Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Abadenn Nnn 174 b : Lizherioù ag ar 24 hag ar 27.12.1916

Abadenn Nnn 174 b : Lizherioù ag ar 24 hag ar 27.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 174 b Lizherioù ag ar 24 hag ar 27.12.1916 Lec'h : e-kostez Montdidier, Conchy-les-Pots. ///Bet em eus bet ar voestadig greunad a-enep d'ar pas... Monet a ra gwell get ma rum... Dimeurzh eh aomp kuit d'ur gêr en deus un anv fentus. Kac'her-er-Podoù a vez graet anezhi... Setu-me em lec'h nevez... Ur gêrig didrouz eo... 'Gozik rac'h an dud a zo amañ. Un iliz gozh a zo gloestret d'ar Werc'hez... Lojet omp en un ti lec'h nend eus 'medomp... Nend omp ket drouk. Fondet eo an diabarzh ag an ti d'ar soudarded... Nend eo ket yen dre ma raomp tan en ur fornev. Me a gred eh omp daet amañ e'it labourat.../// Rouart-Lerolle, embannour ar c'haieradoù sonennoù. Ar soudarded doc'h en em ziblas : kas lod ag o rikoù gete. Netra kempennet get an arme evit degemer ar soudarded goude daou vlezad brezel; cheñchamant a vo adalek 1917. Ar bolitikerion é tapout galloud en-dro àr bennoù an arme.


Abadenn Nnn 164 : Lizherioù ag an 23, 26.11.1916

Abadenn Nnn 164 : Lizherioù ag an 23, 26.11.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 164_ Lizherioù ag an 23, 26.11.1916 Lec'h : en hent davet Montdidier (Oise) ///Je quitte Romescamps demain dans la journée... Mon déplacement va durer probablement plusieurs jours. Si André est de la classe 1892 ou une plus ancienne classe, il peut obtenir, sur sa demande, en même temps que sa permision de 7 jours, une permision de 13 jours (ce qui fait 20 j.) au titre agricole... Trema Menez-Didier eh aomp. Eh omp en hent a-c'houde daou zeiz ; daou pe tri arall hon eus da redek... Glav a ra bemdez ; glebet omp, ha skuizh, met yac'h. Arrestet omp un deiz... Yen eo bremañ ! ! Peseurt amzer... Un dra a c'hellahec'h gober e'it ho potoù... Lârit da Nené ema kontant-bras e dad anezhoñ, rak ma en deus desket mat get e vamm koko... D'an deiz kentañ a viz Kerzu eh aomp en toulloù-pri... Man gourc'hemennoù d'an Tad Guezel... Setu 3 deiz tuchant n'em eus debret 'met begadoù, ha traoù yen... Deoc'h ho-pemp rac'h ma soñjoù karantezusañ. Doue ha Sant-Guénel benniget d'ho kouarn din./// Permisionoù ispisial evit ar beizanted kozh mobilizet. Tostaat d'ar brezel arre. Ret e vez cheñch lec'h d'ar soudarded get an aon ma en em akustumahent re. Kerzhet ha paseiñ get boued yen dindan ar seizh amzer : kleñved padus, red-kof... Klask en em zerc'hel bepred tomm : ar flanell.


Abadenn Nnn 165 : Lizherioù ag an 28.11 hag an 2.12.1916

Abadenn Nnn 165 : Lizherioù ag an 28.11 hag an 2.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 165_ Lizherioù ag an 28.11 hag an 2.12.1916 Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise) ///Arc'hoazh eh aomp da dostaat d'an toulloù. An deiz àr-lerc'h e vimp enne. Didrouz eo an tachad... Keit ha ma pado ar rec'hier war aojou Breiz, e pado evit ma Dous, ma c'harantez em c'hreiz... Eh omp en ur c'hoad, 2 lev doc'h menez didier. Graet em eus an hent hep re a vizer ar wezh-mañ... Eh omp amañ oc'hpenn ul lev doc'h al linenn : kalz a drouz nend eus ket, na dañjer ebet... En un toull don èl ur bez, ha ledan èl ur bez ivez... Interret e bev. Met didrouz on, ha gellout a ran lenn d'an noz hag ankouaat èl-se ar vuhez goulle ha didalvez-mañ... Kas a rin deoc'h ur mandat an deizioù-mañ...Ar C'hlanch a zo arru genomp en-dro... Ne faot ket bout souezhet ma ne gerzh ket al lizherioù e-pad ma vimp é postal. Just e vehe paeiñ al labourizion èl ar soudarded... C'hwi a c'hellahe marse kas Guénel d'ar skol, tammigoù./// Loeiza lakaet diaes abalamour da Loeiz pas distreiñ : fiziiñ en e garantrez. Loeiz a gav didalvout e labour, goulle a-walc'h e bemdez. An ao. Le Senne, eskop Beauvais.


