Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Avel Em Fenn - Meurzh 1 a viz Here

Avel Em Fenn - Meurzh 1 a viz Here

01/10/2024

Elouan Ar C'houlz ha Kaorentin An Dalvay, izili eus ar strollad War-Sav, a displeg deomp petra a dalv enrollañ ur bladenn war-eeun ha penaos e vez paeet an enrolladenn gant an arc'hantaouiñ a-stroll, da lavaret eo ar "crowdfunding".
Deus arc'hant e vo kaozeet ivez gant Anne-Sophie Bratz hag Yves-Marie Derbré Salaun, eus Diwan. Diazamantoù a zo gant ar rouedad : Kresket ar prizioù dre vras met n'eo ket kresket ar gounidoù, en o mesk ar yalc'hadoù...Aterset in bet an daou den gant Enora Molac, eus Radio Bro Gwened.
Ne vo ket ar memes golo gant ar gelaouenn Bretons, ar miz-mañ. Perak ha penaos ? Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez enni.
Keleier : Gwenvael Delanoe
Buheziñ : Yann Boishardy
Teknik : Gweltaz Heno



Avel Em Fenn - Lun 30 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Lun 30 a viz Gwengolo

30/09/2024

Kaorentin An Dalvay hag Elouan Ar C'houlz, izili eus ar strolllad fest-noz War-Sav a gomz eus enrolladenn pladenn nevez ar strollad, un enrolladenn bet graet dirak an holl danserien ha danserezed e-pad an hañv, e Breizh a-bezh.
Ur genstrivadeg skrivañ filmoù a zo aozet gant Rannvro Vreizh, Frañs 3 ha Brezhoweb. Petra eo ar pal ? Displeget eo gant Florent Grouin, eus Brezhoweb.
Diwan, un enguouestl evit ar yezh abaoe kazi hanter-kant bloazh.. Met arvarus eo an traouù evit ar rouedad. Un hanter million a euroioù a zo da gavout evit ma vo moian paeañ ar goproù. Anne-Sophie Bratz, bez-presidantez evit ar c'hentañ derez, hag Yves-Marie Derbre Salaun, teñzorer, a zo ouzh mikro Enora Molac, eus Radio Bro Gwened.
Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas, Radio Kerne
Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boishardy
Teknik : Gweltaz Heno


Avel em fenn - Gwener 27 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Gwener 27 a viz Gwenholoñ

27/09/2024

Un tub bras divent e tiskenn ag an oabl àr su ar mor, setu ur fenomen meteo n'eus bammet daoulagad ar moraerion yaouank àr ur vagig dre lien nebell, er Mor Bihan d'ar 7 a viz Gwenholoñ. E-mesk an dud àr vag oa Youena Baron, he deus kontet he avañtur. Un atersadenn da glevout e penn kommañs an abadenn.

Alzheimer a zo ur c'hleñved a dap ur bochad tud kozh. Muioc'h get ar medisin-bet Alan Goulwen er gronikenn Yec'hed.

Saig Jestin a zo deuet de vout brudet evit e labour àr ar c'hleuzioù. Muioc'h getoñ doc'h mikro Yann Boishardy (5vet tamm Pennad-Kaoz ar sizhun getoñ).


Keleier ar vro & ar bed: Anton Burel dre-eeun a Roazhon
Anim ha teknik Avel em Fenn: Enora Molac dre-eeun a Bondi (RBG)


Avel em fenn - Yaou 26 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Yaou 26 a viz Gwenholoñ

26/09/2024

Ankenius eo choaz Anne Genetet e penn ministrerezh an deskadurezh Stad, hrewez Yves-Marie Derbré Salaün hag Anne-Sophie Bratz, o daou e burev Diwan. Muioc'h gete e penn kommañs an abadenn-mañ.

Krenadenn a zo raktres nevez Erwan Burban, a zo soner trompilh, kaner ha sonaozer. Muioc'h da glevout doc'h mikro Morgane Cotten (Radio Kerne).

