Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Abadenn Nnn 182 a : Lizherioù ag an 20 hag ar 21.01.1917

Abadenn Nnn 182 a : Lizherioù ag an 20 hag ar 21.01.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 182 a Lizherioù ag an 20 hag ar 21.01.1917 Lec'h : Rollot. ///Hiriv eh arru ar Foll a bermision... Kas a ran deoc'h lizherioù da Vokaer. Gouarnit int ha n'o diskouezit ket da hani... Ne gomprenan ket petra eo ar seurt plastr-se a labourit ? . Matezhed a-feson ? . Gouiet em eus ema an Ao. Go a zo person Langedig... Gwell a-se evit Loeiz mard eo pepon e wreg... Ar burev a zo sur a-walc'h an eürusan en ur gompagnonezh... 'Gozik sur e vehen da vout anvet adjudant... Ma miziad a gasan d'ar gêr bihanoc'h ur 20 lur bennak... C'hwi a lâro din mard a mat ho traoù genoc'h doc'h an tu-se. Ma ne c'hellit ket arri an daou benn, me a esaeo-me armerzh ur blank bennak oc'hpenn... Ho soñjoù a zo ma soñjoù... A pa c'hellahemp a-wael ar blez-mañ bout dijaplet ag ar brezel-mañ ! ./// Gwir propozioù a wir garantez : un tem é tonet en diviz etre an daou bried. Melin ar Baodri 'zo arrastet. Poan an dud é tistreiñ a bermision.


Abadenn Nnn 183 : Lizherioù ag an 22.01.1917

Abadenn Nnn 183 : Lizherioù ag an 22.01.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 183 Lizherioù ag an 22.01.1917 Lec'h : Rollot. ///Fonnapl a-walc'h eh arru bremañ genomp hol lizherioù... N'em bo ket al lec'h-se a gomzen deoc'h anezhoñ... N'em eus ket komprenet komzoù Blei Lann-Vaus... Gwir eo e kavit trawalc'h da drapikellat... Mar debrit ho poued ha ma ziazezit a-feson, ne zleit ket tristaat... Goulennit ali get ar Garreg... A-gent, me a oa bet souezhet deoc'h, èl mah oac'h bet souezhet din ivez... Ne damallan netra deoc'h, kredit mat... Pep unan a vez èl ma vez... Met an droadoù am eus, c'hwi hoc'h eus int ivez... Ne oa etrezomp met disterajoù... Rac'h an traoù-se, me a gred, a vo dismantret e-pad ar brezel-mañ... Evit ar pezh a sell ar vugale. C'hwi a gred ne c'hellit ket mui kaout ? Ne gredan ket-me... Naon hon eus a garantez. Nend eus mui etrezomp 'met an disparti... Gortozomp enta get pasianted deiz ar peoc'h... En em c'houarnit mat d'ho Loeizig enta, ma Vedig... Rac'h ma c'harantez evidoc'h. Hiraezh am eus deoc'h ; mankiñ a rit din a gorv (hag a zo start a-walc'h), a spered (hag a zo startoc'h c'hoazh )... En em gempennit evit ma vin ker souezhet d'ho kani. Man diweuz àr ho re./// Ur pezh propoz a wir garantez diskleriet, garantez a spered ha karantez a gorf distaget get ur mailh àr ar brezhoneg. Lizherioù gouarnet ha lizherioù distujet : distruj a ra lizherioù e vaouez ; un afer a dalvoudegezh taolet get an testoni àr an amzer a vrezel. Loeiza techet a-walc'h da vobionaat.


Abadenn Nnn 175 : Lizher ag an 28.12.1916

Abadenn Nnn 175 : Lizher ag an 28.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 175 Lizher ag an 28.12.1916 Lec'h : Conchy-les-Pots. ///Doue da reiñ deoc'h yec'hed e-pad ar blez nevez, yec'hed ivez d'hon daou grouadur, yec'hed da 'm zad, da 'm mamm, d'ho mamm. Ra vehet holl dindan gouard Sant-Gwenael... Ur blezad gounid evit ar baraouez. Doue da reiñ deomp ur boneur arall, ur boneur hag a c'hortozomp gwerso : ar Peoc'h. Setu ar pezh a c'houlennan evidoc'h, ho-pempig, ar mintin-mañ en un ti goulle... En em garit mat etrezoc'h hag en em gonfortit. An hani a garit ho kar muioc'h e'it biskoazh hag a soñj bemdez ennoc'h./// Blezad mat an harluet. Doue a ray ma tay ar peoc'h un deiz ; an dud o-unan na c'hellint ket gounit ar peoc'h : int eo o deus degaset ar brezel ; an dud o deus dle da baeiñ da Zoue. An ao. Gouraud, eskop Gwened, oberour « Dieu Attend ». En em garet ha kaout koñfortañs an eil doc'h egile. Braventez, gwirionez ha pinvidigezh brezhoneg Loeiz.


