Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Stourm enep ar feurmoù uzin: klevet eo bet 20 den e archerdi Pondi d'an 28 & 29/11

Stourm enep ar feurmoù uzin: klevet eo bet 20 den e archerdi Pondi d'an 28 & 29/11

13/04/2023

E Pondi ‘oe ar strollad « Breizh enep ar feurmoù uzin » dirag ti an archerion d'ar Lun ha Meurzh 28 & 29 a viz Kalañ-Gouiañv.
===================================================================================================================================================================================

Un ugentad a stourmerien oe da vout klevet gant an archerion e-keñver an oberiadenn ‘oa bet e Sant Jelan d'an 19 a viz Meurzh 2022… Stañket oe bet un tren e vonet àr hent-houarn Sant-Jelan, ha gouliet mar a donenn ed kaset get an tren. Ar pal oa lakaat àr wel efedoù fall sistem an agro-industriezh àr an endro hag ar beizanted bihan.
Piàr den oa bet laket e-dan ensell justis (contrôle judiciaire) goude an oberiadenn. Evit bout kengred gete oa bet savet ur listennad gant un ugentad a dud ag ar strollad, ha disklêriiñ o deus kemeret perzh, ivez, d’an oberiadenn e Sant-Jelan. Dirag lez varn an Oriant oa aozet ur vodadeg d’ar mare-se. Galvet eo bet an dud-se e Pondi an deizioù-mañ evit respont d’an archerion.
Yuna Cojean 'zo aet àr blas ha komzet get Jill ha Jo.


Avel em fenn - Gwener 25 a viz Du

Avel em fenn - Gwener 25 a viz Du

13/04/2023

Er gronikenn "Barzhaz" e kinnig Riwal Jorjilin Arnodva an hadennoù, ul levr evit ar vugale diwar-benn ar c'hleñvedoù marvel. Heugus met plijus ! Ur gronikenn savet gant Tomaz Laken.
Atersadenn an devezh 'zo bet graet gant Tunvezh Gwlagen-Granjean deus Radio Kerne. Bet oa o enrollañ klasad termen lise Brizeux e Kemper diwar-benn o labour adskivañ ar ganaouenn kozh-noe "Gousperoù ar Raned".
Keleier ar vro hag ar bed 'zo kaset gant Yuna Kojan deus RBG.
E lodenn diwezhañ "pennad-kaoz ar sizhun" e kinnig Elodie Jaffré, kanerez deus Bro Gwened, div ganaouenn tennet deus he fladenn nevez "Kanour-Noz".
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Boban Markovic Orchestar, Yann-Fañch Kemener, Portishead


Votadegoù en deskadurezh prevez : Evit ma vo anveet da vat ar soubidigezh !

Votadegoù en deskadurezh prevez : Evit ma vo anveet da vat ar soubidigezh !

13/04/2023

Stourm evit ma vo gwarezet da vat ar soubidigezh gant al lezenn ! Setu ar pezh a zo kinniget da vistri-skol ha kelennerien an deskadurezh prevez e-pad eizhtez adalek ar sizhun-mañ. Emañ Sindikad al Labourerien Gors (STC) o tougen ul listennad evit ar votadegoù da gemer perzh er Bodad Kuzuliañ ar Ministrerezh gant Mistri ar Skolioù Prevez. Ur voterezh a vo etre ar c'hentañ hag an 8 a viz Kerdu. Ur mod da adlakaat sklêrijenn war ar stourm da suraat an deskadurezh dre soubidigezh, gwarantet evit poent gant ur c'helc'h-lizher hepken, war-lerc'h bezañ bet lakaet maez lezenn gant Kuzul ar Vonreizh. War al listennad douget gant an STC zo 14 plac'h ha 6 paotr. Tud hag a zo o labourat en Ajaccio, Montpellier, Perpignan pe c'hoazh e Karaez, Gwened, Roazhon, en Alre hag e Kemper...

