Sinema

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Nebraska

Nebraska

12/04/2023

NEBRASKA Ur film sevenet gant : Alexander Payne (2014). Gant : Bruce Dern, Will Forte, June Squibb, Bob Odenkirk. Koutant on é weled, da beb an amzer d'an nebeutañ, e sant tud arall tre eveldin. Notet e oa bet ar film-mañ dindan ar merk "coup de coeur" gant tud yaouank sinema An Alrae, hag akord on gante kant dre gant. Setu, gant Nebraska, gwir sinema. Sinema a-rez an douar, a-rez santimantoù hag istoerioù an dud ordinel, ambarket en un dro divoutin-kàer, a-gaoz d'ur gredenn, a-gaoz d'un ide da gomañs, a-gaoz d'ur c'hompren hag a c'hell boud treuz pe faos. Mez, daoust d'ar faosoni-se, a-drugarez dezhi marse, e krog an avañtur. Da lâred eo e krog buhez en-dro er vuhez. Honnañ, hag a oa dizremmwel, hag a oa dizesper marse, a za da gavoud liw a-nevez. Aer fresk un avelig bennag a skub ar pezh a oa du ha trist. Goust an halen a za d'an teod en-dro. E berrgomzoù, e talv ar boan bevañ, peogwir e vleuñv hag e frouezh ar joa, setu toud. War bord an traoù en em gavomp c'hoazh gant ar film-mañ, war an harzoù etre ar skiant-vad hag ar soñjoù brevet un tamm ; etre bed an dud normal, lakaomp, ha heni ar re a glew mouezhioù Alois Alzheimer é kornal dousig du-se. Hon den amañ, Woody Grant, daoust dezhañ boud kozh-mat, nen deus ket kollet toud e skiant-vad nawazh, daoust d'ar pezh a soñj e familh, maouez ha mabed. Nann, e gwirionez eh eus un dra a gont kalz evitañ : moned da douchañ ar pezh en deus gounezet. Ha n'eo ket ur somm dister : deg million a zollaroù. Un taol-chañs dic'hortoz kàer d'ar paour-kaezh. Ur gwall daol evid an dud en-dro dezhañ, hag o deus gwelet ne oa aze nemed un taol bruderezh toull. Ha pa vehe c'hoazh er burew-butum tost e vehe posubl touchañ an argant-se, mez pas : en Amerik ema, ha daw e vo dezhañ kerzhed 3000 km evid moned beteg Lincoln, kêrbenn an Nebraska lec'h m'ema mammenn e binvidigezh da zoned, ur sapre tennad-hent ur sort ! Ha dre gerzhed c'hoazh, ya, rag ne gondui ket mui, ar boulom. Kalz ne vern, ha goulenn a ran ganeoc'h, ma zud kaezh : piw ne vehe ket prest d'ober e seizh gwellañ ha lakaad e striv hag e boan evid boud milioner ? Mez kàer dezhañ achap, ataw e vez tapet en-dro ha degaset d'ar gêr manu militari gant e baotred. A-benn ar fin e ta truez d'e vab yaouankañ evitañ, hag ober a ra hennañ e soñj moned da gas e dad beteg eno, kuit a zilezel e labour e-pad ur gaouad. War an hent eh arrestont er gêr lec'h ma en doa tremenet hon den kozh e vugaleaj. Tud kar dezhañ zo c'hoazh eno é chom : e vreur kozh hag e familh. Beteg ober e chom an daou zen, tad ha mab, er gêr-se ur prantad. Ha tamm ha tamm e kompren ar mab piw e oa e dad, ha perag ema mouldok un tamm, ur sort ourz, mud ogozig ataw, kollet en e soñjoù. Ur film e gwenn ha du eo, a ro dimp da weled maezadoù ar Middle-West amerikan, lec'h ma vez kavet ar labour-douar produusañ ag ar bed. Ur vro plad-plad eo, ha didud koulz lâred, pa roul an oto war hentoù é treuziñ plaenennoù braz ar vro. Doned a ra an hanw Nebraska, just a-walc'h, a heni ur stêr a red eno, graet "ar stêr blad" anezhi gant an Indianed a oa é chom eno, kent donedigezh ar poblañsoù european : an Otoeed, an Omahaed hag ar bPonkaed a gomze yezhoù tost da heni ar Sioued. Mez ne vo ket hanw amañ ag ar meuriadoù-se bet debret, lonket gant an istor. En o lec'h e welomp un nebeud portredoù ag an Amerik-se a-vremañ, téw-mat an dud enni, berr o speredoù meur a wezh, a c'hell boud soursiuz a draoù na dalvont ket ur bramm konifl. Erfin, moned a ra an tad beteg penn pellañ e hune, nad eo ket ar pezh a soñje, mez nen do ket kollet e amzer tamm ebed, rag pinvidigezhioù arall en do tapet. Ha nen do ket e vab yaouankañ, n'he do ket e familh a-bezh kollet netra naket, nemed gounid ur sell nevez war ar vuhez, ar gwir deñzor, a-benn ar fin... Jean-Claude Le Ruyet.20140530c.C76.


Un emgav (Lisa Azuelos)

Un emgav (Lisa Azuelos)