Adkavit Saig Jestin paotr ar c'hleuzioù: hiriv e kont peseurt teknik a vez implijet getoñ evit sevel ur c'hleuz a feson. Un atersadenn evit Pennad-kaoz ar sizhun get Yann Boishardy (RKB).

Mael Gwenneg rener programmoù e brezhoneg fr3 Breizh a gont penaos e vo aozet an traoù evit abadenn ar vugale Na Petra 'ta.

Keleier ar vro & ar bed: Gwenvael Delanoe dre-eeun a Gwengamp e studio RKB
Anim & teknik Avel em Fenn: Enora Molac




Avel Em Fenn - Merc'her 25 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Merc'her 25 a viz Gwengolo

25/09/2024

Pistriet, entoksekaet, eo bet merc'hed gant an ensteudoù histaliñ Essure, an implant koñtraseptif. An itron Splann a displeg deomp perak eo bet gwerzhet an ensteudoù-mañ tra ma lod a oare dija e oant dañjerus, ha perak ar sistem evezhiañ Bro-C'hall n'en deus ket graet e labour. Teknik : Tomaz Laken
Ul labour fonnus e vez graet bep miz gant Laouen Nikolaz,a ra war-dro ar gelaouenn Rouzig, ur gelaouenn gouestlet d'ar vugale etre 3 ha 6 bloaz. Muioc'h dre bellgomz gant Enora Molac.
Saig Jestin, anvet "medisin ar c'hleuzioù"en deus c'hoant lakaat war-well pegen talvoudus eo ar c'hleuzioù. Displeget a ra an traoù ouzh mikro Yann Boishardy.
Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boisardy



Avel em fenn - Meurzh 24 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Meurzh 24 a viz Gwenholoñ

24/09/2024

[Ensteudoù (impañioù) Essure: droug mouget e korf ar merc'hed] (https://splann.org/br/enklask/essure-drouk-mouget-e-korf-ar-merched/) , setu eil lodenn enklask Splann! get Radio Breizh, da glevout e penn kommañs an abadenn. Get mouezhioù Erwan Blanchard, Yuna Cojean hag Itron Splann.

Pouezus bras ar c'hleuzioù er vro. Evit ar loened, an deur, an ekosistem. Muioc'h gant Saig Jestin a zo arbenniger àr an afer. Un atersadenn doc'h mikro Yann Boishardy.

Maiwenn Raynaudon Kerzerho a gont hirroc'h a-ziàr niverenn Miz Gouel-Mikel ar gelaouenn [Bretons] (https://bretons.bzh/) . (Miz Gouel-Mikel a zo miz Here!). Un taol pellgomz get Yann Boishardy.

Keleier ar vro & ar bed: Erwan Blanchard dre-eeun a studio Arvorig FM e Landerne
Avel Em Fenn: Yann Boishardy & Enora Molac dre-eeun ag RBG e Pondi
Teknik: Enora Molac


Avel Em Fenn - 23 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - 23 a viz Gwengolo

23/09/2024

Essure, un embregerezh a broduiñ ensteudoù histaliñ - implant koñtraseptif - a oare e oa noazus-tre e ensteudoù evit yec'hed ar merc'hed. Koulskoude, en deus heuliet an embregerezh kinnig seurt ensteudoù. Klevet e vez testeni merc'hed eus Breizh o deus stourmet evit o yec'hed hag enep Essure. Al lodenn gentañ eus enklask media dizalc'h Splann. Teknik : Tomaz Laken ha Metig Jakez-Vergas.
Entanet gant ar c'hleuzioù eo Saig Jestin abaoe e vugaleaj. Staliet e Pouldouran, e bro Dreger, en doa divizet krouiñ Skol ar C'hleuzioù. Displegañ a ra petra eo pal ar skol-mañ ouzh mikro Yann Boishardy.
Florent Grouin, eus Brezhoweb, diwar-benn An Istor livet, ur c'houlzad gouestlet d'ar re o doa graet istor Breizh, evel an hini vrudetañ, Anna Vreizh.
Keleier ar vro hag ar bed : Gwenvael Delanoe
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boishardy



