Abadenn Nnn 160_ Lizherioù ag an 10 hag an 13.11.1916 Lec'h :.e Romescamp (Oise) ///Amañ ar paper-hont ho poa kaset din... Atav eh omp amañ... Hiriv e kasan ul lizher d'ar c'hapiten ag ar jañdarmeri en Oriant. Ne faot ket bout souezhet enta a welet ma eontr kordenn ec'h arru genoc'h. E'it an avaloù-douar, ne c'heller ket kemer genoc'h kalz a dra... Kaset em eus ur gartenn da Vona... Er vuhez-mañ e vez graet deoc'h preniñ ker ar basianted a pa n'ho pez ket ! ... Hiriv eh eus roet botoù koad, chaosonoù, sokoù deomp. An deiz arall eh oa roet kroc'hen deñved : nag ur c'halav argant ! .../// Al lizher skrivet : un nor digor àr ar vuhez pemdeziek en-dro d'ar soudard, un testoni dispar a vunudoù an endro. Ul lizher d'ar jañdarmed abalamour d'al laeroñsi : al lezenn a zo al lezenn.
Abadenn Nnn 161_ Lizher ag an 18.11.1916 Lec'h :.e Romescamp (Oise) ///Bet em eus bet hiriv ul lizher a Vlei Lann-Vauz. Ar wezh kentañ a-c'houde 2 vlez-so... Eürus on ema aet ho mamm d'ar Goh-Kér. Ya, Droalen en deus cheñchet... Nend eus ket bet gwezh ebet penn-komz a gas hor rejim. d'ar sav-heol... Petra a ra ar C'houriaut hag ar baizanted chomet er gêr a pa ne c'hellont ket en em lakaat àr-dro ar maer... Kontant on ec'h ouiet eh a gwell get Lafabrier... Penaos tavarn a zalc'h re ar Penher ? ... Anna Iehanneu ... ma c'has da vale, rak ma em eus skrivet dezhi... An Ao. Buleon hag a ziskouez din ma ziegezh er Goh-Kér èl neizh an Anken hag an Dizañspoar !... An deizioù-mañ e klaskin gober ur pakad get butum e'it kas da 'm zad... Doue da reiñ deoc'h nerzh kalon èl ma roa din ma-unan da c'hortoz an Dijapl... /// Blei-Lann-Vaoz : an ao. ar Marechal. Brudoù é redek : afer Salonik. Ar soudarded ne ouiont ket da beban e vint kaset : "les canards". Labour an 88vet staget doc'h ar C'horf Kolonial. Sell ar person àr tiegezh Loeiz en dizañspoar : klask a rer distreiñ Loeiz ag e soñj pas donet d'ar gêr. Botoù koad roet d'ar soudarded.
Abadenn Nnn 162_ Lizher ag an 19.11.1916 Lec'h :.e Romescamp (Oise) ///Distreiñ a ran deoc'h kontoù an Ao. Padellec... Erc'h a zo bet dre-mañ an deizioù paset, ha yen e oa ken eh oa yen a-walc'h. Skorniñ a rae en diabarzh ag an tier... Gouarnit ar gwisper evidoc'h, ma zud hag ar vugale... Etre ma fredoù ne zebran ket james... Setu ar pezh am bo ar c'hreisteiz-mañ... Ne vehe ket brav deomp en em glemm !... Bet eo bet Jojeb doc'h man gwelet hiriv... Mat hoc'h eus graet paeiñ e'it an Ass. des anciens élèves... Ema 'gozik sur Loeiz a vout lakaet en Aux. Gwell a-se : unan nebeutoc'h ac'hanomp a vo er vizer.../// An aotrou Padelleg, person Lokuon. Ober àr-dro an titloù hag an argant plaset. Traoù kaset ag ar gêr : atav ar mem randon. Friko a vez a-wezhoù get is-ofiserion ar popote !