Abadenn Nnn 166 : Lizherioù ag ar 4 hag an 6.12.1916

Abadenn Nnn 166 : Lizherioù ag ar 4 hag an 6.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 166_ Lizherioù ag ar 4 hag an 6.12.1916 Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise) ///Aet eo ma rum kuit. Mamm a venne kas un dra bennak din. Hama, lârit dezhi preniñ pastilles din doc'h ar rum... Bout 'm eus butum da gas d'ar gêr... Atav em eus labour... Na gemerit ket poan ebet genin. Yen eo, met nend eus ket dañjer amañ... Er Louer a gostez Laposkoal a oa genomp a zo kaset d'ur rejimant re kozh... Nend eus netra a vat amañ da welet. Disul eh oan bet e Grivillers, ur gêrig tost, é klevet an overenn, dindan an douar... Bet e oan bet é resev evidoc'h ho-pemp , rak n'ankouait ket eh on a spered genoc'h, daousto din bout pell a gorv... Dec'h em boa kaset 150 lur deoc'h./// Loeiz hag e vamm Izabel. Ur c'hornad dizañjer ha didrouz a-c'houde pellik 'zo : aezamantoù savet evit ar soudarded. Monet plaen d'an overenn.


Abadenn Nnn 167 : Lizher ag an 8.12.1916

Abadenn Nnn 167 : Lizher ag an 8.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 167_ Lizher ag an 8.12.1916 Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise) ///Arru eo ar glav genomp... E'it Guénel, sellit ma n'en deus gor ebet pe un dra bennak arall en e b...Trankilhait e spered en ul lâret dezhoñ nend eo netra kement-se... Nend eo ket fur atav en tastornat... Ma chaosonoù a zay get Conan... Roet em boa dezhoñ an deiz arall 4 fakad butum da gas da 'm zad.... C'hwi a lâro din mar ho po int bet hag ar mandat a 50 sk../// Afer pitouch ar paotrig : un danevell forzh dedennus evidomp hiriv. Meur a "fakteur" a gav hon den da gas ha da zegas e bakadoù. Loeiz a zo ur fourrier tost doc'h ar soudarded. An dud é kontiñ an eil àr egile


Abadenn Nnn 168 : Lizher ag an 10.12.1916

Abadenn Nnn 168 : Lizher ag an 10.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 168_ Lizher ag an 10.12.1916 Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise) ///Dec'h ema arru genin ma amanenn ha ma chaosonoù... Doc'h an eur e taper ar pas en toulloù-mañ, moest ha fresk... Bout hon eus genomp ar pezh a faot evit en em soagniñ... Evit mamm ema an anoued a zle disfiz doc'htoñ ar muiañ... Deskit lenn da Huénel... C'hwi a c'hello er c'has d'ar skol.... Glav a ra bemdez amañ ha, kaer a zo gober, an douar a euvr kement er vro-mañ, ma ta da benn a dreuziñ an douar hag a gouezh en diabarzh ag hol lojoù... N'hoc'h eus ket gwelet ur roman ? "Le Calvaire de Lady Wing" ?... Ar "Foll" a zo e gwall imur... N'em eus doare ebet a Jojeb... Na Louis ? Nag Andrev ? ... Ma faot deoc'h gouiet e pezh tachad eh on, kemerit kartenn... Ma soñj, ma c'halon a zo genoc'h dalbezh.../// Karantez diskleriet ha kalon digoret diardoù d'an hini arall, hag e brezhoneg. Gwirionez ha bravitez an testoni roet dre al lizher : gwelet e vez an traoù evel m'emaint. Gwirvoud get al lizher a laka al lennour e-kreiz ar pezh a vez; get Herrieu é terc'hel ar bluenn e vêr pell ag ar c'hlicheoù.


