Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Avel Em Fenn - Meurzh 15 a viz Here

Avel Em Fenn - Meurzh 15 a viz Here

15/10/2024

Cheñch sell an dud war ar repuidi, war an harluidi, sikouriñ anezhe : setu ar pezh a ginnig ar festival "Les Mots de l'Exil" e Pempoull etre an 12 a viz Here betek an 19 a viz Here. Petra a zo da welout ha da glevout ? Lavaret eo gant Julian Lannou.

Maïwenn Raynaudon, eus ar gelaouenn Bretons, a displeg deomp penaos e vez choazet, penaos e vez aozet golo ar gelaouenn.

Lakaat war-wel boued bio eus ar vro, ur soñj vat. Met penaos ober ? Gant stalioù, kevelouri ha gevredigezhioù, e vez kinniget "Kerzhadenn ar boued", ur valeadenn dre vro Pondi evit mont d'ober anaoudegezh gant produioù eus ar vro met ivez gant ar re a broduiñ anezhe. Muioc'h gant prezidantez an Amap, Maryline Pollet hag Andrea Ar Gal ezel er gevredigezh Ekolokobio, ouzh mikro Enora Molac, eus Radio Bro Gwened.


Keleier ar vro : Erwan Blanchard
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boishardy


Avel em fenn - Lun 14 a viz Gouel-Mikel

Avel em fenn - Lun 14 a viz Gouel-Mikel

14/10/2024

Ouzhpenn 1 700 lec'h Natura 2000 a zo e Frañs. Ur rouedad krouet gant Unvaniezh Europa evit gwareziñ ha mirout lec'hioù hag annezvaoù naturel ar plant, ar loened hag an evned. O kemer e kont an intrudu ekonomikel, sokial, sevenadurel ar vro. Muioc'h get Erwan Stricot a zo animatour natura 2000 e bro Ar C'hab, àr e vicher. Un atersadenn get Marianne Vaidie (Radio Kerne).

Kerzhadegoù a oa aozet an dibenn-sizhun paset e pep korn bro Frañs, evit difenn ur feson da broduiñ boued lec'hel, bio hag a galite. Ur gerzhadeg lipous 12km a vo an dibenn-sizhun e tonet d'ar Sadorn 19/10 e Bro Pondi. Aozet eo get 7 aozadur ag ar vro (Amap, Biocoop, Ekolokobio, Cantine des Halles, La châtaigne, Abc, stal an Nervenn Vras - Gros Chêne). Muioc'h àr an darvoud get Maryline Pollet prezidantez an Amap, hag Andrea Ar Gal a zo ezel Ekolokobio.

Un devezh evit istitliñ ur video 10 munut... Nag a labour kaset da benn evit uhelaat kalite ar pezh a kinniger. Talvoudus eo digoriñ hor labour d'ar muiañ niver a dud. Ur seurt tra a zo bet komprenet mat get skipailhad [Brezhoweb] (https://www.brezhoweb.bzh/) . Muioc'h get Florent Grouin, karget ag ar produiñ evit ar chadenn tele.

Keleier ar vro: Anton Burel dre-eeun a Roazhon
Avel em fenn: animiñ ha teknik get Enora Molac dre-eeun ag RBG.


Avel em fenn - Gwener 11 a viz Gouel-Mikel

Avel em fenn - Gwener 11 a viz Gouel-Mikel

11/10/2024

Pouez ar boued er vuhez a zo kreñfoc'h c'hoazh evit ar pezh a ijiner. An dra-se a ouier pa yuner. Muioc'h a-ziàr levezon ar yun àr ar spered hag ar c'horf e Pennad-kaoz ar sizhun, get Jean-Yves Broudig a zo akourset da yuniñ.

Diaes erwal eo diagnostikiñ alzheimer. Traoù a c'heller ober neoazh evit parat ar c'hleñved da ziorren. Displegadennoù Alan Goulwen er gronikenn Yec'hed.

Muioc'h get Yuna Moysan a-zivoud he labour animiñ prantadoù sport e ehpad Krahon, doc'h mikro Metig Jakez Vargas (Radio Kerne).