12/04/2023

UNE RENCONTRE Ur film sevenet gant : Lisa Azuelos (2014). Gant : Sophie Marceau, François Cluzet, Lisa Azuelos, Alexandre Astier. Ataw e krog an istoerioù-karantez gant un emgav bennag. A-hend-arall e chom an traoù war dachenn an huneal, pe an hunvreal. Evel-se e krog an traoù er film-mañ. N'eo ket ar wezh kentañ d'ur film komz a zaou zen hag en em gav en un darvoud bennag ag ar vuhez, en ur lec'h dic'hortoz-kàer, ur ru, un ezpozadeg, un trepas-metro. Amañ e vo da-geñver un emgav etre ar skrivagnerez ha tud an embannadurioù. Un den trankil eo Pierre (François Cluzet, fiskal braz en e rol). Goude boud bet merc'hetaer daonet pa oa yaouank ema daet da voud ur gwaz fidel hag un tad siriuz. Lâred a ra d'e vignoned en deus renket e avañturioù galant e armener an amzer dremenet, ha nen deus ket c'hoant da grogiñ gant un istoer nevez bremañ kén. Aez da lâred, mez marse e lâr gevier ive, rag pa vez tro d'ober un dra, arabad chom da varc'hata, n'eo ket gwir ? Ha setu, en oabl dizolo-se, ar loar é sevel, dic'hortoz-kàer d'an den. Ha pa vez Elsa, alias Sophie Marceau hag he c'hoarzh adeuladoe ar loar-se, petra ober ? Adeuladoe, adorable, ober a ran amañ gant ar ger am boa lennet evid ar wezh kentañ e levr War an Daoulin gant Yann-Bêr Kalloc'h. Ur ger kozh un tamm, mez ken plijuz da gleved : adeuladoe ! Ma, setu hon tad mad brallet un tamm, daoust d'ar pezh a lâre hag a grede marse ouzhpenn. Hi, Elsa, n'he deus ket problem ebed : dijabl eo, rag dispartiet eo nevez so a-zoc'h he boulom. Daoust dezhi embann ne red jamez, ne red biken war-lerc'h ar wazed dimezet, e kouezh Elsa nawazh dindan chalm ha dindan mousfent Pierre. Bourriñ a ra ar merc'hed gant ar re o laka da c'hoarzhed, gouied a rit. Pa lâran n'he deus ket problem ebed e welimp tuchant n'eo ket tre ar wirionez. Rag bugale he deus ive, dreist-oll ur grennardez un tammig torr-penn, evel e c'hell ar grennarded boud, kwa. Ha ne oui ket re penaoz ober ganti, ha kentoc'h eged ober nebeud e ra un tammig re marse. Neuze e vehe prest ar skrivagnerez libr ha dijabl da grogiñ gant un avañtur arall. Ha klask a ra ober he maouez vraw, displeg oll he ferzhioù-mad evid lakaad egile da dañva he madoù. Hennañ a soñj douzh e vaouez karet-mat, a soñj douzh e vugale, paotr ha plac'h, jentil ha toud, interesuz, tener ha rac'h. Hag a-benn ar fin, en despet d'ar pezh a lâre, en despet d'ar pezh a soñje, e tigor an nor d'an dra nevez-se, tañpir, petra 'faot deoc'h.... Ale, ur wezh c'hoazh... Bon, ned an ket da goñtiñ toud deoc'h, evel-just. Suspens, suspens ! Braw eo Sophie Marceau ez-naturel ha just eo François Cluzet etre e zaou soñj, setu aze interest brasañ ar film marse. Nawazh n'on ket bet trelatet gant an istoer. Re a lec'h laosket d'an degouezh, pe d'an dargouez, beteg re marse. Mankoud a ra ritm, lusk, mez marse e oa a-ratozh (meur a wezh e c'houlenn an traoù amzer kent krogiñ da vad). Ne vern, ne ouian ket petra a vank ennañ ; ar pezh a zo, n'on ket daet fromet-braz er-maez ag ar sal. Diaez em eus kavet santiñ e c'helle an istoer-se boud gwir. Ur mank a vuhez marse, peb tra re flour ennañ ? Netra da weled gant ur film arall n'em eus ket ankouaet, un afer a emgav ive, Je l'aimais, daet er-maez e 2009, ma c'hoarie Daniel Auteuil ha Marie-José Croze ennañ. Douzh an tu arall e c'hell an traoù tremen evel amañ ive, er vuhez normal. Ya, er vuhez normal. Mez re voer evid ur film. N'eo ket ar sinema ar vuhez toutafed ; é c'hortoz un tammig boem ouzhpenn e vez an den, memestra... Ma, daoust d'an enlouc'hañs-se n'eo ket ur film didalvoud, lod zokén o deus henn kavet fromuz-tre. Kit d'ober ho soñj ha lârit ho santimant dimp mar karit... Jean-Claude Le Ruyet.20140523b.75C.


Petra ma Doue a c'hoarvez ganeomp?

Petra ma Doue a c'hoarvez ganeomp?