Abadenn Nnn 169 : Kartenn ag an 11 ha lizher ag ar 14.12.1916

Abadenn Nnn 169 : Kartenn ag an 11 ha lizher ag ar 14.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 169_ Kartenn ag an 11 ha lizher ag ar 14.12.1916 Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise) ///Diloj a raomp ag hor c'hoad e'it monet d'ur gêrig, pelloc'h a-dreñv, pemp kardlev bennak ac'halemañ... Eh omp en hol lec'h nevez. En ur c'hiel eh on, àr ur bot plouz lakaet àr ur gwele orsal... N'em eus ket gwellaet na tristaet... Hirgair a zo aet e permision hiriv. Roet em eus bombard ha binioù dezhoñ da gas d'ar gêr... Lakait enta ar c'hentañ gwellañ ar c'hentañ hag an eil gwin-ardant e boutailhoù, stouvet mat.../// Afer binioù ha bombard kaset d'ar rejimantoù breton ; ar benvegoù profet d'ar 88vet.


Abadenn Nnn 157 : Lizherioù ag ar 25, an 26 hag ar 27.10.1916

Abadenn Nnn 157 : Lizherioù ag ar 25, an 26 hag ar 27.10.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 157 Lizherioù ag ar 25, an 26 hag ar 27.10.1916 Lec'h :.e Romescamp (Oise) ///Klaskit mat man galochoù ; marse emaint e ti Bayon ! ... Mar n'o c'havit ket... An deizioù-mañ e kasin deoc'h 50 sk... Grit èl ma karahet e'it an norioù.. E'it an amanenn, gortozit... Guénel, gouarnit eñ er gêr. D'an noz, c'hwi a c'hello deskiñ meur a draig dezhoñ en ur c'hoari... Graet eo ma galochoù : 8 real ha 2 vlank am eus paeet... Gortoz a raomp bepred an deiz da achap... Nag ar vugale ?... Klaskit ma chaosonoù gloan e'it galochoù./// Afer ar galochoù kaset d'ar gêr ha ... kollet. Botoù ha botoù a zo. Prizioù an traoù 'zo é kreskiñ hardizh : skouer ar galochoù.


Abadenn Nnn 158 : Lizherioù ag an 30.10.1916

Abadenn Nnn 158 : Lizherioù ag an 30.10.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 158_ Lizherioù ag an 30.10.1916 Lec'h :.e Romescamp (Oise) ///Bout a zo em c'hredañs daou bakad, hañval, sonennoù... E'it ma galochoù, ma zad n'en deus ket re ebet... A pa vo un devezh kaer, tremenit ur c'hardeur el liorzh, ha sellit doc'h ar ruskennoù ... E'it al laerez-se, grit dezhi paeiñ... Bet em eus bet ar Sonennoù... Ar re gozh ne c'hellont ket kavet mat labour ar re yaouank... Grit d'ar gwellañ ; èl ma rahet e kavin mat. Ne ouian ket petra a dalv ar c'hoad bremañ... Ne ouian ket atav pegoulz eh aimp kuit.../// Galochoù kavet ha kaieroù sonennoù resevetha roet d'ar re arall ; Loeiz, eñ, ne son ket ken... Ul laerez er c'hornad. Avizoù goulennet (ar vatezh, ar gwez...)


Abadenn Nnn 159 : Lizherioù ag ar 7 hag an 8.11.1916

Abadenn Nnn 159 : Lizherioù ag ar 7 hag an 8.11.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 159_ Lizherioù ag ar 7 hag an 8.11.1916 Lec'h :.e Romescamp (Oise) ///Ne vennan ket ma kouezho an traoù en dour e'it al laerez... Àr ar bratell emgann e kaver ag an douilles melen-se... Rac'h an dud en devo traoù seurt-se... Ne vo ket ret o c'havet e'it degas soñj ag ar vuhez euzhus-mañ... A pa c'hellahec'h tenniñ ho mamm d'ar Goh-Kér... Eh an da skriv da Vellag e'it ar sonennoù... En em soagnit mat, ha dalc'hit... Ya, setu c'hoazh aet unan ac'hanomp d'ar bed arall ... Ar re a zo du-mañ a vez lazhet ; ar re a zo du-se a dremen ; hag ar re a chom ne raont ket kalz a dra.../// Marv eo Jos Albaret, penn an URB. Despet ha tamall taolet get Loeiz àr Vretoned 'zo : Mokaer n'en deus ket graet e zever. Al laerez atav. Loeiz é c'houlenn e droad; al lezenn a zo al lezenn. Kartouchoù hag obuzoù kaset d'ar gêr da lakaat en ti : un diougan. Cheñchamant a zo er velin.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