Karront Sant-Jakez

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Yaou (5/6)

Yaou (5/6)

13/04/2023

Soñdoù zo bet kaset betek Yaou, met kalz neubeutoc'h evit Meurzh. Dalc'homp un disterañ bihan c'hoazh gant ar sujed-mañ, asambles gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard.


Yaou (6/6)

Yaou (6/6)

13/04/2023

Tost-achu eo hor beaj en-dro da Yaou, planedenn vrasañ sistem an Heol. Dominique Merrien a zo 'vont da safaret deomp deus Juno, ur sond a oa bet kaset da Yaou e 2011 gant an NASA. Emañ-eñ a-dreñv ar mikro asambles gant Benjamin Bouard.


Yaou (4/6)

Yaou (4/6)

13/04/2023

N'anveer ket kalz traoù deus ar planedennoù gaz. Re bell emaint deuzoudomp ha setu eo stert a-walc'h sellet deuzouto. Met kaset zo bet ur bern soñdoù betek Yaou memestra, e-giz m'emañ Dominique Merrien o vont da lâret deomp, asambles gant Benjamin Bouard.


Yaou (3/6)

Yaou (3/6)

13/04/2023

Treiñ a ra kalz traoù en-dro d'ar blanedenn Yaou. 79 loarell (satelit) a zo bet kavet dezhi evit c'hoazh. Ha kavet 'zo bet gwalinier ivez, un tammig e-giz re Sadorn. Dominique Merrien zo a-dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.


Yaou (2/6)

Yaou (2/6)

13/04/2023

N'eus netra nemet gaz e-barzh Yaou. An dra-se zo kaoz n'haller ket bale war e c'horre. Ha na posubl vije bet moaien deomp ober an dra-mañ 'vije bet dav deomp bezañ gouest d'anduriñ e amzer fall. Avelioù foll a zo ha n'eo ket gwall domm an amzer ivez ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro adarre.


Yaou (1/6)

Yaou (1/6)

13/04/2023

Treuzet hon eus Gouriz an Asteoridennoù bremañ, da vont betek Yaou (Jupiter e galleg), kentañ planedenn ar blanedennoù gaz, ha brasañ planedenn sistem an heol ivez. Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard.


Gouriz an asteroidennoù (2/2)

Gouriz an asteroidennoù (2/2)

13/04/2023

Milieroù a dammoù roc'h bras a gaver e-barzh Gouriz an Asteroidennoù, etre Meurzh ha Yaou. Ha chom a reont ar mod-se 'blam d'ar blanedenn Yaou, honnezh zedenn anezho dre gravitadur. Met c'hoarvezout a ra ganto 'wechoù en em « zistagañ », ha mont kuit etramek an Douar . Dominique Merrien zo c'hoazh deus mikro Benjamin Bouard.


Gouriz an asteroidennoù (1/2)

Gouriz an asteroidennoù (1/2)

13/04/2023

N'eo ket gwall aeset mont deus Meurzh da Yaou. Da gentañ tout 'ranker treuziñ ur parkad asteoridennoù ledan-tre. Ur seurt senturenn eo etre an div blanedenn, ken 'vez graet "gouriz an asteoridennoù" deuzoutañ e brezhoneg. Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro.


Mont da Veurzh (8/8)

Mont da Veurzh (8/8)

13/04/2023

Kalz soñdoù ha robochoù a zo bet kaset war-c'horre Meurzh ha n'eo ket achu c'hoazh ! Traoù all a vo kaset ken dale . ha tud ivez, piv oar ? Mont a ra fonnus an traoù ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro adarre.


Mont da Veurzh (7/8)

Mont da Veurzh (7/8)

13/04/2023

Soñdoù ha robotoù a vez kaset ingal da Veurzh bremañ 'zo un nebeut a vloavezhioù 'so, robotoù e-giz TGO pe c'hoazh SEIS. Kalz traoù a zo da studiañ diwar-benn ar blanedenn-mañ. Lakaomp, n'ouzer ket c'hoazh hag-eñ eo bev he c'halon, tomm he c'halon. Dav eo goût petra zo dindan gorre Meurzh a-barzh kas kosmonoted du-hont, c'hwi gompren ! Dominique Merrien zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