Tavarn Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Tangi Trehin, gober keuz e Breizh.

Tangi Trehin, gober keuz e Breizh.

01/06/2023

Gober keuz danvadezed e Breizh daoust ma n’eus ket hengoun a geuz na desaverezh dañvadezed. Setu raktres Tangi Trehin, ur paotr yaouank a gistinid a zo e sonj geton em stalliañ ar lerc’h bout labouret e meur a ti feurm dija.
Ret eo gouiet n’eus ket AOP ebet evit ar c’heuz e breizh. Neoazh e bourvezomp 20 % ag al laezh saout produet e bro c’hall, ar pezh hon laka da vout ar c’hentañ rannvro produour.
Perak ‘ta kement a amonenn ha ken nebeut a geuz e Breizh ?


Maryline Pollet - An Esperanteg

Maryline Pollet - An Esperanteg

22/05/2023

Maryline Pollet a gaoja deomp hiriv ag ur parlant ijinet ewit gellet kaojal get toud an dud b'ar bed : an Esperanteg. Maryline gonta un tamm ag istoer ar parlant-mañ ha perag e vourra anezhoñ.
MUZIK : Juliano Hernández Angulo - Tiel la Mondo Iras


Maryline Pollet - He beajoù

Maryline Pollet - He beajoù

22/05/2023

Maryline Pollet a vourra beajiñ. A-c'houde he yaounkiz e ya un tammig partoud, get he 2 Chevaux pe get he c'hamion. Ha Maryline zo bet pell a-gaoz d'an Esperanteg ! He gonta un nebeut beajoù deomp hiriv !
MUZIK : The Bothy Band - "Salamanca Reel"


Maryline Pollet - Skolaerez

Maryline Pollet - Skolaerez

22/05/2023

Ni ya d'ober konaisañs get Maryline Pollet. He zo chom ba bro Bondi a-c'houde ar bleadoù 90 met he zo a-orin an Oise, ba Norzh Pariz. A-c'houde he yaouankiz e vourra Breizh. Ha peogwir e oa skolaerez a-vicher, he deus groet pep-tra ewit deskiñ breton ha dont da vout skolaerez ba Breizh. He gonta toud tuchant !
MUZIK : Ar Skloferien - Gavotte À Deux Violons


Maryline Pollet - Pondi Amap

Maryline Pollet - Pondi Amap

22/05/2023

Maryline Pollet eo prezidantez AMAP Pondi. He zisplegay deomp petra eo un AMAP just-a-walc'h hag a-gaoz da berag e soñja ema a-bouez kavet ur gevredigezh èl-se.
MUZIK : Charkha - Tam Tam


Lennerezh get Christian : "Flanchec"

Lennerezh get Christian : "Flanchec"

13/04/2023

Christian ar Meut a gaoja deomp a-zivout Flanchec, skrivet get Jean-Michel Le Boulanger. Daniel Le Flanchec oa maer Douarnenez etre an daou vrezel. Ar gwaz neus bet ur sapre buhez ba-raok mervel b'an Allamagn, àr-lerc'h bout sikleriet d'an nazied get e vouez.


Lennerezh get Christian : "Va Zammig Buhez"

Lennerezh get Christian : "Va Zammig Buhez"

13/04/2023

Christian Ar Meut a lenna ur bochad. Hiriv e kaoja deomp ag ur levr skrivet get Jarl Priel, ur gwaz a vro Dreger, "Va Zammig Buhez"


Lennerezh get Christian : "La Frontière Bretonne"

Lennerezh get Christian : "La Frontière Bretonne"

13/04/2023

Christian Ar Meut a lenna passabl ha hiriv e kaoja deomp ag ur vandenn dreset anavet La Frontière Bretonne, savet get Philippe Créhange ha Benjamin Keltz. An daou gazetenner o deus groet un enklask diàr istoer "adunvaniñ Breizh", réunification Breizh...


Panelloù Heol 1/2

Panelloù Heol 1/2

13/04/2023

Bout propoc'h ha sklaer en e benn. An dra-se zo kaoz 'neus soñjet Yannig Doujet lakaat panelloù heol en e di.
Yannig a zisplega deomp penaos 'kerzha ar panelloù ha penaos o lakaat e plas.
Muzik
Ndiaz - dirheol


Panelloù Heol 2/2

Panelloù Heol 2/2

13/04/2023

Yannig Doujet a zalc'ha da gaozeal deomp ag ar pannelloù heol 'neus lakaaet àr e doenn ha penaos e kerzha. Kar Yannig zo berped o soñjal penaos dont da vevañ en ur feson propoc'h ewit an Douar.
Muzik
Meriadeg Lorho-Pasco & Timothée Le Net - Claudine


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