Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Abadenn Nnn 148 : Lizher skrivet d''an 26.09.1916

Abadenn Nnn 148 : Lizher skrivet d''an 26.09.1916

12/04/2023

Lec'h : Erquery ///Bet em eus bet doere a Aogust ar Gall... Ne chomimp ket gwall bell amañ... Komz a rer a zispak ar C'holoniale... Ne gredan ket e vo mui en em servijet ac'hanomp 'vel ma zo bet graet... A pa c'hellahemp àr-un-dro en em zijabliñ ag ar Foll... Bet em eus bet an tamm amannenn... Me gred eh a gwell an traoù get Bayon, el levrour... Hennezh en deus bet boneur en em denn... Ar Boheg (a Vizhui-an-Dour)... Emañ 'gozik aesaet dezhañ. Re 'rall a varv ivez... Ur vourc'hig didrouz kollet get an divroerezh... Ret e veze d'ar baizanted kemer Beljiz da labourat o douar... Ar re gozh a lâr e vo ret lezel an douar da bouez... Neoazh an douar a zo ag ar choaz evit pep tra... Tristez ar vro : plijadur ebet evit ar re yaouank... Nag ur c'hemm etre Breizh hag ar vro-mañ !... Kaer eo an amzer... Man doere da re Goulian, da... Beb a vok deoc'h.../// Tud kaset àr-dreñv evit bout soagnet ; torret e vez al liamm get ar gompagnonezh. Medalennoù roet d'ar re bleset da vervel. En ur vro didrouz, disafar, didud ha divuhez a-walc'h en em gav Loeiz. Broioù yac'h ha broioù klañv hervez Loeiz : an divroidigezh, an dud é kuitaat ar maezoù.


Abadenn Nnn 149 : Kartennoù skrivet d''an 29, d'an 30.09.1916

Abadenn Nnn 149 : Kartennoù skrivet d''an 29, d'an 30.09.1916

12/04/2023

Lec'h : Erquery ///Evit an aour, grit 'vel ma karit. Ne gemerit ket traoù ag ar Sued... C'hwi a c'hell kemer argant àr Frañs : ned eo ket rivinet c'hoazh... Ne c'houarnit en ti 'met ar pezh a zo rekis... Hiniv eh erru ar Foll : chañchamant buhez !... Job a ya da dal las-geo-ni... Kaset em eus deoc'h dre un den a Blañvour... Espadrilhoù, butum, chokola... Al logod o deus krignet ur c'horn mat anezhañ : ned eo ket forzh «presañtapl»... Mamm, ma kar en em soagniñ, ni en em welo c'hoazh... Ne zebr ket a-feson rak ne blij ket ar boued dezhi... Get an argant a zastumit er gêr hag ar pezh a gasan d'ar gêr pep miz eh eus lec'h da veviñ proprik... Rosette he deus respontet din... Lizher a Armelle Coheleac'h a Sarzhav.../// Piv eo an dud meneget el lizher. «Las-geo-ni» = Lassigny : ur feson da dreiñ diàr ar sañsur pe ur c'hoari etre an daou ? Merat argant an tiegezh : hep bout pitaot-bras re Herrieu n'int ket er vizer. Prizioù an traoù aet e bresken ; tud zo hag a c'hounit argant en despet da ziaezamantoù pemdeziek ar brezel : ar beizanted (prizioù é kreskiñ ), al labourizion el luzinioù (goproù é kreskiñ). Tud zo a zo bet lakaet diaes : ar re a veve diàr o leveoù, tud munut an aod, an artisaned bihan (netra da werzhiñ, netra evit aoziñ). Re Herrieu a chomo kazimant 2 vlez hanter goude ar brezel hep gounit blank ebet : o zachenn a zo bet kemeret da sevel ul luzin.


