Rodeier

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Santez-Anna Prad-ar-Raz

Santez-Anna Prad-ar-Raz

13/04/2023

Ar wech-mañ n'omp ket bet gwall bell deus studio Radio Kerne avat ! E chapel Santez-Anna Prad-ar-Raz omp bet, etre bourc'h Ploneiz ha Penhars, war hent Douarnenez. Brav-eston eo ar chapel-se, met n'eo ket ken kozh evel ar chapelioù all. Ar chapel gozh oa bet dismantret e-pad ar Revolusion Vras, ha deus honnezh n'eo ket chomet 'met ur statu gozh, bet kuzhet en ur gêr e-kichenn. Ur chapel all oa bet savet kant vloaz war-lerc'h, memes plas.
Jean Trellu, prezidant kozh kevredigezh Santez-Anna Prad-ar-Raz, 'neus digoret an nor deomp. Deuet eo a-benn ar gevredigezh da brenañ an dachenn zo e traoñ ar chapel, hag ar feunteun da heul. Komañset int da gempenn an tamm douar-se evit gallout degemer an dud.



Ostilhoù kozh ha meurbl ar vro

Ostilhoù kozh ha meurbl ar vro

13/04/2023

Sod eo Maryse Raoult gant an ostilhoù kozh ha meurbl ar vro. Ur bern traoù he deus dastumet neuze er feurmioù tro-war-dro hag e foarioù an traoù kozh. Abaoe un nebeut bloavezhioù he deus savet un diskouezadeg er gêr, e Kerglof (e-kichenn Karaez), a vez digoret d'an dud bep bloaz e-pad an hañv. Traoù kozh ha traoù kaer zo da welet : presoù-eured, gweleoù-kloz, ostilhoù da labourat ar c'hoad ha kement 'so, ur mod eo da zeskiñ en-dro penaos veve ar Vretoned war ar maez gwechall. Benjamin zo bet o welet anezhi e Kerglof.


Deus un eil brezel d'egile

Deus un eil brezel d'egile

13/04/2023

Hiziv emaomp e Pouldregad asambles gant Alice Le Coz. Tad honnezh oa bet mobilizet e 1918, met chañs 'noa bet : a-benn 'oa-eñ o vont d'ar froñ gant e rejimant 'oa lâret dezhañ lar oa sinet ar peoc'h gant an Almañted. Met ne oa ket bet kaset d'ar gêr diouzhtu. Tri bloaz servij noa ranket ober ha da zigentañ oa bet kaset d'an trañcheoù da zizinterriñ ar re varv.
Alice ne oa ket ganet d'ar mare-se evel-just, met dalc'het 'neus mat-tre deus ar brezel all, ar brezel diwezhañ, ha deus ar mod oa bet an traoù e Pouldregad.


Pesk, kig-moc'h, kregen ha tore-palerenn

Pesk, kig-moc'h, kregen ha tore-palerenn

13/04/2023

Petra veze debet gant an dud war vord ar mor gwechall ? Peurviañ ne veze ket debet 'met traoù a veze produet war blas, legumaj, vioù, gwinizh pe kig-moc'h, peotramant traoù a veze paket en aod, pesked pe kregen.
Anna Menez zo 'chom e Sant-Vig evit ar wech. Kontañ a raio deomp deus ar mod 'veze aozet krampouezh ha tore-palerenn gwechall, ha lâro deomp peseurt pesked a veze paket gant an dud, peseurt soubenn a veze fardet ha kement 'zo.
Kontet vo deus Pentraezh ivez, pa ne oa ket c'hoazh ur bern touristed eno, ha kontet deus an tren a yae gwechall deus Kastelling da Vorgad.


Ar sec'hor vras ha foeltrañ ar c'hleuzioù

Ar sec'hor vras ha foeltrañ ar c'hleuzioù

13/04/2023

Jean-Noël Le Bris zo ganet e Pleiben. Skolaer eo bet da gentañ, met a-benn oa dimezet 'oa deuet da Gerprad da zalc'hen douar asambles gant e wreg. Met n'o doa ket bet chañs ar bloaz kentañ : e 1976 'oa, hag ar bloaz-se oa bet sec'h-kras an amzer !
Jean-Noël a gonto deomp deus ar sec'hor vras-se ha deus an adlodennañ ivez, pe ar remembrement, pa oa krog foeltrañ tout ar c'hleuzioù er vro.


