Karront Sant-Jakez

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Mont da Veurzh (6/8)

Mont da Veurzh (6/8)

13/04/2023

E 2011 'oa bet kaset da Veurzh un dra all c'hoazh gant an Amerikaned : an MSL (Mars Science Laboratory e saozneg). E-barzh ar sond-se 'oa ur robot, sur a-walc'h 'peus bet klevet kaoz deuzoutañ : Curiosity. Dominique Merrien zo 'vont da lâret deomp petra neus graet war-c'horre ar blanedenn ruz, deus mikro Benjamin Bouard.


Mont da Veurzh (5/8)

Mont da Veurzh (5/8)

13/04/2023

Dalc'homp un disterañ bihan c'hoazh diwar-benn Mars Express, ur soñd a oa bet kaset da Veurzh e 2003 gant an Europeaned. Ha daou robot a oa e-barzh memes  ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard.


Mont da Veurzh (4/8)

Mont da Veurzh (4/8)

13/04/2023

Ouzhpenn gant an Amerikaned zo bet kaset soñdoù da Veurzh. Lod a zo bet kaset gant an Europeaned ivez, e-giz Mars Express e 2003. Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro adarre.


Mont da Veurzh (3/8)

Mont da Veurzh (3/8)

13/04/2023

Kalz soñdoù a zo bet kaset da Veurzh, hag an hini gentañ a zo deuet a-benn da vont di a oa Mariner 4, kaset gant an Amerikaned er bloavezh 1965. Dek vloaz goude 'oa bet kaset Viking 1 ha Viking 2 gant an Amerikaned c'hoazh, ha neuze Mars Pathfinder e 1997. Ha kalz traoù a zo bet diskoachet ganto ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard.


Mont da Veurzh (2/8)

Mont da Veurzh (2/8)

13/04/2023

Kalz diaesoc'h eo mont da Veurzh evit mont war ar Loar ! Pelloc'h eo, sur, met abegoù all a zo c'hoazh, e-giz m'emañ Dominique Merrien o vont da lâret deomp, deus mikro Benjamin Bouard.


Mont da Veurzh (1/8)

Mont da Veurzh (1/8)

13/04/2023

War-c'horre ar Loar 'zo bet kaset tud, met n'eus ket bet kaset den ebet war-c'horre Meurzh c'hoazh. Ha koulskoude 'zo pell zo eo intereset ar skiantourien gant ar blanedenn ruz. Kalz soñdoù a zo bet kaset eno abaoe muioc'h evit tri-ugent vloaz 'zo ha lod all a vez kaset c'hoazh ingal, gant an Amerikaned, an Indianed pe c'hoazh an Europeaned. Met an URSS an hini 'oa ha noa kaset ar re gentañ etramek Meurzh. Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard.


Meurzh (4/4)

Meurzh (4/4)

13/04/2023

Daou dra zo o treiñ tro-war-dro da Veurzh evit ar wech. Daou loarell, daou satelit naturel ma karit, Phobos ha Deimos o anv. Ha n'int ket gwall vras avat ! Deimos ne ra nemet pemzek kilometr deus an eil penn d'egile ! Deomp war o c'horre asambles gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard.


Meurzh (3/4)

Meurzh (3/4)

13/04/2023

« Ar blanedenn ruz » a vez lesañvet Meurzh. Met 'blam da betra eo ruz ? Deus pelec'h teu al liv-se ? Ha penaos emañ an amzer war e gorre ? Dominique Merrien zo 'vont da respont deomp, deus mikro Benjamin Bouard.


Meurzh (2/4)

Meurzh (2/4)

13/04/2023

Meurzh a vez graet « c'hoar d'an Douar » deuzouti a-wechoù, peogwir eo heñvel a-walc'h deus an Douar. Met penaos emañ an traoù war e gorre ? Dalc'homp gant Dominique Merrien, deus mikro Benjamin Bouard.


Meurzh (1/4)

Meurzh (1/4)

13/04/2023

Cheñchomp planedenn, deomp da Veurzh bremañ ! Abaoe pell zo tre eo boaz an den da sellet deus ar blanedenn ruz. Un doue a oa memes evit kalz pobloù kozh. Ha goude ar brezel diwezhañ 'oa komañset serten da soñjal lar oa bet tud o veviñ war he c'horre ! Dominique Merrien a zo c'hoazh deus mikro Benjamin Bouard.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