Keleier ar vro & ar bed: Gwenvael Delanoe hag Aodren Trehun
Avel em Fenn: teknik hag anim get Enora Molac


Avel em fenn - Yaou 10 a viz Gouel-Mikel

Avel em fenn - Yaou 10 a viz Gouel-Mikel

10/10/2024

Muioc'h a emrennerezh evit Breizh, a c'hellehe bout ur perzh bras e diskar ar servijoù yec'hed er vro. Diaesterioù bras a vez bevet get trumadoù ospital Karaez, hag a benn Disadorn àr-an-dro get ar vanifestadeg (11e30) e vo aozet un devezh prederiadennoù get Breizh Mestr, Breizh Impacte hag ar bonedoù ruz. Yann-Klaod ar Ruyet a zo ezel Breizh Mestr a zo bet aterset get Maëlle Ausias (RKB).

[Tomaz Frankiz hag ar mor bras] (https://www.france.tv/france-3/bretagne/bali-breizh/6536006-tomaz-frankiz-hag-ar-mor-bras.html) a zo anv teul-film Ronan Hirrien. War hirr dermen en deus heuliet ar skipper yaouank Tomaz. Muioc'h get Mael Gwenneg, rener programmoù brezhoneg FR3 Breizh. Tañva son tennet ag ar skignadenn àr FR3.

Yuniñ a c'hell bout mat hag ober an diforzh evit naetaat ar c'horf, met emañ ret diwall mat. Evit ar medisin Alan Goulwen ne faot ket en ober pa vezer klañv. Muioc'h getoñ ha Jean-Yves Broudig e 4vet tamm an heuliadenn Pennad-kaoz ar sizhun.


Keleier ar vro hag ar bed: Gwenvael Delanoe (dre-eeun a studio RKB e Gwengamp)
Avel em fenn: anim ha teknik get Enora Molac (dre-eeun ag RBG e Pondi)


Avel Em Fenn - Merc'her 9 a viz Here

Avel Em Fenn - Merc'her 9 a viz Here

09/10/2024

E Sant-Koulman, e bro Raez, ez eus tud a stourm a-enep preizherien an douar hag ar sablegoù. Unan eus ar stourmerien.ezed "Ar Penn en Traezh " ( La tête dans le Sable) eo Emmanuelle Herbert. Displeg a ra ar rag hag ar perak eus ar vanifestadeg zo bet an dibenn-sizhun tremenet.
Maïwenn Raynaudon, eus ar gelaouenn Bretons a bresant un niverenn ispicial, gouestlet d'ar brezel Aljeria : penoas e bet merket ur rummad a Vreizhaded ha Vreizhadezed gant ar brezel-mañ ? Maïwenn Raynaudon, eus ar gelaouenn Bretons a bresant un niver ispicial gouestlet d'ar pezh oa anvet " An darvoudoù en Aljeria" gant ar gouarnamant Bro C'hall.
Izelaat an efedoù kaset gant ar chimioterapiezh : se e vefe unan eus palioù ar yun hervez Alan Goulven. Muioc'h ouzh mikro Enora Molac.
Keleier ar vro : Metig Jakez-Vargas
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 8 a viz Here

Avel Em Fenn - Meurzh 8 a viz Here

08/10/2024

Diwallit tudoù : kudennoù teknik a zo bet e-pad an abadenn neuze e vo berroc'h ar pokast evit kustum !
Abaoe bloavezhioù e vez dastumet c'hoarioù Breizh ha dielloù gant Serj Falezan. Fell a ra dezhañ treuzkas ur glad bevus d'ar re yaouank. Setu perak en deus krouet ur skol c'hoarioù Breizh e Plougonver. Displegañ a ra an traoù da Gwenvael Delanoe.
Derc'hel a ra Enora Molac klask kompren perak e vez choazet yuniñ gant lod. Goulennet he deus da Jean-Yves Broudig ha Maxime Crahé peogwir a ra vat dezhe .
Keleier ar vro : Anton Burel
Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boishardy
Teknik : Gweltaz Heno



Avel Em Fenn - Lun 7 a viz Here

Avel Em Fenn - Lun 7 a viz Here

07/10/2024

Diaesoc'h-diaesañ eo kavout boued evit ar Restos du Coeur pe ar Secours Populaire. Abalamour da-se o deus soñjet tud eus Kallag krouiñ ur jardrin kengred. Ha n'eo ket tout : choajet o deus produiñ tonnennoù a legumaj en un doare bio war un hanter-devezh arat ! Jean-Baptiste Le Provost, peizant war e leve, a displeg deomp penaos e kerzh an traoù.
Paouez debriñ e-pad ur prantad bennakaet a c'hell bezañ ur choaz met ne ret ket yuniñ forzh penaos dre ma z'eo bezañ arvarus. Ma ho peus c'hoant yuniñ e c'hellit komz eus an afer-mañ gant ur medisin, ur vedisinez. Jean-Yves Broudig, a zo kustum da yuniñ, a displeg e vod d'ober da Enora Molac, eus Radio Bro Gwened.
Keleier ar vro : Gwenvael Delanoe.
Teknik : GWeltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel em fenn - Gwener 4 a viz Gouel-Mikel

