Ni zo c'hoazh ba kompagnunezh Camille Ropers hag a oa béour, pe "granitier" durant e yaouankiz. Ha peogwir unan ag e vab zo chom b'an Etats-Unis,( ha hennezh gaoja breton ivez) Camille 'gonta deomp e veaj añse hag an traoù neus kavet farsus !
MUZIK
Ensemble Fawaz Baker - Tango d'Alep
Ni ya d'ober konaisañs get Camille Ropers. Eñ neus labouret b'ar béioù . N'en deus ket choajet e vicher met a-gaoz 'oa micher e dad kaer, hag ret oa dezhoñ labourat kours, Camille zo daet da vout pezh v'ez groet "granitier" anezhoñ. Eñ gonta un tammig diàr e yaouankiz deomp hag diàr-benn e vicher !
MUZIK
Dom La Nena : Valse
Christian Ar Meut a gaoja deomp hiriv ag ar levr "33 jours", skrivet get Léon Werth. Hennezh a gonta penaos neus kuitet Paris ewit achap ag an Allamaned er Jura, er blez 1940. Goude ma oa sañset da badout un nebeut eurioù, ar veaj oa padet 33 devezh.
Gober keuz danvadezed e Breizh daoust ma n’eus ket hengoun a geuz na desaverezh dañvadezed. Setu raktres Tangi Trehin, ur paotr yaouank a gistinid a zo e sonj geton em stalliañ ar lerc’h bout labouret e meur a ti feurm dija.
Ret eo gouiet n’eus ket AOP ebet evit ar c’heuz e breizh. Neoazh e bourvezomp 20 % ag al laezh saout produet e bro c’hall, ar pezh hon laka da vout ar c’hentañ rannvro produour.
Perak ‘ta kement a amonenn ha ken nebeut a geuz e Breizh ?
Ni ya d'ober konaisañs get Maryline Pollet. He zo chom ba bro Bondi a-c'houde ar bleadoù 90 met he zo a-orin an Oise, ba Norzh Pariz. A-c'houde he yaouankiz e vourra Breizh. Ha peogwir e oa skolaerez a-vicher, he deus groet pep-tra ewit deskiñ breton ha dont da vout skolaerez ba Breizh. He gonta toud tuchant !
MUZIK : Ar Skloferien - Gavotte À Deux Violons
Christian ar Meut a gaoja deomp a-zivout Flanchec, skrivet get Jean-Michel Le Boulanger. Daniel Le Flanchec oa maer Douarnenez etre an daou vrezel. Ar gwaz neus bet ur sapre buhez ba-raok mervel b'an Allamagn, àr-lerc'h bout sikleriet d'an nazied get e vouez.