12/04/2023

MAIS QU'EST-CE QU'ON A FAIT AU BON DIEU ? Ur film sevenet gant : Philippe de Chauveron (2014). Gant : Christian Clavier, Chantal Lauby, Ari Abittan, Élodie Fontan, Frédéric Chau... War a seblant e chomo ar film-mañ evel ur sort Bienvenue chez les Ch'tis, ha gant Christian Clavier e soñjo meur a unan er film Les visiteurs ive marse, rag redeg a ra an dud d'ar salioù teñwel d'henn gweled. Ur sujed a-vremañ eo. E-raog e veve an dud en o c'harterioù, en o broigoù lakaomp. Moned a raent da glask o friedoù er gêriadenn dostañ, lakaomp er vourc'h arall, deg kilometr pelloc'h. Bremañ gant ar bedeladur, ar globalizadur, n'eo ket ur sort. Doned a ra liw d'ar familhoù. Er film-mañ da skwer e timez peder merc'h ur familh enorabl, katolik ha rac'h a gêr Chinon, gant paotred daet a vaez-vro : an Aljeri, Izrael, ar Chin, ar Senegal. Na c'hoarzhit ket, n'eo ket dibosubl : anavoud a ran-me an dra-se, hag a-dost ! Ha c'hoazh e komzont oll galleg er film, ar pezh na vez ket gwelet ataw. Anavoud a ran ur familh lec'h ma komz an daou bried amerikaneg etreze, pa gomz ar vamm japaneg d'he c'hrouadur hag an tad galleg da hennañ. Er-maez e komz an dud tchekeg, ha tud ar vamm a gomz chinaeg. Ne gredan ket lâred e komz tad-kozh ar paour-kaezh krouadur brezhoneg dezhañ. Mez ar paour-kaezh krouadur ne ziskouez ket boud chalet gant dañs a-ront ar gerioù en-dro dezhañ. E-mod-se ema. Ar vugale n'o deus ket aon ag ar yezhoù dishañval. N'eus ket 'med ar Frañsizion hag ar Saozon, a lârer, a zo spontidig gant an dra-se, peogwir ne gomzont nemed ur yezh en o bro. Er Frañs ema evel-se a-c'houde ma o doa divizet ar gouarnamantoù distruj ar yezhoù bihan e-pad an Dispac'h ha goude, gant ar skol ha toud, beteg hiziw. Daet int tost da benn ag o c'hoant sod, daw eo henn lâred, ken bihan eo niver ar vugale er c'hlasoù diwyezheg, ken bihan eo niver ar grennarded hag a gomz brezhoneg hiziw, pe okitaneg, pe euskareg. Ni zo-ni amañ, chelaouerion Radio Bro-Gwened, é klask talañ douzh an dra-se, mez mizer hon eus, n'eo ket gwir ? Na gollomp ket kalon ur sort, rag plijadur hon eus gant ar beurton. Gouest omp da gomz a ne vern petra, gouest omp da vevañ hiziw an deiz e brezhoneg c'hoazh. Ar pezh a garehemp sur a-walc'h a vehe gweled muioc'h a dud éc'h ober eveldimp, rag er-maez ag ar metoù brezhoneger, da lâred eo er-maez ag an tachadoù lec'h ma vimp sur da gavoud kompered ha komered é komz n'eo ket yezh Molière hebkén mez heni Loeiz Herriaou, Anjela Duval pe Tangi Malmanch, e vo red dimp kavoud repu er levroù pe e-tal ar radio, da beb an amzer. Hon kempredidi, ar Vretoned a-hiziw, ned int ket trechalet gant ar brezhoneg. Koutant e vehent da weled ar yezh sovet, ya, mez pas re gante, re ziaez eo en em lakaad en-dro d'henn deskiñ, a soñjont-gi. Soviñ ar beurton ya, adal ma vo graet ar strivoù gant ar re arall... A, ya, sañset e oan komz deoc'h ag ar film Mais qu'est-ce qu'on a fait au bon Dieu ? Ya, beñ just a-walc'h, petra hon eus graet d'an Aotrou Doue evid koll hon yezh kement-se ? Ma, n'eo ket sujed ar film-mañ, mez kit d'henn gweled, c'hoarzhed a reoc'h. Traoù limit a gavor e-barzh (da skwer ar person é selled douzh e urzhiataer e-pad kofes ha traoù evel-se), mez diskoueziñ a ra ar pezh a zegouezh e familhoù zo hiziw an deiz. Ha muioc'h-mui e vo evel-se kredabl. Ha perag pas ? War ar memez bag omp, é roulad en ollved, é roulad en egoroù divent, etre ar galaksïoù. Ne ouiomp ket c'hoazh mard omp hon-hunan-penn en egor dilimit-se. Marse ya, marse pas. Mez war ar memez bag omp, sur eo an dra-se, ha droed zo d'ar re a zo er strad da grapiñ war ar pont ive. Ha pandeogwir ema dall ar garantez, evel ma ouiit, ned dalv ket ar boan boud chalet gweled familhoù liezliw ha liezyezh bremañ. Liw hon amzer eo, ha ne gavan ket-me vil ar liw-se... Jean-Claude Le Ruyet.20140516c.74C.


Hi

Hi

12/04/2023

HER Ur film sevenet gant : Spike Jonze (2014). Gant : Joaquin Phoenix, Amy Adams, Rooney Mara, Olivia Wilde. Setu ur film ag àrc'hoazh, pe ur film a-vremañ dija, marse. Komz a ra ag ar bedoù virtual, ar bedoù ema an teknik é sevel dimp. Ha ni, denion, (pas me, mez ur bern tud, tud yaouank kentoc'h, da lâred eo ar re a savo ar bed é toned), ha ni, denion, é c'hortoz an dra-se, é redeg war e lec'h zokén : c'hoarioù video interesusoc'h-interesuz, ha gwazh marse, dedennusoc'h-dedennuz, ken dedennuz ma n'hell ket an dud chom heb moned doute ; c'hoari an nàeron gant ar raniged pe ar skignaned hibnotizet. Daw eo bevañ gant e amzer, a lârer. Ya, mez beteg ur serten poent. Bevañ a raomp gant hon amzer pa daolomp heb diwall hon restajoù louz en natur, pa gousïomp an endro heb diwall, pa c'hoariomp gant an atom ken dañjeruz ha m'oar-me c'hoazh. Hiziw e welomp limit ar pezh a zo "bevañ gant e amzer". Mall eo chañch un dra bennag, ar pezh a vo "bevañ gant e amzer" c'hoazh, mez ur feson dishañval da vevañ gant e amzer e vo. En ur mod bennag, ur mod akord an darn vrasañ ag an dud gantañ pe pas, ataw e vevomp gant hon amzer, a-benn ar fin. Peb unan a sav ar bed en deus c'hoant da weled pe ar bed en dehe c'hoant da weled. Er film-mañ e kav aesoc'h ur gwaz, Theodor e hanw, kavoud darempredoù gant ur vouezh elektroneg kentoc'h eged derc'hel da zaremprediñ ar maouezi. Araokadennoù an informatik, ar stlennerezh, n'eo ket bet kavet o limit c'hoazh, evel ma ouiit. Gouest omp bremañ da sevel robotoù "speredeg" kapabl d'ober ar pezh emaint bet programet d'ober mez pas hebkén : gouest int ive da zeskiñ diwar o skiant-prenet. Da lâred eo, a-vuzul ma labouront e teskont ober traoù na oa ket bet lakaet en o frogram orin. Ha n'eo ket aze un dra souezhuz ? Robotoù zo a zesk evel ma ra ar vugale (hag ar vrazarded ive, un tammig c'hoazh). Amañ eh omp e-kreiz bed ar speredegezh artifisiel. Ne gerzh ket an traoù c'hoazh evel ma ra empenn un den, mez war an hent-sen ema ar c'houiañs é voned. Setu neuze hon den é kavoud aesoc'h diskutal gant ar vouezh-se, kentoc'h eged stagañ en-dro gant e vaouez, e vaouez na véw ket mui gantañ a-c'houde ur bloaz dija. Mez heñv n'hell ket divorsiñ, n'eo ket prest. Aesoc'h e kav klevet mouezh ar plac'h dianav-sen (nad eo ket ur plac'h e gwirionez, rag n'he deus ket korf ebed), kentoc'h eged ober gant ar bed gwirion, heni ar maouezi toemm ho c'hostezioù, lugernuz o selloù, kàer o c'hoarzh. Ma, perag pas ? Setu aze ur feson nevez d'ober evid ar re n'int ket mad war an douar, re n'int ket mad en o botoù pe en o bleud-gwinizh. Ataw o deus kavet tud zo fesonoù da achap, dre an hunvreal da skwer. N'eo ket an hunvreal ar mod fallañ c'hoazh, rag kleñvedoù zo, kalz grevusoc'h. Er film-mañ e véw an den evel un den normal, pe dost. Gweled a ra ar re arall ive é vevañ eveltañ, é tiskutal o-hunan er ruioù. O-hunan ? pas, emaint é tiskutal gant unan bennag, mez unan hag a zo e penn arall an orjalenn. Piw a c'hell boud ar c'hengomzer-se : un den normal pe ur boud virtual evel an heni a za d'henn dihunañ e-kreiz an noz ? Ken tost ema ar vouezh a gomz doutañ douzh unan wirion ma c'hell Theodor soñjal eh eus ur vaouez é tiskutal gantañ, é komz anezhañ, evel ur wir gompagnunez, ur wir vignonez, ur wir bried. Tud zo a c'hoari evel-se gant "coached". Pa ne ya ket mad an traoù, pa ne ouiont ket gant pesort hent moned e pellgomzont d'ar "c'h/coach"-sen ha diouzhtu eh a gwell an traoù. Ur vouezh ha setu sovet ar boulom pe ar boufam. Arabad teurel ar gare war an dra-se. Gelliñ a ra sikour, e-pad ur prantad d'an nebeutañ. Mez tud evel c'hwi ha me eo ar g/coached, n'int ket mouezhioù hebkén. Ar pezh a zo dishañval mik a-zoc'h mouezh Theodor. Hag amañ ema an dañjer, pa n'hello ket mui an dud komz gant o voazined, komz gant an dud tro-dro, ha p'en em goutantint ag ur vouezh hebkén, ur vouezh ha setu toud, evel pa gomzehent douzh un ael pe douzh un tazmant. Amañ e vo evel evid peb tra : dimp-ni da choaz ar pezh a faota dimp. Da beb unan ahanimp da gemer an hent a santa boud an heni gwellañ, evitañ, mez ive evid an dud a zay da-heul, e vugale, da skwer. Chañch a ra ar bed, buannoc'h-buan, mez ataw e chom interesuz-braz ar vuhez, tre evel ar film-mañ... Jean-Claude Le Ruyet.20140509c.73C.


