Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Ar bobl artchi

Ar bobl artchi

13/04/2023

Pevarzek yezh zo bet anveet en ur mod ofisiel gant gouarnamant an Dagestañ. Met kalz muioc'h a yezhoù a c'haller klevet eno memestra : war-dro tregont langaj zo bet kontet ! E-touesk ar re-se 'vez kavet unan iskis a-walc'h : an artchi.


Madagaskar

Madagaskar

13/04/2023

E Madagaskar 'vez safaret ur yezh ostronezianeg, evel en inizi Filipin, en Indonezi, e Taïwan pe c'hoazh er mor-bras Pasifik. Ha betek-henn, an etnologourien soñje dezho 'oa ar Valgached bugale vihan ar pobloù ostrenezian a oa en em gavet e Madagaskar gwechall. Met n'eo ket ken simpl ha se hag ur bern traoù zo bet kavet n'eus ket pell zo, gant ar projed MAGE.


Merkur evit ar re Vaya

Merkur evit ar re Vaya

13/04/2023

N'ouzer ket c'hoazh 'blam da betra eo kouezet sivilisasion ar bobl maya. Met n'eus ket pell zo 'zo bet kavet merkur e-barzh o c'hêrioù kozh, kalz merkur. Ha ma vefent bet en em ampoazonet gant an dra-se ?


Digolonizañ difenn an natur

Digolonizañ difenn an natur

13/04/2023

N'eus ket pell zo 'zo bet embannet ul levrig bihan gant Survival International : Guide pour décoloniser le langage de la conservation e anv. Ul levr da ziskouezh deomp pegen kreñv eo c'hoazh spered ar c'holonizasion e-barzh ar mod 'vez protejet an natur er broioù paour.


Schibboleth

Schibboleth

13/04/2023

"Schibboleth" a vez graet deus ar c'homzennoù ne vênt ket lâret mat sañset 'met gant re ar vro. An dra-se c'hall bezañ implijet a-wechoù evit anveout estrañjourien a teufe da spiañ, evel 'vez graet en Ukren lakaomp !


Bnei Menashe

Bnei Menashe

13/04/2023

E Stad ar Mizoram, en Indez, ar pep brasañ deus an dud zo kristen. Kavet 'vez un nebeut yuzevien ivez : "Bnei Menashe" a vez lâret deuzouto bremañ, pe "Shinlung" evel 'veze graet deuzouto gwechall. Met ar re-se n'int ket yuzev deus atô : dek-ha-tri-ugent vloaz 'zo 'oant c'hoazh protestañted !


Deskiñ kopteg evit dont a-benn da zichifrañ ar hieroglifoù

Deskiñ kopteg evit dont a-benn da zichifrañ ar hieroglifoù

13/04/2023

Pa oa aet Champollion da Bariz da studiañ 'oa soñj dija da zichifrañ ar hieroglifoù. Dre voneur 'noa graet anaoudegezh eno gant ur manac'h a noa desket dezhañ ar mod da brechañ kopteg. Hag an dra-se 'neus servijet kalz dezhañ evit dont a-benn da zikodiñ ar hieroglifoù !


Ar c'husunda

Ar c'husunda

13/04/2023

Ne chom ken daou-c'hant den a oar ar mod da safaret kusunda en Nepal. Ul langaj iskis a-walc'h eo : n'eus ket 'voiaen d'ober frasennoù negativel.


Herodot, tad an añtropologiezh

Herodot, tad an añtropologiezh

13/04/2023

Herodot a vez lâret deuzoutañ alies istorian kentañ an Istor. "Tad an Istor" eo bet leshañvet gant Cicero memes. Met muioc'h-muiañ 'vez sellet deuzoutañ bremañ evel "tad an añtropologiezh" ivez.


Masaïed hag emired

Masaïed hag emired

13/04/2023

E miz-Even 2022 'oa bet ar re Vasaï o vanifestiñ e Loliondo, e norzh an Tanzani. Ar re-mañ o deus tamallet d'ar gouarnamant klask kas anezho kuit e-maez deus o douaroù, evit krouiñ parkoù naturel ha rezervoù loened evit da serten emired gallout dont da chaseal.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