Abadenn Nnn 170 a :Lizherioù ag ar 15 ha 17.12.1916

Abadenn Nnn 170 a :Lizherioù ag ar 15 ha 17.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 170 a_ Lizherioù ag ar 15 ha 17.12.1916 Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise) ///Gwelet a ran àr ar gazetoù en deus c'hoant ar gouarnamant da zistag an droad d'ober gwin-ardant, ha memp da breniñ an hani graet... Gwell e vez deoc'h, a pa vêc'h klañv, gwelet ar Garreg... Nend eo ket an argant a zispigner èl-se a zo argant kollet.... Anoued hor bez hor gwalc'h amañ... Neoazh ne glaskomp ket monet kuit... Arru eo Jañ-Mari a bermision, amanenn getoñ evidin hag un toullad "majistral" ! . Eh aomp c'hoazh da bostal. D'e men, ne ouian ket c'hoazh... Nag ur vuhez ! ... Ne gomprenan ket ivez ar gwin-ardant... Fur e vehe memp pas evet anezhoñ betek man distro... Me a zo kontant a-walc'h da skriv da Rouart... Nend aomp ket pell... Monet a raomp da labourat evit an artillerie... Ne vo ket kalz a zañjer... Ur voest kaset din get Matthews.../// An doktor ar Garreg. Jemari a Langedig : ur paotr mat met evour anezhañ. Ret e vo diwall mat a bas kalaviñ ar gwin-ardant : enor ar peizant, ha marse ne vo ket mui droad d'ober goude ar brezel...


Abadenn Nnn 170 b : Lizher ag ar 15.12.1916

Abadenn Nnn 170 b : Lizher ag ar 15.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 170 b_ Lizher ag ar 15.12.1916 Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise) ///Gwelet a ran àr ar gazetoù en deus c'hoant ar gouarnamant da zistag an droad d'ober gwin-ardant, ha memp da breniñ an hani graet... Gwell e vez deoc'h, a pa vêc'h klañv, gwelet ar Garreg... Nend eo ket an argant a zispigner èl-se a zo argant kollet.... Anoued hor bez hor gwalc'h amañ... Neoazh ne glaskomp ket monet kuit... Arru eo Jañ-Mari a bermision, amanenn getoñ evidin hag un toullad "majistral" ! . Eh aomp c'hoazh da bostal. D'e men, ne ouian ket c'hoazh... Nag ur vuhez ! ... Ne gomprenan ket ivez ar gwin-ardant... Fur e vehe memp pas evet anezhoñ betek man distro... Me a zo kontant a-walc'h da skriv da Rouart... Nend aomp ket pell... Monet a raomp da labourat evit an artillerie... Ne vo ket kalz a zañjer... Ur voest kaset din get Matthews.../// Ar 88vet é labourat evit an artilheri : toulliñ an douar e-kreiz ar gouiañv: ul labour divourrus-bras, pell doc'h taolennoù ar brezel glorius, graet get ar re gozh. Talvoudegezh Loeiz e-keñver kement-se lies-mat ankouaet goude ar brezel ha betek bremañ.


Abadenn Nnn 171 : Kartenn ag an 19 ha lizher ag 20.12.1916

Abadenn Nnn 171 : Kartenn ag an 19 ha lizher ag 20.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 171 Kartenn ag an 19 ha lizher ag 20.12.1916 Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise) ///Bet eo bet Job doc'h man gwelet. Frev eo, met soñjoù du du a zo daet arre getoñ ag ar gêr. Erc'h a ra ha yen eo ken na c'hellomp ket forzh kaer skriv... Netra a vat. En em soagnit mat atav du-se... Yen eo, yen eo ! . Kas a ran deoc'h kontoù an Ao. Padelleg... Kas a ran deoc'h un tamm levr am eus kavet... Bet em eus bet ag Andrev ur gartenn en deus graet plijadur din. Bet en deus bet e bermision 20 deiz... Job a zay en-dro da 'm gwelet... Bet em eus bet getoñ doare ag an Alre... Eürus on ec'h ouiet e talc'hit ma lec'h hag eh a al labour. Me a oui hoc'h eus poan hag ema ponner ar samm evidoc'h hag evit ma zud.../// Loeiz a gar bras an traoù skrivet : emaint da vout miret. Un emzalc'h boutin d'an holl soudarded : serriñ traoù ha kas d'ar gêr. Donet d'ar gêr e permision ha distreiñ en-dro : peadra da vagiñ soñjoù du; permisionoù hiroc'h d'al labourizion douar oadet.