Er Porzh (P.Salvadori)

Er Porzh (P.Salvadori)

12/04/2023

DANS LA COUR Ur film sevenet gant : Pierre Salvadori (2014). Gant : Catherine Deneuve, Gustave Kervern. Peb unan ahanoc'h, chelaouerion gaezh, a anav ar faoutoù, ar frailhoù hag a zigor meur a wezh e-kreiz an hent petramant er murioù, er magoerioù. Enne e kresk liez fall louzoù, mez gelliñ a ra ive bokedoù kàer kavoud bod enne ha bravaad ar vuhez. Setu aze marse ar pezh en doa klasket Alain Resnais roiñ dimp da gompren gant e film Les Herbes Folles. Amañ, e film Pierre Salvadori, Dans la cour, e vez hanw ive ag ur frailh, ag ur faoutenn. Mez n'eo ket er-maez ema : e diabarzh ur ranndi ema ar frailh-se, ha ne zay ket bokedoù kàer na zokén fall louzoù da greskiñ un deiz e-barzh. Kentoc'h ema ar frailh-mañ un dra chaluz : daoust ha n'o ket an heni kentañ ag ur maread a zay da-heul ? Daoust ha n'eo ket ar batimant a-bezh en dañjer a gouezhel en e boull ? Ar pezh a soñj Mathilde (Catherine Deneuve), ar pezh he laka da bennfollañ, ha da goll he skiant vad, kazimant. Euruzamant eviti e kav Mathilde, e kourd he batimant, un den arall, Antoine (Gustave Kervern) ken bresk evelti, breskoc'h c'hoazh. Kavet en deus Antoine ar labour-se nevez so, rag e-raok e oa muzisian. Mez da zaou-ugent vloaz, setu-eñv lakaet diaez gant ar vuhez a oa e heni beteg neuze. Amañ ema daet da voud gouarner ar c'hourd, porzhier, concierge kwa. Daw dezhañ soursial douzh ar lizherioù, gouarn prop an traoù, respont douzh atersoù an dud, degemer an estrenion, klask souplaad an darempredoù etre ar re a zo é kenvevañ er lec'h-se. Soñj 'm eus ag ur frazenn a Lao tseu, hag a lâre, pell braz so bremañ, e c'helle an den kompren ar bed dre doull e fenestr. Faotoud a rae da Lao-tseu lâred, me ' gred ataw, ne oa ket rekiz foetañ bro dre ar bed a-bezh, war-droad, war-varc'h pe gant an tren pe gant ar c'harr-nij evel bremañ, evid kompren ar penaoz hag ar perag ag ar vuhez. Trawalc'h a draoù a wel an den dre doull e fenestr evid-se, mar klask pervezh. Hag er c'hourd-mañ just a-walc'h e welomp ar vuhez é tremen, gant ar relijionoù, kuriuz meur a wezh, gant an drammoù, gant e dud ordinel hag ar re nad int ket tre. Micherioù dishañval, onestiz ha dizonestiz, c'hoant da vevañ ha diaezamant da vevañ. Boud eh eus aze standilhonoù ag ar pezh a ya da vagañ hon buhez pemdezieg just a-walc'h. Mez war bord ar vuhez eh omp kentoc'h gant ar film-mañ, war an tu bresk, an tu tener. War an harzoù etre ar skiant vad hag ar follentez, war ar limit etre an c'hoant da vevañ hag an c'hoant da dec'houd kuit, da achap, da vervel zokén. Setu-ni amañ é c'hoari c'hoazh gant fin ar bed, gant an diskenn, gant an disav. Disav ar santimantoù, disav ar familhoù, disav ar pezh a oa bet savet gant an den er bloazioù kent ha kollet ar ster anezhe bremañ. Mez un dra zo amañ hag a ro e vraventez d'ar film. Un dra hon eus bet tro da weled dija e film Clint Eastwood, Gran Torino : an aberzh, ar sakrifis. Gwir eo n'eo ket tre ar memez heni, mez un aberzh eo ur sort. Roiñ e vuhez evid buhez un den arall. Koll e vuhez evid ma kavo pe evid ma adkavo an arall e vuhez-heñv en-dro. Er bed materïel-mañ e kellid talvoudegezhioù a-sort-se c'hoazh. Piw en dehe kredet ? Ema ar film Dans la cour evel ur pezh-c'hoari, ema ar c'hourd evel ur leurenn hag ar leurenn-se leurenn ar bed a-bezh. Ur fenestr eo ar sinema ive, ur fenestr digor war ar bed, ne gav ket deoc'h ? Sapre Lao-tseu ! Jean-Claude Le Ruyet.SIN-140502b.71C.


