Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

An Aïnoued (1)

An Aïnoued (1)

12/04/2023

Pobl koshañ enezenn Japan eo an Aïnoued. Erruet int pell a-raok ar bobl Wa, tadoù-kuñv ar Japaned a-vremañ. Oc'h orinoù a zo chomet misterius betek-hen, den ne oar eus pelec'h int deuet !


Ar Yaganed

Ar Yaganed

12/04/2023

Ar Yaganed a zo o chom e Douar an Tan, penn pellañ Amerika ar Su. O yezh a zo da goll, ne chom ket 'met un den a oar safarat yaganeg bremañ an deiz : Cristina Calderón.


Ar Sañtinelled

Ar Sañtinelled

12/04/2023

Abaoe 60 000 bloavezh e vev ar Sañtinelled e North-Sentinel, un enezennig etre an India hag ar Myamnar. Evit ar wech tout ne faot ket dezho degemer tud all war oc'h enezenn.


Ar Gachoubed

Ar Gachoubed

12/04/2023

Darbet eo d'ar Gachoubed disparisañ. Ar bobl-mañ a zo o chom en-dro da gêr Gdansk, e hanternoz Bro-Bolonia.


Ar Vandchoued

Ar Vandchoued

12/04/2023

Ar Vandchoued a zo ur bobl gollet e yezh ganti. Hiziv an deiz ne chomfe ket 'met dek den a zo gouest d'ober gant ar mandchoueg ... daoust ma vez kontet dek milion mandchou e Bro-Sina !


Ar bobl Gullah

Ar bobl Gullah

12/04/2023

E South Carolina hag e Georgia (Stadoù-Unanet) e vev ur bobl anvet "Gullah". Ar re-mañ a zo diskennidi ar sklaved zu, deuet da glask repu er gwernioù war bord ar mor bras. Dalc'het o deus ereoù kreñv gant sevenadur o zadoù-kozh : ar "gullah-geechee", ur relijion, ur rouanez ... ha tonioù kozh bet kaset eus Afrika ganto !


Kentañ Kent