Sinema

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Maestro

Maestro

12/04/2023

SIN-140815-MAESTRO.docx MAESTRO Ur film sevenet gant : Léa FRAZER (2014). Gant : Pio Marmaï, Michael Lonsdale, Deborah François. An hañv-mañ hon eus klevet komz kalzig ag an "intermittents", da lâred eo spanaerion an arvestoù, da lâred eo c'hoazh an dud hag a labour war dachenn ar sevenadur : komedianed, aktored, leurennerion, sevenerion, mez ive teknisianed a beb sort. An dud hag a ra war-dro an teatr, ar filmoù, an arvestoù a vez gwelet er ruioù pe da goulz emgavioù brazpe bihan an hañv. Setu ur film a gomz ag an dud-se just a-walc'h. N'eo ket pal ar film marse diskoueziñ buhez ar spanaerion, rag diazezet eo war buhez Eric Rohmer, war fin e vuhez kentoc'h. Ur film eo war an treuzkas : penaoz e c'hell un den kozh roiñ d'ar re yaouank ar peb pouezusañ ag e skiant-prenet, ag e filozofiezh. Evid rol Eric Rohmer he doa choazet Léa Frazer Michael Lonsdale, hag ur misi eo gweled penaoz e c'hell an den diambreziñ Rohmer. N'eo ket Michael Lonsdale ne vern piw naket, ha traoù en deus da lâred d'ar re yaouank ive, kredabl. Ur film drol eo, fentuz. Ar re o deus bet ar chañs da weled penaoz e vez savet ur film ha gweled ar filmañ ne vint ket sourprenet gant ar skenennoù bourduz a sav da beb termen etre an aktored, ar sevener ha toud an dud o deus ur rol difer er labour, rag labour eo ha kaled meur a wezh. Braw eo ar skeudennoù ha moian zo lâred e ro ar film plijadur d'an arvesterion, ar pezh am eus klevet en-dro din goude ar skignadur. Aze e welomp an diaezamant a zo etre ar rummoù. A-vepred sur a-walc'h, mez en hor bed muioc'h c'hoazh moarhad, ne vez ket aez d'ar re war an oad roiñ d'ar re yaouank ar peb pouezusañ ag ar pezh o deus desket a-hed o bloazioù, ar peb soutillañ, traoù na dremenont ket ataw gant gerioù, mez gant traoù arall, ur sell, ur jest, un taw marse pe ur minc'hoarzh. Ne glemm ket ar sevener, ar maestro, Cédric Rovère ; lâred a ra just ne oui ket mui ar re yaouank distagañ o gerioù. Lâred a ra ne oui ket an oll gomedianed yaouank petra eo an teatr. Lâred a ra n'int ket desket a-gaoz ma n'o deus ket lennet kalz. Mez tremen a ra ar mesaj-se en ur mod skañv ha dous : aze e weler just a-walc'h petra a c'hell boud ur maestro, ur mestr, un den e sant an dud tro-dro dezhañ eh eus en e spered fetisted ur vuhez labour, ur vuhez leun a skiant. Ha dalc'het e vez ar skiant-se gant an den : ned a ket da sevel, da grapiñ war ur gadoer ha da lâred e sonenn d'an oll ha da grial "Me, me, me, me a oui, ha c'hwi ne ouiit ket". Tamm ebed. Leuskel a ra ar vuhez da voned etre ar gomedianed yaouank a labour gantañ. Mez da beb an amzer e lâr ur gerig, ur frazenn, e c'houlenn un draig, hag a nebeudigoù e tremen ar c'houiañs ag ur spered d'an arall. Marse ne resev ket peb unan kement hag ar re arall : ema ar speredoù evel an douar, depantoud a ra penaoz ema bet prientet, kardellet, labouret en araog. N'eo ket toud kavoud ur mestr, red eo d'ar skoliad boud prest. Mez pa vez prest ar skoliad, neuze e tegouezh ar mestr, ar pezh am eus klevet liez. Neuze e red ag ur spered d'an arall ar pezh a zo rekiz evid ma ne vo ket troc'het an neudenn, evid ma ne vo ket kollet jol ar vuhez, ataw nevez etre dec'h hag àrc'hoazh. Kredabl en do komprenet Henri, ar gomedian nevez ha diskiant a-grenn da gomañs, petra eo leuskel ar barzhoneg d'ober e labour e-hunan, heb sevel e vouezh, heb jestoù ouzhpenn. Just pouez ar gerioù, pouez pe skañvded kentoc'h, mez o ster, o sinifïañs, o chalm. Daw eo boud bet maleuruz en e garantezioù evid kompren ar varzhoniezh, setu unan a gomzoù ar mestr. Marse a-walc'h. Daw eo boud bet paour un deiz evid kompren talvoud an argant, daw boud bet naoneg ur wezh evid anavoud priz ar bara, daw eo boud bevet edan ar bombezennoù evid kompren chañs ar peuc'h. Re aez an traoù marse evid lod da gompren. Mez ar vuhez, pa zegas boued dimp, ne vez ket ataw gant ar loa vraz. Ar Vretoned henn goui kredabl pa lâront e rankont prenañ o skiant. Skiant-prenet, ya, liez e ranker prenañ ar pezh a vez desket. Mez meur a wezh e tegouezh war hon hent ur mestr bennag. Ur mestr hag a c'hell boud un den, ur loen, un dra bennag, un darvoud dic'hortoz. Setu perag, pa zegouezh war hon hent ur mestr bennag, lakaomp e vehe un den, un den prest da roiñ dimp e skiant evid netra, digoromp hon daoulagad, digoromp hon diwskouarn, mez dreist-oll digoromp hor speredoù evid resev ar pezh en doa heñv prenet en e amzer, ha prenet kér marse. Jean-Claude Le Ruyet.140815b.86C.