Abadenn Nnn 163_ Lizher ag an 20.11.1916 Lec'h :.e Romescamp (Oise) ///Àr ar geriadurioù brezhonek, klaskit ar gerioù-mañ kad ha kann (combat, bataille)... Ur pezhig am eus graet e'it Kloc'hdi (Saïb en deus eñ goulennnet a-fors genin)... Un tammig rum am eus tapet, met netra. Chomlec'h Mocaer a zo : 32 Talbot St. Cardiff. Grande Bretagne... Holl ma soñjoù genoc'h ho-pemp./// Skriv hag embann diàr ar brezel e-pad ar brezel. Daou zen doujet ha karet get Loeiz : Saïb ha Madeleine Desroseaux. Mokaer e Cardiff; an darempredoù etre Herrieu ha Mokaer.
Abadenn Nnn 152 Lizher skrivet d'an 11: kartennoù ag an 13 hag ar 15.10.1916 Lec'h : Erquery ///Dle e oa deomp monet àr-raok arc'hoazh... Evit ar pezh a faot da mamm kas din... Moarvat hor bo c'hoazh 70 pe 80 kilom. d'ober àr droad... Me a lâro diwezhatoc'h petra am bo dober anezhoñ... Mat hoc'h eus graet monet da Gemperle... AbAlor en deus dober ivez meur a wezh a vout harpet !... Sant-Hervé a zo e chapel e Gourin... C'hwi a lâro din mar ho po bet an 50L... Lârit da Huénel ema kontant e dad anezhoñ, rak ma labour mat er skol. A p' arruin er gêr eh ouio lenn e levrioù Tetad... Tout va bien. Temps splendide. Santé excellente. Rien de nouveau. Reçu lettre./// Brudoù é redek. : "Les canards", "Le Canard enchaîné", "le journal des popotes" : ne vez ket lâret pep tra d'ar soudarded; ur veaj da Gemperle da welet AbAlor; Guénel aet d'ar skol (d'an "asile"). Komzoù berr e galleg : ar rejimant é vonet d'an talbenn, davet Romescamp, er Somme.
Abadenn Nnn 153 Kartennoù ag ar 15 hag ar 17 ha lizher skrivet d'an 17.10.1916 Lec'h : àr an hent da Romescamp ///Setu lonket 54 kil. deomp ! Un devezh ehan, hag arc'hoazh eh aomp àr-raok en-dro... Skuizh on, met nend eo ket fondet ma zreid.. Arrestet omp un deiz ! Arc'hoazh moarvat e vo ret gober ar 5 pe 6 lev pemdeziek. ... An "Durzhunell" a c'houlennan genoc'h ... Liv da skriv ! Met me a gred em eus kaset d'ar gêr ur voutailhig ... E'it an argant, c'hwi a c'hell gouarn ur mil lur bennak àr ar Bons Nationaux... Ar c'haissier a lâro deoc'h penaos gober... E'it ar sistr, e vo ret deoc'h respont ne c'hellit ket fournis ar blez-mañ... « Monsieur, La récolte de pommes étant nulle cette année,.. »./// Penaos e vez graet d'ar rejimant cheñch lec'h : ret eo ma vo lakaet ar soudarded da gerzhet evit ma chomint e stad da redek mar bez ret... Liv da skriv... Blezad avaloù fall... Ar merc'hed ne seblantont ket bout katapl d'ober pep tra er gêr...
Abadenn Nnn 154 Lizherioù ag an 19 ha 20.10.1916 Lec'h :.e Romescamp (Oise) ///Eh aer d'hor vaksiniñ... Lakaat ma jilet jiboes en ur pakad... Ar pellañ e chomimp amañ e vo ar gwellañ : ar brezel a red bepred... Prizonour e vêr er vecher-mañ... C'hwi a c'hell lemel diàr al livred e'it preniñ Bons Nationaux pe Emprunt. Goulennit get Mellac... Me a vok deoc'h ag ho treid betek ho plev get bokoù birvidant. E'it an norioù, mall eo o cheñch... Flejeau pe ar C'hogig (marse gwell) a c'hellahe reiñ aviz deoc'h./// Vaksinet e vez ar soudarded a-enep d'an tifoid : un dra ret, met un dra ha na blij ket d'an dud.
