Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Lennomp ! : Un ti-embann nevez gant levrioù da rakprenañ

Lennomp ! : Un ti-embann nevez gant levrioù da rakprenañ

16/05/2024

Evit kavout diskoulmoù d'ar fed e vez moulet re a levr, dispignet kalz avenergiezh evit o werzhañ da c'houde hag implijet kalz arc'hant hag a zanvez evit o sevel eo bet krouet an ti-embann Lennomp gant Yann-Fañch Jacq ha meur a reoù all. O raktres kentañ a zo embann 4 levr, daou evit ar vugale ha daou evit ar re koshoc'h, bet skrivet gant Yann-Fañch Jacq ha Maïwenn Morvan. Ar pal eo e vefe bet rakprennet etre kant ugent ha daou c'hant ugent skouerenn deus pep levr ha moullañ anezho e miz Even.
Maïwenn Morvan a gont hirorc'h deomp war ar gevredigezh, o fal hag al levrioù.


Avel em fenn - Merc'her 15 a viz Mae

Avel em fenn - Merc'her 15 a viz Mae

15/05/2024

Tomaz Laken a zo bet d'ar gwener 10 a viz Mae da welet tud strollad Mouezh Paotred Breizh a oa o lidañ o 30 vloaz. Un digarez evit komz gant Vizant Abaziou ha Yann-Ber Premel deus al lazoù-kanañ.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Metig Jakez Vargas
Ur gronikenn war ar Redadeg savet gant Maïwenn ha Gwenannig deus Lise Diwan Karaez, bet int o atersiñ Hervé Baron.


30 vloaz Mouezh Paotred Breizh !

30 vloaz Mouezh Paotred Breizh !

15/05/2024

Ur c’haer a zeiz-ha-bloaz oa bet lidet e-pad « pont » hir Yaou Bask ! Hini Mouezh Paotred Breizh. 30 vloaz zo e oa bet savet al laz-kanañ gwazed. Hag ouzhpenn 400 sonadeg zo bet graet gante abaoe. Da lidañ an traoù war an ton bras e oa bet pedet 5 strollad all da gemer perzh er gouel ha da ginnig d’an dud sonadegoù betek disadorn. Ur gouel aozet gant sikour kêr Garaez ha leurenn Glenmor. Tost da gant pevar-ugent arzour zo bet o c’hoari da geñver an deiz-ha-bloaz mar plij ! Digwener 10 a viz Mae e oa bet ur sonadeg e iliz Poullaouen gant laz-kanañ Paotred Bro-Bagan ha Mouezh Paotred Breizh. Un digarez da c’houlennata kanerien eus ar strolladoù-se, Visant Abaziou ha Yann-Bêr Premel hag a zo eñ bet 20 vloaz o kanañ gant Paotred Breizh ha bet ivez e-mesk krouerien al laz-kanañ. Displeget o deus penaos e oa bet savet diwar atiz mignoned eus Bro-Gembre...

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

(Poltred Facebook MPB)


Avel em fenn - Meurzh 14 a viz Mae

Avel em fenn - Meurzh 14 a viz Mae

14/05/2024

Diskouehadeg ar vevlisseurted er Roc'h Ugu get Salomé Rouault (eil tamm Pennad-kaoz ar sizhun) da glevout e fin an abadenn. Ur sujed get Maëlle Ausias (RKB).

Un daouad kanerezed fest-noz nevez a zo: an c'hoarezed Guelou (Awena & Klervi). Un atersadenn get Klervi Guelou e penn kommañs an abadenn. Dielloù kaset get Tomaz Laken (RKB) & foto a-gleiz get Eric Legret.

Hop Hop Hop! kronikenn Yfig Kalvez & Gwenole Ollivier (D'Istribilh) evit Arvorig FM.

Keleier ar vro get Yuna Cojean, Avel em fenn kaset dre-eeun a Bondi get Enora Molac.


