Sinema

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

STILL THE WATER (Futatsume No Mado)

STILL THE WATER (Futatsume No Mado)

12/04/2023

Ur film sevenet gant : Naomi Kawase (2014). Gant : Nijiro Murakami, Jun Yoshinaga, Miyuki Matsuda (1e50). Gouied a ra Japoniz c'hoari gant ar simboloù, an arouezioù. Gant ar film-mañ hon eus ur skeudenn a gement-se c'hoazh. Ur film difonn eo, diwar-benn ar gozhoni, ar vuhez éc'h achap, ar marw hag ar vuhez é redeg en-dro. E enez Amami e tremen an traoù, pell er-maez e kreistez ar Japon. N'eo ket bet kontammet an dud gant birvilh ar c'hêrioù braz c'hoazh. Amañ e vez santet pouez an traoù, pe, kentoc'h c'hoazh, personelezh peb tra. Rag ema an natur amañ un dra véw, ur boud liesstumm hag a respont da atersoù an dud, hag a ra sin dezhe. N'omp ket pell ag ar chamanizm. Ha just a-walc'h, ur chamanez eo ar vamm hag a zo é vervel. Doned a ra ar ger chaman ag ar yezh toungouzeg, unan ag ar yezhoù komzet er Siberi. A zu-hont e vehe waet ar chamanizm da aloubiñ ar bed, gwerso braz, beteg ar Japon, ar Chin ha, dre strizhmor Behring, beteg sevenadur Indianed Amerika. Lod a lâr ema ar chamanizm unan a gentañ relijionoù ar bed. Evid lod arall n'eo ket relijiel tamm ebed, mez hañval kentoc'h, lakaomp, da sorserezh ar Grenn-Amzer e Europa... Relijiel pe ged, ar pezh a seblant boud sur eo e ra ar chamaned war-dro ar pezh a zo dreist-naturel. Da gentañ, er gevredigezh toungouz, e veze liammet ar chamanizm gant ar jiboesa. Boud e oa ar chaman an heni a rae ar liamm etre an dud ha speredoù an natur, speredoù al loened sur a-walc'h, mez ive speredoù ar gwez, spered an avel ha kement a zo. Nawazh n'eo ket hennañ ur film a-zivoud ar chamanizm. Sinifioud a ra titl japoneg ar film "An eil fenestr", mez mizer 'm eus evid kompren ar pezh a sinifi an titl saozneg. Gant meur a lec'had em eus goulennet troiñ an dro-lavar "still the water", ha gant peb unan em eus bet un dra dishañval : "L'eau toujours", "Encore de l'eau", "Tout de même l'eau" pe "Apaisez l'eau"... Douzh am eus komprenet e sinifi un dra bennag evel An dour sioul. Er prantad mah omp é vevañ, e tegas soñj dimp eh omp e-kreiz un natur gant he lezennoù, ha marse e vehe gwell kompren ar lezennoù-se ha c'hoari gante dre gàer. An den kozh, war an traezh, a denn fasibl douzh ar pesketaer en doa taolennet Hemingway en e romant An den kozh hag ar mor. Mez hennañ, daoust dezhañ kaoud skiant-prenet, ned a ket pell da glask e besked : war ar plaj e chom, aze e tremen ar c'hàerrañ ag e amzer. Ha doned a ra ar re yaouank da glask etaltañ ar pezh na ouiont ket. Un nebeud gerioù a vez eskemmet etreze, mez ar peb pouezusañ marse a dremen heb ger ebed. Furnezh zo en taw ive, dreist-oll dirag maezadoù glan ar vro-se, hag e-tal ar gwagennoù a zo evel anal-dianal an natur. Ha furnezh zo e selloù an den kozh c'hoazh pa baront war an dremmwel. An dour sioul, rag m'ema an dour, arabad henn ankouaad, ar metoù mah omp daet anezhañ. An dourenn pe al liñvenn amnioteg da gentañ, evid peb unan ahanimp, e korf e vamm. Mez ive orin hon spesad, pandeogwir e ta an oll voudoù hag a zo war an douar, an denion enkontet, deuz an dour, deuz ar mor a c'holoe hon planedenn pell braz so. War vol ar mor e vez rekas, gant an avel é kas hag é tegas ar gwagennoù. Mez en donderioù eo e kaver an dour sioul, an dour difich. Du-se, a-benn ar fin, e tenn an dousig he mignon d'he heul, goude ma'n doa komprenet hennañ ar pezh her stage d'e vamm. Klasket he deus Naomi Kawase, sevenerez ar film, hon lakaad marse da weled n'heller ket brasaad, er Japon na nebtu moarvad, heb selled a-dost, ha digor-kàer hon daoulagad, douzh ar marw, ar garantez, douzh berrded ar vuhez roet dimp. Klasket he deus hon lakaad da weled ive pegen pouezuz eo rol ar merc'hed en dizoloâdenn-se. Marse a-gaoz m'ema ar merc'hed, ar maouezi, tostoc'h eged ar baotred hag ar wazed douzh darvoudoù pennañ ar vuhez, abalamour d'o c'hizidigezh dishañval, abalamour d'o santoud dishañval. Marse ive evid degas soñj dimp eh eus un urzh braz hon eus ankouaet, un urzh hon eus gwallgaset hiziw an deiz. Mez un urzh a vez santet ha komprenet c'hoazh en inizi distro, pell er-maez, pell a-zoc'h turmud ar c'hêrioù braz lec'h ma ya muioc'h-mui a dud da vevañ, tud hag en em zistag tamm ha tamm a-zoc'h an natur, a-zoc'h o orin kumun. Du-hont, e Amami, e chom roudoù ag ar bed kozh. Mez n'int ket traoù dibaseet. N'int ket diamzeret muioc'h eged ar mod nevez da gaoud laezh gant saout bihan ar vro, pa vez an dud é klask modoù arall da lakaad an ekonomiezh da voned war-raog, heb distruj ar blanedenn. A-blom e barzhoniezh ar film omp aze, evid plijadur hon daoulagad ha levenez hon hunvreoù. Jean-Claude Le Ruyet.20141114d.96C. Notenn : Evid gweled "La jungle étroite" am boa komzet anezhañ amañ eizh deiz so, setu ar salioù-sinema hag an eurioù : Klegereg (21/11, da 21e), Langroez/La Vraie-Croix (22/11 da 16e), Reoz/Rieux (22/11 da 18e), Ar Roc'h-Bernez (23/11 da 14e30), Sulnieg (23/11 da 17e).


