Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Sklaved al Liberia

Sklaved al Liberia

13/04/2023

N'eus ket kalz a vroioù en Afrik ha n'int ket bet kolonizet gant an Europeaned e-doug an XIXvet kanvted. Unan deus ar re-se, al Liberia, a oa bet krouet gant an Amerikaned e 1847, peogwir 'faote dezho kas o sklaved zu liberet eno. Met ar re-se ne oant ket bet pell o adsevel memes sistem evel o doa anveet en Amerik, ha sklaved a oa bet c'hoazh betek ar bloavezhioù 1930.


Ar c'heteg

Ar c'heteg

13/04/2023

Ne chom ket kalz tud ken hag a oar ar mod da safaret keteg, pas muioc'h evit ugent den marteze, e kreiz ar Siberi, war vord ar stêr Ienisseï. Met poent eo studiañ anezhañ, kar serten yezhourien zo deuet a-benn n'eus ket a-bell da renkañ anezhañ e-barzh rummad ar yezhoù na-den. Yezhoù hag a vez klevet pell aleshont, en tu all d'ar mor : en Alaska !


Venuzed ar Paleolitik

Venuzed ar Paleolitik

13/04/2023

Un tammig partout en Europ, ha beked ar Siberi memes, 'zo bet kavet en-dro statuigoù merc'hed noazh, pep hini gant ur pezh kôf ha cheltrennoù bras. "Venuz paleolitik" a zo bet graet deuzouto gant an istorianed, met n'ouzer ket c'hoazh petra veze graet ganto gwechall-gozh, na petra int sañset da reiñ da welet.


Langaj an heol

Langaj an heol

13/04/2023

Er bloavezhioù 30 'veze desket un deorienn iskis er skolioù-uhel turk, teorienn langaj an heol. N'ouzer ket dre just peseurt yezhour en deus savet anezhi, met hennezh soñje dezhañ lar vefe an turkeg kozh mamm d'ar yezhoù all war an Douar.


Ar wymysorys

Ar wymysorys

13/04/2023

Betek fin ar brezel diwezhañ ne veze ket klevet kalz poloneg e komun Wilamovice, e-kichenn Kraków (Pologn). An dud a ouie c'hoazh safaret wymysorys neuze, ur yezh jermanek ha ne vez ket klevet nimblec'h ebet mod-all. Met bremañ eo cheñchet an traoù : e 2017 ne chome nemet 20 den a ouie ar mod da safaret wymysorys.


Fall ar jeu gant ar bobl bunong

Fall ar jeu gant ar bobl bunong

13/04/2023

E 2008 'oa bet graet div gonsesion vras d'an embregerezh Socfin gant gouarnamant ar C'hambodj. Met war ar c'honsesionoù-se 'zo tud o chom abaoe atô : ar bobl Bunong. Met an dra-se ne ra netra : distrujet eo bet o farkeier ha pilet eo bet o gwez da lakaat gwez-kaoutchou e plas.


Iwerzhoneg modern ar c'hêrioù

Iwerzhoneg modern ar c'hêrioù

13/04/2023

En Iwerzhon 'zo muioc'h muiañ a dud en deiz-hiziv a zo kont da veviñ ha da labourat gant an iwerzhoneg. Kalz traoù a vez graet gant ar gouarnamant da zifenn ar langaj ivez, ha da bourchuiñ an dud d'ober gantañ ar muiañ posubl. Met sur-tre n'eo ket tre memes iwerzhoneg evel an hini a vez klevet war ar maez ...


An etruskeg

An etruskeg

13/04/2023

Un nebeud a vloavezhioù 'zo bremañ 'ouzer un tammig muioc'h a draoù diwar-benn orin ar bobl etrusk. Met an istorianed n'int ket deuet a-benn da zichifrañ o yezh c'hoazh ...


Orin an Etrusked

Orin an Etrusked

13/04/2023

An Etrusked a oa ur bobl hag a oa o chom gwechall-gozh en Toskan, en Itali. Hag abaoe pell 'vez an istorianed o klask goût petra eo orin an dud-se. Lod a soñje dezho 'oant deuet deus an Oriant, ha lod all deus an Alpoù. Met traoù nevez a zo bet kavet n'eus ket pell gant ar jenetik.


Rouantelezh an aotroù Yann

Rouantelezh an aotroù Yann

13/04/2023

Da heul ar c'hroaziadegoù kentañ 'oa komañset istorianed 'zo da safaret deus ur vro visterius : rouantelezh an aotroù Yann. Den na ouie dre just pelec'h 'oa ar vro-se, met an dud a gav dezho lar oa gwir memestra. Ur vro gristen a oa, renet gant ur beleg a oa e anv Yann, pell etramek ar sav-heol.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