Abadenn Nnn 150 : Kartenn skrivet d''an 03.10.1916

Abadenn Nnn 150 : Kartenn skrivet d''an 03.10.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 150 Kartenn skrivet d'an 03.10.1916 Lec'h : Erquery ///50 Lur a gasan deoc'h... 20 lur evit ma mamm dre ur mandat-carte... bet em eus bet avalaoù hag amannenn... C'hwi a glasko en Atlas National... Komz a rer a ziblas.../// Atav e Erquery, en Oise, pell a zoc'h an trouz, é tiskuizh. Penaos kas ha degas argant etre ar gêr hag an talbenn. Mamm Loeiz ne blij ket dezhi skriv ; ar vamm a zo daet da vout taran a-walc'h, douget d'en em glemm, d'ober gwad fall. Darempredoù etre Loeiza hag he zud-kaer : Loeiz ne skriv ket d'e dud ha kargiñ a ra e vaouez da lenn dezhe tammoù ag e lizherioù. Loeiz, apostol Breizh àr an talbenn.


Abadenn Nnn 151 : Lizher skrivet d''ar 07.10.1916

Abadenn Nnn 151 : Lizher skrivet d''ar 07.10.1916

12/04/2023

Lec'h : Erquery ///Anavout a rit an I. des Closages hag an Ao. Coheleac'h... Gouarnet mat ar resuoù hag an titroù... An titroù turc... Setu penaos e koller argant doc'h o lakaat e broioù estren... Ma zud (...) marse en em gavont maleürus evidin... Biskoazh kemer greun kafe ! Perak pas debriñ chokola... Ur pakad : Revues ha butum... Sonenn ar paour-kaezh labourer... N'hon eus ket-ni da glemm ag ar bevañs... Gwell e vehe genin kavout avaloù-douar ha laezh treñk ha bout er gêr... Mar kavit sonenn an durzhunell...Tuchant e fardin em gwele da lenn un herrad : a c'housked, man gwellañ amzer, rak ne soñjan mui e netra pe e huñvrean ennoc'h... Met netra 'met brezel hag evit meur a viz c'hoazh...Man diweuz doc'h ho re... Man gourc'hemennoù da ma zud./// Tudjentil ha bourc'hizion kar, tost d'an emsav hag a-du get soñjoù ar varzhed. Darempredoù ledan-bras un emsavour brudet ha karet get kalz a dud e Breizh a-raok ar brezel. Ret e vo da Loeiz, goude ar brezel, evit gounit e vuhez ha magiñ e re, klask labourat evel ur gwir paizant, àr un dachenn vras : goude sklavaj ar brezel e vo dek vlezad sklavaj doc'h lost an aler. Merat an argant ; titloù prenet, argant plaset er broioù estren (Rusia, Turkia) : argant risklet da vout kollet. Goulenn sonennoù da reiñ, da brofiñ da dud zo. «Ma c'housked, man gwellañ amzer» : pas lezel e spered da redek get an aon a vout digalonekaet


Lizher 146 : Lizher skrivet d'an 20.09.1916.

Lizher 146 : Lizher skrivet d'an 20.09.1916.

12/04/2023

Lec'h : Erquery ///Evit al levrioù a c'houlennan geneoc'n ne faot ket kemer... Ar Breton Usuel... An ao. Sevenou-se a zo mestr-skol Gregamp... Erru eo genin doere a varv Matthews... Evit an aour, grit ho soñj... Evit an Active ned eo ket c'hoazh hon tro... Mat eo an avaloù-douar... Ar gwenan... Job a zo teir lev a-zoc'hin... Skrivet em eus da Louiz ha d'ar person...Galleg a oa e ofeverenn Louis !...Arc'hoazh vintin eh a hor Fol e permision... Pevar deiz arrest get ar sergent-major... Tarzhal a ra an traoù... Spontus eo klevet an trouz-se noz ha deiz... Ma o deus kilet ar Jermaned... Me 'garahe ho tebriñ, ma Vedig paour... Lies lies e soñjan en euriadoù dous...Perak emañ daet fallentez mab-den da zisparti ar re... Me 'garahe 'velkent ma vehe fin d'ar vuhez-mañ ur wezh bennak... Na start eo din beviñ get tud ned int ket tamm ebet ag an hevelep spered genin en ur vicher am eus kasaet... Get ofiserion foll pe dic'houiziek... E tremen mam buhez en ur ober an amoed a pa vehe bet gellet en em servij ac'hanin... Tud dibenn ha dic'houiziek a zalc'h lec'hioù ned int ket graet evite... An distag a-zoc'hoc'h... Ne gredit ket eh on digalonekaet... Geneoc'h mam brasañ c'hoant... Pokoù da.../// Atav é respont kraf ha kraf da lizher e vaouez : skouer ar gaoz é vonet etre ar gwaz hag ar vaouez àr bep sort traoù. Emgann ar Somme a zalc'h atav doc'h tu ar Saozon. Karantez don, karantez ha c'hoant a gorf : komzoù n'int ket stank e lizherioù ar soudarded. Stard eo d'ar c'houblad yaouank bout dispartiet ; kalet eo a spered hag a gorf. An diskuizh a zo kaoz e vez kollet kalon : amzer en devez ar spered da rambreal. Louis, e vreur-kaer, a zo dimezet : ur predeg graet e galleg e Langedig.