La jungle étroite

La jungle étroite

12/04/2023

SIN-141107-LA JUNGLE ÉTROITE.docx LA JUNGLE ÉTROITE Un teulfilm sevenet gant : Benjamin Hennot (2013). Klevet em eus lâred eh a ur 15% benneg a dud da weled ar pezh a vez kenniget dezhe, hag a denn douzh ar pezh a vez graet La Culture anezhañ. Pemzeg dre gant, ar pezh a sinifi e chom 85% ag an dud er-maez. Tud nad aont ket d'ar mirdïoù, nad aont ket d'ar sinema (ha pa yaont n'eo ket evid gweled filmoù estren istitlet), tud nad aont ket d'ar levraouegoù (ha pa yaont e vehe evid emprestiñ levroù aez da lenn, romantoù kentoc'h). Boud eh eus tud hag a véw e bedoù aez. Aez dezhe moned ag ur lec'h d'an arall dre ar bed : aez dezhe miroud ur lec'h evite en ur c'harr-nij bennag ; aez dezhe moned da vakañsiñ e broioù heolet-kàer ; aez dezhe treuziñ ar meurvor evid diskutal un euriad gant kensorted e New-York pe e Singapour, ha gante, en o attaché-case, distro d'ar gêr, ur c'hontrad bennag bet sinet a-feson. Boud eh eus tud hag a véw, n'eo ket war an douar, mez a-uz d'an douar (kit da weled pegen stank ar c'hirri war-nij, tro-dro d'an douar ha da beb termen, war ar lec'had )... Boud eh eus tud arall hag a véw war an douar, mez war un douar betonet ha goudronet hardizh. Tud hag a gav o buhezioù diaez, bihan, divlaz marse, tud hag en em goutant ag ar pezh a vez pasket dezhe gant an tele, gant ar bruderezh. Ema o flijadur pennañ moned da brenañ an traoù o deus klevet komz anezhe ha gwelet war o skrammoù bihan. Boud ema an dremmwel, evid an dud-se, ur linenn dispi kentoc'h. Mez boud eh eus tud arall, sanket evel ar re arall er memez kêrioù, hag a gemer an amzer nawazh da azez un herrad ha d'en em soñjal. Ha goude ar preder-se, setu-int é sevel hag é krogiñ a-nevez en o buhezioù. E foñs o speredoù o deus klevet un heklew, un heklew bennag ag ar pezh o doa soñjet ober pa oant bihan c'hoazh, pa oant krennarded c'hoazh. Hag int, brazarded bremañ, a zilez ar sonenn a oant kustum da gleved. Daet c'hoant dezhe en un taol a gompoziñ unan dezhe, daoust m'ema paset marse an oad kàerrañ evid kanal ha dañsal. Ne vern ket. Ur sonenn eo gant o gerioù dezhe o-hunan, ur sonenn a sav ag o c'halonoù hag a splann o eneioù. Hag ar ganaouenn-se, hag a oa, da gomañs, evite hebkén, a za da voud kanet kreñvoc'h-kreñv gante, ha tud arall he c'hlew hag o deus c'hoant ive d'he c'hanañ a-unton. Ha setu lañset un ton nevez war an douar. O, marse ne ray ket tro ar bed, na diouzhtu na jamez. Mez marse ive, tre evel ar riolennoù hag a red er pradaouier hag en em gav pelloc'h en ur ster vrasoc'h, marse e foeñvo an ton-se un deiz, beteg boud klevet gant un niver braz a dud, ha plijañ a ray dezhe. Kit da ouied... Ar sorbienn-mañ a c'helloc'h kleved, mard oc'h tanaw a skouarn, en ur selled douzh La Jungle Étroite, "ar janglenn strizh". Ema ar film-mañ da voud skignet bremañ e-pad Miz an Teulfilmoù. Istoer un den eo, bet labourer en un uzin produioù kimieg e vuhez pad, ha daet goude da voud, n'eo ket ur jardiner-sul, nann, mez ur jardinour, unan ampart. Hag ar mestr-jardinour-se e ta leun a dud da weled ar pezh a ra. Doned a raont da zeskiñ ar pezh en deus-eñv desket deiz war-lerc'h deiz, ha da roiñ dorn dezhañ ive. Daet eo da voud spered ur baradoezig war e damm douar, pa vez kêr hag he zrouzioù hag he zurmud é henial tro-dro. Ha n'eo ket ur jardin "à la française" en deus savet war e dachenn hir ha strizh, mez kentoc'h ur janglenn lec'h ma kenvéw plantaj a beb sort, legumaj, gwez-frouezh, louzoù helaezh, heb ankouaad ar loened hag a gav o flijadur du-sen ive. Trawalc'h evid magañ ha laouennaad ar c'horfoù hag an eneioù a za betegzañ hed-ha-hed ar bloaz. Kustum omp da rannañ an traoù ataw, evid peb tra a raomp : ar lestri gant ar lestri, ar paperioù gant ar paperioù, an nez gant an nez hag ar laou g'ar laou. Ha n'eo ket sod. Mez evid an natur ne ya ket an traoù ur sort. Dober he deus an natur ag ar liessorted vrasañ. Evel-se en em sant ar yac'hañ, evel-se e taol ar muiañ a frouezh. A-drugarez da dud evel an den a welomp er film-mañ e tay un deiz bennag an denion da gompren n'heller ket bevañ war ur blakenn simant hebkén, nag en ur sal sinema naket. A pa vehe teir fonksion d'ar sinema : deverrañ (lakaad hon amzer da dremen, Gone Girl da skwer, aozet mat, mez goude ?), roiñ da zizoloiñ (evel Le Promeneur d'oiseau, braw-braz) ha roiñ c'hoant d'ober, sur e vehe an teulfilm-mañ da voud lakaet en drived rummad. Er-maez ema ar gouloù-deiz. Mez talvoud a ray deoc'h moned da dremen un euriad bennag en ho sinema karetañ memestra, evid tapoud c'hoant da voned da blantañ gwez diouzhtu-kàer goude. Hag an den-se n'anavan ket mem e hañw. Mez an natur henn goui hag a gan meuleudi dezhañ. Jean-Claude Le Ruyet.20141107e.95C.


Leviathan

Leviathan

12/04/2023

SIN-141031-LEVIATHAN.docx LEVIATHAN Ur film sevenet gant : Andreï Zviaguintsev (2014). Gant : Alexeï Serebriakov, Elena Liadova, Vladimir Vdovitchenkov, Roman Madianov (2e21). Komzet he doa Hélène Carrère d'Encausse ag ar Maleur Rus, (ar Gwalleur Rus), titl unan ag e levroù. Gant film nevez Andreï Zviaguintsev en em gav an arvester dirag ar gwalleur-se. Er film-mañ e c'hwéz an ene rus ag ar penn kentañ d'an achumant. Biskoazh n'on ket bet er vro-se, daoust din boud dedennet kreñv ganti nawazh, hag a werso. Me gred e ta an interest-se ag an amzer ma tastumen timproù. Rag kavoud a raen timproù an URSS braw-braz, dishañval a-zoc'h re ar broioù arall. Neuze eh on bet ataw kizidig douzh ar pezh a denn douzh ar Rusi, ha troioù-lavar a-sort gant "an ene rus", "ar Rusi Santel" ha m'oar-me a dro ataw em fenn. Klevet em boa lâred e oa a-gaoz d'ar "santelezh"-se just a-walc'h e oa daet ar Rusi da voud komunist : n'he doa graet nemed eskemm un dogmatizm gant un arall. A-bell neuze e tahe krizder ar blanedenn a sko war ar vroad-se. Mez petra eo ur vroad, a c'houlenne Ernest Renan e 1882 ? Un ene, en doa respontet. Er Frañs e soñje. Ne ziskouez ket Zviaguintsev e vro gant he zu kàerrañ. Ne welomp nemed izbaioù pe datchaioù kozh, batimantoù paour hanter rivinet plantet en un natur c'harw - e kreiznoz ar Rusi omp, war ribloù Mor Barents. Uzinioù pesked a ro labour d'an dud. Du-hont e véw tud ordinel, eveldimp-ni. Mekanikour eo tudenn bennañ ar film. Moian 'vehe d'an traoù boud mad a-walc'h. Mez ned int ket mad. Breinet eo ar vro gant dilennidi dizonest prest da ne vern petra evid gouarn o galloud. Hag evel kustum, e sort degouezhioù, eh a ar breinadur pelloc'h, beteg ar polis, beteg ar varnerion, beteg disterrañ pazoù ar galloud, ha beteg an iliz. Daoust d'an droedoù boud skrivet splann ha diskoueziñ boud reizh, ne gont a-benn ar fin nemed ar mod ma vint komprenet gant ar galloud-se. Setu amañ ster ar ger Leviatan : un euzhvil e oa ar Leviatan, hag a oa sañset bevañ e penn kentañ ar bed, pa ne oa stumm ebed d'an traoù c'hoazh, er rouestl-orin, an Anaoz. Er Bibl e vez komzet anezhañ e meur a lec'h, dreist-oll e Levr Job (3-8, 40-25, 41-1). Er Grenn-Amzer e veze komzet anezhañ evel diaoul an ifern hag a lonke an eneioù. Mez ster modern ar ger a oa bet roet dezhañ gant an Anglez Thomas Hobbes (1588-1679). Implijet en doa ar ger Leviatan evid komz ag ar Stad, ar Stad hag a zae da voud brasoc'h-braz hag oll-galloudeg en e amzer. Arabad ankouaad ive ar ger leviathan roet da henvorviled ramzel, kavet fosiloù anezhe ouzhpenn 17m hirder : c'hwezhered braz kozh-noe. C'hoant hon eus da lâred : paour-kaezh Rusia ! Ne ziskouez ket ar vro boud prest d'en em zizober ag he diaouled kozh. Ivan Ar Skrijuz, Stalin, ha bremañ ar pezh a vez graet anezhañ ar mafia rus pe ar mafia ruz. Penaoz e c'hell Yannig, pe, kentoc'h, penaoz e c'hell Ivanka ren e vuhez evel ma karehe p'en em gav dirag ur sort euzhvil ? An heni na bleg ket a vez torret. Mez daw eo d'an dud bevañ memestra. Ha kavoud gwad fresk. N'eo ket kér ar vodka ha gouied a ra peb unan sevel e werennad pe revr e voutailhad. Merk an digalonekaad eo, ar gwir sikour evid ankouaad, evid pellaad a-zoc'h tregasoù ar pemdez. Ar pezh a zo, du-hont evel amañ, n'eo ket kàer gant an alkol e ta furnezh pe speredegezh d'an dud. Tud arall, na skopont ket war ar vodka, mez hag a oui gwell marse e-menn ema ar limit, a oui ive penaoz reniñ war an eneoù. Ar boped, beleion an iliz ortodoks, hag he deus kavet ur statud bravig a-walc'h dindan Poutin. A-zivoud an iliz-se e vez kontet ar sorbienn-mañ e-kostez Moskou. Ur louarn he doa klevet blaz ur fourmaj bennag, ha goude klask e oa arruet dindan ar wezenn lec'h ma oa kludet ar vran, ur c'hamamber ganti en he figos. Hag ar louarn é klask ober evel e dadoù-kozh (lennet ho peus La Fontaine, kredabl). Mez bremañ e ouie ar vran-mañ ne faote ket digoriñ he figos pa zae ar louarn da roiñ mel dezhi; ha neuze e chome mud. En un taol nawazh e c'houlenn ar louarn : "Ha mouezhiet ho peus evid Poutin ?" Distabillaet ar vran gant an aters ken dic'hortoz-se ma respontas Ya ! Kentizh e kollas he fourmaj, evel-just ! Hag al louarn da skrignal. Daet skiant d'ar vran a-benn, mez re ziwezhad. "A-wael, a-wael, a lâras-hi, pa'm behe respontet pas, alkent !" Lâred a raer ema ar vran an iliz rus hag ar louarn Poutin... Ur film dispar eo. Ha komz a ra ag ar Rusi hebkén ? Ur vetaforenn eo kentoc'h war hon bed-ni, a ziskouez en em zispenn, kaset-digaset m'ema gant nerzhioù digontroll just a-walc'h. Kreñv-braz eo skeudennoù ar beredadoù bagoù é vreinañ e Mor Barentz. Kreñv-braz ive ar relegoù morviled skoet war ar lec'hid. Ha kaletoc'h c'hoazh skeudenn ar paotr yaouank kollet du-hont, e deraou e vuhez, dirag ar maezad gouez-se, digalonekauz ha ken braw war-un-dro. Penaoz krogiñ e-barzh gant ur sort tonkad war e ziwskoaz ? Jean-Claude Le Ruyet.20141031d.94C. Gerioù : Rouestl = embrouillement, enchevêtrement, embarras, chaos. Euzhvil = monstre. An Anaoz = le Chaos des Origines. Ar Grenn-Amzer = le Moyen-Age. Morvil = cétacé ; henvorvil = cétacé primitif. C'hwezher-braz = cachalot. Lec'hid = vase (lec'hideg = vasière). Maezad = paysage. Tonkad = sort, destin.