Tiñtiñ Marie, ur ganerez eus ar C'hab

Tiñtiñ Marie, ur ganerez eus ar C'hab

13/04/2023

Marie Dagorn, pe Tintin Mari e-giz ma veze leshañvet en he bro, a oa ganet e Kervegen e parrez Goulien e 1892. Ur bern kanaouennoù he doa desket a-raok ar brezel bras, ha pa oa bet lazhet he gwaz en trañcheoù er bloaz 1915 e oa-hi dihanet da ganañ kazimant. Met he amezeien a ouie poursuiñ anezhi da ganañ e-barzh al labour. Daniel Jéquel en doa graet anaoudegezh ganti e 1979 hag e oa deuet a-benn da lakaat anezhi da ganañ dirak an dud. E 1981 he doa risivet ur priz e Kan ar Bobl an Oriant memes.
Daniel Jéquel a gonto ivez deus ar mod 'oa-eñ komañset da zastum kanaouennoù er vro, asambles gant Daspugnerien Bro Glazik.


Germaine Fertil, avaloù-douar ha touristed

Germaine Fertil, avaloù-douar ha touristed

13/04/2023

Germaine Fertil zo kant vloaz ar bloaz-mañ ! Er bloaz 1921 'oa-hi ganet, e Plonevez-Porzhe. Bet eo bet o talc'hen douar digentañ, asambles gant he zud, met goude-se, pa oa komañset an douristed da zont da Vreizh er bloavezhioù 1950, 'oa-hi bet unan deus ar re gentañ er vro ha noa digoret kambreier evito. Ha plijadur 'neus bet ken-ha-ken o tegemer tud a-bep seurt, Parizianed ha Beljed da zigentañ, hag estrañjourien all goude-se.


Joel en Aljeri

Joel en Aljeri

13/04/2023

Ne chom ket kalz a dud ken evit kontañ deus brezel an Aljeri : ar re zo bet oc'h ober brezel en Aljeri zo bremañ pevar-ugent vloaz, pe ouzhpenn.
Bet omp bet o welet Joel Huiban e Kervegen (Skaer). Hennezh oa bet kaset d'an Aljeri e 1960, ha peogwir 'noa bet e bermi a-raok 'oa-eñ bet lakaet da gonduiñ kamonioù. Ar giz-se neuze 'noa gallet gwelet bro, deus Alger betek ar Sahara, o kas soudarded pe ravitailhamant deus un eil kêr d'eben, pe deus un eil kazern d'egile.


Ur Belj e bro ar Bigoudenned

Ur Belj e bro ar Bigoudenned

13/04/2023

Tre e-kreiz bro ar Bigoudenned emaomp hiziv : e Kerlaouedeg e Ploneour-Lanwern, asambles gant Germaine hag Emile Andro, da gontañ deus ar brezel diwezhañ.
E-pad ar brezel diwezhañ 'oa deuet Beljed da Vreizh da glask repu, pa oa aet an Almañted d'o bro. Unan deuzouto a oa bet degemeret e Pornaleg gant familh Emile. Met ar Belj-se ne oa ket gwall fier da zigentañ : gant an Normañted 'oa bet lâret dezhañ 'oa ar Vretoned tud gouez ! Emile a gonto deomp deus an devezh pa oa diklaret ar brezel ivez, ha Germaine lâro deomp deus he zad a oa bet kaset d'an Alsas d'en em gannañ.


Maurice e Pariz

Maurice e Pariz

13/04/2023

Maurice Poulmarc'h zo ganet e Plonevez ha bet savet er Fouilhez, met e-pad tregont vloaz eo bet o chom e Pariz ivez. Hag eno 'neus ket disoñjet e vro nag ar brezhoneg, ar c'hontrol-bev eo ! Kalz traoù 'neus desket e Pariz diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, asambles gant tud evel Mona Bouzeg lakaomp.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