Karout, evañ ha kanañ

Karout, evañ ha kanañ

12/04/2023

AIMER, BOIRE ET CHANTER Ur film sevenet gant : Alain RESNAIS (2014). Gant : Sabine Azéma, Sandrine Kiberlain, Caroline Silhol, André Dussolier, Hippolite Girardot, Michel Vuillermoz. Komz a rin deoc'h hiziw a ziwezhañ film Alain Resnais. Marse ne oui ket hon chelaouerion e oa bet ganet an den brudet-se e Gwened e 1922. Marvet eo ar bloaz-mañ e Pariz e miz meurzh, just pa oa e film er salioù. E-mesk an oll sevenerion filmoù e chomo Alain Resnais evel unan ag ar re wellañ, unan ag ar re anavetañ d'ar bihannañ. Dreist-oll a-gaoz d'e spered ledan na zouje ket meskañ meur a arz war e filmoù : lizheradur, livadur, teatr, bandennoù treset, muzik evel-just. Taolennet en deus meur a dem ive : ar vuhez, ar garantez, an hunvreoù, ar marw, an istor, ar vemoer, ar politik, ar velkoni, an endon. Faltaziuz braz e oa, ar pezh na blije ket d'an oll gwezhave. Anzav a ran n'em eus ket gwelet e oll filmoù, pell a-vaze. Mez soñj 'm eus d'an nebeutañ a Hiroshima mon amour (1959), On connaît la chanson (1998) ha Les herbes folles (2008). Er film-mañ, Aimer, boire et chanter, e kav an den muzik, teatr, tresadennoù, maezadoù sioul a Vro-Saoz, e-kostez York. Tennet eo bet ar senario ag ur pezh-c'hoari, Life of Riley, skrivet gant Alan Ayckbourn. Un dra guriuz : ur c'hoz, mez ur vargodenn kentoc'h, a za da ziskoueziñ penn he fri, dic'hortoz-kàer e-kreiz ar film, war bord he zoull en douar. Kit da ouied, marse e ta ag ar bed arall, ag an trehont, da weled penaoz e tremen an traoù er bed-mañ hag e soñj : netra nevez edan an heol... Plijuz-braz em eus kavet ar film. Un teatr filmet eo, mez roiñ a ra Alain Resnais korf dezhañ dre e vod da filmañ. Netra da weled gant Au théâtre ce soir pe traoù evel-se a vez diskouezet dimp en tele da beb an amzer. C'hoari a ra Alain Resnais gant ar livioù, ur bam, pa film ar maezoù, pa ziskouez tresadennoù pe pa film kinkladur ar leurenn lec'h ma c'hoari e gomedianed (lâred a ran e gomedianed, rag liez en deus labouret Alain Resnais gant ar memez re). Troiñ a ra an istoer tro-dro d'un den na vez ket gwelet jamez er film, a-sort gant Arlezianez danevell Alphonse Daudet a vez kavet e Les lettres de mon moulin. An den kuzh-se, Jorj e hanw, a zo klañv braz, kontet e zeizioù dezhañ ouzhpenn-se. Evid roiñ dorn dezhañ, evid skañvaad e vomantoù diwezhañ, ema bet kouviet da voud komedian er pezh-c'hoari ema tri c'houblad tost dezhañ é prientiñ. Ha plijoud a ra an c'hoari-se dezhañ. Mez ouzhpenn c'hoari e klask hon Jorj tostaad douzh maouezi e gamaraded kozh. Hag evel-just e tegas an c'hoant-se bervadur er metoù bihan-se. Interesuz eo gweled penaoz e tro ar soñjoù e penn peb unan. Interesuz gweled penaoz e sav ar soñjoù kozh, penaoz e taont war-wel en-dro ha penaoz e taont da drubuilhañ buhez peb unan. Deoc'h d'ober ho soñj bremañ. Deoc'h da glask gweled marse filmoù arall Alain Resnais : ur pikol labour en deus kaset da benn e vuhez-pad. Meur a broblem ag hor bed modern en deus taolennet, peadra d'en em soñjal, ni ive. Jean-Claude Le Ruyet.20140425b.C71.


