Tavarn Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Tro mirdi Breizh : Pezhioù argant oedvezh an houarn

Tro mirdi Breizh : Pezhioù argant oedvezh an houarn

13/04/2023

Paskal Nignol a zo heñcher hag animatour sevenadurel ba Mirdi Breizh, ba Roazhon. Getañ e reomp tro an diskouezadeg «hollvet eo Breizh» da gontañ deomp istoer an oberennoù diskouezet amañ.
Klevet hon oe kaoz ar sizhun baset a bezhioù moneiz oedvezh an houarn, «statères» 'vez groet anezhe, hag hiziv vez kontet deoc'h istoer delwenn Berc'hed.


13/04/2023

Drouiz eo Paskal Lamour. Savet en deus ur livr embannet n’eus ket pell zo anvet : « la parole du druide », un hentenn evid en em zizoleiñ get sikour heritaj ar gelted.
Hiziv vo displeget getañ ur pezh hag a zo a-bouez evit e breder : n’eo ket an den e-kreiz ar bed mes kemer a ra pezh ag an natur.


Tro mirdi Breizh : Barrikenn an henamzer

Tro mirdi Breizh : Barrikenn an henamzer

13/04/2023

Paskal Nignol a zo heñcher hag animatour sevenadurel 'ba Mirdi Breizh, 'ba Roazhon. Getañ e reomp tro an diskouezadeg «hollvet eo Breizh» da gontañ deomp istoer an oberennoù diskouezet amañ.
Hiziv vo klevet kont ag ur varrikenn groet e koad ag an henamzer, antikite ma 'peus c'hoant, un dra ral tre zo bet diskoachet ba Roazhon àr plasenn Santez anna.


Tro mirdi Breizh : hentoù gallo-roman

Tro mirdi Breizh : hentoù gallo-roman

13/04/2023

Paskal Nignol a zo heñcher hag animatour sevenadurel ba Mirdi Breizh, ba Roazhon. Getañ e reomp tro an diskouezadeg «hollvet eo Breizh» da gontañ deomp istoer an oberennoù diskouezet amañ.
Ar wezh-mañ ec'h heuilhimp asambles getañ hentoù an amzer gallo-roman.


Christian Ar Meut - Kaner

Christian Ar Meut - Kaner

13/04/2023

Christian Ar Meut a vourra kanañ a-c'houde eo krouedur. Eñ neus paset e vugaleaj just-a-walc'h kostez Pariz. Met daet eo endro da vro e familh, Krac'h. Aze neus desket parlant e dud-kozh, ar brezhoneg, hag a-gaoz d'an dra-mañ neus desket ur bochad diàr-benn e familh. Christian a gaoja ag an dra-mañ hiriv.


Tro mirdi Breizh - An arched mein

Tro mirdi Breizh - An arched mein

13/04/2023

Paskal Nignol a zo heñcher ba Mirdi Breizh, ba Roazhon. Getoñ e reomp tro ar mirdi da welet oberennoù pouezus. Hiziv e konta deomp Paskal istoer un oberenn ispisial : un arched mein ag ar c'hwec'hvet kantved.


Tro mirdi Breizh - Ar grenamzer ba Breizh

Tro mirdi Breizh - Ar grenamzer ba Breizh

13/04/2023

Paskal Nignol a zo heñcher ba Mirdi Breizh, ba Roazhon. Getoñ e reomp tro ar mirdi da welet oberennoù pouezus.
Lakaet vo ar gaoj hiziv àr ar grenamzer ba Breizh a drugarez d'ur gartenn vras groet get koed diskouezet er midi.


Tro mirdi Breizh - Amzer Ana Vreizh

Tro mirdi Breizh - Amzer Ana Vreizh

13/04/2023

Paskal Nignol a zo heñcher ba Mirdi Breizh, ba Roazhon. Getoñ e reomp tro ar mirdi da welet oberennoù pouezus.
Kontañ a raio deomp Paskal ag ar goñvers e fin ar grenmazer etre Breizh ha broioù arall.


Ar c'hoariva

Ar c'hoariva

13/04/2023

Hiziv emaomp get Kristof Gwilhoù bet arteset da gaojeal a-ziàr ar c'hoari pezh ha penaos en deus groet anaoudegezh get bed ar c'hoariva, d'ar lise betag ar master.


Maen ha Plantennoù Roc'han 1/4

Maen ha Plantennoù Roc'han 1/4

13/04/2023

Ni ya de visitañ bourc'h Roc'han ba kompaguneh Eflamm Korneg. Hiriv e tiskouez deomp batimantoù Roc'han :
ar c'houvi, ar prizon, tier hag ar presbitoer.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