HIPPOCRATE

HIPPOCRATE

12/04/2023

SIN-141024-HIPPOCRATE.docx HIPPOCRATE Ur film sevenet gant : Thomas Lilti (2014). Gant : Vincent Lacoste, Reda Kateb, Jacques Gamblin (1e42). Medisinour e oa Hipokratez. Bevet en doa e Bro-C'hres tro-dro da 400 vloaz e-raog hon amzer. Anavet eo evel diazezer ar medisinerezh modern. Chomet eo staget e hanw douzh ar le en dehe geriet evid peb heni en doa c'hoant da c'houestliñ e vuhez d'ar medisinerezh. Le Hipokratez a zo bet gouarnet beteg hiziw c'hoazh, mez modernekaet eo bet gant ar skolioù-meur. Primum non nocere, "Da gentañ, chom heb noazoud, heb ober muioc'h a zroug" a vehe unan a bennaennoù Hipokratez, a-sort gant an eil-mañ :" Ra vo ho poued ho remedenn nemeti". Saver an dietetik, ar vouedouriezh e vehe bet ive. Daet soñj d'an dud, hiziw an deiz, ha n'eus ket pell zo c'hoazh, e c'helle ar boued boud kaoz ag hon kleñvedoù, ha liesoc'h eged ma kredomp. Gwir eo, anad eo, pa lakaomp esañs e-lec'h gazol en hon kirri e welomp diouzhtu an dizalbad a ra er motorioù. Kuriuz eo ne raomp ket ar memez liamm etre ar pezh a lakaomp en hon korfoù hag an drougoù a c'hell doned da-heul, mez evel-sen eh omp... Diskoueziñ a ra ar film penaoz e c'hell ar vedisinourion yaouank krogiñ gant o micher. Goude boud tremenet bloaziadoù é studial korfadur mab-den, int en em gav war an "talbenn", koulz lâred, evid boud "internes", da lâred eo diabarzhaded en un ospital bennag. Diaez e vehe lâred e vehent moused war o micher, evel ar vartoloded yaouank hag a veze moused war ar bagoù ket boud martoloded a-feson. Rag diouzhtu-kàer e tosta an diabarzhaded douzh problemoù krishañ an dud : kleñvedoù, drougoù, poanioù ha marw. N'eo ket toud anavoud dre vemoer katalog ar remedoù ; n'eo ket toud anavoud a-feson ar protokoloù a jaoj gant kleñved-mañ-kleñved. Da gentañ e rank an danvez-medisinour gouied pesort kleñved a zo aze, e korf pe e spered an den klañv astennet war e wele diragzañ. Ha lâred em eus amañ "e korf pe e spered", pa vehe gwell lâred "e korf hag e spered" an den, kentoc'h, rag ur liamm anatoc'h-anad zo etre an daou. E-mesk ar vedisinourion o deus gwelet ar film eh eus lod hag a gav ennañ ar pezh o doa bevet da gomañs. Gweled a raont an ospital tre evel an heni a anavont, hag a ro liez muioc'h a bouez d'an traoù, d'ar sistem, d'ar protokoloù eged d'ar re glañv o-hunan. Lod a rebech d'ar film diskoueziñ an diabarzhaded evel tud yaouank é tizoloiñ an ospital en un taol, ar pezh nad eo ket gwir pa raont stajoù helaezh en ospitalioù e-pad o bloaziadoù stummadur. Mez lod arall a zo daet er-maez ag ar sinema choket pe strafuilhet d'an nebeutañ, a-gaoz ma kredont e vo lakaet disfiziañs e pennoù an dud bremañ, a-zivoud komz ar vedisinourion. Petra ober nawazh heb fiziañs etre an heni klañv hag an heni karget a zegas yec'hed dezhañ en-dro ? Evid ar re nad int ket medisinourion, eveldin-me, stank eo ar re o deus klevet komz moarvad a spered c'hoari an danvez-medisinourion, da lâred eo ar baotred hag ar merc'hed yaouank e deraou o micher soagnañ. Er film e weler an dud-se, siriuz braz e-pad an deiz, pa yaont da weladenniñ ar re glañv. Mez da beb an amzer ec'h ankouaont o labour hag o c'hlañvourion ha ne gont mui nemed ar fent hag ar farsal. Komprenabl eo, ouzhpenn-se, ne vez ket gwall bell an hudurniezhoù nag ar c'hadaliezh a-zoc'h o c'hoarioù : un tu ag ar vuhez int ive. Neuze, c'hoari gant ar marw hag ar vuhez, ha deizioù pad, a c'houlenn, da beb an amzer, prantadoù skañvoc'h. Dober o dez an dud-se a selled diseblant douzh ar c'hleñvedoù emaint karget a stourmiñ doute. Ha petra ar gwellañ evid doned da benn, mar n'eo ket dre vourdal ? Hiziw an deiz ema daet ar medisinerezh da voud ur skiant. Ha goulenn a ra an dud kement-se. Kaset e vez hon korfoù d'an ospital evel ma kasomp hon otoioù da di ar mekanikour. Ne gerzhent ket kén ? Bremañ e kerzhont en-dro. Un amzer zo bet e veze sellet douzh ar medisinerezh evel douzh un arz. Ha diaez e vez an arz, evel ma vez lâret. Mez n'eo ket korfoù an dud na mekanikoù na robotoù c'hoazh. A-fed kleñvedoù e chom traoù displann. Sevel un diagnostik zo un dra diaez dija. Ha da beb termen e c'hell ne vern pesort medisinour ober ur fari, en em drompiñ, en em drompiñ da vad zokén, diwar goust an heni klañv hag a chomo mac'hagnet goude-se marse, hag a varvo marse... Rag ar pezh a c'hell boud ur remed a-feson evid unan bennag a c'hell boud diefed evid ur c'hlañvour arall. Gwazh c'hoazh : pa vez roet ur remedenn bennag douzh un droug bennag e vez ankouaet komz ag an dregefedoù, dregefedoù hag a c'hell lakaad diaez an dud war un dachenn arall ag o yec'hed. Setu perag e chomo pell ar medisinerezh un arz c'hoazh, kredabl. Setu perag ive n'omp ket prest da voud sur ag an disoc'h biken, pa vimp kaset d'an ospital... Jean-Claude Le Ruyet.20141024d.93C.