Gravity

Gravity

12/04/2023

GRAVITY


Un dibenn-sizhun e Pariz

Un dibenn-sizhun e Pariz

12/04/2023

UN WEEK-END À PARIS Ur film sevenet gant : Roger Michell (2014). Gant : Lindsay Duncan, Jim Broadbent, Jeff Goldblum. Meur a brantad zo e buhez un den. Moian zo roiñ ur liw bennag pe un hanw bennag da beb unan ag ar prantadoù-se. Evel-sen e vez kustum an dud da rannañ buhez Picasso livour e pewar frantad : ar prantad glaz, ar prantad roz, ar prantad afrikan, heni ar c'hubizm hag ar surrealizm. Mez estroc'h eged ar vicher a ya dre brantadoù ive. Moned a ra ar vuhez ordinel dre sikloù seizh vloaz liez : seizh vloaz, oad ar rezon ; pewarzeg vloaz, ar grennardiezh ; ur bloaz warnugent, an oad-gour (triwec'h vloaz bremañ mez gwezhall e oa ur bloaz warnugent). Evid rac'h an dud e vez anavet mat kammdro an daou-ugent vloaz, daoust ma n'eus ket netra an dra-se da weled gant Kammdro an Ankoù, titl eñvorennoù brezel Loeiz Herriaou. Mez gwir eo, liez e tremen an dud ur prantad diaez d'an oad-se. Troioù daou-ugent vloaz en em c'houlenn an den ha just eo pe ha reizh eo ar mod ma en deus kaset e vuhez beteg neuze pe pas. En em c'houlenn a ra ha talvoud a ra ar boan dezhañ da voned ataw gant ar memez micher pe ged, gant ar memez pried pe pas. Mez bremañ e c'heller lâred ouzhpenn eh eus ur prantad diaez pa arru an dud da dri-ugent vloaz. Troioù tri-ugent vloaz ne chom krouadur ebed kén en gêr, achuet e vez pe dost gant ar vuhez vicherel, kroget eo ar c'horf da goshaad un tamm, ha droug amañ ha droug aze, ha nebeutoc'h a nerzh evid redeg, evid kerzhed pell, evid krapiñ er skalieroù. An amzer he deus graet he zro, ha red eo da beb unan paeañ an taos d'ar bloazioù waet da ludu. Setu tem ar film-mañ, Ur week-end e Pariz, hag a ziskouez achapadenn gàer ur c'houblad Anglezed, amzer un dibenn-sizhun. N'int ket e retred c'hoazh, mez é tostaad ema. Kelennerion int o daou, ha c'hoant dezhe lidañ o zregont vloaz eured, o zregont vloaziad buhez gumun. C'hoant dezhe boud asambl o-daou en-dro, hag ober bourrabl e kêr ar plijadurioù, "Paris". C'hoant o deus d'ober evel tregont vloaz so, pa oant e barr o yaouankiz c'hoazh. Mez ne dro ket an amzer heb leuskel he merk war an traoù, war ar c'horfoù, war an eneoù zokén. N'eus ket treñket peb tra c'hoazh, pell avaze, mez n'eo ket disoursi-kàer ar week-end naket. Etre momantoù bourd e kouezh herradigoù diaez war an daou bried kozh. Douzh a seblant, ar gwaz eo en deus muioc'h a boan da añdur pouez ar bloazioù war e souk. Diouzh ar pezh a lâr, n'eus ket mui nemed e vaouez hag a zo gouest d'henn kompren c'hoazh, pa ne gompren ket mui, heñv ar gwaz, piw ema daet da voud. Un den foutu eo marse ? Koutant e vehe da ouied. Ha skoiñ a ra e zigalonegezh war spered e vaouez. Joaiusoc'h e seblant honnañ boud. Prest e vehe da chañch buhez, da zilezel an hentoù kozh evid moned gant hentoù nevez. Rag n'eo ket an daou bried akord war peb tra, daoust ma chom tenerded etreze. Diaez eo d'ar gwaz en em zistagañ a-zoc'h o bugale hag o leuskel da voned gant o hent, da skwer. Diaez eo dezhañ ive chom heb diskoueziñ d'e vaouez e jalouzi en he c'heñver, ur jalouzi, ur warizi diazezet war kredennoù faos toud nawazh. Ur film tener en deus sevenet Roger Michell amañ, tener ha just, me ' gred. Daw eo boud tapet an oad-se marse evid kompren a-feson ar pezh a laka an daou gomper da genvevañ c'hoazh, evid kompren ar pezh a santont en o c'horfoù hag en o eneoù. Mez gwelet e vez ive pegen laouen e c'hell boud ar vuhez c'hoazh evid ur c'houblad, daoust d'an oad, adal ma chom karantez, teneridigezh hag emglew etre an daou zen. Ar re yaouankañ a c'hello doned da c'hoarzhed é weled penaoz ema an traoù d'an oad-sen evid pezh a denn douzh ar seks ha douzh munudoù ar vuhez pemdezieg. Ha doned a ray soñj dezhe marse chom heb koll amzer ha heb koll nerzh d'ober traoù na dalvont ket ar boan. Rag buan a-walc'h en em gav an den dirag bloazioù nad int ket mui re ar prantad glaz na re prantad roz e vuhez. Evel-se e tro ar rod, ha troiñ ha troiñ a ra, na ne ra, ha diehan. Ha mad eo 'mod-se, kredabl. Jean-Claude Le Ruyet. 20140411e.C69.