Avel em Fenn - Gwener 20 a viz Gwenholoñ

Avel em Fenn - Gwener 20 a viz Gwenholoñ

20/09/2024

[White Oak Standing] (https://white-oak-standing.com/) a zo anv un triad sonerezh folk-pop & neo-klassik ag ar vro mañ, get testennoù ar varzhez Blue Ink Ditty. Douget eo get Stefanie Theobald ha Mara Devaux àr ar c'han hag ar piano, àr sonerezh Jonathan Dour (violoñ & gourrebed). Ur bed klok kevrinus ha dic'hortoz a vez degaset get ar sonerion.ezed. Muioc'h da glevout get Jonathan Dour e penn kommañs an abadenn-mañ.

"Kerzh" a zo anv diskouezhadeg an arzourez Anna Graham. Hi 'zo an hani pedet en abadenn ar sizhun-mañ. An diskouezhadeg 'zo da welet en Ailleurs Café b'An Alre beteg fin miz Gouel-Mikel (Here). Aterset e oa bet get Enora Molac ha Yann Boishardy.

Adkavit ivez kronikenn edito skiantel Loeiz Belleg.


Keleier ar vro & ar bed: Gwenvael Delanoe dre-eeun ag RKB (Rostrenn).
Avel em Fenn: buheziñ ha teknik get Enora Molac dre-eeun ag RBG (Pondi).


Avel em Fenn - Yaou 19 a viz Gwengolo

Avel em Fenn - Yaou 19 a viz Gwengolo

19/09/2024

Pladenn nevez Hamon Martin 5tet a zo e tan donet er maez. Muioc'h get ar sonour sistrenn ha kanour Ronan Pellen doc'h mikro Morgane Cotten (Radio Kerne).

Kerzh a zo anv diskouezhadeg an arzourez mil donezon Anna Graham. Staliet eo b'An alre, en Ailleurs Café. Hirroc'h geti e Pennad-kaoz ar sizhun mañ.

Tugdual Jaffré a zo e Kevrenn Alré a-houde pellig. Er bagadig tud gouestlet d'an darvoudoù emañ bremañ. Muioc'h getoñ a-ziàr ur prantad sevenadurel gouriet mat e Bro An Alre a vo dalc'het a ben Disadorn.


Keleier ar vro: Erwan Blanchar, dre-eeun a studio Arvorig FM e Landerne
Buheziñ & Teknik Avel Em Fenn: Enora Molac, dre-eeun a Bondi e studio RBG


Avel em Fenn - Merc'her 18 a viz Gwenholoñ

Avel em Fenn - Merc'her 18 a viz Gwenholoñ

18/09/2024

Birvilh bras a vez alies e bro An Alre. Gouel Alré Gouel Bamdeiz a zo àr ar stern evit an 20vet gwezh. Muioc'h get Olier Berson, goprad e [Ti Douar Alré] (https://bzh.tidouaralre.com/) . Da lakaat ho anv evit ur welladenn e brezhoneg a ziskouezhadeg Jean Mingham: ksk@ksk.bzh

Anna Graham a zo arzourez e bro An Alré ivez, awenet get he skiant-prenet àr Hent Sant Jak, e Pennad-kaoz ar sizhun.

[Rouedad Radio Breizh] (https://www.radiobreizh.bzh/fr/a-propos) a vod kazetennerion, kazetennerez ha gopradezed da gas ur labour àr un dachad ledan mat. Muioc'h a-ziàr ar re a labour àr ar bemdeiz evit kelaouiñ an dud get Tara Adeux gopradez Radio Breizh karget a gehentiñ.


Keleier ar vro: Anton Burel
Avel em fenn: animiñ ha teknik get Enora Molac (RBG e Pondi)


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