PRIDE

PRIDE

12/04/2023

SIN-141017-PRIDE.docx PRIDE Ur film sevenet gant : Matthew Warchus (2014). Gant : Bill Nighy, Imelda Staunton, Paddy Considine. Kavoud a ran interesuz komz ag ar filmoù a ziskouez penaoz eh a an traoù er broioù kelteg arall. Aferioù familh, en ur mod. Ha setu ur film hag a gomz a Vro-Gembre, lec'h ma oa, da amzer Margaret Thatcher, minoù glaou-douar c'hoazh (un nebeud anezhe zo bet digoret en-dro nevez so). Komz a ra ar film ag an harz-labour en doa padet ur bloaziad a-bezh, etre miz meurzh 1984 ha miz meurzh1985. Lod ahanoc'h o deus soñj marse ag ar stourm kaled-se en doa lakaet Breizh-Veur diaez, goude ma oa bet divizet serriñ ugent min gant an National Coal Board, da lâred eo Komision Vroadel ar Glaou-douar. Gouied a rae ar gouarnamant saoz ne vehe ket bet aez serriñ minoù, ha prientet mat en doa an dachenn, dre sevel berniadoù braz a c'hlaou en a-raog, dre endevoud skloumet emglevioù gant broioù arall evid emporzhiañ glaou-douar diouzh rekiz, dre roiñ d'ar polis urzhioù da dalañ hardizh douzh an harzerion-labour. Ha kaled e oa bet an traoù, ha paduz, er Yorkshire dreist-oll, brasañ kontelezh Bro-Saoz, ouzhpenn 5 milion a dud é chom eno, gant kêrioù brudet evel Leeds ha Sheffields, ken braz ha Naoned. Mez amañ ne vo ket hanw ag ar Yorkshire, mez ag ur gêr vihan a Vro-Gembre. Danvez ar film zo emgav daou rummad tud dishañval a-grenn (war a seblant d'an nebeutañ) : heni hañvalreviaded a Londrez, paotred ha merc'hed, ha tud a-ziwar ar maez, poblañs ar gêrig-se a Vro-Gembre. Un darvoud estonuz, mez un darvoud gwir nawazh. D'an amzer-sen e oa an hañvalreviaded e-kreiz o stourm evid ma vehent laosket da vevañ evel ma karent, heb ma vehent lakaet a-gostez gant ar rest ag an dud, ha goapaet, ha disprizet ha dismegañset. Amzer kentañ ar pezh a vez hanvet bremañ ar Gay-Pride e oa : en em dolpañ a rae an hañvalreviaded evid dibunañ joaiuz e kêr hag en em ziskoueziñ dirag an oll, e-lec'h chomel kuzh ha mezheg evel ma vezent oblijet da voud a-c'houde kantvedoù. Ha setu daet soñj d'unan anezhe liammañ o stourm douzh stourm ar vinerion (ar vengleuzerion) evid gouarn o labour. Drol an ide, mez gwir an istoer. Ha kontiñ a ra ar film an emgav-se, ar stokadeg etre daoù sort tud dishañval. Tud a gêr diouzh un tu, arzourion, muzikanerion, dañsourion, kazetennerion, ha diouzh an tu arall tud hag a oa chomet en ur bed nen doa ket kemmet kalzig a-c'houde gwers amzer...mez tud gouest da gompren ha da chañch ive ! Un tostaad ouzhpenn eo evid diskoueziñ penaoz e chom tud zo gant kredennoù diwar-benn tud arall, liez a-gaoz ma ne savont ket darempred ebed etreze, tre evel pa vehent estrenion rik. E-mod-se e oa bet an traoù etre Frañsizion hag Alamanted er Brezel Braz. Peb unan a grede e oa an arall un diaoul rust ha gouez, pa vizere peb unan en e fozell gant ar memez aon, ar memez droug, ar memez c'hoant da achu gant ar follentez-se. Soñj 'm eus e oan chomet un herrad simudet p'am boa gwelet ur wezh mignoned alaman o doa hon pedet da goaniañ gante en o zi-vakañs. Da fin ar pred em boa gwelet Karl-Heinz torchañ ar pladoù gant un torchouer, da lâred eo tre evel ma raemp-ni ! Ha daet ar soñj din en un taol hor boa graet brezel douzh an dud-se teir gwezh, pa dorchent o fladoù eveldimp-ni... Ur film a-feson, Joyeux Noël, a oa bet savet a-zivoud ar c'hompren a oa daet da soudarded alaman ha gall er bloaz 1914, da vare Nedeleg. Unan en doa kroget da ganal evid lidañ ar momant, hag en tu arall ag an talbenn e oa bet respontet, narenn gant ar fuzilhoù mez gant ar memez ton. Ha kredet o doa ar soudarded moned er-maez ag o fozelloù, tostaad unan douzh egile, remerkiñ ne oa ket sovajed a oa adal dezhe, eved ur lomm asamblez, ha gweled ne oant oll nemed tud, nemed denion bet boutet en ifern ne ouient ket re penaoz, nemed dre ziviz amoed un nebeud politikourion renet muioc'h gant o c'hoantoù personel eged gant mad an oll. Mez goude un herrad e oa bet klozet an diduadenn, an ehan, ar momed a c'hras hag a sklaerijenn, ha fardet en doa peb unan en-dro en e doull, rag e zever a oa aze, e zever, añfin ar pezh a oa bet boutet en e benn ataw e oa e zever. Diskoueziñ a ra ar film-mañ, Pride, an hent a rankomp ober evid "doñvikaad" egile pa ne soñj ket eveldimp. Pasianted, mez pas hebkén. Ni ive hon eus traoù da zeskiñ ha da gompren. N'eo ket ar wirionez gant ar memez re ataw, a lâre Loeiz Herriaou pa gomze ag unvaniñ an doare-skriv (un istoer kozh, neketa ?). N'eus nemed pa ra peb unan ur paz trema egile e c'hell an traoù chañch, e c'hell ar c'hompren doned, e c'hell ar c'henlabour grogiñ da vad hag ar bed a-bezh moned gant un hent nevez. Ha stank eo an tachennoù lec'h ma vehe braw lakaad ar spered-se da renañ. Jean-Claude Le Ruyet.20141017e.92C.SIN-141017-PRIDE.docx PRIDE Ur film sevenet gant : Matthew Warchus (2014). Gant : Bill Nighy, Imelda Staunton, Paddy Considine. Kavoud a ran interesuz komz ag ar filmoù a ziskouez penaoz eh a an traoù er broioù kelteg arall. Aferioù familh, en ur mod. Ha setu ur film hag a gomz a Vro-Gembre, lec'h ma oa, da amzer Margaret Thatcher, minoù glaou-douar c'hoazh (un nebeud anezhe zo bet digoret en-dro nevez so). Komz a ra ar film ag an harz-labour en doa padet ur bloaziad a-bezh, etre miz meurzh 1984 ha miz meurzh1985. Lod ahanoc'h o deus soñj marse ag ar stourm kaled-se en doa lakaet Breizh-Veur diaez, goude ma oa bet divizet serriñ ugent min gant an National Coal Board, da lâred eo Komision Vroadel ar Glaou-douar. Gouied a rae ar gouarnamant saoz ne vehe ket bet aez serriñ minoù, ha prientet mat en doa an dachenn, dre sevel berniadoù braz a c'hlaou en a-raog, dre endevoud skloumet emglevioù gant broioù arall evid emporzhiañ glaou-douar diouzh rekiz, dre roiñ d'ar polis urzhioù da dalañ hardizh douzh an harzerion-labour. Ha kaled e oa bet an traoù, ha paduz, er Yorkshire dreist-oll, brasañ kontelezh Bro-Saoz, ouzhpenn 5 milion a dud é chom eno, gant kêrioù brudet evel Leeds ha Sheffields, ken braz ha Naoned. Mez amañ ne vo ket hanw ag ar Yorkshire, mez ag ur gêr vihan a Vro-Gembre. Danvez ar film zo emgav daou rummad tud dishañval a-grenn (war a seblant d'an nebeutañ) : heni hañvalreviaded a Londrez, paotred ha merc'hed, ha tud a-ziwar ar maez, poblañs ar gêrig-se a Vro-Gembre. Un darvoud estonuz, mez un darvoud gwir nawazh. D'an amzer-sen e oa an hañvalreviaded e-kreiz o stourm evid ma vehent laosket da vevañ evel ma karent, heb ma vehent lakaet a-gostez gant ar rest ag an dud, ha goapaet, ha disprizet ha dismegañset. Amzer kentañ ar pezh a vez hanvet bremañ ar Gay-Pride e oa : en em dolpañ a rae an hañvalreviaded evid dibunañ joaiuz e kêr hag en em ziskoueziñ dirag an oll, e-lec'h chomel kuzh ha mezheg evel ma vezent oblijet da voud a-c'houde kantvedoù. Ha setu daet soñj d'unan anezhe liammañ o stourm douzh stourm ar vinerion (ar vengleuzerion) evid gouarn o labour. Drol an ide, mez gwir an istoer. Ha kontiñ a ra ar film an emgav-se, ar stokadeg etre daoù sort tud dishañval. Tud a gêr diouzh un tu, arzourion, muzikanerion, dañsourion, kazetennerion, ha diouzh an tu arall tud hag a oa chomet en ur bed nen doa ket kemmet kalzig a-c'houde gwers amzer...mez tud gouest da gompren ha da chañch ive ! Un tostaad ouzhpenn eo evid diskoueziñ penaoz e chom tud zo gant kredennoù diwar-benn tud arall, liez a-gaoz ma ne savont ket darempred ebed etreze, tre evel pa vehent estrenion rik. E-mod-se e oa bet an traoù etre Frañsizion hag Alamanted er Brezel Braz. Peb unan a grede e oa an arall un diaoul rust ha gouez, pa vizere peb unan en e fozell gant ar memez aon, ar memez droug, ar memez c'hoant da achu gant ar follentez-se. Soñj 'm eus e oan chomet un herrad simudet p'am boa gwelet ur wezh mignoned alaman o doa hon pedet da goaniañ gante en o zi-vakañs. Da fin ar pred em boa gwelet Karl-Heinz torchañ ar pladoù gant un torchouer, da lâred eo tre evel ma raemp-ni ! Ha daet ar soñj din en un taol hor boa graet brezel douzh an dud-se teir gwezh, pa dorchent o fladoù eveldimp-ni... Ur film a-feson, Joyeux Noël, a oa bet savet a-zivoud ar c'hompren a oa daet da soudarded alaman ha gall er bloaz 1914, da vare Nedeleg. Unan en doa kroget da ganal evid lidañ ar momant, hag en tu arall ag an talbenn e oa bet respontet, narenn gant ar fuzilhoù mez gant ar memez ton. Ha kredet o doa ar soudarded moned er-maez ag o fozelloù, tostaad unan douzh egile, remerkiñ ne oa ket sovajed a oa adal dezhe, eved ur lomm asamblez, ha gweled ne oant oll nemed tud, nemed denion bet boutet en ifern ne ouient ket re penaoz, nemed dre ziviz amoed un nebeud politikourion renet muioc'h gant o c'hoantoù personel eged gant mad an oll. Mez goude un herrad e oa bet klozet an diduadenn, an ehan, ar momed a c'hras hag a sklaerijenn, ha fardet en doa peb unan en-dro en e doull, rag e zever a oa aze, e zever, añfin ar pezh a oa bet boutet en e benn ataw e oa e zever. Diskoueziñ a ra ar film-mañ, Pride, an hent a rankomp ober evid "doñvikaad" egile pa ne soñj ket eveldimp. Pasianted, mez pas hebkén. Ni ive hon eus traoù da zeskiñ ha da gompren. N'eo ket ar wirionez gant ar memez re ataw, a lâre Loeiz Herriaou pa gomze ag unvaniñ an doare-skriv (un istoer kozh, neketa ?). N'eus nemed pa ra peb unan ur paz trema egile e c'hell an traoù chañch, e c'hell ar c'hompren doned, e c'hell ar c'henlabour grogiñ da vad hag ar bed a-bezh moned gant un hent nevez. Ha stank eo an tachennoù lec'h ma vehe braw lakaad ar spered-se da renañ. Jean-Claude Le Ruyet.20141017e.92C.


