Thérèse Buff zo ganet e Terrug, met a-benn oa-hi dimezet d'he gwaz 'oa aet asambles gantañ d'an Aljeri da chom, e Oran, er bloavezh 1957. A-benn neuze 'oa komañset ar brezel dija, met Thérèse n'eo ket bet maleürus eno. E Oran ne veze klevet kaoz deus ar brezel nemet gant ar post-radio d'ar mare-se ha n'eo ket chomet pell a-walc'h evit gwelet an traoù o vont da fall. Met ne oa ket bet pell oc'h en em rentiñ kont memestra pegen stert 'oa an traoù evit an Aljerianed, ha penaos 'oa an dud o veviñ pep hini deus e du : ar "Vuzulmaned" deus an tu, hag ar Frañsizien deus an tu all.
Miz-Du ha miz-Kerzu a zo mizioù trist. Teñval ha yen eo an amzer ha krog an devezioù da verraad, an dra-se zo kaoz sur a-walc'h eo bet graet "ar mizioù du" deuzouto. Met gwechall ne oa ket ken trist ha se pa teue fin ar bloaz, dreist-holl da zevezh Nedeleg pe d'an deiz kentañ ar bloaz ! Benjamin zo bet e Terrug oc'h en em gavout asambles gant Yvonne Derrien en-dro adarre, honnezh 'deus soñj mat-tre deus Gouel Nedeleg hag an deiz kentañ ar bloaz goude ar brezel, amzer he yaouankiz.
Tri-ugent vloaz 'zo eo cheñchet ar mod d'en em dommañ. En deiz-hiziv 'vez implijet ar gaz, an tredan hag ar fioul da dommañ an ti peurvuiañ, ha gwechall ne veze ket graet 'met gant keuneud, pe gant glaou a-wechoù, pe c'hoazh gant mouded (taouarc'h) a-blasoù. Daou seurt mouded a oa : mouded du, a veze tennet don en douar, ha mouded kign, a veze tennet war-c'horre. Annick Plant zo 'chom e Brenniliz pell 'zo. Honnezh a oar en em dommañ gant keuneud bremañ, met graet he deus gant mouded ivez. Bet eo bet er o tennañ mouded gant he gwaz memes, ha soñj he deus mat-tre deus ar mod ma veze graet. Benjamin Bouard zo bet oc'h en em gavout asambles ganti.
Asambles gant Ivonnig Tardivel omp bet oc'h ober anaoudegezh hiziv e Pont 'n Abad, evit dezhi safaret deus he buhez deomp. Ganet eo e Loktudi, met a-benn oa-hi pevarzek vloaz 'oa bet e Soissons o labourat gant he mamm-gozh. Goude-se 'oa dimezet ha 'oa deuet da Vreizh en-dro, da labourat en uzin Béziers e Pont 'n Abad.
Deus pelec'h teu ar gwez-sapin a vez prenet ganeomp da vare Nedeleg ? Deus Skaer ! Ya, al lod brasañ deus ar gwez-sapin a vez gwerzet e Breizh e fin ar bloaz a vez produet gant an embregerezh Greencap e Skaer. Gwez-sapin a vez gwelet partout eno : etre 350 000 ha 400 000 a vez produet bep bloaz, war-c'horre 700 ha. Degasiñ a ra labour er vro, met tout an dud n'int ket gwall gontant gant Greencap memestra. Bet eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout asambles gant Gi Peñseg, evit goût petra soñj dezhañ bremañ eus an dra-se. Hag e lodenn ziwezhañ an abadenn 'safaro deomp deus un dra all c'hoazh, da lâret deomp penaos 'vez bec'h war ar maez a-wechoù etre re ar vro ha serten tud deuet d'en em staliañ n'eus ket a-bell, dreist-holl goude ma oa komañset ar c'hovid 19 da c'hoari war an tamm douar-mañ.
Degouezhet omp er C'hap hiziv, e Beuzeg, evit ober anaoudegezh gant Annick Ansker. Evit ar wech tout emañ o chom e Beuzeg, hag e-pad ur c'hrogad eo bet o talc'hen un ostalidi er vourc'h. Met n'eo ket deus he micher emaomp 'vont da brechañ, met kentoc'h deus ar skol e-doug ar brezel. Bugel-tre oa Annick pa oa diklaret ar brezel, met soñj he deus deus ar skol d'ar mare-se memestra. A-raok ar brezel ne veze ket droad da gaozeal brezhoneg er skol, met pa oa en em gavet an Almañted er vro oa komañset da zeskiñ brezhoneg d'ar vugale. E fin an abadenn mod-all, Annick a brecho deomp deus he mamm-gozh a ouie pareañ an dud gant pedennoù.
Hiziv emaomp e bro ar Bigoudenned, e Lechiagad war vord ar mor, asambles gant Monique Meleneg. Benjamin a zo bet oc'h en em gavout asambles ganti evit dezhi safaret deomp deus ar skol. Ar skol gwechall, a-benn oa-hi skoliatet e skol ar seurezed, ha goude-se pa oa aet da skolaerez ha kaset da gelenn pell deus he bro, e departamant ar Mañch. Met n'eo ket bet pell o tizreiñ da Vreizh !
Robert Salaün zo ganet e Sant-Hern, met er bloavezh 1960 'noa lakaet en e soñj divroañ ha mont d'an Amerik, e-giz ur bern Bretoned all d'ar mare-se. Bet eo bet o chom e New-York e-pad nav vloaz, hag eno eo bet o labourat en ur restaorant bras, La Crémaillère. Anveet 'neus un toullad komedianed ha kanerien vrudet, evel Burt Lancaster, Franck Sinatra, Dean Martin hag ar re Gennedy ivez. Dalc'het 'neus mat-tre deus an devezh pa oa bet lazhet ar prezidant Kennedy e Dallas ivez. Benjamin zo bet o welet anezhañ er Yun, e-lec'h m'emañ o chom bremañ.
Christiane Keraudren a zo en abadenn Rodeier hiziv. Benjamin zo bet oc'h ober anaoudegezh ganti e Gwiskri, e-lec'h m'emañ-hi o talc'hen douar abaoe pell. Kontañ a raio ur bern traoù deomp, tammoù traoù eus he buhez : ar brezel diwezhañ hag ar bloavezhioù hanterkant, a-benn ma veze bec'h er vro etre ar re ruz hag ar re wenn. Preget 'vo deus al labour-douar ivez, ha deus ar balioù gwechall !
Deomp war heñchoù Sant-Jakez bremañ ! Per Nedelleg zo bet meur a wech oc'h ober ar pelerinaj da Sant-Jakez, e Frañs hag e Bro-Spagn, hag e Breizh ivez ! Kar bremañ zo tregont vloaz 'zo zo bet krouet heñchoù nevez e Breizh evit ar belerined. Benjamin zo bet oc'h anouadegezh gantañ er Merdi, e Brieg.