Jimmy's hall

Jimmy's hall

12/04/2023

SIN-140801-JIMMY'S HALL.docx JIMMY'S HALL Ur film sevenet gant : Ken Loach (2014). Gant : Barry Ward, Simone Kirby, Andrew Scott. Iwerzhon, an Irland : kalonoù ar Vretoned n'hellont ket boud diseblant douzh ar pezh a denn douzh ar vro-se, douzh an enezenn-se, ken pell ha ken tost war-un dro avamañ. Istoer un den bet kaset kuit ag e vro a-gaoz ma en doa kemeret perzh e stourm Iwerzhoniz eneb d'ar Saozon da dermen an Dispac'h eno, er bloazioù 1919-1921. Waet e oa da New-York deg vloaz pad, ha daet en-dro, e 1932. Daet da weled e vamm, daet da weled e vro, daet da labourad douar an dachenn-familh e kontelezh Leitrim. Ur gontelezh vihan eo, un tregont mil a dud hiziw eno, nepell a Nord-Iwerzhon, nepell a Sligo. Ha c'hoant d'an den, Jimmy Gralton, lakaad e genvroidi da anavoud ar pezh en doa bet tro d'anavoud du-hont, en Amerik : ar muzik nevez, ar jazz hag an dañsoù ha yae da-heul. Ha kentizh daet en-dro, setu yaouankizoù ar c'hornad é c'houlenn gantañ digoriñ en-dro ar sal lec'h ma taent da zañsal e-raog. Da zañsal, mez pas hebkén : da studial ive, da zeskiñ lenn, da zeskiñ muzikad, da zeskiñ kanal ha m'oar-me c'hoazh. Ur gwir batronaj, mez ur patronaj laik, rag distag a-zoc'h an Iliz. Ha ne oa ket Jimmy Gralton komunist un tamm ? Geo sur a-walc'h, peogwir e oa un den tomm douzh ar justis ha douzh droedoù an dud. Arsa, aze e oa trawalc'h evid lakaad sevel enebtañ hag eneb d'ar re o doa c'hoant d'henn harpañ ar re a zalc'he ar vro dindan o beli : an noblañsed hag an Iliz. Interesuz eo marse komz ag ar momant-se a istor Iwerzhon, pe kentoc'h ag an degvloazadoù e-raog, evid kompren penaoz e oa daet Iwerzhon da voud emren. Rag ne oa ket emren Iwerzhon a-c'houde 1800, pa oa bet sinet The Act of Union gant Parlamant Dullen ha Breizh-Veur. Adal neuze e oa daet Iwerzhon da voud ur lod a Vreizh-Veur, evel Bro-Skos pe Bro-Gembre. Mez ne oa ket bet gant kousantamant an oll, ha daou vloaz goude e oa bet arsailhet kastell Dullen gant tud e kounnar. Ar pezh a lakaas an traoù da dreñkañ marse ' voe stad an ekonomiezh er vro er bloazioù 1845 ha 1847 : kollet e oa bet eost an aval'douar, magadur kentañ Iwerzhoniz. Lod a lâr e oa marvet ur milion a dud ha divroet daou vilion arall, dreist-oll d'an Amerik. Adal neuze en doa kreskaet ar malis eneb d'ar Saozon. Un emsavadeg a oa bet e 1848 ha deg vloaz goude, e 1858, e oa bet savet an IRB e Dullen hag e New-York, an IRB, dle. Irish Republikan Brotherhood, e brezhoneg ar vBreudiezh Republikan a Vro Iwerzhon. Goude-se, hag e-pad un tri-ugent vloaz bennag, e klaskas Iwerzhoniz kaoud ur statud gwelloc'h evid o bro. Mez en aner. A-benn ar fin e tiskouez an traoù moned gwell, mez gant ar brezel 14 e oa bet ampellaet an emglew hetet. Neuze, e 1913 e oa bet savet diw arme : heni an Ulster Volunteer Force (eneb d'an emglew) hag an Irish Volunteers (Republikaned). Da Lun Fask 1916 e savas lod ag an dud eneb d'ar Saozon ha d'o mignoned er vro. Mez c'hwitet e oa bet an taol ha chomet e oa Breizh-Veur mestr war an dachenn. Didruez e oa bet ar c'hastizamant : 5000 den toullbac'het ha tost da gant den kondaonet d'ar marw. Mez adal an deiz-se nawazh e chañchas sav-boent ar bobl ha pa ne oant ket tre akord gant an dispac'herion da gomañs e taas o c'halonoù da voud tommoc'h goude-se douzh ar Republikaned pe ar vroadelourion bodet er Sin Féin. Adal neuze ne oa ket mui lezennigoù a c'houlenne an dud gant Breizh-Veur mez dizepantiz krenn-ha-krak. Pa n'hell ket ar re a vez e-karg ag aferioù ar vro da weled pell un tammig ha prientiñ an dazont war ar stern e sav, gant ar bobl, ha kreñvoc'h c'hoazh liez, an c'hoant da zoned da benn ag he hunvre, kousto pe gousto. Setu ar pezh a zegouezhas en Iwerzhon adal 1919, beteg an dizepantiz tapet e 1921. Mez chomet eo rannet an enezenn e daou damm a-c'houde. Un deg vloaz bennag goude an dizepantiz enta e taolenn Ken Loach Iwerzhon gant ar film-mañ. Gweled a raomp ne oa ket ar vro e peuc'h c'hoazh, gweled a raomp ne oa ket an Dispac'herion prest d'en em zizober a levezon an Iliz. Ne chañch ket biskoazh an traoù en un taol. Amzer a rank kaoud empenn an den evid lonkañ an ideioù nevez, ha zokén an dañsoù nevez, dreist-oll mard int bet savet gant Afrikaned an Amerik. Euruzamant eh eus bet graet pazennoù gant an denelezh a-c'houde... pazennoù war-raog. Jean-Claude Le Ruyet.20140801b.85C.