Gemma Bovery

Gemma Bovery

12/04/2023

SIN-141010-GEMMA BOVERY.docx GEMMA BOVERY Ur film sevenet gant : Anne Fontaine (2014). Gant : Fabrice Lucchini, Gemma Arterton, Isabelle Candelier, Jason Flemyng. Lod a skriv romantoù. Skrivagnerion. Ar pezh a empentont e sekred o emskiant a vez lakaet gante war ar paper. Ha tud a lenn ar skridoù-se ha gelliñ a raont, meur a wezh, kavoud plijadur douzh henn ober. "Se zo lizheradur !" ha mad pell zo, daoust d'ar lizheradur boud mad gwezhavez, kenteliuz zokén. Lod a ya ken pell er romantoù o-hunan, er vuhez taolennet gante, ma en em gollont enne, ma ne welont an traoù goude nemed dre aergelc'h ar romantoù-se ha dre an dudennoù o deus bet ar blijadur dispar da vevañ gante e-pad un nebeud euriadoù. Ha setu aze Lucchini. Piw enta, gwell egetañ, en dehe gellet boud Martin Joubert er film-mañ, savet gant Anne Fontaine diwar ur romant bet skrivet gant Posy Simmonds ? Honnañ zo brudet en he bro. Skrivet he deus meur a vandenn-dreset, Gemma Bovery unan anezhe, e-mesk ar pezh a vez graet romantoù grafik anezhe, da lâred eo romantoù treset. Ouzhpenn an tresadennoù e laka Posy Simmonds testennoù berr evid komz a santimantoù an dud, diaez da ziskoueziñ gant tresadennoù hebkén. A-c'houde ma anavan Fabrice Lucchini (dre ar sinema, a lâran), ne gavan ket e klask chañch. Ha plijadur am eus-me é weled ne chañch ket re. Dougañ a ra ennañ ur "serten ide" ag ar lizheradur, ag an testennoù braw, ag ar gerioù. E vagadur spered eo, e nektar pemdezieg marse zokén. Komzit din ag e sell : sourprenet liez, bamet, souezhet. Mez pas e sell hebkén. Komzit din ag e veg, e vod d'ober grimoù, e vod da verkañ e eston. Komzit din ag e vouezh : ar feson ma laosk ar gerioù da stivellad, ataw priziuz, ataw difonn, tre evel diamantoù diskouezet d'ur prener bennag. Drol eo, da gomañs, gweled Lucchini waet da vouloñjer en ur gêriadennig ag an Normandi. Daw eo ankouaad an dra-se, fardañ en istoer, ha leuskel da voned. Sinema eo. Da gentañ e weler an toaz. An toaz d'ober bara, an toaz da verad, dousig ha gant respet. Rag ema daet Martin Joubert da voud bouloñjer goude boud bet bourc'hiz-bobo e Pariz. Un distro da vuhez sioul ar maezoù enta. Mez ne chañch ket an dud evel-se. Hag ar Joubert-se ema chomet en e spered an hunvreoù a veve ennañ dija pa oa é chom e kêr. E berrgomzoù ema Joubert un hunvreer, un hunvreer touet, un hunvreer dre natur, dre anien. Ha maget e hunvreoù gant ar romantoù en deus lennet ; ouzhpenn lennet zokén : romantoù bet enkorfet gantañ, bet ensperedet. Neuze, pa za an Anglezed Gemma ha Charles Bovery da chom en ti kozh hag a oa e gwerzh just a-dreñv e heni, e soñj diouzhtu e romant Gustave Flaubert bet embannet e 1857 : Madame Bovary. Setu hon lenner-hunvreer é tridal a gorf hag a galon, fasibl evel ur wenanenn pa za moged ar gwenaner d'he zennañ ag he buhez ordinel. Ha ken bamet ha ken trejeboulet ema hon den gant an darvoud dreist-ordinel-se, ma ta dezhañ da grediñ ema e-kreiz ur wersion vodern a romant Flaubert. Hag evel un den sod-nay gant e lennadenn e ta Joubert da voud sod-nay gant buhez an dudennoù-romant a wel é vevañ etaltañ. Moned a ra d'o spiañ zokén, beteg lakaad e lod en o buhezioù. Ha perag ? Evid respetiñ ar romant, pe evid parraad douzh ar pezh a zegouezh er romant, evid ma n'achuo ket an istoer-mañ evel ar romant gwirion, da lâred eo gant emlazh Emma Bovary, he doa lonket sianur evid lakaad un termen d'he buhez divlaz. Meur a feson zo sur a-walc'h da weled ar film-mañ. Rag ema peb unan gant ar filmoù en deus gwelet dija, gant ar romantoù en deus bet tro da lenn e-raog (evel Martin Joubert, mez marse pas ken klañv memestra). Soñjet 'm eus-me a livadurioù ar re e vez graet anezhe "ar Rag-Rafaeled", "Les Préraphaélites", livourion a Vreizh-Veur o doa divizet, e 1848, heuliañ mod-ober livourion italian pe flamank hag o doa bevet e-raog livourion vrudet an Azginivelezh, ar Renaissance, tud o doa bevet e-raog Rafael enta, an heni brudetañ anezhe. Rag diskoueziñ a ra Gemma Arterton boud un tammig evel ar maouezi-se a oa bet lakaet da vodelloù gant ar Rag-Rafaeled. Ar re-se, skuizh gant an arz viktorian, re glasel evite, o doa c'hoant da uhellaad soñjoù an dud dre sevel ur arz moral. Setu perag e yaent da glask o awen er bibl, er Grenn-Amzer hag er Varc'hegiezh, er lizheradur hag er varzhoniezh. Evid pezh a sell douzh ar maouezi, e sellent douzh ar re-mañ evel aeled gouest da soviñ an eneoù kollet pe, er c'hontrel, evel braventezioù dañjeruz. Hag amañ, ema Gemma Arterton, alias Gemma Bovery, pe unan pe an all. Evid Joubert, me'm eus aon, ema an diw war-un-dro : plac'h vraw, ha plac'h dañjeruz. Da gentañ e oa an toaz, a lâren, ha da fin e vo ar bara. Kit da weled ar film da gompren ar perag. Jean-Claude Le Ruyet.20141010d.91C.


