Ni ya hiri betag Roazhon ba ur ru anavet mat get ar re a vourra gober bourrapl : Ru St Michel, "rue de la soif" vez groet anehi gweave. Met estroc'h eid an tavarnioù, an tier aze a zo bammus. Savet get "colombages", un tammig a-dreuz a-gaoz int arru kozh bremañ. Ha peogwir int kozh int lakaet a-nevez get ti-kêr Roazhon. Jeanne zo bet o welet ar vasonerion o labourat ba unan ag an tier-se. Yann, Divi hag ar mason ba penn ar chanter : Guillaume. Hè zisplega b'ar lodenn-mañ penaos int daet da vout masonerion.
MUZIK
Tri Pichon Noz - Ur masoner ieuank
Ni ouiay muioc'h diàr-benn François Le Roux. Hennezh zo gannet ba Ploe ba 1935. François zisplega deomp e vicher maréchal hag ar micherioù arall neus groet ; pe zo bet loket ar jaw eid labourat an dachenn neus bet afer kavet ur labour arall...
MUZIK
Ar vélo - Denise Noay
Eit eil lodenn an atersadenn-sen e oen c'hoazh get Yann-Ewen L'haridon ba'ar greizenn sevenadurel Amzer Nevez ba Planwour. Ni beus kaojet a-ziàr benn ar sonadeg get e zaouad get Floriane Le Pottier, mamennoù ar repertoar, ar leurennin, ar son. Kaojet hon eus àg un hunvre psikadelik hag, ivez, àg ur boiaj ba'ar galaksi.
Ale ! Damp dezhi !
Muzik :
Daouad Le Pottier / L'haridon – Son ar boked / Mazurka
Brizh-c’houloù, ur leurenn ba kreizig ar sal ha kadoerioù àr dro dezhi. Setu ar pezh am eus kavet ba sal vras ar greizenn sevenadurel Amzer Nevez ba Planwour.
Oeit on tre bedek du-hont eit atersin Yann-Ewen Lharidon ha ni’beus kaojet a-ziàr benn e zaouad get Florian Le Pottier, o sonereh, ar repertoar ha traoù a sort-sen.
Musik :
Yann-Ewen L'haridon ha Floriane Le Pottier – Dans tro Speied
Modkosmik Galactik – D’an eur a hanternoz
Jean-Michel er C’hunff eman é chom ba Lomalo met a Laoulan eman. A-viskoazh en deus kanet get tud e familh ha savet en deus ur skipailh kanourian get un nebeut àg e ganderien. Hinnezh a zisplega razh an traoù-sen.
Muzik :
Kanderien Laoulan – Couic Couic Couic mon père
Clémentine Doran – Funky Day
Eit eil lodenn an atersadenn e kaozay Dominig Pouleriquen a-ziàr ar repertoar a vez sonet geton get e vombard, ar filajoù gwezherell e-pad ar gouianv hag ar sonjoù a-zivout e gornad vro.
Musik :
« Gavotenn a vro pourlet – CD A veg da veg » - Pouleriquen /Le Padellec
Hiriv e vimp get Dominig Pouleriquen àr ribl an Ele met doc’h tu Prijeg. En en deus ‘n em staliet ba ti e dud kozh doc’h tu e vamm àrlec’h e retret. Hinnezh a gonta deomp e vuhez paizant koste Langoned ha penaos en doe komanset da sonin ar vombard pa oe krenard.
Musik :
« Sveteliai Ciemiņi » - Laurita Peleniūtė & Auļi
« Gavotenn a vro pourlet – Konkour St Iwan Bubri 2023 » - Pouleriquen /Le Strat
Eman Denise lan a nerzh ha beugon. A Verlavinez eman met heuliet ‘noe he zud doc’h tu Lokmikelig pa oe yaouank. Kontin a ra deomp he buhez labour en dachenn ha er porzh pesked ba’an Oriant.
Musik :
« Gwashan micher » - Pierre Guillevic
« Kaj » - Mehrad Hidden