The Homesman

The Homesman

12/04/2023

THE HOMESMAN Ur film sevenet gant : Tommy Lee Jones (2014). Gant : Tommy Lee Jones, Hilary Swank, David Dencik. E degouezhioù zo, hiziw hag a werso, e c'hell hag e c'helle tud zo doned da voud foll, rag m'ema (pe rag ma oa) re galed ar vuhez en-dro dezhe. Evid an dud-se, klañv o speredoù, eh eus hiziw ospitalioù bredvedegel, da lâred eo ospitalioù psikiatreg. Mez gwezhall e veze kavet un diskloum arall d'ar re o doa kollet o skiant vad, d'ar re a oa daet da voud foll. Setu aze sujed ar film amerikan-mañ. E-kreiz an XIXved kantvlead, e kompezennoù, e plaenennoù frank-spontuz an Amerik, e laboure peizanted e tachadoù distro-kàer, da lâred eo pell-pell ar voazined tostañ a-zoc'hte. Hag ar voazined-se, an amezeion-se ne vezent ket stank anezhe ha ne vezent ket gweled a-liez. Ar person marse, da beb an amzer, a zae da saludiñ an dud, da weled ma ne oant ket kollet evid ar relijion. Ar peurrest ag an amzer e chome ar beizanted-se war o zamm douar, maouez ha gwaz ha bugale gante meur a wezh. Ha tro ar bloaz e veze herset o c'horfoù a-dreist d'an irvi hag a-dreist d'an antoù. Marse e veze gwelet tud, un tammig evel amañ e Breizh, da zeiz ur pardon bennag, da zeiz ur foar bennag, mez ne bade ket ar momantoù-se ha buan e veze distro an dud d'o zropelloù chatal ha d'o zachennoù izel an douar enne. Gant ar maouezi muioc'h eged gant ar wazed marse c'hoazh, e c'helle d'unan bennag doned da voud foll. Neuze, pesort tu a veze da aesaad dezhañ pe dezhi, pa veze ken pell ar bourc'h tostañ ? Buan e tae ar re klañv o speredoù da voud ur samm evid ar rest ag o familhoù. Neuze, p'o doa ar merc'hed-se kuitaet ti o bugaleaj evid dimeziñ gant o gwazed, p'o doa pellaet kement a-zoc'h o broigoù evid heuliañ o boulomed beteg m'oar-me pesort toull kollet, beteg pesort Lostebroud e fin-foñs an Nebraska, neuze ne chome d'o friedoù nemed un dra d'ober : o c'has en-dro d'o familhoù, o c'has en-dro d'ur lec'h ma vehe kavet tud evid ober war o zro. Evid o c'has ken pell, dre ur veaj hag a badehe deizioù ha deizioù, e veze tennet ur gwaz bennag d'ar sord. Mez amañ n'eo ket ur gwaz eo hag a yay, mez ur vaouez he doa divizet kemer lec'h ur gwaz arall a vanke en tolpad. Ha warni e kouezh ar sord, warni, plac'h yaouank-kozh. Boutet e oa bet an teir maouez foll en ur sort bouest-koad bet lakaet war ur c'harr stlejet gant daou jao. War an hent e kav ar vaouez un den hanter-droll, ur c'hozh soudard e retred, un den heb feiz na reizh. Hennezh a oa é c'hortoz boud krouget en ur mod kriz a-walc'h : gant kensorted didruez e oa bet lakaet war gein e jao, staget e c'hoûg douzh ur gordenn e-pign douzh ur wezenn. Trawalc'h d'ar jao fichal un tammig evid ma vehe bet chomet ar c'haezh den krouget da vad. Taol chañs dic'hortoz evitañ enta donedigezh an akipaj-se. Ha doned a ra an istrogell-se gante : kavet he deus ar plac'h yaouank-kozh ur c'hensort evid he hambrougañ e dañjerioù ar veaj. Ne gontin ket muioc'h deoc'h. Diskouezet e vez dremmoù ar follentez : ar gaezh a vaouezi-se e oa chomet pell war o lerc'h o buhez normal. Bremañ e oant daet da voud boudoù na ouient ket ober disterrañ jestoù ar pemdez. Ha nawazh ne oant ket inosanted oll, ne oant ket oaned oll : fallentez a zae da beb an amzer da rogiñ o c'halonoù hag o fasoù. Mez ar pezh a sourpren an arvesterion eo ive stourm ar plac'h yaouank-kozh evid na chomel he-hunan er vuhez, he stourm evid kavoud ur gwaz, kousto pe gousto. Un drama zo aze, hag a ya pelloc'h eged ar pezh a c'hellomp krediñ, pa welomp an traoù ag hor lec'h er bed a-hiziw. D'an amzer-se hag er broioù-se ne veze ket kavoud ur gwaz un afer a garantez hebkén. Marse mem e veze ar garantez un dra hag a zae goude an dra arall : dimeziñ, neuze, evid ur vaouez d'an nebeutañ, a veze evel ur menier asurañs eneb da droioù kamm ar vuhez. Ha soñjal ne vehe ho puhez a-bezh nemed ur stourm rekiz deoc'h kas ho-hunan penn, heb gwaz ebed d'ho harpiñ, heb skoaz solud ebed da ziskuizhañ ho penn warni pa vehe dober, ya, an dra-se a c'helle boud diaez. Ur bern filmoù zo bet savet diwar-benn an Amerik dija. Ur bern a vo savet c'hoazh kredabl. Trawalc'h a istoerioù a-sort gant hennañ a vehe da gontiñ. Ag an amzer kriz-se e ta an Amerik a-vremañ. Interesuz eo digoriñ ur fenestr, da beb an amzer, war ar bed kozh-se. Peb unan ahanimp zo produ istor e vro. Ha n'eo ket ag an darvoudoù istorel a gomzan, mez kentoc'h a fedoù evel an heni a zo kontet amañ, traoù hag a laoske o merkoù war an dud donnoc'h c'hoazh marse eged an darvoudoù dalc'het gant an istor ofisiel ha skrivet er levroù-skol. Jean-Claude Le Ruyet.20140718b.83C.


Darbet eo bet deomp bout mignonezed

Darbet eo bet deomp bout mignonezed

12/04/2023

ON A FAILLI ETRE AMIES Ur film sevenet gant : Anne Le Ny (2014). Gant : Karin Viard, Emmanuelle Devos, Roschdy Zem. Gwelet e vez ar gomedianed, a-vuzul ma tro ar rod gante ive, é tapiñ skiant-prenet hag é toned da voud mistri war o micher. Ha gwell aze, sur a-walc'h. Ar pezh a welomp amañ gant Karin Viard hag Emmanuelle Devos. Un c'hoari ag ar re gàerrañ zo etreze hed-ha-hed ar film-mañ, un drugar o gweled o diw e roloù kontrel. Ema Marithé e barr he brud en he labour kuzulierez en un ajañs ag ar Pol-Implij. Karget eo a sikour an dud da gavoud ur vicher nevez, pe a-gaoz ma o deus kollet o heni, pe a-gaoz ma faota dezhe chañch buhez un tamm ha moned da weled pelloc'h eged o burew mil-anavet. Bevañ a ra Marithé en he-hunan bremañ, gant ur mab tost da guitaad e neizh-familh da vad. Euruzamant eviti he deus gouarnet darempredoù mad gant he "zobed" a waz (ex-mari) hag e vaouez nevez. D'an nebeutañ n'eus ket aze soursi ebed evid ampouezoniñ buhez Marithé. Diskoueziñ a ra an traoù moned madig a-walc'h eviti enta, beteg an deiz ma kav, diragzi en he burew, Carole. Ha n'eo ket sklaer an traoù gant Carole tamm ebed. A oad gant Marithé ema, mez seblant a ra boud yennet etre traoù kontrel : un c'hoant da chañch buhez ganti douzh a seblant, ha douzh an tu arall ive an aon ag henn ober da vad. Gelliñ a ra an daou c'hoant-se labourad ur spered. P'en am gavomp diaez gant ar vuhez a renomp e hunvreomp forzh aez en ur vuhez arall, beteg amañ n'eus ket tra dibosubl tamm ebed. Mez mar faota dimp chañch buhez da vad, kuitaad an heni a anavomp, kuitaad marse an dud a anavomp mat pandeogwir hon eus gouestlet ur lod kàer ag hon buhez dezhe, marse ar lod kàerrañ ag hon buhez zokén, n'eo ket ar memez sonenn. Ha kompren a raomp e c'hell Carole tortal ha boud etre daou soñj ur prantad. Mez ur vaouez fur eo Carole kredabl. N'he deus ket c'hoant da guitaad he buhez, daoust d'ar vuhez-se boud ur samm eviti bremañ. Evel peroked ar sorbienn ema Carole : n'he deus ket c'hoant da ziskrogiñ pazenn ar skeul kent boud kroget er bazenn arall. N'eus ket aze nemed furnezh. Lod, e degouezhioù a-sort-se, ne raont ket evelti : dober o dez a fardañ en dianav, dober o dez a splujañ ennañ rag a-hend-arall n'hellehent ket chañch netra, n'int ket evid diskrogiñ a nebeudigoù. Gwell eo gante un taol bistouri a droc'h kordenn ar gwir da vad kentoc'h eged tretamantoù a bad hag a bad. Mez boud ema Carole ag ar rumm kentañ kentoc'h. Ha moned a ra war he gwâr. Goulenn a ra gant Marithé he hambrougiñ war an hent-se, evid ma c'hello en em gustumiñ a-nebeudigoù douzh ar vuhez nevez ema é hetiñ, heb gouied resiz penaoz e c'hello boud. Ar pezh ' zo, n'eo ket amañ evel ar pezh a zegouezh gant ar radarioù a gaver stankoc'h-stank war bord an hentoù bremañ. Gant ar re-mañ ne gavoc'h santimant ebed : na truez, na pardon, na dasson ur galon. Kontrolloù dizenekaet toud. Ur c'hilometr ouzhpenn war o skrammoù ha mad e voc'h evid paeañ ho skod d'ar Stad. Ha setu c'hoazh unan, Marienna ! Pa rahe ar Stad ar memez strivoù evid stourm eneb da zizalbadoù an alkool pe ar butun ne vehe ket mui toull ebed e kef ar Seku. Divinadell : perag ne ra ket ar Stad aze ar pezh a ra amañ ? Ho leuskel a ran divinoud... Arsa, setu-ni waet pell a-zoc'h hon kazeg c'hoazh ! Mez nann, n'eo ket Marithé ur robot, tamm ebed. Ha pa grog da zizoloiñ buhez Carole, ha pa gompren e klask honnezh chañch gwaz, chañch pried kentoc'h eged chañch buhez c'hoazh, e tiwan e bruched Marithé ur santimant he doa ankouaet un tammig. Ur santimant a gouske en he c'halon, trankil edan ar ludu. Ar garantez, na petra 'ta ! A dam, setu penaoz e krog an traoù. Mar faota deoc'h gouied penaoz e troint goude, kit da weled ar film. Ne gavoc'h ket hir hoc'h amzer. Dreist-oll mar ra glaw er-maez. Jean-Claude Le Ruyet.20140725b.84C.