Lizher 143 : Lizher ag an 11.09.1916.

Lizher 143 : Lizher ag an 11.09.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Erquery (Oise). ///Eh an d'esae respont d'ar lizherioù a hues kaset din... An Ao. Sevenou a C'hregam... An Ao. Sevenou arall a anavan ... An amanenn ar wezh-mañ n'en deus ket en em c'houarnet tamm... Kaset em eus deoc'h dec'h dre Hirgair, aet e permision, ma lavreg glas.. Roet em eus ivez da Hirgair ur voestig em eus lakaet 80 lur e aour e-barzh... Moignou a vo bec'h àrnezhañ echu ar brezel... Evit diwezh ar brezel ne oui ket netra muioc'h evit ar re 'rall.. A-raok kement-se e vo ret gwaskiñ mat ar Germani... Louis a skriv din ur gartenn souezhus a gasan deoc'h... Hirgair a gonto deoc'h [...], pegen bourrus eo ma micher get ar foll a zo da benn er gompagnonezh. Kroaz ar brezel a zo kousiet pellzo... " Pour être un honnête homme il faut ne pas être décoré!"... Eh aer da gemer ur 15 bennak e pep kompagnonezh evit lakaat en active.../// Lakaat Loeiz da zonet d'ar gêr : « Les grandes manoeuvres » ; soñj Loeiz e-keñver an enorioù soudardek : kroazioù brezel, sitasionoù.


Lizher 144 : Kartennoù ag ar 14, 17 ha 19.09.1916.

Lizher 144 : Kartennoù ag ar 14, 17 ha 19.09.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Erquery (Oise). ///Gwelet em eus an Ao. Moignou. Aet eo kuit ar re a oa dle dezhe pas er C'holoniale... Kaset em eus ur pakad da di Bayon. Lakait al levrioù am eus lâret deoc'h eno... Skrivet em eus da Mathilde ha d'he gwaz... Bet em eus doere a Job... Ur pakad en deus arre Jemari amiot kaset getañ... J.M. [en deus] tapet prizon c'hoazh evit bout erruet diwezhat... E lec'h ar c'hartennoù moullet a gasit din... Ar c'hadrennoù ned int ket kollet... Bremañ ned eus netra hag a dalv e-tal ar vuhez... Glav a zo daet ha gwell a se rak 'vel-se ne gaser ket ar gaezh soudard d'ober an amoed en douroùier. Evit ar Groaz a Vrezel... Ne weleet gwezh ebet ho Loeiz get ar Groaz Brezel, rak sur n'he c'hemerahen ket mem a pa 'm behe-hi gounidet.../// Soñj Loeiz e-keñver an enorioù soudardek : kroazioù brezel, sitasionoù ; 'zo bitrakoù, kekaeroù evit lakaat ar soudarded da breniñ pasiantet ; Jemari Philippe kastizet : soudarded é tistreiñ diwezhat ; Jemari Philippe a dap ar Groaz a Vrezel : un istor farsus.


Lizher 145 : Kartennoù ag ar 14, 17 ha 19.09.1916.

