Hiriv e kinnigomp deoc'h daremprediñ get ur vaouez lan a c'hevrinoù.
Nely a zo troerez a-vicher, ha troet àr zu dudioù dic'hortoz àr an dro. Bet e oa bet Enora Molac d'he gwelet betag he zi e Melrant. Komzet o doa ag an tarot, ar meditasion, pe mitologiezh kelt.
Enrollet e oa bet an afer e saloñs Nely, e kompagnunezh Juju ar gazhez, hag ar fornigell e kas tommder bourrapl.
Veronique Bourjot a vourra poetri. Goude ur stag 'doe graet ba bro Euskadi, 'doe decidet ober ur bladenn gan tonioù ha barzhoniezh hag oe bet savet ganti. Anvet eo "A raok ar glav". Hiri, e konta deomp Veronique deus ar bladenn se.
Musik : Marie Louise, Veronique Bourjot / Melodie e gerig hont - Kost'r C'Hoad, Veronique Bourjot.
Deus bro Iwerzhon vo komzet hiri gan kompagnunezh Veronique Bourjot. He oe bet i chom du-hont just goude 'doe kuitaet al lice. Tapet oe bet Veronique gan musik deus ar vro se ha breman, ema i labouro diwar benn a raktres nevez hag vo an arvest anvet "Les Irlandais de Bretagne".
Musik : The May Morning Dew, Veronique Bourjot, Arz Nevez.
Ba Seine Saint Denis oe bet disavet Veronique Bourjot ha ba Rostren oe bet o chom. Neuzen, perak oe bet tapet gan ar brezhoneg ha gan ar ch'an deus bro Gwened ? Peseurt mod 'deus rencontret al Loeroù ruz ? Peseurt mod oe deit da vout kelenner ba skol sonerezh An Orian ? He a gonta tout !
Musik : A-dra-sur, m'en asur. Loeroù Ruz
Olier Berson a ro kentelioù brezhoneg gan Kerlen Sten Kidna ha Ti Douar Alre. Kont a ra deomp deus e istor gan ar yezh. Displega a ra ivez peseurt tud vez gwellet ba e gentelioù, ha perak 'deus c'hoant desko ar yezh. Er fin vo koajet gantan deus ar vro Island ha deus broioù all 'lem 'noe beajet.
Musik : Saga dæmda mannsins, Hljómar
Diam d'ober anaouedegzh gan Olier Berson ba bro an Alre. E dresadennoù vez gwelet ba leverioù evit ar vugale ha skeudennaouet 'noe al levr "De loen en large", scrivet gan Patrick Drean, diwar benn tro lavarioù liamed gan al loened. Hiri, e kontey deomp neuzen un tamm deus e vuhez tresour, penaos 'neus desket dreso, ha peseurt teknikoù a blija dehan implijo.
Setu lodenn zevezhañ get Marie Ar Floc'h-Grainig hag istoer skritur ar sonerezh. Hiri e tisplega deomp a-gaoz da berag e vez desinet an notennoù èl e ramp bremañ. N'eus ket chañjet kalz a-c'houde 1601 ! Lod o deus ijinet traoù nevez ur sort. Mari a lâray muioc'h deomp !
MUZIK
Kreiz Breizh Akademi 9 - ’Noz Kent Aveit ’N Nihour
Limaj : Iannis Xenakis neus ijinet ur feson nevez da skrivañ ar muzik