Daoulagad melen ar gourglazarded

Daoulagad melen ar gourglazarded

12/04/2023

LES YEUX JAUNES DES CROCODILES Ur film sevenet gant : Cécile Télerman (2014). Gant : Emmanuelle Béart, Julie Depardieu, Patrick Bruel, Alice Isaaz, Jacques Weber. N'eo ket nevez diskoueziñ istoerioù-familh er sinema. Daoust d'ar familhoù boud gwallgaset er prantad-mañ e chomont kreiz pe diazez ar gevredigezh. Ha nawazh n'eo ket ar familhoù familhoù santel ataw. Ur yuc'h problemoù a gav o orin er familh just a-walc'h, a-gaoz da gerent dibarfed, a-gaoz d'ur vamm re bonner he beli war he bugale, a-gaoz d'un tad na vez ket gwelet jamez er gêr, a-gaoz d'ar jalouzi etre daou vreur pe diw c'hoar, ha m'oar-me c'hoazh pesort traoù kamm. Tennet eo bet senario ar film-mañ a levr brudet Catherine Pancol, memez titl dezhañ, daet er-maez e 2006 ha bet troet e meur a yezh. Amañ e vez diskouezet an dizalbad a c'hell tarzhañ en oad gour gant ar warizi savet etre diw c'hoar adal o oad tenerrañ. Taolennet braw-braz eo bet gant aktored ag an dibab, aktorezed kentoc'h amañ, Julie Depardieu, bresk ha tener, fromuz zokén, hag Emmanuelle Béart, parfed en ur roll rust, heni ur vaouez direizh, ur c'haouiaterez divalaw ha vaen hag a garehe bragal er gevredigezh pa n'eus ket kalz a dra karantezuz en he c'halon. Hi a garahe boud karet, edmeget (admiret) gant ar re arall, hi a garahe en em ziskoueziñ war he zu mad, pa n'eus ket kalz a vraw da kennig just a-walc'h. Ouzhpenn an diw gomedianez-sen ema daw sinalañ ive ur grennardez hag a yay pell en he roll aktorez sur a-walc'h, rag ur vestrez eo dija war ar leurenn : Alice Isaaz, nerzh ganti ur bam. Dirag ar film-mañ e c'hellomp chomel war dachenn ar familh hag analizañ an darempredoù tort a vez kavet enni, n'eo ket an dra-se a ra diouver dimp, siwazh. Kudennoù ar re vraz a za liez ag o bugaleaj ha gelliñ a raont ampouezoniñ buhez an dud pell amzer, beteg o marw gwezhavez. Evid en em zijabliñ anezhe e rank an den ober ur labour paduz, ti ur psikolog bennag pe gant teknikoù arall gouest da deurel ur banne splannder war ar mod ma en deus savet e vuhez. Evid ma chomo hon ti en e sav e rank d'an diazezoù boud solud a-walc'h. Ha mar nend aomp ket da weled a-dost ne ouiimp ket ha solud a-walc'h int. "En em anavit, klaskit gouied piw oc'h" a lâre Sokratez dija, ha gwir eo ataw. Ar faosoni, ar gaou hag an droug a c'hellont ober a vez gwelet diouzhtu, splann a-walc'h war ar skramm gant ar film-mañ, Daoulagad melen ar c'hrokodiled. Nawazh, ne ouian ket re perag, n'on ket chomet pell gant an aferioù-familh a ziskouez boud tem ar film. Er-maez a ved kloz ar familh ema waet ma soñjoù da nijal, beteg ar gevredigezh a-bezh. N'eo ket an dizalbad, n'eo ket an distruj a ra ar gevier en ur familh bennag hebkén am eus-me gwelet aze, mez an ampouezon a vez strewet gant ar gevier er gevredigezh, e-mesk an oll zenion a zo war an douar, en o speredoù. Rag penaoz e vevomp-ni oll, just a-walc'h ? Ha n'eo ket hon modoù da vevañ diazezet war gevier a beb sort ? Bemdez-Doue e vez livet gevier dimp gant ar gwispon ha prest omp da grediñ enne heb muioc'h a ardoù, heb muioc'h a chal, heb muioc'h a atersoù. Nann, ne vezomp ket chalet, daoust dimp gouied, pe daoust dimp santoud d'an nebeutañ n'eo ket tre ar wirionez a vez lâret dimp. Na gant hon gouarnamantoù, na gant ar skol, na gant ar relijionoù, na gant ar vedisinerezh (ar vedegiezh), na gant ar bruderezh, ar reklam evel ma veze lâret gwezharall. Pa oamp bihan e veze lâret dimp ober evel-mañ ha n'eo ket evel-se, komz evel-mañ ha n'eo ket komz evel-se, debriñ kig bemdez evid boud kreñv, tapoud diplomoù evid pignad uhel er gevredigezh. A-benn ar fin e vezemp lakaet da grediñ kentoc'h eged gouied. Aze ema ar gaou brasañ. Ha piw a zo kaoz ? Taoliñ pe teurel ar garez war hon familh a zo aez a-walc'h. Mez liez he deus graet hon familh ar pezh he deus gellet, rag hon tud ive o doa bet problemoù gant o familhoù en o amzer. Dimp-ni kentoc'h, da beb unan ahanimp da glask kompren ar penaoz hag ar perag a beb tra, amañ ha bremañ. En em gompren evid kompren ar bed lec'h ma vevomp, kentañ pazenn evid klask henn treuzfurmiñ marse. E-lec'h ober ar striv-sen e kavomp gwell re liez chomel gant hon modoù da soñjal ha d'ober, heb boud chalet gant fin ar bed é tostaad. Rag petra eo fin ar bed ? Krediñ a raomp e vo achuamant an douar, achuamant hon sevenadur, achuamant an denelezh. Ya, mez daoust ha ne vehe ket kentoc'h achuamant hon buhez personel ? Rag petra zo er-maez ag hon emskiant ? Mar disparisa hon emskiant, hon koustiañs, petra a chomo ag ar bed ? Petra a chomo ag ar bed-mañ mar n'omp ket mui evid henn gwelet, mar n'omp ket mui test anezhañ ? Petra eo ar bed, a-benn ar fin, doueed enkontet, mar n'eo ket ar skeudenn, an imaj hon eus savet anezhañ ? Ha mar hon eus savet ar skeudenn-se war gevier, gevier bet lonket ganimp pe bet savet ganimp, ar pezh zo posubl, evel er film-mañ, petra gortoz a vad ag ar vuhez a glaskomp bevañ ? Mar n'eo ket solud diazezoù hon ti e kouezho un deiz en e boull. Ha n'hor bo ket da glemm, re ziwezhad e vo evid klemm... Setu ar pezh am eus-me gwelet er film-mañ : ur sort fin ar bed, abalamour d'ur gaou, ur gaou anavet, ur gaou savet, ur gaou hag a ra plijadur dimp, mez heb dazont ebed, a-benn ar fin. A-dra-sur ema bet mestrez Emmanuelle Béart evid henn taolenniñ dimp. Ma... Bezomp gae ha laouen memestra : kàer eo an amzer ha kanal a ra an evned er gwez. Mez chomomp war zihun. Jean-Claude Le Ruyet.20140418c.C70.