Lizher 145 : Kartennoù ag ar 14, 17 ha 19.09.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Erquery (Oise). ///Gwelet em eus an Ao. Moignou. Aet eo kuit ar re a oa dle dezhe pas er C'holoniale... Kaset em eus ur pakad da di Bayon. Lakait al levrioù am eus lâret deoc'h eno... Skrivet em eus da Mathilde ha d'he gwaz... Bet em eus doere a Job... Ur pakad en deus arre Jemari amiot kaset getañ... J.M. [en deus] tapet prizon c'hoazh evit bout erruet diwezhat... E lec'h ar c'hartennoù moullet a gasit din... Ar c'hadrennoù ned int ket kollet... Bremañ ned eus netra hag a dalv e-tal ar vuhez.../// Chenchamantoù er rejumant : lakaet e vez ar re yaouankañ en "active" ; chench lec'h, chenche kompagnonezh a zo displijus


Lizher 142 : Lizher ag an 11.09.1916.

Lizher 142 : Lizher ag an 11.09.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Erquery (Oise). ///Eh an d'esae respont d'ar lizherioù a hues kaset din... An Ao. Sevenou a C'hregam... An Ao. Sevenou arall a anavan ... An amanenn ar wezh-mañ n'en deus ket en em c'houarnet tamm... Kaset em eus deoc'h dec'h dre Hirgair, aet e permision, ma lavreg glas.. Roet em eus ivez da Hirgair ur voestig em eus lakaet 80 lur e aour e-barzh... Moignou a vo bec'h àrnezhañ echu ar brezel... Evit diwezh ar brezel ne oui ket netra muioc'h evit ar re 'rall.. A-raok kement-se e vo ret gwaskiñ mat ar Germani... Louis a skriv din ur gartenn souezhus a gasan deoc'h... Hirgair a gonto deoc'h [...], pegen bourrus eo ma micher get ar foll a zo da benn er gompagnonezh. Kroaz ar brezel a zo kousiet pellzo... " Pour être un honnête homme il faut ne pas être décoré!"... Eh aer da gemer ur 15 bennak e pep kompagnonezh evit lakaat en active.../// Kollet eo dibenn al lizher ; Herrieu a gerzh get ar c'hlas 1897 e lec'h 1899 ; an Ao. Moignou, serjant-kravazhatour, aluzonour "volontaire" ar rejimant, ur beleg, ur misionour bet bras e levezon er rejimant, bras e berzh pa vo savo monumant Stez-Anna, marvet person Gwiskriv.


Lizher 135 : Kartenn ag an 13 ha lizher ag ar 15.07.1916.

Lizher 135 : Kartenn ag an 13 ha lizher ag ar 15.07.1916.

12/04/2023

Lec'h : Etre Herbécourt ha Dompierre. ///Toujours bien portant et sans changement. Reçu colis... Envelopper le b. dans du papier... Reçu nouvelles de Louis et de Facy. Trugarez evit ar poltredoù... Ne gomprennan ket penaos c'hoari a ra ar gwenan... Marv eo maouez Botrel... Ur gartenn a gaveet amañ ag hon tachad, get ur merch ruz... Kerzhet a ra an traoù a-feson atav... Doc'h tu Breihiz-Veur emañ startoc'h... Bout e zo prizonerion bremañ geneomp... Ur spont eo gwelet traoù sort-mañ. Bout em eus butum a-yoc'h... Kant bok d'ar vugale ha da 'm zud. C'hwi, ma Vedig, a spered eh on e-taloc'h dalbezh. Met d'an noz dreist pep tra... Huanadal a ran deoc'h... Me gred neoazh e tosta an deiz ma c'hellimp en-dro en em gavet... Mem beg ar ho peg c'hwek, m'ho kar./// Karantez diskleriet brav ha kaer ; taolenn euzhus ha blazus ar brezel ; labour ar soudarded kozh : naetaat an dachenn emgann, interriñ ar re varv ; beredoù an talbenn ha relegoù degaset d'ar vro goude ar brezel ; prizonerion é labourat gete ; eskemm poltredoù ; an amanenn atav : an arneñv.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