Winter Sleep

Winter Sleep

12/04/2023

SIN-141003-WINTER SLEEP.docx WINTER SLEEP Ur film sevenet gant : Nuri Bilge Ceylan (2014). Gant : Haluk Bilginer, Melisa Sözen, Demet Akbag. Hanw zo ag Istamboul er film-mañ, ur film turk e awen. Istamboul, ar gêr vraz, ar gêr bobleg, ar gêr vrudet, etre Kornôg ha Reter, etre Europa hag Azia. Mez ne vo ket gwelet Istamboul. Amañ e vo gwelet ur c'horn bihan a Gapadokia, ar C'hapados, ur vro kuriuz-braz e-kreiz an Anatoli, ur rannvro e nord an Turki. Kapadokia, da lâred eo "Rouantelezh ar ronseed gouez", "Rouantelezh ar c'hezeg a-ouenn rik". Ur vro vraw eo, kuriuz ar menezioù eno, ur vro hag a zo bet kaset-digaset gant an Istor : Hitited, Asirianed, Frigianed, Meded, Kimerianed, Persed. Ha c'hoazh, goude boud bet gwallgaset gant ar stourmoù etre Gresianed ha Romaned, ur vro waet dindan beli an Arabed ha heni an Durked a-benn ar fin. A-gaoz d'an turmud-se, hed-ha-hed ar c'hantvedoù, an dud o doa kreuzet kavarnioù ha riboulloù er menezioù leun a vammennoù a zo du-hont, ha dindan an douar e vevent, gant o zier, o c'hraouier, o fuñsoù-glaw, o ilizioù kinklet kàer, o solerioù da serriñ greun. En XVIved kantved e oa bet ur sec'hor vraz he doa lakaet an dud da achap kuit. N'eus ket kant vloaz so c'hoazh e oa daet tud da zizoloiñ ar vro en-dro, touristed helaezh o doa degaset ur vuhez nevez d'an tachad, gant micherourion a beb sort (tapiserion ha poderion da skwer). Nann, ne vo ket gwelet Istamboul hag he monedonea diarsav er film-mañ. Amañ eh omp war ar maezoù. Difonn e tro an amzer. N'eo ket ur vro dilezet memestra : en ostel lec'h ma tremen an istoer e ta Japoniz yaouank da lojañ e-pad un noziad pe ziw, koutant-braz ag o zroiadoù er c'hornad. Gant ar saozneg e ta peb unan da gompren egile, evel e peb lec'h bremañ. Evet e vez tizan, tizan-saoj da skwer, hag evet e vez alkool ive. Gant an tizan : ur bed flour, ur bed amiabl, evel ur mor habask. Gant an alkool: ur bed arall. Ur bed arall, n'eo ket, mez tu arall ar bed-se, re vraw evid boud gwirion. Gant an alkool, ya, ar memez bed, mez tu teñwel ar bed-se, ur mor tost da zirollañ hag a vez dizoloet tamm ha tamm. E-pad teir euriad ha kard eo e lambig Nuri Bilge Ceylan ar jol a red e gwazhiad e dudennoù, ha ne weler ket an euriadoù-se é pasañ. Gant an amzer-se nawazh, an amzer hon eus roet ag hon buhezioù evid moned da weled ar film, gant an amzer-sen e vez hanw ag ar vuhez é tremen, ar vuhez hag a rann an dud etre paourentez hag aezamant, etre deskamant hag eeunded-spered. Etre fierded ha mizer... N'eo ket, pas etre fierded ha mizer. Rag n'eo ket abalamour m'ema paour an den ne c'hell ket santiñ lorc'h ennañ ha diskoueziñ ar lorc'h-sen er momantoù dic'hortosañ. Hanw zo ag ar gouiañv, pa vez an natur é kousked dindan e vantell-erc'h ; pa ya an dud difonn war an hentoù skornet, rïellet ; pa vez serret peb unan en e di, pa glask toemmder ur flammenn bennag da zivavañ e zaouarn reud ; pa soñj an den neuze er pezh en deus graet, er pezh nen deus ket graet, er pezh en dehe gellet ober, er pezh en deus lâret pe nen deus ket lâret. Hanw zo ag an darempredoù etre an dud, e-kreiz ar familhoù zokén. Er familhoù lec'h ma vez govellet ar c'hevredigezhioù. C'hoar ha breur, maouez ha gwaz, krouadur ha tad. Hag e-kreiz ar c'houblad zokén, ar stok etre yaouankiz ha kozhoni. Ha hanw zo ag an argant, hag a c'hell boud un ampouezon, memez pa ne soñj ket an dud ema un ampouezon. Ur film kreñv eo, hag a ziskouez nerzh ar vuhez, he braventez voliac'huz, mez ive he zenerded, he breskted. Dialogoù zo, daou ha daou, pe tri den war-un dro meur a wezh. Lâret e vehe matchoù tennis, ha gwazh c'hoazh, pa strimp ar frazennoù evel laonennoù-koutell. Mez santet e vez poanioù an dud, an harz etre o eneoù, o digenvez, a-benn ar fin, o zristez ive, o faezhadur, o gouzañvidigezh rag o flanedenn. Ataw e vin fromet gant ar gwad a red e korfoù an dud a zo war ar glenn, ar gwad hag a gas gantañ ar memez santimantoù, ar memez c'hoantoù, ar memez esper, kalz ne vern liw kroc'henn an dud-se, pe o mod da gompren ar bed. Soñj 'm eus boud gwelet ur wezh un abadenn a-zivoud an Turki, ur vaouez gozh war ar skramm é lakaad he digoavennerez da droiñ tre evel ma rae ma mamm-gozh e Breizh. Ar memez gwrac'hennoù war o fasoù o diw, ar memez dilhad du, ar memez talioù merket gant ar bloaziadoù...hag ar memez liw gwenn gant ar laezh a zivere ag o mekanikoù. Ur film touristerezh eo, e Kapadokia, en Turki, ya ; mez ur veaj e kalonoù an dud dreist-oll, braw ataw, beteg en o zristez, beteg en o dàeroù. Jean-Claude Le Ruyet.20141003c.90C.


