Karront Sant-Jakez

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Mont d'al Loar (5/6)

Mont d'al Loar (5/6)

13/04/2023

D'ar 24 a viz Gouere 1969 'oa deuet a-benn an Amerikaned da gas Neil Armstrong ha Buzz Aldrin war-c'horre al Loar. Dominique Merrien a zo deus mikro Benjamin Bouard da gontañ deomp un tamm bihan c'hoazh penaos oa paseet an traoù d'an deiz-se.


Mont d'al Loar (6/6)

Mont d'al Loar (6/6)

13/04/2023

Harrison Schmitt hag Eugene Cernan a zo bet ar re ziwezhañ a zo bet o vale war-c'horre al Loar (an dra-se a oa e 1971 gant ar program Apollo 17). Petra zo bet goude-se ha petra vez graet bremañ gant ar broioù all ? Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro adarre.


Mont d'al Loar (3/6)

Mont d'al Loar (3/6)

13/04/2023

Deuet 'oa a-benn an URSS da gas Youri Gagarine d'ober tro an Douar er bloavezh 1961. Setu oa poent d'an Amerikaned ober un dra bennak neuze ! Daou brogram nevez o doa lañset neuze : Gemini hag Apollo. Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard.


Mont d'al Loar (4/6)

Mont d'al Loar (4/6)

13/04/2023

Evit d'ar Loar ranker kaout ur fuzeenn, sur ! Met n'eo ket trawalc'h. Ul « LEM » a oa dav sevel ivez : ur seurt kapsulenn vihan evit diskenn deus ar fuzeenn da c'horre al Loar. Ha start a-walc'h eo bet fardañ an dra-se, miser o doa bet an Amerikaned ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard.


Mont d'al Loar (2/6)

Mont d'al Loar (2/6)

13/04/2023

D'an 20 a-viz Gouere 1969 'oa deuet a-benn Apollo 11 da ziskenn war-c'horre al Loar. Aet eo ar maout gant an Amerikaned ! Met arabat disoñjal lar eo an URSS a oa deuet a-benn da gas un den a-uc'h d'hor pennoù digentañ ! Youri Garagine an hini oa. Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard.


Mont d'al Loar (1/6)

Mont d'al Loar (1/6)

13/04/2023

Abaoe pell 'zo o deus c'hoant an dud da vont d'al Loar. Jules Verne, Hergé, Georges Méliès ha lod all c'hoazh, kalz tud o doa soñjet en ur veaj war-c'horre al Loar pell a-raok ar Brezel Yen. E fin ar bloavezhioù 1950 neuze 'oa komañset an Amerikaned hag ar Russed d'en em chikanañ evit mont d'al Loar ...Hag ur skiantour nazi an hini oa 'noa lakaet an traoù da vont war-raok ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard.


Al Loar (3/3)

Al Loar (3/3)

13/04/2023

Pa vez sellet deus kartenn al Loar 'c'haller gwelet lar zo kalz menezioù war he c'horre. Ha morioù zo ivez ! Koulskoude n'eus ket dour war-c'horre al Loar ... Dominique Merrien a zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro adarre.


Al Loar (2/3)

Al Loar (2/3)

13/04/2023

« Marv » eo al Loar : n'eus ket magma dindan he c'horre. Met peseurt roc'h vez kavet mod-all ? Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard.


Al Loar (1/3)

Al Loar (1/3)

13/04/2023

Deomp d'al Loar bremañ ! Troiñ a ra al Loar tro d'an Douar evit ar wech tout. Ha gwir eo ? Pell zo tre, pa oa sistem an Heol o tont war-wel c'hoazh, ne oa ket loar ebet tro d'an Douar : en em formet eo warlerc'h. Dominique Merrien zo 'vont da gontañ an dra-se deomp, deus mikro Benjamin Bouard.


An Douar (3/3)

An Douar (3/3)

13/04/2023

Ar sizhun baseet 'oamp diskennet dindan gorre an Douar, evit gwelet petra 'vez kavet dindan hon treit. Digentañ 'vez kavet ar « bluskenn ». Goude-se emañ ar « vantell ». Hag e-kreiz tout emañ ar « greun » pe an « askorn ». Ha tomm-ruz eo hemañ ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