Hiroc'h dre bellgomz gant an hini en deus roet lañs d'an traoù, Ghjuvan Petru Luciani, sekretour broadel an STC Deskadurezh. Ha gant Dominig Jolived, kelenner brezhoneg e skolaj Diwan Jakez Riou Kemper, hag en eil plas war al listennad.

Troidigezh korseg-brezhoneg gant Nolwenn Falezan.

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken-Jakez


Avel em fenn - Meurzh 8 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Meurzh 8 a viz Kalañ-Gouiañv

13/04/2023

Petra 'ta? Ma, Kalañ-Gouiañv a sinifi "miz Du" e gwenedeg.

Ha mod arall, un abadenn bourrapl asambl get Anne Koadig: plas ar maouezed e bed ar politikerezh a zo diaes c'hoazh, n'eus ket ur bochad anezhe c'hoazh. N'eoket souezhus ma sellamp doc'h ar pezh a bouez àr boazioùhor gevredigezh, tapet a-houde pell.
Muioc'h da glevet er gronikenn Tamm ha Tamm 'vez graet he bragoù da Chann, savet get Maëlle Ausias (RKB).

Eil koulzad Keeping Faith, ar serienn gembread a zo da welet e brezhoneg! Embannet eo àr chadenn tele Brezhoweb, Florent Grouin a zo karget ag ar produiñ ha genamp emañ e penn kommañs an abadenn.

Ha damp betag prantad an houarn e Breizh asambl get mouezh brezhonek Mirdi Breizh Paskal Nignol. Un atersadenn kinniget get Julia Mouazan, frammet get Roz Troadeg.


Manifest Gallaoueg e Breizh uhel: ur galv evit anzavidigezh glad yezhel ha sevenadurel Bro Galo

Manifest Gallaoueg e Breizh uhel: ur galv evit anzavidigezh glad yezhel ha sevenadurel Bro Galo

13/04/2023

Ar vanifest [Du galo en Haote-Bertègn ] (https://www.dugaloenbertegn.bzh/go/le-manifest) a zo deuet 'maez ar miz paset.
======================================================================================================================================================================



Kompozed eo a var a ginnig hag a c'houlennoù da-geñver plas ar gallaoueg e politikerezh yezh Rannvro Breizh. Ar sinerion ha sinerezed a c'houlenn groñs ma vo roet ur gwir plas d'ar yezh gallaoueg er vuhez foran, hag àr ar pannelloù.
---------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------



Pep yezh a zo brav bout komzet e pep lec'h e Breizh, ar gallaoueg kerklonz evit ar brezhoneg, met emañ ret kemer e kont ar gallaoueg muioc'h àr ar panelloù ivez, e Bro Gallo

setu dre vras ar pezh bet embannet get ar stourmerion o deus savet ar vanifest. N'int ket forh kontant e vehe ar brezhoneg lakaet àr wel muioc'h evit ar gallaoueg, e Breizh Uhel.


Embannet eo bet ar vManifeste ur miz 'zo, da-heul an emglev Stad-Rannvro oe bet sinet e penn kommañs ar blez.
E-mesk an traoù na blij ket d'ar sinerion eh eus ar melladoù 122 ha 123. Embann a rant harp ar rannvro evit diorren ar brezhoneg àr pannelloù Breizh... Breizh a-bezh, neuze Breizh Uhel ivez. Aon o deus sinerion ar vanifest e vehe re ziwezhat evit ar gallaoueg ma vez ouzhpennet ur panell e brezhoneg e-kichen an hini e galleg, hag e vefe nac'het lakaat gallaoueg àr un trivet pannell.
Goulenn a rant e vehe doujet muioc'h doc'h glad Bro Gallo.


Pellgomzet hon eus d'ar Rannvro, ha respontet geti emañ div yezh Breizh talvoudus, perzh ag ar glad, hag ouzhpennet ar gallaoueg e testenn ar goñvansion sinet get ar Stad.
Un emgav a zo bet ar sizhun paset get penn kabined Loïg Chesnais-Girard, ha da-heul ur bodadeg e Roazhon Disadorn 19/11.