Ar baleer labous

Ar baleer labous

12/04/2023

LE PROMENEUR D'OISEAU Ur film sevenet gant : Philippe Muyl (2014). Gant : Li Baotian, Yang Xin Yi, Li Xiaoran. N'eus ket pell zo em boa komzet deoc'h amañ ag ar film Black Coal (Glaou Du) hag a ziskouez dimp tu teñwel ar Chin a hiziw. Setu bremañ ur film arall hag a ro dimp da weled an tu arall ag ar vro vraz-se : heni ar gouloù. Gouloù ar vro, gant he maezadoù, he foblañsoù dishañval a zo é chom du-hont. Gouloù oadoù ar vuhez : ar yaouankiz hag he fromesaoù, an oad-gour hag ar vuhez en he barr, ar gozhoni hag ar furnezh tapet hed-ha-hed ar bloazioù. E-sigur kontiñ dimp emdroâdur an darempredoù etre un tad-kozh hag e verc'h vihan eh omp kaset ag ar Chin vodern, heni ar c'hêrioù braz, ar Chin he deus kroget da ziskoueziñ penn he fri war marc'had ar bed, d'ar Chin arall, an heni hag a za a-bell-braz en amzer. Ur Chin gant he farlantoù dishañval, gant he gwez mil vloaz dezhe, gant he rizegoù alaouret, he bambouegi sourprenuz, he stêrioù gorreg, he menezioù dic'hortoz, he zier a beb sort. Un sorbïenn eo hag a gont dimp ar stok etre ar bed kozh hag ar bed nevez, etre ar yaouankiz re aez hag ar gozhoni dilezet. Mez ive, ouzhpenn ar stok, ar mod ma en em sil an daou ved unan e don-donnañ an arall. Rag e foñs ar vro e anav ar vugale petra eo un Iphone ive, tra ma kav re yaouank ar c'hêrioù braz pinvidigezhioù ar vuhez war ar maez. Traoù a sort-se zo bet dre-mañ ive. Mez marse ne oa ket ken armet an dud c'hanter-c'hant vloaz so evid talañ douzh kemm an amzer. Bremañ, a-drugarez d'an Internet marse, e c'hell peb unan, ar re gozh enkontet, digoriñ o fenestrig war ar bed a-bezh ha kompren penaoz eh a an traoù war-raog, amañ-bremañ mez ive amañ-du-hont, hag ouzhpenn-se penaoz e yae dec'h ha penaoz e yay àrc'hoazh marse c'hoazh. Hag an dra-se dre ur c'hlik pe zaou hebkén war e skramm. Muioc'h eged ar liamm etre ar verc'h-vihan hag he zad-kozh, ar pezh en deus plijet din zo an dro-bale am eus graet e bro-Chin, pa oan azezet em sal-sinema, heb moned da saotrañ an aer gant un avion bennag beteg du-hont. Rag ur wir valeadenn a raomp. Gwiw-mat eo ar livioù, filmet braw ar vro, ha braw ha hegarad an dud diskouezet. Gweled a raomp ive ar pezh na gerzh ket a-feson, ar bus hag a chom bourdet en ur lec'h kollet, an hentoù strizh stanket gant bizhier bambou kouezhet ag ur c'hamion, mez ataw e ta dimp da vousc'hoarzhed un tammig, rag tost-mat eo an darvoudoù-se douzh ar pezh a anavomp-ni amañ ive, en ur mod arall. Da skwer, afer an trenioù nevez re ledan evid kaeioù lod ag hon tier-gar. Ur bourd. Ur vignonez din a lâre din n'eus ket pell zo : "autodérision-autoguérison", da lâred eo, emc'hoapaad-embareañ. Ha vad a ra, ya, gwir eo, chom heb boud re siriuz. Ur film a beuc'h eo, hag a zigor hon daoulagad war pinvidigezhioù ar bed, war braventez an natur pa ouiomp selled douti. Mez n'eo ket toud, ha n'eo ket marse ar peb pouezusañ : ur film a beuc'h eo, ya, hag a zigor hon kalonoù war an dud arall, hag a zo tre eveldimp-ni, daoust d'o c'hustumoù dishañval, daoust d'o c'hredennoù dishañval, d'o yezhoù dishañval, d'o skriturioù dishañval, d'o magadurioù dishañval, daoust d'o livioù dishañval ha m'oar-me c'hoazh. Gant ar film-mañ e ouiomp eh a ar bed da gavoud ar memez sevenadur, da lâred eo mod-bevañ ar broioù kornôgel, da lâred eo mod-bevañ ar broioù-ni, heni an Europ, heni an Amerik. Nawazh e ouiomp n'hellomp ket derc'hel da voned gant an hent-se. Ya, moned a ray ar bed d'en em unvaniñ, ar gwellañ tra a c'hellomp hetiñ, a c'hellomp souetiñ, adal ma vo respetet peb sevenadur, adal ma vo komprenet da vad e vimp pinvidikoc'h oll a-drugarez da binvidigezh peb bro, peb poblañs, peb den, a-benn ar fin. Evid lod ne gont nemed ar memez mod da soñjal ha d'ober, o mod-int d'ober ha setu toud. N'eo ket rekiz moned gwall bell evid henn gweled, siwazh... Etre ar arall ha me, ne vank liez nemed ur sin a zonemad. Jean-Claude Le Ruyet.20140711c.82C.


