Rodeier

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Voyage sur l'Aven

Voyage sur l'Aven

13/04/2023

Deuet 'zo ul levr nevez e-maez gant an HPPR (Histoire et Patrimoine du Pays de Rosporden). "Voyage sur l'Aven - Des sources à Pont-Aven" eo anvet, ul levr da safaret deus ar meilhoù kozh a gaver war vord an Aven hag ar Stêr Gozh. Skrivet eo bet gant René Le Dez, ha hennezh zo bet o labourat e-pad tri bloaz evit prepariñ e levr. Met sikouret eo-eñ bet memestra gant tud ar gevredigezh, tud evel Fañch Nedelleg (ganet e Brieg). Benjamin Bouard zo bet oc'h en em gavout asambles gantañ e Rosporden.


Lulu, ur vuhez e Bro-Fouen

Lulu, ur vuhez e Bro-Fouen

13/04/2023

Mouezh Lucienne Moisan 'peus bet klevet sur a-walc'h gant Radio Kerne dija, a-benn 'oamp bet o pourmen ganti er C'hap-Kozh pe e koad Penfoulig un nebeut bloavezhioù 'zo. Met Lulu, e-giz 'vez leshañvet er vro, 'deus ket bet digarez morse da safaret deomp deus he buhez. Ha koulskoude 'zo ur bern traoù da lâret ! E brezhoneg 'oa bet savet gant he zud, e-lec'h ar vugale all ne veze ken desket galleg dezho a-benn neuze. Hag atô eo bet troet deus an natur, ha setu warlerc'h ar skol 'oa graet he soñj ganti da vont da heñchourez-natur ... hag eo bet an hini gentañ er Frañs ! Benjamin Bouard zo bet oc'h en em gavout asambles ganti e Fouen, e-lec'h m'emañ o chom evit ar wech.


Div barrez, div vuhez

Div barrez, div vuhez

13/04/2023

Re Bleiben zo tud fier ha tud pinvidik, e-lec'h re Lopereg zo tud paour. Ha gwir eo an dra-se ? Da safaret deus an dra-se omp bet oc'h en gavout asambles gant daou zen : Denise Le Bihan, deus Pleiben, hag e breur-kaer Jean Herri, deus Lopereg. An daou-mañ a gonto deomp deus ar vuhez war ar maez gwechall : Denise a zo bet talc'hen douar e Pleiben asambles gant he gwaz Pierre, ha Jean zo aet da skolaer. An dra-se a oa un digarez da safaret deus traoù all ivez, deus ar boued gwechall pe c'hoazh deus skol Kervez e Lopereg.


Douar ha pestisidoù

Douar ha pestisidoù

13/04/2023

Pierre Lukaz zo ganet e Gwiskri, e-kichenn Skaer. Eno neuze eo bet o talc'hen ur stal da werzhañ produioù evit al labour-douar, had, temz ha pestisidoù. Met a-benn neuze, er bloavezhioù 70, ne veze sellet deus ar produioù-man evel ma vez graet bremañ ! Ar pestisidoù a veze gwelet evel un dra vat neuze ha setu ne veze ket taolet kement-se a gont deus ar mod a veze taolet ar produioù-se war-c'horre ar parkeier, peogwir den na ouie lar oant dañjerus evit ar yec'hed ...


Sivi dous, sivi mat !

Sivi dous, sivi mat !

13/04/2023

Bro ar sivi eo Plougastell. Hag an dra-se zo pell 'zo bremañ, peogwir e fin ar bloavezhioù triwec'h-kant dija 'veze graet sivi e kement kêr a oa tout er barrez kazimant. En deiz-hiziv 'zo kalz neubeutoc'h evit gwechall, met un nebeut re o deus dalc'het d'ober sivi e-giz o zud hag o zud kozh a-raok. André Cap zo 'chom e Plougastell evit ar wech, ha teir kwech ar sizhun e-pad ar sezon 'ya-eñ da varc'had Landerne da werzhañ e sivi. Benjamin zo bet oc'h en em gavout asambles gantañ, evit dezhañ kontañ deomp istor sivi Plougastell da gentañ, ha goude-se evit mont da zastum sivi dindan ar serioù.


Kentañ Kent