Léandre Mandard, brezhoneger ha gallaoueger da gentañ, oe tremenet dre studio RBG evit displeg hirroc'h, doc'h mikro Enora Molac.


Kanour Noz: ur veaj marvailhus get ur c'hanour-pesketour

Kanour Noz: ur veaj marvailhus get ur c'hanour-pesketour

13/04/2023

Distro eo sonerezed Elodie Jaffré get ur bladenn nevez, Kanour Noz. Er bleadoù 30 e veze ur pesketour e kanal ur bochad e Kerroc'h e-tal Plañvour, brudet evit e sonennoù. Lesanvet e veze eñ Kanour Noz, pezh n'eus roet anv arvest ha sonadeg Elodie Jaffré, ar ganerez. Asambl emañ e seniñ get Awena Lucas & Yann Bozeg.
Kaset he deus ur labour enklask evit anav an den, ha merzhet e oa liammetoc'h getoñ evit pezh a grede. Setu-hi e pennad-kaoz ar sizhun-mañ doc'h mikro Enora Molac.


Avel em fenn - Lun 21 a viz Du

Avel em fenn - Lun 21 a viz Du

13/04/2023

Er gronikenn "Dastum", Ifig Troadeg a gont da Domaz Laken piv 'oa If Roche, ur sapre gwaz eus bourg Prad a blije dezhañ gouren ha dreist-holl kontañ e avañturioù d'an neb a veze o selaou anezhañ.
Goude 'z eomp treuzek Skol Diwan Lannuon. Karen Wenül Gallegos Munoz oa tremenet eno da animañ atalieroù da lakaat ar vugale da zizoloiñ he sevenadur, hini ar Mapucheed, hag he yezh, ar Mapudungun. Emaint, gant Diwan Lannuon ha Bleuñvenn Konan, o sevel ur raktres pedagogel a-hir dermen da liammañ skolioù Diwan d'ar skolioù a gelenn ar Mapudungun e bro Chile.
Ar c'heleier 'zo kinniget gant Yuna Kojan.
Pennad-kaoz ar sizhun a zo diwar-benn ar ganerez Elodie Jaffré hag he fladenn nevez deuet e-maez "Kanour-noz". Ur pennad-kaoz savet gant Enora Molac.
Er gronikenn "Ur blantenn, un istor", Jean-Daniel Bourdonnay a gont deomp deus "koad kannoù". Ur gronikenn savet gant Florie Thielin.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Luanko, Kora Jazz Trio


Raktres skol Diwan Landreger

Raktres skol Diwan Landreger

13/04/2023

Abaoe 2017 ez eus ur strollad familhoù gant ar c'hoant bras digeriñ ur skol Diwan nevez e Landreger. Familh Fanny Labbay en o zouesk. Kichen an tan, en he zi e bourk Landreger, gant he c'hazig Roudenn o c'hoari er paperachoù e gont deomp istor ha raktres ar skol-mañ.


Avel em fenn - Yaou 3 a viz Du

Avel em fenn - Yaou 3 a viz Du

13/04/2023

Ur reportaj war Olygocyte, ur gevredigezh evit sikour an enklaskoù war krign-bev an empenn, a aoz ur gouel. Ar gronikenn A-ramp war'r gomz diwar-benn an teknikoù yezh evit skrivañ barzhonegoù. Ha pevare lodenn pennad-kaoz ar sizhun gant Ewen ha Mari-Klêr deus Berlevenez.


Avel em fenn - Merc'her 9 a viz Du

Avel em fenn - Merc'her 9 a viz Du

13/04/2023

Anna Kere a respont da goulennoù Roz Troadeg diwar-benn [ar c'houlzad diskouezadegoù nevez kaset gant Bretagne Culture Diversité] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53721) . Klevet 'vo en dro Fransez Favro komz deus brezhoneg bro Poullaouen gant ar ger "gweled" hag ar "gore". Hag ar gronikenn [Ouzhpenn 'vretoned 'zo] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53518) evit displegañ ul levr diwar-benn ar fed digolonizañ an natur.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