Avel em fenn - Lun 13 a viz Mae

Avel em fenn - Lun 13 a viz Mae

13/05/2024

Ur marc'had eo deuet de vout an c'hoari Magic. Get degadoù a viliadoù a c'hartennoù e c'heller gounid argant en ur preniñ ha gwerzhiñ ar re-se: setu ar pezh displeget get Riwan Marhic en doa krouet e chadenn [Magic Passion Carton] (https://www.youtube.com/@passioncarton) ar blez paset. Muioc'h getoñ e penn kommañs an abadenn.

EFED, em soñjal àr ar vevliesseurted a zo un diskouehadeg staliet er Roc'h Ugu. Muioc'h a-hed ar suhun mañ e kompagnunezh Salomé Rouault a zo henterez enno. Ur rubrikenn kaset get Maëlle Ausias (RKB).

Ar Redadeg a grogay a benn Digwener, loc'hiñ a ray a Blogo! Un digarez interesus evit FR3 Breizh da heuliiñ an darvoud a-hed ar sizhun, setu ar pezh a vez displeget get rener ar programoù e brezhoneg Mael Gwenneg.

En abadenn e adkavehet ivez 5vet tamm ar rubrikenn yec'hed, a-ziàr istoér ar vaksin get ar medisin-bet Alan Goulwen.

Keleier ar vro & ar bed get Erwan Blanchard, da adkavouit [AZE] (https://radiobreizh.bzh/programme/1) a-bezh. Avel em fenn oa skignet dre-eeun a Bondi ha kaset get Enora Molac.


Avel em fenn - Meurzh 7 a viz Mae

Avel em fenn - Meurzh 7 a viz Mae

07/05/2024

[Distro en Baie] (https://optimiste29.fr/distro-en-baie/) : kaset e vo tud an dud àr vor evit ar blijadur. Digoret eo an troioù àr vor d'an dud nammet hepken (àr 1200 blas e chom 100...). Aozet an darvoud get ar gevredigezh Optimiste 29, àr porzh Treboul e Douarnenez. Muioc'h get prezidant an SNSM Louis Spinec, doc'h mikro Marianne Vaedi (Radio Kerne).

[La cabane] (http://escapethecaravan.fr/la-cabane/) : muioc'h a-ziàr escape game divoutin Gwen Townsend ha Tangi Simon, en eil tamm atersadenn!

300 000 euro setu budjet blehek [Brezhoweb] (https://www.brezhoweb.bzh/) . Muioc'h àr an tem get Florent Grouin karget ag ar produiñ evit ar chadenn tele àr internet.

Keleier ar vro get Tomaz Laken. Avel em fenn oa animet get Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi.


Avel em fenn - Lun 6 a viz Mae

Avel em fenn - Lun 6 a viz Mae

06/05/2024

Estroc'h evit ar pezh a soñjer a vez da gas pa vezer soner a vicher. Ar sonadegoù a zo penn an isberg, hag ar peurest... Lod brasañ ag ar labour! Ar bleustradegoù, ar c'henurzhiiñ, an hent, ar c'hehentiñ, ar velestradur... Muioc'h get ar soner violoñ Elouan Le Couls (War Sav, Soñj, KBA 9) a zo tremenet dre studio RBG ar Lun mañ, ha savet e gompani Compagnie Beliza.

Kresket eskape-gamoù er vro èl potironed e-kerz ar bleadoù paset! An hoarioù preder a-stroll a dap muioc'h-mui a dud. Ur garavanenn nevez a c'hell degemer an dud evit ur bartienn preder stank. Savet e oa bet get Tangi Simon ha Gwen Townsend, e chom e Gomené. Da glevout goude ar c'heleier.

En abadenn mañ e adkavehet ivez Mael Gwenneg karget ag ar programmoù e brezhoneg e FR3 àr Bali Breizh e Kallag; muioc'h a-ziàr ur fizikour breizhad a vourre krouidigezhioù droch Corentin Louis Kevran (ganet e Kemper).

Keleier ar vro get Yuna Cojean. Un abadenn kaset get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio Radio Bro Gwened.

