Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Csángós ?

Csángós ?

13/04/2023

Kalz Hoñgared a zo 'chom er Roumani en deiz-hiziv, dreist-holl en ur vro a vez graet "Trañsilvani" deuzouti. Met kavet 'vez un nebeut re hag a zo 'chom en tu all da venezioù ar C'harpat ivez. "Csángós" a vez graet deuzouto !


Sabir, pidgin ha kreoleg

Sabir, pidgin ha kreoleg

13/04/2023

Stert a-walc'h eo ober an diferañs dija etre ur yezh hag ur rannyezh, met dont a ra stertoc'h c'hoazh pa vez safaret deus ur sabir, ur pidgin hag ur c'hreoleg ! Tout ar re-mañ zo yezhoù, met ur sabir n'eo ket ken pindivik evel ur pidgin, hag ur pidgin a zo paouroc'h evit ur c'hreoleg ivez.


Ar "Boldeved"

Ar "Boldeved"

13/04/2023

D'an 18 a viz-Gwengolo 1929 'oa bet kaset ul lizher iskis a-walc'h d'un nebeut deputeet e Pariz. Daou zen, Lineczi Stantoff ha Lamidaëff o anv, a c'houlle sikour gant gouarnamant Frañs evit difenn ar bobl "poldev". Met piv an Diaoul 'oa ar re-mañ ?


Digolonizañ difenn an natur

Digolonizañ difenn an natur

13/04/2023

E miz-Gwengolo ar bloaz-mañ 'oa bet dalc'het ur sizhunvezh koñferañsoù e Marseille gant an UICN, evit kinnig un toullad projedoù nevez da gas da benn evit difenn an natur. E-touesk ar re-mañ 'zo bet klevet kaoz kalzig deus an "30%" e-giz 'vez graet deuzoutañ, da lâret sañktuarizañ 30 % deus an andreadoù naturel war an Douar. Met penaos vo graet an dra-se ? Matrehe a-walc'h vo kemeret douaroù ar pobloù kentañ, e-giz zo bet graet meur a wech dija da grouiñ parkoù naturel an Indez, en Nepal pe c'hoazh en Afrik ...


Soveteiñ an eyak

Soveteiñ an eyak

13/04/2023

E 2016 'oa marv Marie Smith Jones, hag a oa-hi an hini ziwezhañ a ouie ar mod da safaret "eyak", ul langaj amerindian deus an Alaska. Ha ken buan-se 'vefe aet an eyak da netra ma ne vefe ket bet daou zen o klask soveteiñ anezhañ : an amerikan Mikael Krauss digentañ, ha Guillaume Leduey, ur paotr yaouank deus an Havr-Nevez !


Ned Maddrell

Ned Maddrell

13/04/2023

Marv eo Ned Maddrell er bloavezh 1974. Hemañ oa an hini diwezhañ e Enez-Vanav neuze a ouie ar mod da gaozeal manaveg, yezh keltieg kozh an enezenn. Met dre voneur 'oa-eñ kontant da zeskiñ manaveg d'ar re all ha gantañ neuze 'zo deuet a-benn un nebeut tud eno da saveteiñ al langaj.


Brezel kentañ an Istor

Brezel kentañ an Istor

13/04/2023

Pegen kozh eo ar brezel ? Peseurt brezel eo bet an hini kentañ ? Evit an istorianed 'ranker mont en-dro d'ar bloavezhioù 2600 a-raok Jesus, a-benn oa savet bec'h etre div gêr-stad e Mezopotamia : Umma ha Lagash.


Ar Sered

Ar Sered

13/04/2023

"Seres" eo an anv a veze roet gant ar Romaned d'ur bobl a oa chom gwechall en Tarim. Ar varc'hadourien a yae d'ober koñvers gant ar re-se, da brenañ seiz ha traoù all, da zont en-dro da werzhañ o zraoù. Ha souezhet a-walc'h eo bet an istorianed pa int en em rentet kont lar oa ar Sered marteze ur bobl indo-european.


Makedonia ?

Makedonia ?

13/04/2023

Republik Makedonia 'oa ganet a-benn 'oa kouezhet Federasion Yougoslavia er bloavezh 1991. Met diouzhtu kazimant 'oa savet bec'h etre gouarnamant Makedonia ha gouarnamant Gres 'blam' da anv ar vro. Evit ar C'hreked emañ Makedonia e Gres ha n'eus netra da welet gant Skopje. Deuet 'oant a-benn d'en em renkañ e 2018 a-benn ar fin, pa oa bet lakaet un anv all : Republik Makedonia an Norzh.


Fin ar bed e-kreiz Oad an Arem

Fin ar bed e-kreiz Oad an Arem

13/04/2023

Ar bloavezhioù 1200 - 1150 a-raok Jesus, e-kreiz Oad an Arem, a oa bet un distruj evit kalz sivilizasionoù kozh en-dro d'ar mor Mediterane. Kalz deuzouto a zo aet da goll fonnus-fonnus tout asambles. Met petra oa c'hoarvezet neuze ?


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