Ar muntrer didrouz

Ar muntrer didrouz

12/04/2023

THE SILENT KILLER (Ar muntrer didrouz) Un teulfilm sevenet gant : Jacques Losay (2013). [Skeudennoù gant Jean-Claude Le Ruyet: -Maketenn ar Bugaled Breizh, ged Dominique Launay -Michel Douce, Dominique Launay, Jacques Launay e sinema An Alrae d'ar 27 a viz Mezheven 2014] "Fiziañs em eus e justis ma bro." Setu ar pezh a soñj ar sitoaianed pa vezont koutant ha fier bevañ en ur vro bennag. Fiziañs em eus e justis ma bro. Gouied a raomp a-c'houde Jorj Bush ar Mab eh eus broioù a-dreist d'ar re arall a-fed droedoù mab-den, a-fed demokratiezh. An Amerik evel-just, ar Frañs ive sur a-walc'h en em laka war roll ar broioù-se, broioù demokrateg kant dre gant, broioù lec'h ma c'hell ar sitoaianed lâred o deus fiziañs e justis o bro. Mez kit da weled ar film-mañ, The silent killer, da lâred eo Ar muntrer didrouz. Soñj ho peus sur a-walc'h a hanw ar vag-pesketa-se, ar Bugaled-Breizh, a oa bet kaset da strad ar mor d'ar 15 a viz genveur 2004, troioù kreistez, ha gwenn ar mor nawazh. Seizh segondenn ha tregont a oa bet trawalc'h evid lakaad ar chaluter-se, 24 m dezhañ, da soliñ, ha pemp martolod beuzet en un taol heb boud bet amzer da lakaad o jiletoù-saveteiñ. Deg vloaz goude n'anavomp ket ar wirionez c'hoazh. Barnerion Kemper, e 2010, o doa lâret e oa ur lestr-spluj a oa kaoz. Mez torret eo bet barnedigezh Kemper gant lez-varn Naoned e 2014 : douget o deus barnerion Naoned un nepenn (un non-lieu), da lâred eo n'int ket evid lâred ar wirionez d'ar familhoù. Gouied a raomp eh eus listri-spluj gant ar broioù, listri-spluj nukleel meur a wezh. Ar bagoù-se a rank chomel kuzh ha didrouz par ma c'hellont dindan ar mor, e-pad miziadoù, evid ma ne vo ket gouiet gant an enebourion e-menn emaint. Gouied a raomp e oa embregadoù gant morluioù zo ag an OTAN er mare hag en tachad ma oa ar Bugaled Breizh é pesketa. Boud e oa an embregadoù-se e sud ar Beg Lizard, hag a zo e Bro-Gernow (Breizh-Veur). Lestri-spluj ag ar Frañs, a Vro-Saoz, ag an Alamagn, ag an Izelvroioù (hag ag an Amerik marse ive) o doa en em dolpet er lec'h-sen evid embreg war-un-dro. E-mesk an oll hipotezennoù bet savet gant ar familhoù hag o alvokaded (ha gant barnerion Kemper, n'henn ankouaomp ket) n'eus nemed unan a chom gwirhañval : heni ur lestr-spluj. Mez gant an arme, amañ gant ar morlu, dreist-oll pa vez hanw ag ur lestr-spluj nukleel, penaoz ober ? Rag aze ema pod-pri pod-dir. Petra a gont buhez pemp martolod, pemp pesketaer, pa vez sekredoù-stad da viroud ? Nebeud a dra. Diskoueziñ a ra ar film penaoz e oa bet roet da grediñ d'ar familhoù ha d'ar sitoaianed e oa bet toset ar chaluter gant ur lestr-karg ag ar Filipin, pa ne oa ket hennezh e lec'h ar peñse d'ar momant-se. Pemp miz kollet, amzer marse da guzhad prouennoù jenuz. A besort bro e oa ar lestr-spluj kabluz ? Perag ne vez ket lâret hiziw ar wirionez d'ar familhoù ? Petra a vern, a-benn ar fin, deg vloaz goude ? Aksidantoù a-sort-se zo bet dija, meur a unan renablet gant klaskerion zo. Mez ne bleg ket ar melestradur, ne bleg ket ar stadoù, mud e chom an dud a anav ar wirionez. Ha pa vehe ur sekred braz da guzhad ? Lakaomp e vehe bet ur lestr-spluj rus ba'n taol. Lakaomp e vehe bet kouviet listri-spluj rus da zoned d'an embregadoù-se gant an OTAN, evid talañ un deiz bennag douzh galloud brasoc'h-braz ar Chin. Lakaomp... Mez evel-rezon, n'eus ket aze nemed un hipotezenn. Ma heni. Moned a ran re d'ar sinema... Hag ouzhpenn-se, 'veldoc'h, me 'm eus-me fiziañs e justis ma bro. Jean-Claude Le Ruyet.20140704c.81C. Lec'had SOS Bugaled Breizh : www.bugaledbreizh.org


Glaou du (pe: Tan-arvest e-kreiz an deiz)

Glaou du (pe: Tan-arvest e-kreiz an deiz)