Avel em fenn - Gwener 4 a viz Gouel-Mikel

04/10/2024

Petra sinifi 500 000 euro toull e kontoù Diwan? Muioc'h àr an enkadenn a vez bevet get ar rouedad e kompagnunezh Yves-Marie Derbré-Salaün an teñzorer, hag Anne-Sophie Bratz a zo bez-prezidantez e-karg ag ar c'hetañ derez evit Diwan.

Foér ar c'houlourdr a vo e Pederneg an dibenn-sizhun mañ! Ar bio a vo e kreiz an darvoud. Muioc'h get Jañ-Lou An Intañv doc'h mikro Maëlle Ausias (RKB).

Adkavit ivez War Hentoù an Antroposenn kronikenn Loeiz Belleg àr an deur implijet evit an naouegezh artifisiel (an I.A.) ha Magali Baron evit Kuzul ar Brehoneg er gronikenn Barzhaz, kaset get Tomaz Laken.


Keleier ar vro: Metig Jakez Vargas, dre-eeun a studio Radio Kerne e Ploneiz
Anim ha teknik Avel em Fenn: Enora Molac


Avel em fenn - Yaou 3 a viz Gouel-Mikel

Avel em fenn - Yaou 3 a viz Gouel-Mikel

03/10/2024

"Diwan a zo frouezh ar bobl, setu e rankomp ivez trugarekaat an dud o deus roet ur blank deomp ha labouret evit harpiñ ar rouedad" komzoù trugarekaus Yves-Marie Derbré-Salaün teñzorer ar gevredigezh. Get Anne-Sophie Bratz bez-prezidantez Diwan emañ o komz ag an enkadenn a vez bevet get ar rouedad.

Blues e bro Vear, ar wikend-mañ e vo festival Blues des deux rivières! Muioc'h get Awen Prigeant doc'h mikro Gwenvael Delanoe.

Adkavit ivez Mael Gwenneg rener programmoù brezhoneg FR3 Breizh, komzet e vo ag an ezhomm a vez alies da zistaniñ an dud dirag ar c'hamera.


Keleier ar vro: Erwan Blanchard dre-eeun ag Arvorig FM (Landerne)
Teknik hag anim Avel em Fenn: Enora Molac dre-eeun a studio RBG (Pondi)


Avel em fenn - Merc'her 2 a viz Gouel-Mikel

Avel em fenn - Merc'her 2 a viz Gouel-Mikel

02/10/2024

Ar pacte-enseignant (kefridioù nevez) bet kinniget d'ar gelennerion.ezed ha skolaerion.ezed ar blez paset n'eus ket graet berzh er publik kement-se. Muioc'h a dud oa bet intereset get an afer er prevez, pe e hentennoù èl Diwan. Muioc'h get rener skolaj Diwan Kemper Erwan ar Berr, ha Ninnog Latimier, kelennerez enno. Aterset e oant bet get Morgane Bramoullé (Radio Kerne).

En arvar emañ Diwan. 500 000 euro a zo da rastellaat ken fin ar blez... Muioc'h àr ar c'hudennoù strukturel get Yves-Marie Derbré Salaün teñzorer ar rouedad, hag Anne-Sophie Bratz bez-prezidantez Diwan e-karg ag ar c'hetañ derez e pennad-kaoz ar sizhun mañ.

Neventioù Radio Breizh: un devezh etreradiooù a vo e kreiz miz Gouel-Mikel (miz Here) e Arvorig FM, da lakaat ar gopridi/gopradezed hag an dud a volonte-vat er radiooù d'em welet! Muioc'h get ar plac'h karget ag ar c'hehentiñ evit ar rouedad, Tara Adeux.


Keleier ar vro & ar bed: Metig Jakez Vargas (dre-eeun a Bloneiz e studio Radio Kerne)
Anim ha teknik Avel em fenn: Enora Molac dre-eeun a Bondi (RBG).


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