Abadenn Nnn 172 : Lizher ag an 22.12.1916

Abadenn Nnn 172 : Lizher ag an 22.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 172 Lizher ag an 22.12.1916 Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise) ///Amiaploc'h eo an amzer... Nann, n'hoc'h eus ket rac'h Lady Wing, met emberr ho po eñ... Ne faot ket gober re a van doc'h Andrev... Kas a ran deoc'h ar gartenn en deus skrivet din an deizioù paset... Er gwin-ardant... E'it ar c'hoad... Esaeit tenniñ ho mamm d'ar Goh-Kér... Nedeleg santel deoc'h ho-pemp. Ra roay deomp Doue ar Peoc'h an eurvad d'en em gavet rac'h... A spered eh on etre ho tivrec'h bemnoz, man diweuz àr ho re, start, kalon-oc'h-kalon. Pep a vok da 'm daou vabig... Lârit da Huénel ema ret dezhoñ gouiet lenn brezhoneg a-raok mah achuo ar brezel.../// Lady Wing : ur romant brudet hag embannet àr ar Revue Hebdomadaire. Loeiz : ul lennour er brezel; lenn a zo un dra a bouez bras evit pas en em goll e bed an talbenn hag ar brezel. Suhetoù Nedeleg: Ra zay ar peoc'h. Karantez diskleriet ha poan an disparti.


Abadenn Nnn 173 a : Lizher ag an 23.12.1916

Abadenn Nnn 173 a : Lizher ag an 23.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 173 a Lizher ag an 23.12.1916 Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise) ///Gwir eo, ema ker rac'h an traoù ! . Ret eo da Huénel kompren ne c'hellen ket kas dezhoñ ul limajenn arall...Na brenit 'met an nebeutañ a c'hellit traoù soudardek d'ar vugale. Ar brezel nend eo ket un dra enorapl, ha bout soudard a zo ur c'hleñved... Prenit ur voutailhadig encre à polycopier pour gélatine... Komz a raer a beoc'h àr ar gazetoù. Ur merch mat eo an dra-se... Me a gred ema blez an distag e vo ar blez nevez... Hir e vo bet an disparti evidomp, met ivez nebeutoc'h a zaeroù hor bo skuilhet... Deiz ar peoc'h a vo kant gwezh dousoc'h aveidomp-ni... Ni a gemero hor c'harantez lec'h ma ni 'boa hi lesket e miz Eost 1914.../// Prizioù é kreskiñ en a-dreñv. Ar vugale gronnet, paket er brezel, éc'h ober o brezel dezhe (dilhad, c'hoarioù, levrioù...). Ur brezel ha ned eo ket enorapl e feson ebet evit Loeiz : ur sell modern a-walc'h àr ar Brezel Bras.


Abadenn Nnn 173 b : Lizher ag an 23.12.1916

Abadenn Nnn 173 b : Lizher ag an 23.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 173 b Lizher ag an 23.12.1916 Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise) ///Gwir eo, ema ker rac'h an traoù ! . Ret eo da Huénel kompren ne c'hellen ket kas dezhoñ ul limajenn arall...Na brenit 'met an nebeutañ a c'hellit traoù soudardek d'ar vugale. Ar brezel nend eo ket un dra enorapl, ha bout soudard a zo ur c'hleñved... Prenit ur voutailhadig encre à polycopier pour gélatine... Komz a raer a beoc'h àr ar gazetoù. Ur merch mat eo an dra-se... Me a gred ema blez an distag e vo ar blez nevez... Hir e vo bet an disparti evidomp, met ivez nebeutoc'h a zaeroù hor bo skuilhet... Deiz ar peoc'h a vo kant gwezh dousoc'h aveidomp-ni... Ni a gemero hor c'harantez lec'h ma ni 'boa hi lesket e miz Eost 1914.../// Ar brezel : ur barantezenn a-dreñv ar vagoar savet get Loeiz en-dro dezhañ evit e surentez-eñ; soñj un den mennet groñs; soñj un den n'eo ket ken spiswel-se anezhañ. Brikolaj : ober liv da skriv ! .


Abadenn Nnn 174 a : Lizherioù ag ar 24 hag ar 27.12.1916

Abadenn Nnn 174 a : Lizherioù ag ar 24 hag ar 27.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 174 a Lizherioù ag ar 24 hag ar 27.12.1916 Lec'h : e-kostez Montdidier, Conchy-les-Pots. ///Bet em eus bet ar voestadig greunad a-enep d'ar pas... Monet a ra gwell get ma rum... Dimeurzh eh aomp kuit d'ur gêr en deus un anv fentus. Kac'her-er-Podoù a vez graet anezhi... Setu-me em lec'h nevez... Ur gêrig didrouz eo... 'Gozik rac'h an dud a zo amañ. Un iliz gozh a zo gloestret d'ar Werc'hez... Lojet omp en un ti lec'h nend eus 'medomp... Nend omp ket drouk. Fondet eo an diabarzh ag an ti d'ar soudarded... Nend eo ket yen dre ma raomp tan en ur fornev. Me a gred eh omp daet amañ e'it labourat.../// Kac'her-ar-Podoù : ur vourc'hig vihan didrouz get un anv fentus. Loeiz hag e vamm Izabel : liammoù start etreze. Kaset ha degaset e vez ar soudarded hep lâret dezhe na da ven na d'ober petra.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