12/04/2023

BLACK COAL Titl orin : Bai ri yan huo ("Tan arvest e-kreiz an deiz"). Titl etrevroadel : Black coal, thin ice ("Glaou du, skorn moan") BLACK COAL Ur film sevenet gant : Yinan Diao (2014). Gant : Liao Fan, Gwei Lun-Mei, Wang Xuebing. Boud ema an Amerik ha boud ema New-York ; boud ema Pariz hag an Tour Eiffel ; boud ema Saõ-Paolo hag ar gip foot-ball ; boud ema Roma hag ar pab eno ; boud ema Breizh hag ar Bonedoù Ruz ; boud ema ar Blavezh hag e skluzoù hag e bontoù ; boud ema an Alrae ha porzh Sant-Sten, ya, boud ema rac'h an traoù-se ha boud eh eus traoù arall ouzhpenn c'hoazh. Ha boud ema ar Chin. Ha setu ar film-mañ, a-zivoud ar Chin : Black Coal, da lâred eo Glaou Du. Ar Chin a-vremañ. Nawazh ne vo ket diskouezet dimp traoù skeduz, traoù braw, ar pezh he doa diskouezet China dimp gant an c'hoarioù Olimpeg e 2008. Ar pezh a weler hiziw e Shanghai pe e Pekin/Beijing. Nann, amañ e vez hanw ag ar Chin bobleg. Black Coal, da lâred eo glaou du. Ha du eo ar film ive. Un afer polis zo e-barzh, mez lâret e vehe n'eo ket 'med un digarez da voned e darempred gant ar Chin-se, ken braz, ken pobleg, ken dishañval. Dishañval ha liessort en diabarzh, dishañval a-zoc'himp ive. Ken tost ive douzh an tu arall, rag douariz zo eno, denion eveldimp ha n'eo ket boudoù arall ag an egor. Ag ar memez ouenn omp, hag henn gweled a raomp. Chomel a ra ar film da ruzal, hag amzer hon eus da soñjal er vuhez a c'hell boud heni lod a Chiniz, etre ur bed é voned da ged, ha fonnabl, ha modoù-bevañ an amzer-vremañ, na vezont ket bourruz ataw. Amañ e welomp ur plac'h yaouank c'hoazh, hag a labour en ur pressing. Hañval-fasibl ar pressing-se douzh ar re a vez kavet dre-mañ. Beb mitin e ta-hi da zigoriñ ar stal ha bemnoz eh a gant an tren beteg he ranndi. Gweled a raomp ive poliserion é klask lakaad sklaerder war muntroù zo. Roiñ a ra ar sevener dimp da soñjal er boued, nad eo ket asur ataw. Soñj hon eus c'hoazh ag ar laezh astennet gant poultr plastik e-barzh, melanin roet d'ar vugaligoù. Ur film-ambiañs eo kentoc'h, hag ema an enklask-polis un digarez, ya, un digarez da weled penaoz e verw ar vuhez e-mesk ar bobl er Chin a-hiziw. N'heller ket lâred e ro c'hoant ar film-se dimp da voned du-se, rag ne vez ket santet na joa na bourrapted gant an dud. Momantoù garw kentoc'h a welomp, darempredoù rust a-walc'h etre an dud. Nawazh ema peb unan gant e labour, ar bompizion, ar bretierion, paotred an trenioù, ar re karget a gas ar glaou dre ar vro a-bezh. N'ankouaomp ket ema ar glaou kentañ danvez-gremm ar vro. Gant ar glaou e vez tommet an tier ha produet tredan e kreizennoù savet stank e peb tu, kreizennoù hag a daol gaz karboneg en oabl ur spont. Gouied a raomp ema saotradur an endro ur problem ag ar re gasausañ eno. Lod ag ar c'hêrioù braz n'hell ket mui an dud tennañ o anal enne kén, ken louz m'ema an aer. Ya gweled a raomp Chiniz é klask bevañ ive, evel ma ra peb unan gant ar bed en-dro dezhañ. Ha mard eo du an traoù tro-dro, du evel ar glaou, e chomomp fromet gant ar plac'h vraw-se, tener, bresk, plac'h ar pressing. Ema-hi evel ur boked, un vleunienn hag a gresk war an deileg. Ema evel esper ar vro-sen hag a garehe en em dennañ a-zan krabanoù an dragonoù kozh he stag c'hoazh douzh kustumoù ponner ha peguz. Hi eo goulou ar film, hi eo ar pezh hon dedenn war-du ar vro-se. Ur vro a ra aon d'an dud, ur vro leun a vister, ur vro leun a draoù kontrel e-barzh. Mez ur vro hag a garehe en em dennañ a bonnerderioù an amzer-vremañ. Leun eo selloù ar plac'h-se, daoust d'hec'h istoer personel, leun eo a spi evid deizioù arall ma c'hello c'hoarzhed ive, c'hoarzhed d'ar vuhez. Karoud a rahemp roiñ dorn dezhi evid-se. Talviñ a ra ar boan... Jean-Claude Le Ruyet. 20140627c.79C.


Ket ouzh e c'hrad

Ket ouzh e c'hrad

12/04/2023

PAS SON GENRE Ur film sevenet gant : Lucas Belvaux (2014). Gant : Émilie Dequenne, Loïc Corbery. Bremañ e vez komzet ag ar jener pa gomzer ag ar baotred hag ar merc'hed. Teorienn ar jener (la théorie du genre) he doa kavet he lañs er Stadoù Unanet er bloazioù 1990, gant tud evel Judith Butler, hag o doa en em harpet war frazenn Simone de Beauvoir : "N'eur ket ganet maouez ; doned a raer da voud maouez" (On ne naît pas femme, on le devient). Pa studi an dud-se afer an identelezh personel, e ta dehe da grediñ e tahe muioc'h ar skeudenn hon eus ahanimp deuz ar sevenadur kentoc'h eged ag ar viologiezh. Kredabl e pouez reolennoù ar gevredigezh war an dud, sur ha serten zokén. Gwezharall sur a-walc'h, hiziw-an-deiz ive, dreist-oll e broioù zo, muioc'h eged dre amañ marse c'hoazh. Red eo d'ar merc'hed gouied brochennad ha d'ar baotred renañ ar vuhez bolitikel. Red eo d'ar maouezi ober war-dro ar boued hag ar wazed war-dro ar brezel. Euruzamant o deus kroget an traoù da chañch a-c'houde stourm ar merc'hed, hag un dra vad eo. Bremañ e vez gwelet merc'hed en arme ha chomel a ra tadoù zo d'ober war-dro ar vugaligoù er gêr tra m'ema o gwrage gant o labour er-maez. Mez n'eo ket trawalc'h evid kaserion teorïenn ar jener, hag a ya pelloc'h c'hoazh. Klevet ho peus lâred ive marse e oa daet an afer-se beteg ar skol, er Frañs zokén, ar pezh en doa lakaet kerent zo da bennfolliñ hag ar gouarnamant d'en em vellañ d'e dro ag an traoù. Perag e komzan-me deoc'h ag an dra-se amañ ? Mechal, rag n'eus ket hanw tamm ebed a deorïenn ar jener e film Lucas Belvaux. Mez tamm ebed. Amañ eh eus ur paotr yaouank, Clément, filozofour parizian touet, brudet dre e levroù ha war-un-dro kelenner filozofiezh kaset da Arras lec'h ma kav hir, o ya, hir-mat e amzer. Euruzamant eh eus ive, e kêr Arras, ur plac'h yaouank, Jennifer, hag a vourr éc'h ober he micher : ficherez-blew eo en ur saloñ er c'hreizkêr. Hag an daou-se en em gav, kit da ouied penaoz... Sujed ar film eo en em c'houlenn penaoz e c'hell daou zen en em gleved pa n'o deus ket ar memez live-sevenadur. Proust ha Kant o doa blew ive moarvad, setu perag marse eh eus un hent difrost a-walc'h etre an diw feson da weled ar bed. Heni ar c'helenner, ataw en e soñjoù, ha re hir e vlew, ha heni ar ficherez-vlew hag a oui selled spiz ive, hag a oui digoriñ he daoulagad ha kompren ar bed diouzh he zu. Ar pezh zo, n'eo ket un dra aez klask lakaad an daou spered d'en em gavoud, d'en em gompren, d'en em c'hariñ da vad. Paset ar momantoù kentañ, ar re renet gant an ivoul, ar momantoù komandet gant ar c'horf dreist-oll, setu ma krog ar spered da jaojiñ an traoù. Hi a soñj : "Ha gantañ e c'hellin bevañ bloaziadoù ?" Ha eñv en em c'houlenn ive : "Ha ganti e vin euruz ?" Strivoù a ra peb unan evid tostaad douzh egile. Lenn a ra ar filozofer pajennadoù ha pajennadoù d'e zousig, hag an dousig a chelaou, a chelaou gant pasianted, ha ne ziskouez ket boud skuizh gant an traoù-se. Beteg an deiz... Ya, beteg an deiz ma kompren Jennifer nen deus ket Clément fiziañs enni. Ne lârin ket muioc'h deoc'h. Manket em boa chomel heb moned da weled ar film. Ne oan ket intereset gant ar sujed. Mar ne oa ket ar plac'h hervez e c'hoant, perag moned ganti ? Evid he c'horf hebkén ? Setu ar pezh am boa soñjet. Setu ar pezh a oa daet da Jennifer da grediñ ive. "Ur plañ-revr", kwa... Mez gouiet en deus Lucas Belvaux roiñ boued d'an arvesterion: ouzhpenn ur wezh eh on bet sourprenet gant ar film. Ar pezh a oan é chortoz ne zae ket, hag ar pezh a zegouezhe a oa dic'hortoz-kàer din. Mez dreist-oll, ar pezh am eus dizoloet zo Émilie Dequenne. N'em boa ket dalc'het kalz soñj anezhi er filmoù arall lec'h m'am boa bet tro d'he gweled, zokén e Rosetta ar vreuder Dardenne hag a oa daet gant ar maout a gCannes nawazh e 1999. Mez amañ ema daet Émilie Dequenne e barr he brud. Leun a vuhez eo ar plac'h, leun a vugon, leun a dan en he selloù, pa strinkellikont. N'eo ket ar sevenadur a ra toud. Istoer daou zen eo ar film-mañ. Leun a strivoù a raont evid en em gavoud. Petra a ra diouver dezhe, dezhi dreist-oll ? Pasianted ? Ya, pasianted, pe karantez wirion marse... Marse n'em eus ket komprenet peb tra a-feson hag e vo daw din moned d'henn gweled en-dro, ar film Pas son genre... Gant plijadur e vehe, hag e vo. Jean-Claude Le Ruyet.140620b.79C.


