Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Avel em fenn - Gwener 19 a viz Ebrel

Avel em fenn - Gwener 19 a viz Ebrel

25/04/2024

Goulven Gentil deus Ofis an Douristelezh Kreiz Breizh, Padrig Ferog deus ar genvredigezh Raok ha Pierre-Yves Panse, deus an ti-feurm toazennoù Bro Fisel a zo war-eeun evit komz deus ar c'houlzad dizoloiñ embregerezhioù ar vro kaset gant Ofis an Douristelezh e-pad sizhunvezh kentañ vakañsoù Nevez-Hañv. Bep bloaz e vez aozet ur valeadenn e brezhoneg e-kerzh ar c'houlzad-mañ hag ar bloaz en deus Padrig Ferog kinniget mont ti Pierre-Yves Panse.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Erwan Blanchard
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn ar brezel etre Izrael hag an Hamas. Jeannot Flageul ha Mari-Elen Koskerig a gont pezh a c'hoarvezh e Sisjordania.


Diskouezadeg ar roadennoù e mirdi ar Rezistañs

Diskouezadeg ar roadennoù e mirdi ar Rezistañs

25/04/2024

Dre benaos e vez moaien sevel ur mirdi istorel, diazezet war ar Rezistans en ul lec’h resis evel hini Koad Malouen ? Dre dielloù kavet er familhoù pe gant rezistanted bev c’hoazh. Peogwir ouzhpenn evit an dielloù diskoachet gant an istorourien.ezed eo prizius kaout un tiked boued pe ur maskl gaz bet kavet er grignol gant den-man-den. Mirdi ar Rezistans, staliet e kichen ar Stang Nevez e Sant Konan, a zo bet savet 12 vloaz ‘zo tro-dro da rezistanted Koad Malouen, ar c’hoad e-kichen, lec’h oa staliet un 300 den bennak e fin ar Brezel, dieubet gante kêr Gwengamp. Peseurt pouez en deus an dielloù familh evit mirdi ar Rezistans e Sant-Konan ? Penaos e teu familhoù ‘zo da zileuskel fotoioù pe lizhiri personel ? Penaos bezan sur eo rezistanted gwir tud o familh ?
Liloe Hemmert a labour er mirdi abaoe ur bloavezh, kinnig a ra deomp ar mirdi hag an diskouezadeg savet evit reiñ enor d'ar roadennoù-mañ. Deomp neuze eno, gant trouzioù ar c’hoad Malouen tro-dro deomp.


Avel em fenn - Meurzh 23 a viz Imbril

Avel em fenn - Meurzh 23 a viz Imbril

24/04/2024

Kan ar Bobl 2024: ar goufenn oa dalc'het ar wikend paset. Klevet e vo Skol Sant Rivoal (Menez Are) e Pennad-kaoz ar sizhun.

Bout ur glokom en daoulagad ho lak da vout dall. Henri Dreau a zo tapet get ur glokom, kontiñ a ra a-ziàr e gleñved doc'h mikro Benjamin Bouard (Radio Kerne). Dominique Merrien a vo klevet en atersadenn ivez, da gontañ deomp ag ar valizenn bedagogel zo degouezhet e mediaoueg Gouezeg n'eus ket pell zo : binvioù evit d'ar re ne welont ket sklaer ken gallout lenn levrioù memestra.

Brezhoweb: [Pennad-kaoz a zo bet enrollet get Alan Stivell] (https://www.brezhoweb.bzh/Alan-stivell-pennad-kaoz_fiche_4347.html) , a zistro àr e vuhez soner.

Keleier ar vro get Metig Jakez Vargas, Avel em fenn oa skignet dre-eeun a Bondi get Enora Molac e studio RBG.


Avel em fenn - Lun 22 a viz Imbril

Avel em fenn - Lun 22 a viz Imbril

23/04/2024

Kasting The Voice Kids: kanet oa bet Karantez vro get Youna Le Guen. Emgav dre bellgomz get ar grennardez, doc'h mikro Enora Molac.

Derc'hel de vonet, met bresk eo. Setu penaos eh a get ar gevredigezh Solidarité Exilés Hennebont. Muioc'h get André Le Meut doc'h mikro Yuna Cojean.

Stank an dibenn-sizhun koñkourioù e Pondi. 51tañ blead gourfenn Kan ar Bobl e oa. Adkavit ur reportaj àr blas, goude ar c'heleier.

Emgavioù ar Lun: Bali Breizh e Konk-Kerne get Mael Gwenneg rener programmoù brezhoneger FR3 Breizh, ha 5vet tamm a-ziàr istoér ar vaksin get Alan Goulwen.

Keleier ar vro & ar bed get Erwan Blanchard, buhezet an abadenn get Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi.


Avel em fenn - Yaou 18 a viz Ebrel

Avel em fenn - Yaou 18 a viz Ebrel

18/04/2024

Digwener e vo [19vet konkour etrelise] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/62244) al lise Danteg e Lannuon. Julien Cornic a zo rener Ti ar Vro Kawan, perzh deus an aozadur ha bet lisead pa oa bet aozet ar genstrivadeg gentañ.
Ar gronikenn [Ouzhpenn ar Vretoned 'zo war ar Bachkri] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60740) , ur vro deus Federasion Rusi.
Keleier ar vro hag ar bed gant Yuna Kojean
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar brezel Izrael-Hamas gant Jeanot Flageul ha Mari-Elen Koskerig o kontañ deus ar feulsterioù e Sisjordania.


19vet konkour etrelise Lannuon

19vet konkour etrelise Lannuon

18/04/2024

Aozet e vo evit an 19vet gwech ar c’henstrivadeg rannvroel Sonerezh Breizh gant liseidi Félix Le Dantec e Lannuon d’an 19 a viz Ebrel 2024. Un toullad strolladoù a zo deuet da vezañ brudet dre Vreizh goude bezañ bet da c’hoari war al leurenn-se : Hamon-Martin, Spontus, Karma, War-Sav, Triskill, Digabestr, Llym, Skrijus… Ar c’honkour-man en deus ur plas ispisial e bed sonerezh Breizh peogwir e vroud liseidi da vont war al leurenn, da gaout ur plas e bed ar festoù-noz, e-touesk ar sonerien.ezed hag an danserien.ezed. Ar frankiz da senin pezh o deus c’hoant keit ma vo moaien da zansal, ar fed e vefe aozet gant liseidi setu perzhioù dibar evit ur c’honkour. Breman eo bet savet ur gevredigezh evit aozan ar genstrivadeg gant kevredigezhioù evel Tamm-kreiz pe Ti ar Vro Kawan.
Julien Cornic a zo rener Ti ar Vro Kawan ha bet lisead pa oa bet savet ar c’honkour etrelise kentan. Kontan a ra deomp penaos eo ganet ar genstrivadeg, penaos eo aozet ha peseurt plas en deus e-touesk ar c'honkourioù all ha sonerezh ar festoù-noz.
Muioc'h a ditouroù [amañ] (https://www.tiarvro22.bzh/index.php/2024/04/03/kenstrivadeg-al-liseou-19eme-concours-interlycees-19-04/)


Fañch Vidamant "livour-peizant" kreiz Breizh

Fañch Vidamant "livour-peizant" kreiz Breizh

18/04/2024

Daoust ha anavezout a rit taolennoù kaer Fañch Vidamant ?
Ganet e oa bet an den e 1948 ha deuet da chom gant e wreg hag e vignoned en ur gêriadenn eus Sant-Servez e kreiz Breizh e 1971. Graet en doa anaoudegezh gant ar vro a-drugarez d’ar barzh Glenmor. Desket en doa livañ drezañ e-hunan. Meur a gant taolenn oa bet livet gantañ betek e varv trumm e 1982.

Ur gevredigezh oa bet savet e miz Even 2020 da reiñ an tu d’an dud da zizoleiñ pe da addizoleiñ Fañch Vidamant al « livour-peizant », hervez an anv roet d’ar gevredigezh. War-dro d’e verc’h Elisa Vidament e klask tud ar gevredigezh renabliñ e holl oberennoù. Stlabezet eo ar re-se e pep lec’h er vro ha n’eo ket aezet goût pelec’h emaint holl ! Bolontez he deus ar gevredigezh da sevel ur c’hatalog. Hennezh a vefe evel un ostilh d’an dud a faotfe dezhe lakaat war wel taolennoù diwar barr-livañ paotr kreiz Breizh. An taolennoù-se a vez miret e tier an dud alies.

Ha just a-walc’h e fell da dud ar gevredigezh ivez dastum testenioù digant an dud o deus anavezet Fañch Vidamant. Evel Yvonne ha Guy Berthou, eus Kallag, bet oc’h ober skol e Sant-Nigouden ha bet kamaraded vras d’al livour-peizant…

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

(Skeudenn - pep gwir miret strizh gant Association Fanch Vidament Peintre Paysan)


Avel em fenn - Merc'her 17 a viz Ebrel

Avel em fenn - Merc'her 17 a viz Ebrel

17/04/2024

Ar gevredigezh "Fañch Vidament, peintre-paysan" a zo o klask renabliñ an holl taolennoù pe tresadennoù bet graet gant an arzour a oa staliet e Kreiz-Breizh. Evit komz deus an den ha deus e arz en deus Tomaz Laken merzhet e oa un daolenn e ti ur brezhoneger a Gallag : Guy Berthou, bet mignon gant Fañch Vidament.
Ar gronikenn Daouarn ha Pri, unan deus ar re ziwezhañ gant Awen Prigent, poder e Benac'h. Hag evit echuiñ e lak ac'hanomp da glevet an diforc'h etre ur pod faotet hag unan n'eo ket.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Metig Jakez Vargas.
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar brezel etre Israel hag an Hamas. Klaod an Intanv, Mari-Elen Koskerig ha Jeano Flageul a respont da goulennoù Tomaz Laken.


Avel em fenn - Meurzh 16 a viz Imbril

Avel em fenn - Meurzh 16 a viz Imbril

16/04/2024

Plouz & Foen a zo ur sapre daouad raperion, tapet ar maout gete e taol lañs GBB ar blez paset. Muioc'h àr o neventioù get Kadvael Jolivet alias Kavalou e penn kommañs an abadenn.

Pennad-kaoz ar sizhun: eil tamm an atersadenn a-ziàr an emlazh e bandenn Gaza. Un harzh-tenniñ a-benn" oa bet votet e miz Meurzh get Kuzul Surañtez an ABU (an ONU) ha n'eus bet efed ebet àr an dachenn. Muioc'h get Klaod an Intañv, besprezidant an AFPS Frañs Palestina Kengred doc'h mikro Tomaz Laken.

12 labour Asteriks a vez moian gwelet [er prantad-mañ àr Brezhoweb] (https://www.brezhoweb.bzh/Labour-asteriks_fiche_900.html) . Muioc'h get Florent Grouin, karget ag ar produiñ evit ar chadenn tele àr internet hollvrehonek.

Keleier ar vro get Erwan Blanchard. Avel em fenn oa kinniget dre-eeun ge Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi.


Avel em fenn - Lun 15 a viz Meurzh

Avel em fenn - Lun 15 a viz Meurzh

15/04/2024

Ethnosid e Gaza: Ur mennad da c’houlenn « un harz-tennañ diouzhtu » oa bet votet e miz Meurzh gant Kuzul Surentez an ONU. Met hennezh n’en deus bet efed ebet war an dachenn. E-maez an Europ an hini eo e vez kavet ar broioù taerañ e-keñver Izrael, evel Kolombia da skouer. Ar vro-se a oa bet kaoz diwar he fenn e fin miz Meurzh e Lannuon, da goulz bodadeg sizhuniek an AFPS, ar Gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell… Tomaz Laken oa war blas. Ur pennad-kaoz da glevout goude ar c'heleier.

Kan ar Bobl: a benn ar wikend mañ e vo! Muioc'h get Gwenn Vorc'h, e-karg ag an dud a volonte-vat evit ar c'hoñkour. Un atersadenn kaset get Yuna Cojean.

Adkavit ivez Loeiz Belleg: ag eh eus petrol e Breizh? ha Mael Gwenneg, rener programmoù brezhonek FR3 àr neventioù Bali Breizh, hag ar raktres skolaj diwan nevez e bro Roazhon.

Keleier ar vro get Tomaz Laken, Avel em fenn oa kset dre-eeun a Bondi get Enora Molac.



Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