Tavarn Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Brieg Doujet - Kouign amann eit ledanaat ur rouedad

Brieg Doujet - Kouign amann eit ledanaat ur rouedad

29/04/2024

Damp en dro e kompagnonezh Brieg Doujet eit eil lodenn e atersadenn. Arlec’h bout bet e Alemagn eit e studioù hag ur labour ijinour, en ‘zo daet endro da Vreizh. Neuzen e gonta deomp penaos eo daet da vout kelenner, penaos en deu desket dansal dansoù a Vreizh en Alemagn et dreistoll penaost en doe impliet ur galloud dianavet ar c’houign amann.


Brieg Doujet - Parlant ar familh

Brieg Doujet - Parlant ar familh

29/04/2024

Ni’vo hiriv e kompagnonezh Brieg Doujet. Kaojet a vo geton a-ziàr benn ar brezhoneg ba e familh ha penost eo daet ar parlant-sen da vout e barlant ketan. En a gonta deomp pesort studioù en neus graet ha traouigoù a-ziàr e labour ketan e bro Alemagn.


Virjini Besnard - Liammoù etre an dud

Virjini Besnard - Liammoù etre an dud

29/04/2024

Hiriv e vimp e kompagnonezh Virginie Besnard ba Kilombo Mane Bihan, ur lec’h savet geti hag he hanter boutik Geraud nav ble zo . Du-sen e vez kavet yourtoù ha Tiny Houses, un atalier munuzer, ur jardin ha pradeier. He a zisplega deomp penaos a gerzha ar lec’h ha petra vez graet gete eit krouin liammoù etre an dud.

Muzik :

An Tri Pichon – Me’m eus un ti
3030 – O Outro Lado


François Le Roux - Gov b'an Ignel

François Le Roux - Gov b'an Ignel

11/04/2024

François Le Roux zo ganet ba 1935 ba Ploe ha teskaoz neus soñj mat ag an eil brezel... Eñ gonta ivez un tammig diàr-benn brezel an Aljeri. Eñ gempenne ar c'hamionoù aze.
MUZIK
Jo Sergent - En Aljeri - KAB 97


François Le Roux - Gov b'an Ignel

François Le Roux - Gov b'an Ignel

11/04/2024

Ni zo ba komagnunzeh François Le Roux; En zo ganet ba 1935 ba Ploe. En neus groet pasabl a vicherioù. Eid komañs oe aet de vout mevel pa oa krenard, da 14 vlez. Daet eo en dro d'ar vro eid deskiñ ar vicher go : eñ houarne ar c'hezeg b'an Ignel.
MUZIK
Pascaline Le Roux ag an Ignel : Enig bihan
Foto : Theodrore Gericault


Jaime Da Silva - Kultur a vro Japan 3

Jaime Da Silva - Kultur a vro Japan 3

21/03/2024

Jaime Da Silva 'vourra kultur bro Japan, an dilhad mod-kozh hag ar sonerezh surtoud ! Hiriv kaoja deomp diàr-benn ar chanchamantoù zo bet b'ar sonerezh aze, a-c'houde an eil brezel. Eñ gaoja djar-benn ar vodel zo bet sonein kanennoù a vro Frans ba japaneg !
Kanenn : Hidemi Sasaki - Parlez-moi d'amour - Un sonerezh ag ar stil "Chanson" ba Japan !
Limaj : Le Dit du Genji


Jaime Da Silva - Kultur bro Japan 2

Jaime Da Silva - Kultur bro Japan 2

21/03/2024

Jaime Da Silva 'vourra kultur bro Japan. An dra-se zo kaos en deus desket ar parlant a-c'houde ar skolaj. Ha n'eo ket aes ! Meur a feson da gojal a zo rhevez piv oc'h kaojal doc'hte. Hag ar skritur eo un afer arall, alkent, alkent. Eñ gonta deomp hirirv !
Kanenn : Tatsuya Ogawa - komañs a ra an iliz glubiñ
Limaj : Le Dit du Genji


Jaime Da Silva - Kultur Bro Japan 1

Jaime Da Silva - Kultur Bro Japan 1

21/03/2024

Jaime Da Silva a gaoja meur a barlant. Doc'hpenn ewit ar breton en deus desket ar japanaeg a-c'houde ar skolaj. Eñ zo ganet b'ar bleadoù 90 ha distell ur bochad tud ganet d'ar c'hours-se, kouezhet a-barzh Kultur bro Japon, a-gaoz d'ar Manga-ioù hag a base b'an tele ! Eñ gaoja deomp hiriv a skritur japaneg.
Kanenn : Nagayama Yoko - Jonkara Onna Bushi
Jonkara zo un trouz groet get ar gordenn ag ar shamisen [gitar a vro Japon kompozet get 3 gordenn] .
Onna Bushi : Melodi ag ur vouez. Ema ar gouañv. Kalon ar sonourez zo rannet a-gaoz he doe komprenet hag ema he den ur sapre merc'hetour. Kollet eo ar vouez etre ar garante hag ar fulorez . Dre ur metaforenn diazezet àr ar shamisen, klask 'ra desachiñ ar paotr en ur sonniñ ar shamisen mes alas, blam d'ar boan, diezamentoù zo geti eit sonniñ brav. Ar sonourez a lâra d'ar merc'hed ema skañvoc'h c'hoant ar baotred eit an aùél. (Jaime Da Silva)
Limaj : Le Dit du Genji, levr a vro Japan ag ar XI-vet kanvet


Nely, sorserez a-vremañ (3)

Nely, sorserez a-vremañ (3)

15/03/2024

Emañ Nely o chom e Melrant, get he gazhez Juju hag e liorzh (a zo un tammig paket fall get an amzer fall an deizioù mañ!). [Un dezenn oa bet graet geti] (https://pure.aber.ac.uk/ws/portalfiles/portal/31458231/van_Seventer_Nely.pdf) , a-ziàr diougan ar Sybil kembread. Mitologiezh eo, a kaver roudoù e testennoù brezhoneg-krenn ivez. Muioc'h a vo displeget geti en tamm diwezhañ mañ deus Tavarn Kreiz Mitin !

Un atersadenn get Enora Molac.


Nely, sorserez a-vremañ (2)

Nely, sorserez a-vremañ (2)

15/03/2024

Nely a zo a orin ag an izelvroioù. Ar vrezhonegerez e chom de Melrant he doa tennet ar c'hartennoù tarot da Enora, a oa bet d'he gwelet. Komzet oa bet a dudennoù an tarot, ag o arouez er vuhez. Un ostilh interesus a vez anehoñ a-houde kantadoù a vleadoù, implijet e mar a feson.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