Daou zevezh hag un noziad

Daou zevezh hag un noziad

12/04/2023

DEUX JOURS UNE NUIT Ur film sevenet gant : Luc ha Jean-Pierre Dardenne (2014). Gant : Marion Cotillard, Fabrizio Rongione, Olivier Gourmet. Lod o doa soñjet e vehe bet daet un dra bennag a gCannes evid ar film-mañ, ha n'eo ket daet netra. Nawazh eh eus bet diskouezet dimp ur stourm a-vremañ, heni ur plac'h yaouank he deus kollet he labour hag a glask henn gouarn kousto pe gousto, rag dober he deus a vlankoù ar labour-se evid bevañ, evid magañ ha desav he bugale. Estroc'h eviti zo e-mod-se, evel-just. Peb unan ahanimp en deus dober a segal evid tennañ e vuhez gantañ. En un embregenn vihan ag ar Beljik e labour Sandra, un embregenn 16 den enni, hag a fabrik panelloù-heol, da lâred eo traoù a-vremañ, traoù evid an dazont zokén, pa vez hanw a ramplas an tredan produet gant an atom (dañjeruz braz, henn gouied a raomp goude Tchernobil ha Fukushima). Ya, mez daet Chiniz d'ober o reuz war ar marc'had-se, ha diaez eo d'an embregenn vihan kavoud sav d'he froduioù evel e-raog. Oblijet d'he fatrom ober un dra bennag, hag en em zijabliñ marse ag unan ag e labourerion. Ha roet en deus ar choaz-mañ dezhe : pe touchañ ar prim-bloaz pe abandonañ ar prim-se evid ma vo dalc'het toud an dud evel a-gent. Ha Sandra an heni eo a zo er marc'had. Da lâred eo, toud an dud a doucho ar prim, ur mil euro bennag, pe ne rint ket ha gouarnet e vo Sandra en o mesk. Daw e oa mouezhiañ. Mouezhiañ dre vilhedoù kuzh ouzhpenn-se. Ha setu an diskloum : mouezhiet o doa an dud evid touchañ o frim kentoc'h eged soviñ un implij, hag en desped d'ar problemoù he dehe kentoc'h an heni skarzhet, ar paour-kaezh Sandra. Diskoueziñ a ra ar film penaoz e c'hell an den bevañ ur stadiad evel-se. An oll santimantoù a dreuz e spered. Da gentañ-rac'h e vez digalonekaet, sammet gant an doere fall. Goude e soñj sevel en-dro, en em dennañ ag an toull lec'h m'ema kouezhet, mez n'eus ket diskloum ebed, rag n'eus ket labour er vro, henn gouied a raomp. Eüruzamant ne véw ket an dud o-hunan, evel Robinson war e enezenn. Mignoned zo, tud tost, tud kar hag a glask roiñ deltu deoc'h, roiñ bugon deoc'h en-dro. A ya, gwir eo, red eo stourm, red eo sevel evid boud un den, paotr pe plac'h, ne vern. Kennig a ra hon mignoned un hent bennag dimp evid krogiñ er stourm-se. Hopala, aez da lâred, tudoù, mez me ne welan ket an traoù eveldoc'h, me biken ne grediñ ket moned da weled hennañ pe hennezh evid ma sikouro ganin, evid ma vo roet ma labour din en-dro... Amañ e kennig he gwaz da Sandra moned da weled hec'h oll gamaraded-labour evid goulenn gante mouezhiañ en-dro, rag sañset ne oa ket ken sklaer-se ar mouezhiañ kentañ. Ha red dezhi esplegañ an traoù da beb unan, kontiñ ataw ar memez istoer, gant ar memez gerioù, en em lakaad uvel heb boud mizeruz memestra. Evel-se e tremen ar film, evel un hent-kroaz, a savlec'h da savlec'h. Un tu da Sandra ha dimp war-un-dro d'ober anaoudegezh gant ar re arall, ar re o doa kavet gwell rastellad o mil euro kentoc'h eged soursial douzh o c'hamaradez-labour. Dizoloiñ a raomp an denelezh evel m'ema en-dro dimp, gant he ferzhioù mad hag he ferzhioù fall. Moned a raomp e donded buhez peb unan. Nann, ne vez ket simpl an traoù ataw. Peb unan en deus rezon diouzh e du... ha nawazh, liez, e vez meur a feson da weled an traoù. Pa ziskouez lod ag he c'hamaraded kozh santimantoù deneg da Sandra e ta esper dezhi en he c'halon en-dro, mez diseblanted ar re arall a lamm ganti he c'hoant da voned pelloc'h ha kentoc'h e ta c'hoant dezhi da zilezel ar stourm en-dro, d'abandoniñ hec'h argerzh, da leuskel peb tra da gouezhel ha da oueled war he gwele, evel ur verc'h vihan, dinerzhet groñs. Ober a ra Marion Cotillard un taol kàer amañ c'hoazh (soñjit e film Olivier Dahan, La Môme diwar-benn buhez Edith Piaf, e 2008). Un teulfilm e c'hellehe boud, mez ur film pedagogel d'an nebeutañ a zo bet savet gant ar vreuder Dardenne amañ. Ur film eo hag a ziskouez hent ar stourm, hent peb stourm, pa gav an den sikour war e hent mez skoilhoù ive, tre evel er sorbiennoù kozh : tud vad zo, largantezuz, ha tud hag a soñj kentoc'h en o buhezigoù. Mez petra eo bevañ ? Diskoueziñ a ra ar film ar prantadoù aez a c'heller kavoud er stourm-se ha dreist-oll ar re arall, ar momantoù diaez. Ha n'eus ket 'med pa c'hello an den boud trec'h, boud kaloneg a-walc'h evid sevel en-dro ma hello moned beteg ar penn. Hag er penn, kalz ne vern ma vo daet an trec'h ganeoc'h pe pas, n'ho po ket kollet hoc'h amzer. Brasoc'h e voc'h daet da voud, rag n'ho po ket pleget evel ur penn-chatal : savet ho po ho penn, ar pezh a gont, a-benn ar fin, na gredit ket ? Jean-Claude Le Ruyet.20140613d.78C.