Lucy

Lucy

12/04/2023

SIN-140926-LUCY.docx LUCY Ur film sevenet gant : Luc Besson (2014). Gant : Scarlett Johansson, Morgan Freeman, Min-sik Choi. Setu ur film-polis a-sort ma oui Luc Besson o henial dimp, ur film savet diwar un ide interesuz : n'implijehe ket an dud rac'h ar pezh a c'hellehent ober gant o empennoù. Lennet em boa-me 5% hebkén ; er film e komzont a 10%. Ne vern, chomel a rahe c'hoazh 90% ag hon neuron da kousked. Da gousked, pe d'an nebeutañ da feneantiñ, da landreantiñ, da lizidantiñ, da lureiñ, da roiñ bronn d'ar bal, kwa : ur vezh ! Soñjit 'ta : miliardoù a neuron a vehe dalc'het kloz en hon klopennoù, ha ne vehe nemed un dornad anezhe é fichal un tammig, éc'h ober o labour. Ha pesort labour ? Evid ar pezh a sell douzh mont-en-dro hon organoù, nebeud a labour, e gwirionez. Kaset e vez an traoù war-raog gant un eil empenn hag a zo en hon kofoù, dam ya, daou gant milion a neuron karget a lakaad an avu, ar skevent, ar galon, ar bouzelloù, ar felc'h, ar lounizhi, ar pankreaz ha m'oar-me c'hoazh, d'ober o seizh gwellañ evid ma c'hellimp chomel béw ar gwellañ ma c'hellomp. Ur labour diemskiant a ra an neuron-se : n'hellehemp ket soñjal da beb termen e rankomp lakaad hon kalonoù da dalmañ ! Dalc'het e vehe hon evezh gant an dra-se hebkén ! Pas, moned a ra ar mekanik-se war-raog e-hunan, ha pa ne gerzh ket kén e ta drougoù dimp. Lâred a rae ma mamm-gozh ne ouie ket he doa ag ur stomok. N'he doa ket biskoazh klevet hennezh é termal, é klemm en ur mod bennag. Marvet eo ma mamm-gozh memestra : ne oa ket trawalc'h evid padoud... Nag ar soñjal, ankouait hon eus ar soñjal ! Tamm ebed. A-drugarez d'o empennoù, griz pe gwenn, o deus gellet an dud sevel ur sevenadur ha goloet ar blanedenn gantañ bremañ. Ne lâran ket ema evid mad an oll ataw. Peb unan ahanoc'h en deus klevet komz ag ar pezh a zo é tostaad : un dizurzh braz hon eus lakaet en hinad, ha bremañ ar skornegi é teuziñ, ar gaz metan éc'h achap en aergelc'h hardizh (gwazh eo ar metan eged ar CO2 c'hoazh), live ar morioù hag an temperadurioù é kreskaad. Mall eo klask diskloumoù d'an afer. Ha pandeogwir ne seblant ket hon gouarnamantoù krogiñ er sugelloù e krog an dud simpl d'henn ober. Peb unan a ra un dra bennag a-feson, un draig hebkén marse, mez ar meurvor n'eus nemed tapennoù ennañ ive. Evid afer an hinad hor behe dober ag empennoù en o efedusañ, kant dre gant ag o neuron é troiñ noz ha deiz, gouest da roiñ dimp un diskloum a-feson evid kenvevañ war an douar heb duañ an dazont. Mez na rit ket bil, ne vo ket torret ho pennoù amañ gant afer an hinad. Un digarez eo kentoc'h afer an neuron é vakañsiñ. Setu-ni gant ur film-polis luskeg-braz, en ur bed tàer ha leun a zarvoudoù dic'hortoz, a-sort gant ar pezh a vez kavet e filmoù arall Luc Besson, da skwer Nikita ha Leon. Gwelet e vez ur vandennad Chiniz tàer-ruz, heb feiz na reizh evel-just, é klask rastellad argant gant un dramm nevez bet boutet e kof un nebeud "muled" pe "mulezed" karget a gas an dramm-se d'an estrenvro. Mez pa darzh, e kof Lucy, ar sac'h-plastik lec'h ma oa an dramm, ne chom ket diefed an drogach, ha war empenn ar plac'h e labour. N'eo ket sur en deus klasket ar sevener chomel tost douzh ar pezh a c'hellehe degouezhoud, rag ne oui den ebed pesort bedoù a vehemp gouest da empentiñ pa vehe dihun hon empennoù en o fezh. Da skwer ne ouiomp ket hag-eñv e vehe kreñvoc'h ar garantez etre an dud, ne ouiomp ket ha speredekoc'h e vehe hon jestoù ha furroc'h an denelezh, ne ouiomp ket mar dahemp da benn a doullañ kevrin ar vuhez. Ar pezh a zo bet dalc'het er film zo kentoc'h ur c'hresk ag hon galloud personel : seul stankoc'h an neuron boutet e c'hoari hon emskiant, seul greñvoc'h e vehemp... war dachenn ar materi. Gouest da c'hoari war traezoù pell a-zoc'himp, gouest da dreuziñ murioù ha traoù evel-se, gouest ive da weled e diabarzh korfoù ar re arall, da weled o c'hleñvedoù, da skwer. Mez gouest ive da zivinoud ar pezh a soñj hon amezeion. Ur bed arall ! Arabad klask re a wirionezioù skianteg amañ enta, rag ur film-diverrañs eo dreist-oll, gant ur roll nevez bet roet da Scarlett Johansson ennañ. Faltazi zo ; skiant, nebeud. Mez goude, marse e vehe braw dimp en em c'houlenn penaoz doned da voud mestr war an naw neuronenn diwar zeg ne glevomp ket komz anezhe biskoazh. Tud zo a ya da veveriañ evid-se, evel menec'h tibetan, lod a lonk drammoù, drogoù a beb sort, é soñjal eh aint er-maez ag o c'horfoù hag e tizoloint bedoù estren heb kuitaad o c'hadoerioù. Evel ma lâre Descartes, ar skiant vad eo an dra voutinnañ gant an dud. Mechal. Daoust ha kreskaet e vehe hon skiant-vad dimp oll ha pesort gweredoù a zahe da-heul ? Misteriuz e chomo an empenn pell c'hoazh, kredabl. Jean-Claude Le Ruyet.20140926e.89C.SIN-140926-LUCY.docx LUCY Ur film sevenet gant : Luc Besson (2014). Gant : Scarlett Johansson, Morgan Freeman, Min-sik Choi. Setu ur film-polis a-sort ma oui Luc Besson o henial dimp, ur film savet diwar un ide interesuz : n'implijehe ket an dud rac'h ar pezh a c'hellehent ober gant o empennoù. Lennet em boa-me 5% hebkén ; er film e komzont a 10%. Ne vern, chomel a rahe c'hoazh 90% ag hon neuron da kousked. Da gousked, pe d'an nebeutañ da feneantiñ, da landreantiñ, da lizidantiñ, da lureiñ, da roiñ bronn d'ar bal, kwa : ur vezh ! Soñjit 'ta : miliardoù a neuron a vehe dalc'het kloz en hon klopennoù, ha ne vehe nemed un dornad anezhe é fichal un tammig, éc'h ober o labour. Ha pesort labour ? Evid ar pezh a sell douzh mont-en-dro hon organoù, nebeud a labour, e gwirionez. Kaset e vez an traoù war-raog gant un eil empenn hag a zo en hon kofoù, dam ya, daou gant milion a neuron karget a lakaad an avu, ar skevent, ar galon, ar bouzelloù, ar felc'h, ar lounizhi, ar pankreaz ha m'oar-me c'hoazh, d'ober o seizh gwellañ evid ma c'hellimp chomel béw ar gwellañ ma c'hellomp. Ur labour diemskiant a ra an neuron-se : n'hellehemp ket soñjal da beb termen e rankomp lakaad hon kalonoù da dalmañ ! Dalc'het e vehe hon evezh gant an dra-se hebkén ! Pas, moned a ra ar mekanik-se war-raog e-hunan, ha pa ne gerzh ket kén e ta drougoù dimp. Lâred a rae ma mamm-gozh ne ouie ket he doa ag ur stomok. N'he doa ket biskoazh klevet hennezh é termal, é klemm en ur mod bennag. Marvet eo ma mamm-gozh memestra : ne oa ket trawalc'h evid padoud... Nag ar soñjal, ankouait hon eus ar soñjal ! Tamm ebed. A-drugarez d'o empennoù, griz pe gwenn, o deus gellet an dud sevel ur sevenadur ha goloet ar blanedenn gantañ bremañ. Ne lâran ket ema evid mad an oll ataw. Peb unan ahanoc'h en deus klevet komz ag ar pezh a zo é tostaad : un dizurzh braz hon eus lakaet en hinad, ha bremañ ar skornegi é teuziñ, ar gaz metan éc'h achap en aergelc'h hardizh (gwazh eo ar metan eged ar CO2 c'hoazh), live ar morioù hag an temperadurioù é kreskaad. Mall eo klask diskloumoù d'an afer. Ha pandeogwir ne seblant ket hon gouarnamantoù krogiñ er sugelloù e krog an dud simpl d'henn ober. Peb unan a ra un dra bennag a-feson, un draig hebkén marse, mez ar meurvor n'eus nemed tapennoù ennañ ive. Evid afer an hinad hor behe dober ag empennoù en o efedusañ, kant dre gant ag o neuron é troiñ noz ha deiz, gouest da roiñ dimp un diskloum a-feson evid kenvevañ war an douar heb duañ an dazont. Mez na rit ket bil, ne vo ket torret ho pennoù amañ gant afer an hinad. Un digarez eo kentoc'h afer an neuron é vakañsiñ. Setu-ni gant ur film-polis luskeg-braz, en ur bed tàer ha leun a zarvoudoù dic'hortoz, a-sort gant ar pezh a vez kavet e filmoù arall Luc Besson, da skwer Nikita ha Leon. Gwelet e vez ur vandennad Chiniz tàer-ruz, heb feiz na reizh evel-just, é klask rastellad argant gant un dramm nevez bet boutet e kof un nebeud "muled" pe "mulezed" karget a gas an dramm-se d'an estrenvro. Mez pa darzh, e kof Lucy, ar sac'h-plastik lec'h ma oa an dramm, ne chom ket diefed an drogach, ha war empenn ar plac'h e labour. N'eo ket sur en deus klasket ar sevener chomel tost douzh ar pezh a c'hellehe degouezhoud, rag ne oui den ebed pesort bedoù a vehemp gouest da empentiñ pa vehe dihun hon empennoù en o fezh. Da skwer ne ouiomp ket hag-eñv e vehe kreñvoc'h ar garantez etre an dud, ne ouiomp ket ha speredekoc'h e vehe hon jestoù ha furroc'h an denelezh, ne ouiomp ket mar dahemp da benn a doullañ kevrin ar vuhez. Ar pezh a zo bet dalc'het er film zo kentoc'h ur c'hresk ag hon galloud personel : seul stankoc'h an neuron boutet e c'hoari hon emskiant, seul greñvoc'h e vehemp... war dachenn ar materi. Gouest da c'hoari war traezoù pell a-zoc'himp, gouest da dreuziñ murioù ha traoù evel-se, gouest ive da weled e diabarzh korfoù ar re arall, da weled o c'hleñvedoù, da skwer. Mez gouest ive da zivinoud ar pezh a soñj hon amezeion. Ur bed arall ! Arabad klask re a wirionezioù skianteg amañ enta, rag ur film-diverrañs eo dreist-oll, gant ur roll nevez bet roet da Scarlett Johansson ennañ. Faltazi zo ; skiant, nebeud. Mez goude, marse e vehe braw dimp en em c'houlenn penaoz doned da voud mestr war an naw neuronenn diwar zeg ne glevomp ket komz anezhe biskoazh. Tud zo a ya da veveriañ evid-se, evel menec'h tibetan, lod a lonk drammoù, drogoù a beb sort, é soñjal eh aint er-maez ag o c'horfoù hag e tizoloint bedoù estren heb kuitaad o c'hadoerioù. Evel ma lâre Descartes, ar skiant vad eo an dra voutinnañ gant an dud. Mechal. Daoust ha kreskaet e vehe hon skiant-vad dimp oll ha pesort gweredoù a zahe da-heul ? Misteriuz e chomo an empenn pell c'hoazh, kredabl. Jean-Claude Le Ruyet.20140926e.89C.