Lec'h :.e Romescamp (Oise) ///Eh aer d'hor vaksiniñ... Lakaat ma jilet jiboes en ur pakad... Ar pellañ e chomimp amañ e vo ar gwellañ : ar brezel a red bepred... Prizonour e vêr er vecher-mañ... C'hwi a c'hell lemel diàr al livred e'it preniñ Bons Nationaux pe Emprunt. Goulennit get Mellac... Me a vok deoc'h ag ho treid betek ho plev get bokoù birvidant. E'it an norioù, mall eo o cheñch... Flejeau pe ar C'hogig (marse gwell) a c'hellahe reiñ aviz deoc'h./// Pell omp c'hoazh ag al linennoù : ret eo gortoz. Eskemm poltredoù etre ar soudarded hag o zud er gêr. Loeiz n'eus ket graet fotoioù e-pad ar brezel : un dibab moarvat. En em veuziñ el labour evit pas lezel e soñjoù da redek. Loeiz n'en deus ket james plijet dezhañ bout dalc'het e nep keñver. Dorioù da cheñch ha munuzerion a Lannarstêr.
Abadenn Nnn 156 Lizherioù ag an 21 hag an 22.10.1916 Lec'h : e Romescamp (Oise) ///Bet em eus bet ur voestad avaloù... Ar wezh-mañ eh oa re vras ar pakad. Ar soudarded a vez sammet a-walc'h get o fakadoù... E pezh tachad kavet an Durzhunell...Nend on ket bet piket, gwell a-se... Atav ema yen... Gwell deoc'h derc'hel ho matezh e'it monet da cheñch c'hoazh... Diaesoc'h pe diaes e vo deoc'h kavet matezh a-gentizh ma pado ar brezel... E'it ar sonennoù a faot da Huénedour moulliñ... C'hwi a roay din seul gwezh doare Guenel ha Hervé. Mar gwelit e pad re o c'hleñved e vo gwell deoc'h gervel ar medisinour... Er Som, an tennoù é kornal hep arsav... Ar gouiañv-mañ, 'kredan, ne vo ket ehanet a vrezelaa... Berraat a ray bepred ar brezel... Ema arru ar vrud ema beuzet Loeiz ar Porh... Ma nend eus ket lakaet ler dindan ma galochoù... Nend eo ket deoc'h-c'hwi d'en em soursial da serrezh argant e'it ar sonennoù a fall da Vellag moulliñ.../// Kas traoù da Loeiz. Derc'hel ar vatezh; diaesaat a ra kaout tud da chom da labourat àr ar maezoù. Kleñved ar vugale : ret eo kas plaen doare d'an tad evit ma vo skañv e spered. Lizherioù eskemmet plaen. Sonenneu Bretoned er Morbihan (Dihunamb).
Lec'h : Erquery ///Dec'h e oa "manouevres"... Aet eo ar Foll e permision... Evit ar vugale, grit d'ar gwellañ... Gwell din mem pas soñj e kement-se... Pesort añkr 'peus prenet ?... Erru eo Hirgair. Komzet en deus din ac'hanoc'h rac'h... Mamm ned eo ket yac'h-mat... Trawalc'h a zo ag ar brezel àr man divskoaz... Kaer eo an amzer... An dud en em lazh atav, noz ha deiz.../// Ober «manoeuvres de campagne» : gober brezel wenn, skuiziñ an dud hag o lakaat da breniñ pasianted. Derc'hel ar soudarded prest da redek àrlerc'h an eneberion pa vo "toullet" : soñj ofiserion kozh n'int ket duac'h tamm ebet doc'h ar sell adaoler bremañ àr dazoned ar brezel. Piv e oa ar c'hapiten Maratray. Jean-Marie Hirgair (a Gervignag), an den a fiziañs, é tegas doere ag ar Gozhkêr. Mamm Loeiz a zo douget d'en em glemm, da geustal.