Va bro gozh a bebr

Va bro gozh a bebr

12/04/2023

MY SWEET PEPPER LAND Ur film sevenet gant : Hiner Saleem (2014). Gant : Golshifteh Farahani, Korkmaz Arslan, Suat Usta. Mar faota deoc'h kompren gwell ar pezh a dremen en Irak, en Iran hag er broioù-se, kit da weled ar film-mañ, heb mankoud. Da gentañ e weloc'h pegen rust ha garw ema ar vro-sen, heni ar Gurded, rannet, roeget e vehe tu da lâred, etre peder bro, an Turki, an Irak, an Iran hag ar Siri. Ur film leun a sovajeri hag a vraventez war-un-dro, leun a dàerded hag a denerded. Diskoueziñ a ra penaoz e stourm tud kaloneg eneb da bouezanturioù kozh sevenadurioù hengounel diamzeret. Diamzeret, ar sevenadurioù-se ? Ma, perag e lârehemp ema diamzeret ar modoù-se da vevañ ? Piw omp-ni evid barnañ ar pobloù arall ? Pesort talvoud lakaad en a-raog evid boud sur ahanimp ? Ha gwell eo hon feson-ni da weled ar vuhez ? Setu aze un dra terrubl a-walc'h. Lakaomp e lakahemp ar frankiz da gentañ, lakaomp e lakahemp droed ar maouezi, lakaomp e lakahemp droed ar vugale da voud desket er skol da gentañ : ha droed hor behe da lâred ema diamzeret ur mod-bevañ bennag ? Setu an aters. Mez ya, moian a vehe dimp lâred an dra-se, a gredan, daoust pegen doujaduz e c'hell boud ar sevenadurioù, daoust ma rankomp o respetiñ oll. Ne sinifi ket nawazh eh omp-ni gwell e peb keñver eged an dud-se, daet gante lezennoù a-gozh Noe ; ne sinifi ket ema hon sevenadur kornôgel ur vodell dispar, p'hon eus lakaet an douar a-bezh war hent an emzistruj. Daw eo dimp en em soñjal ive, kent moned da varnañ ar re arall evel pa vehemp-ni tud disi. Nawazh eh eus traoù diamzeret er fesonoù pobloù zo da vevañ. Ha mar soñjomp ema ar frankiz, an deskadurezh, droed ar maouezed traoù talvouduz, ya, neuze hon eus droed da lâred an dra-mañ : traoù zo da chañch er bed. Pobloù zo a rank en em zigoriñ war an talvoudegezhioù nevez-se evite. Ne sinifi ket tamm ebed e vehemp-ni gwell evite, rag sïoù arall hon eus, traoù da wellaad ive, arabad henn ankouaad. Ha c'hoazh war an harzoù, ha c'hoazh war ar limit : ne ouian ket perag, mez ne welan nemed an dra-se er filmoù bremañ kén. Gant ar film-mañ e komprenomp un tammig gwell petra eo stourm ar Gurded evid tapoud o frankiz. Setu ur bobl n'he deus ket bro ebed dezhi, setu ur bobl na gav ket he lec'h war an douar, rag n'int ket daet mat nebtu, ar Gurded, nag en Turki, nag en Irak, nag en Iran, nag er Siri. Ha stank a-walc'h int nawazh, peogwir e konter ouzhpenn tri-ugent milion a Gurded. Diouzh an tu arall, e-kreiz ar bobl-sen eh eus tud na gavont ket o lec'hoù naket, rag e kroashent an istor ema o fobl, etre an hengoun, ken ponner c'hoazh, ha c'hoant da lod d'en em zijabliñ ag ar vuhez kozh-se. Du-se e ren aotroned vihan, tud fidel ha feal en-dro dezhe, prest da lazhañ an heni na bleg ket douzh o c'hoantoù. Aotroned hag a véw diwar trafikoù a beb sort, drogaj ha m'oar-me. Kod an enor zo mestr war ar feson da vevañ. Pouez ar familh, dreist-oll pouez ar wazed war ar maouezed, pouez ar vreuder war o c'hoarezed : n'hell ket ar re-mañ kariñ ar re tost d'o c'halonoù ha dimeziñ gante. Ya, traoù hon eus anavet ive dre amañ, mui pe vui, un amzer zo bet. Mez henn ankouaet hon eus marse. My sweet pepper land, da lâred eo ma bro dous ha pebret. Diaez boud dous ha pebret war-un-dro, mez evel-se ema, hag he c'hariñ a ran, ar vro-se, ma bro-me, daoust ma vez diaez bevañ enni meur a wezh : ma bro eo, hag ur rol em eus enni, un dra d'ober evid he lakaad da wellaad. Setu ar pezh a soñj Baran, an ofiser-polis yaouank ha Govend, skolaerez ar gêriadenn gollet-se. Ur film garw eo, didruez, braw-kenan, braw-abominabl, braw-kruel evel ma lâr lod. Ema evel ur boked lotuz hag a sav diwar fank ar lenn. Ur wir gentel a zenegezh eo. Ur stourm a hiziw hon laka da gompren heni an denelezh war hent ar frankiz hag ar c'henvevañ. Ur film hag a ziskouez ive respontegezh peb unan e moned war-raog ar bed. Rag peb unan ahanimp zo evel un dapenn dour er mor : n'omp ket kalz a dra marse, hon-hunan-penn, mez ar pezh a ra peb unan ahanimp a chañch ar bed nawazh. Ar pezh a ra peb unan ahanimp a ro ur liw nevez d'ar bed. Mall eo dimp henn kompren da vad. Goulenn an dispac'h evid ar re arall zo aez a-walc'h, mez n'eo ket evel-se e chañch an traoù. Mar faota dimp chañch ar bed n'eus nemed un dra d'ober : chañch hon feson-ni d'ober, da gompren ar bed ha da vevañ ha setu toud. Setu aze ur sapre program evid an devezh ! Ale, kalonegezh vad dimp oll... Jean-Claude Le Ruyet.20140606c.77C.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