile Rud - PILSENERS : Herois del nostre temps - DOUBLING BOYS : Denbora aurrera doa - DES KONTROL : Duitasunez eutsi - BLEAKNESS : Toward The End


Distruj #2 : Plas ar merc'hed er sonerezh Punk / Oi!

Distruj #2 : Plas ar merc'hed er sonerezh Punk / Oi!

12/04/2023

Setu eil abadenn an tri lampon, Tangi, Mael ha Mouli. Tri faotr anezho ! Padal e vo lakaet ar gaoz ar wezh-mañ war plas ar merc'hed e bed ar sonerezh punk / Oi! Tangi 'zo bet oc'h atersiñ Emilie sonerez gitar bout anezhi. Homañ 'zo plac'h ar sonerezh punk ! Klevet 'vo en abadenn : - THE JITTERS : We are the jitters - BIKINI-KILL : Rebel Girl - THE SLITS : I heard it through the grapevine - X-RAY SPEX : Oh bondage ! Up yours ! - PUKE SPIT AND GUTS : You ain't never - MARY BELL : Vultures - GRIT : Concrete Sea - GWEAMS : 365 - HEXEN : Walk with me - LITIGE : Scanner


Distruj : E koun Steve

Distruj : E koun Steve

12/04/2023

Sed amañ abadenn gentañ Tangi, Mouli ha Mael ! An 3 faotr a-youl vat o deus bet c'hoant gouestlañ an abadenn-mañ da vemor Steve Maia Caniço. Steve, 24 bloaz, oa marvet beuzet el Liger d'an 21 a viz Mezheven 2019 goude kargadenn ar CRSed war dañserien·ezed gouel ar sonerezh e Naoned. Klevet 'vo en abadenn : - SPIRAL TRIBE : Forward the Revolution - COCK SPARRER : Riot Squad - 4 SKINS : A.C.A.B - ANGELIC UPSTARTS : Police Oppression - THE OUTCASTS : The cops ar Coming - HAINE BRIGADE : Commissariat Blues - SURVET SKINS : Survet Skins - KRONDSTAT : NLK - ANNEES ZERO : Précipice - THE DICKS : Hate the Police


Kentañ Kent