No Gazaran

No Gazaran

12/04/2023

SIN-140411-NO GAZARAN.mp3 SIN-140411-NO GAZARAN.docx NO GAZARAN Un teulfilm sevenet gant : Doris Buttignol ha Carole Menduni (2014). Gant ur bern tud a beb sort, sitoaianed lambda, deputeed, ministred, prezidanted... Panem et circenses, da lâred eo, bara ha c'hoarioù. Setu penaoz e rae an impalaered roman evid kas o foblañs er mod ma karent ha ren trankil war ar vandennad bugale a oa o sujidi. Bara ha c'hoarioù. Blaise Pascal a gomze, heñv, ag an deverrañsoù, ur feson arall da brezeg a-zivoud ar memez afer. Netra nevez er bed, netra nevez edan an heol. Dle oa din komz deoc'h hiziw ag ar film leun a fent hag a zo The Grand Budapest Hotel. Gwir eo em eus c'hoarzhet douzh henn gweled. Ha vad a ra dimp c'hoarzhed. Ha vad a ra c'hoarzhed, zokén pa ne vez ket farsuz braz ar pezh a zegouezh en-dro dimp. Ne gomzin ket muioc'h deoc'h ag ar film-sen enta, rag un arall am eus gwelet ouzhpenn, pas ket ur film da zeverral mez ur film evid en em soñjal, ur film evid prederiañ un tammig. Komz a ra No gazaran ag ar gazoù a c'heller tennañ bremañ ag ar roc'hoù a zo dindan an douar. Bremañ, a-wael, ne vimp ket mui chalet gant an diouver a betrol a vez huchet dimp : kavet hon eus eouloù-douar arall, kavet hon eus gaz, n'eo ket gaz-chistr, an heni a achap pa vez divontet ur voutailhad pur-jus kuzhet a-dreñv an armener, mez gaz skilt, gaz de schiste e galleg, toud an dud o do komprenet. Ne oa ket kalz a dud er sal, naw den hebkén : n'eo ket gant filmoù a-sort-se e vo maget ar sinemaerion. Gwir eo n'eo ket sinema. Gwir eo n'eo ket an teulfilmoù sinema evel ar pezh a gomprenomp pa vez lâret ar ger-se. Moned d'ar sinema da weled un teulfilm ne blij ket kalz d'an den. Evid an teulfilmoù e vez trawalc'h gant an tele. Petramant emaint mad evid an dud e retred hag a ya niveruz da weled ar filmoù Connaissance du Monde. Er film No gazaran e vez gwelet tud éc'h esplegañ dimp pesort problemoù o deus gant an industri-se pa grog da doullañ en o douaroù. Amerikaned, Kanadianed. Gouied a ra ar re-se petra zo kont gant an toullañ-se, gant an torriñ a vez graet d'ar roc'h dindan o zreid. A-c'houde ouzhpenn deg vloaz bremañ o deus bet amzer da weled an dizalbadoù daet war kalite o buhezioù : kousïet o endro dezhe, saotret o dour nad eo ket mui mad da eved, ampouezonet an aer a analont... ha den ebed evid respont ag an distrujoù-se. Evid torriñ ar roc'h e ranker toullañ don da gentañ, 4000m liez, beteg kavoud ur gwiskad skilt. Goude-se, gant ur wask kreñv-kreñv, e vez boutet en toull dour ha produioù kimieg sañset aesaad an torriñ. Pa vez torret ar vein ec'h achap ar gazoù pe an eouloù (an ivloù) a oa prizoniet e-barzh a-c'houde milionoù a vloazioù. Mez ar produioù a oa bet lakaet en dour-se n'int ket chistr-per na chistr-avaloù, aez da gompren. Pe e chomont en douar, pe e yaont da gousïañ an dour dindan-douar, an dour a glaskomp da eved, evid hon doberoù pemdezieg. Ha kleñvedoù da-heul, bremañ dija ha muioc'h war an hirdermen kredabl. A-dreñv an afer-sen eh eus ur problem braz, a vez gwelet spisoc'h-spiz bremañ. Nawazh e klask an dud, an dud hag a vew war an douaroù-se ha sitoaianed arall ive, penaoz ober evid kavoud an diskloum. Un afer a zemokratiezh eo, na mui na mez. Pa sav un uzin bennag ur produ bennag e vez lakaet ar produ-se war ar marc'had. Goude-se e vez prenet pe ged gant ar brenerion, ar vevezerion, c'hwi ha me. Gwir a-walc'h eo e kaver produioù dañjeruz meur a wezh (magadurioù dañjeruz, c'hoarielloù dañjeruz, otoioù dañjeruz zokén, klevet hon eus oll komz ag an traoù-se er journalioù pe en tele). D'an dud da ziwall enta ha da chom heb prenañ ar produioù-se, sur int e vo kavet ur produ arall ha dizañjer war ar marc'had. Mez pa vez hanw ag ar gremm, da lâred eo ag an energiezh, ne c'hoariomp ket mui er memez porzh-skol. A-dreñv eh eus lobïoù arall kalz kreñvoc'h eged mestr fritur-sardrin ho karter, kalz kreñvoc'h eged patrom an embregenn alejañ nem viednamad a-gostez Montroulez, kreñvoc'h c'hoazh eged an uzin gweleioù-ospital a zo staliet er Morbihan. Ar c'hompagnunezhoù-petrol ha gaz, an embregennoù a ra war-dro ar gremm derc'hanel (pe nukleel), ar re mestr war an tredan, ar re-se o deus liammoù stank gant ar galloud politikel. Gant o froduioù n'eo ket libr ar sitoaianed evel gant ne vern pesort produ arall. Red mat eo d'an den prenañ esañs, prenañ gaz, ober gant an tredan evid toemmed e gafe ha poazhañ e aval'douar kloreg. Sellit pegen depangteg ema an Ukrain a-zoc'h ar Rusi evid he gaz. Ha kement arall gant ar Pologn. Arguzenn Poloniz zo, evid permetiñ toullañ da dennañ gaz-skilt, zo boud dizepant a-zoc'h ar Rusi. Mez, hervez ar film, ema Gazprom war renk evid roiñ dorn dezhe da gavoud ar gaz-se. Ha Gazprom, evel ma ouiomp, zo brasañ koñsorsiom rus war an dachenn-se. Toud an traoù-se a ziskouez boud pell a-zoc'himp. Mez diwallomp. Fardiñ war ar gaz-skilt, fardañ war ar petrol a vo aez tennañ emberr a-zindan ar pol nord, fardañ war an atom ouzhpenn, n'eo ket an traoù-sen an dazont, pa ya falloc'h-fall stad hon planedenn gant an efed-gwerdi, an effet de serre. Biskoazh ne oa ket bet gwelet tempestoù ken kreñv e Breizh ha pelloc'h c'hoazh eged er gouiañv-mañ, gant gwagennoù ken uhel é skoiñ war an aotoù. Panem et circenses, bara ha c'hoarioù. Mar chomomp d'ober kousk-mitin e vo diaez an dihun dimp, diaesoc'h c'hoazh. Kenavo ar c'hentañ tro... Jean-Claude Le Ruyet. 20140411b.68C.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