A la recherche de Vivian Maier

A la recherche de Vivian Maier

12/04/2023

SIN-140919- À LA RECHERCHE DE VIVIAN MAIER.docx À LA RECHERCHE DE VIVIAN MAIER Ur film sevenet gant : John Maloof ha Charlie Siskel (2014). Gant : Vivian Maier, John Maloof... Tud zo e vez komzet anezhe diouzhtu, ogozig goude o ganedigezh pe goude o bloaziadoù kentañ d'an nebeutañ. Mozart da skwer, hag a oa ur mestr dija da bewar bloaz, mez tro am eus bet ive, n'eus ket pell zo c'hoazh, da weled ur paotr bihan a Vro-Sina é soniñ gant ar piano, fasibl evel ur maestro leun a skiant-prenet gantañ. Siwazh n'em eus ket dalc'het soñj ag e hanw. Marguerite Yourcenar, en he levr Mémoires d'Hadrien, a skrive ne vehe ket komzet a Julius Kaezar hiziw pa vehe bet marvet da hanter-kant vloaz : goude an oad-se en doa graet e daolioù brudetañ, ar re dalc'het gant an Istor. Dam ya, lod ag an dud, mez nebeud anezhe nawazh, a daol o frouezh diwezhad. Gwazh a-se evite mar marvont e-raog an termen. Gwazh a-se evid ar bed ivez (marse) : den ne ouio biken pesort teñzor o doa da leuskel dimp ! Arabad gortoz ho retred evid ober ar pezh a blij deoc'h enta, pe evid ober ar pezh a gont ar muiañ evidoc'h. Lakaomp e vehe goulennet ganeoc'h : da eur ho marw, pesort tra ho pehe keuz dezhañ boud chomet heb henn ober pe heb henn kas da benn ? Ale tudoù, mard oc'h é vevañ trankilig hag ar santimant-se en ho pennoù ho peus laosket a-gostez un dra bouezuz, na chomit ket da stranañ na da ruzal kén ! Stagit gant ho pennoberenn diouzhtu, taolit ho jol, taolit ho tonezon, taolit ho pinvidigezh er-maez d'o roiñ d'ar bed... Ma, setu amañ un den ne vehe ket bet klevet komz anezhañ marse keneve un arall. An den : sevener an teulfilm-mañ, un Amerikan yaouank, John Maloof. Ha piw e oa an arall ? Ur vaouez bet ganet e New-York gant ur vamm a Frañs ha waet da vevañ e Chikago. Labouret he doa, ya : diwallerez bugale vihan, "noun" kwa. Setu aze ar vicher he doa graet he buhez-pad. Ne oa ket an dra-se he fal, tamm ebed, mez ur mod d'ober ar pezh a gare ar muiañ ober. Gras d'ar vicher-se e yae-hi er-maez, er ruioù, e-sigur moned da aveliñ pennoù ar re vihan e oa e karg anezhe. Mez ne oa ket ar pezh a rae hebkén : ar pezh a blije dezhi dreist peb tra oa tennañ portredoù gant he Rolleiflex prenet dezhi, unan modern a-walc'h evid ar mare, gouied a rit marse, ur benveg-fotoioù a vez dalc'het douzh ho kof ha sellet douzh ar sujed eh oc'h edan fotografiañ dre ur fenestrig brazig a-walc'h war lein ar vouest. Ur vodell, kozh bremañ marse, mez efeduz. Hanw ar vaouez-se : Vivian Maier. Goude boud bet é weled ar film e talc'hoc'h soñj ag he hanw. Adal breman ne vo ket ankouaet, ha dre ar bed a-bezh. Perag ? Beteg nevez so ne oa ket brudet he hanw e neb feson. Evel ma lâre Yann-Bêr Kalloc'h en e varzhoneg, bevet he doa kuzh ha diglod ! Dre zegouezh e oa bet prenet negativoù fotoioù, kasedadoù anezhe, gant ar paotr yaouank, John Maloof enta, en ur sal gwerzhañ bennag, e 2007. Sabatuet-net an den pa'n doa sellet douzh ar fotoioù a oa kuzhet aze, e gwenn ha du ar peb brasañ anezhe. Gant ar bamet ma oa zokén en doa skignet un nebeud anezhe war ar rouedad, ha sod-mik an dud gant ar portredoù-se. Neuze, setu hon den é klask gouied hirroc'h. Kentañ sin a Vivian Maier e oa bet he lizher-kañv en ur gazetenn bennag : marvet eo Vivian Maier e 2009, tremenet he 80 vloaz ganti. Goude klask c'hoazh e oa daet John Maloof da benn a zoned da serrañ an oll fotoioù he doa graet ar vaouez dianav-se e-korf he buhez : 150 000 anezhe, heb kontiñ filmoù bihan ouzhpenn. Setu neuze ur vaouez he doa savet un oberenn ramzel, mez chomet en he c'hognell : biskoazh n'he doa komzet ag ar pezh a rae, daoust d'an dud gweled he Rolleiflex ganti ataw pa yae er-maez. Tristig e oa bet fin he buhez : lod ag ar familhoù he doa rentet servij dezhe pa oa yaouankoc'h, a baee he feurmaj dezhi en he c'hozh-bloazioù. Un dra sekred e oa he labour enta, un dra a oa dezhi he-hunan, a oa tonket da chomel en he c'hampr, beteg he marw d'an nebeutañ. Gelliñ a raomp en em c'houlenn perag he deus dalc'het kement-se war he sekred. Gouied a rae sur a-walc'h ne oa ket null he labour. Ar pezh a zo kuriuz, daet e oa an tennañ-portredoù da voud ur sort kleñved eviti : ne selle ket douzh ar fotoioù graet ganti zokén, peogwir e oa bet kavet kantadoù a vouestoù hag enne filmoù na oant ket bet devlopet. Marse e kouste re gér o diskuliañ. Marse n'he doa ket dober ag o gweled, ken sur ma oa ag he lagad pa dape ur "sujed" bennag, un test bennag. Neuze : uvelded, ambazhted pe orgouilh divuzul ? Kalz ne vern. Ema hec'h oberenn ganimp bremañ, hag an oberenn-se a chomo testeni he buhez, ur vuhez nad eo ket bet kollet, daoust ma n'he doa ket anavet he c'hlod. Jean-Claude Le Ruyet.20140919d.88C.


Palo Alto

Palo Alto

12/04/2023

SIN-140822-PALO ALTO.docx PALO ALTO Ur film sevenet gant : Gia Coppola (2014). Gant : Emma Roberts, James Franco, Nat Wolff. Eh on é toned a weled ur film diwar-benn ar yaouankiz sotañ ; gouied a rit : an termen ma ne oui ket ar baotred hag ar merc'hed petra ober ag o buhez, pa guitaont da vad ar grennardiezh. Pa lâran ar yaouankiz sotañ, n'eo ket gant dispriz. Un oad eo hag a zo unan ag ar re gàerrañ e buhez an den, unan ive hag a c'hell boud unan diaez, pa ne oui ket an denig penaoz krogiñ gant e vuhez a zo aze, just en tu arall a dreuzoù ti e vamm hag e dad. Adal m'emaint bihan e klask ar vugaligoù ur limit bennag, un harz bennag douzh o c'hoantoù, tre evel un den bet lakaet en ur sal teñwel-pod hag a glask gouied a-dastorn e-menn ema ar murioù evid kompren un tammig e pesort endro ema. Ha gwa ar gerent nad int ket gouest da roiñ ar limit-se dezhe : krediñ a raont marse rentiñ servij dezhe, krediñ a raont marse respetiñ o frankiz tener. E gwirionez e kilont pa vehe red dezhe diskoueziñ emaint ar gerent, da lâred eo ar vur ma c'hello ar vugale en em harpañ warni evid brasaad ha klask an nor evid digoriñ honnañ war splannder an heol. Ur vicher eo boud tad pe mamm, ur vicher na vez ket desket. Gant an dra-se e ra an denion tre evel ar loened : ne zeskont ket gwell evite o micher kerent. Peb unan a ra evel ma c'hell, evel ma en deus soñj e oa bet desavet gant e gerent pa oa bihan. Lod a ra ar c'hontrel-mik, evid na zesav o bugale evel ma oant bet-int desavet, mez evel-se tiskouezont ive ar liamm gant ar gerent. Kopiañ pe ober ar c'hontrel ne ziskouez ket frankiz an den da voned gant un hent nevez. Goulenn a ra ar vicher-kerent respontegezh hag ur ragwel spiz a-walc'h : daw eo empentiñ, daw eo gweled un tammig en a-raog penaoz e c'hello ar vugale brasaad ha penaoz o desav evid o lakaad da greskaad a-feson. Gwir eo e c'hell ar garantez ober mirakloù, mez lakaad limitoù, kentizh ma vez rekiz, ne barra ket douzh ar garantez a c'hoari he lod ive, ha bravoc'h c'hoazh. Gwelet hon eus oll, kredabl, tro-dro dimp pe en tele, pesort dizalbad a c'hell doned er familhoù pa ne oui ket ar gerent lakaad harzoù da c'hoantoù dibouell o bugale. Oblijet d'an tad ha d'ar vamm goulenn sikour gant ur Super Nanny bennag da zoned da roiñ dorn dezhe. Ha petra a ra Super Nanny diouzhtu pa'n em gav dirag ar leon bihan pe ar banterennig ? Lakaad a ra limitoù, pas traoù sod, nann, limitoù goulennet akord ar c'hrouadur warne. Ha setu hebdale savet ur c'hontrad, ur gevrad etre ar c'hrouadur hag ar brazard. Ha koutant ar c'hrouadur, a-benn ar fin, gweled e vez sellet doutañ evel ur c'hrouadur, mez ur c'hrouadur speredeg, respetet, dîn a fiziañs. Mez na boud e vehe bet desavet ar vugale a-feson, pa sant ar grennarded ema é tostaad an termen da guitaad ti o mammoù, e chañch an traoù ha sevel a ra bec'h liez etre int hag o c'herent. Ema prantad ar gerent éc'h achu evite ; dezhe bremañ, war dreuzoù o buhez, da lakaad o-hunan-penn an harzoù a c'hellont santiñ en o askre. Ha setu-ni arruet amañ a-blom gant sujed film Gia Coppola, hag a zo merc'h vihan Francis Ford Coppola ha nizez Sofia Coppola. Taolenn a ra Gia Coppola dimp buhez un nebeud krennarded amerikan er gêr a bPalo Alto, er C'haliforni. E Palo Alto, er bloazioù 1950 en em dolpe klaskerion gant Gregory Bateson. Savet o doa an dud-se ar pezh a zo anavet evel Skol Palo Alto. Termenet o doa ar glaskerion-se ur mod nevez da weled an darempredoù etre an dud, er gevredigezh hag er familhoù ive. Trejeboulet e oa bet ar skiantoù denel gante p'o doa gellet lakaad ar c'hehentiñ hag an naoutur a sistem e-kreiz o freder. Herveze n'heller ket tennañ un den ag ar c'hontekst sevenadurel ha darempredel lec'h ma véw. Er film-mañ e welomp ar strivoù a vez graet gant peb unan ag ar grennarded evid brasaad, da lâred eo evid en em dennañ a levezon o zud hag a levezon ar gevredigezh warne. Lod a c'hoari ar c'hog, é klask dedenniñ eneioù gwannoc'h da roiñ mel dezhe ha da flourad o c'hribennoù. Ar re-se ne ouiont ket dre be hent moned, mez lakaad a raont da grediñ e ouiont. Lod arall, a-gaoz ma ne welont ket splann naket, ha n'o deus ket c'hoant da drichañ evel ar re gentañ, a heulia begoù braz ha foeñverion, da c'hortoz kreiznoz. Lod arall c'hoazh, evel April er film, a glask moned da-heul ar vandennad, mez a-bell, just evel-se, evid na boud disprizet gant ar baotred pe ar merc'hed arall, evid gouarn ur liamm gante. Hennezh, a-benn ar fin, a choazo un hent-dall, hennañ un hent arall a gaso d'un tachad digorroc'h. Peb unan a sav e vuhez evel ma kar, evel ma c'hell. Jean-Claude Le Ruyet.20140822b.87C.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