Foto: Eric Legret


Miz Mae war varc'h-houarn : pourmenadenn war velo "retro" e Gwareg

Miz Mae war varc'h-houarn : pourmenadenn war velo "retro" e Gwareg

06/05/2024

Ur bourmenadenn war velo « retro » a vo disul adalek Gwareg !
Hennezh zo un darvoud aozet gant Ofis an douristelezh kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh. Un abadenn digor d’an holl war roudoù treñ bihan ar vro. Mont a ray an dud « stipet ha nipet » gant dilhad mod kozh dre hent-houarn kozh kreiz Breizh, da lâret war an hent glas, ar « V6 », un hent gant e-leizh a istorioù hag ur roudenn gaer evit an divrojoù. War droad eo bet lakaet ar bourmenadenn-se war digarez ul lusk broadel anvet « Miz Mae war velo ». Un dra da vroudañ an dud da vont war varc’h-houarn, mod pe vod. Ha disul e vo plaen an hent, e-se e vo brav d’ar familhoù dont. Da ginnig ar bourmenadenn-se zo bet bodet forzh kevredigezhioù ha tud eus ar vro. Goulven Gentil eus Ti an Douristed e Kreiz Breizh a lavar hiroc’h deomp. Emañ ivez gant Dominique Jouve, bet pedet da zont da gontañ a bep seurt istorioù d’an dud a-hed an hanter-devezh-se.

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken


"Spered Breizh" e gourfenn kampionad ar rugbi maouezed e Perroz !

"Spered Breizh" e gourfenn kampionad ar rugbi maouezed e Perroz !

03/05/2024

Gourfennoù kampionad Breizh ar rugbi a oa bet disul e Perroz-Gireg !
Eizh krogad oa bet en deiz-se. Krogadoù paotred met ivez krogad diwezhañ sezon rugbi ar maouezed. Ar re-se a c’hoari gant dek c’hoarierez war an dachenn e pep skipailh. Rummad re goshañ ar « Breizh’Barians » a oa o c’hoari ouzh ar « Spered Breizh ». Hemañ diwezhañ zo ur skipailh savet diwar un emglev etre tri c’hlub, re Gemperle, Kemper ha Konkerne !
Tamm ha tamm ec’h a war-raok ar rugbi evit ar maouezed hag e vez gonezet gante peadra d’ober ar sport-se kenkoulz hag ar baotred. Abaoe ma vez gwelet skipailh Frañs ar rugbi maouezed o c’hoari en « tele » e teu muioc’h-mui a verc’hed d’ar skolioù rugbi… Disadorn c’hoazh e oa bet tost da 28 000 a dud e stad Chaban-Delmas Bourdel o sellout ouzh krogad diwezhañ tournamant 6 broad ar maouezed. Ar Frañs a oa o c’hoari e-tal Bro-Saoz.
Hiroc'h diwar-benn krogad disul gant ur c’hoarierez rugbi hag a zo harperez ar skipailh « Spered Breizh »... Caroline Andrieu.

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

(Foto Facebook Rugby Lannion Perros)


Avel em fenn - Yaou 25 a viz Ebrel

Avel em fenn - Yaou 25 a viz Ebrel

25/04/2024

Dre benaos e vez moaien sevel ur mirdi istorel, diazezet war ar Rezistans en ul lec’h resis evel hini Koad Malouen ? Dre dielloù kavet er familhoù pe gant rezistanted bev c’hoazh. [Liloe Hemmert a labour er mirdi abaoe ur bloavezh, kinnig a ra deomp ar mirdi] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/62362) hag an diskouezadeg savet evit reiñ enor d'ar roadennoù-mañ. Deomp neuze eno, gant trouzioù ar c’hoad Malouen tro-dro deomp.
Ar gronikenn 'Zhpenn ar Vretoned 'zo war [deformasion Tolosa] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/61920) .
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Yuna Cojean
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar c'han ar bobl.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