Daou-ugent vloaz zo e oa mil-inervet yaouankiz Bro-Alamagn gant donedigezh ar rock hag al luskad hippi er vro. Koulz ar mennozhioù anarkour e oa ivez. Dre-se e oa bet ganet ur stil sonerezh nevez, anvet krautrock, 'neus levezonet meur a strollad musik a-vremañ. Met petra eo ar c'hrautrock ? Deomp da ziskoachañ ar c'hevrin-mañ o selaou strolladoù gwellañ ar stil a c'hell lakaat o tivskouarn da nijal davat !
Ar sizhun tremenet e oa distro-skol ar vugale. Met ouzhpenn ar re-se zo aet war hent ar skol e Breizh e gwirionez. Un toullad tud deuet ivez ! Gant ar stummadurioù d'an daoulamm e vez un tri c'hant den bennak o teskiñ brezhoneg e-pad c'hwec'h miz bep bloaz. Penaos 'ta 'vez lakaet an dud-se da gomz ar yezh ? Ha petra vez graet gante warlerc'h ?
Kinnig a reomp deoc'h hiziv poltred ur brezhoneger yaouank, Tangi Merien. Emañ en deus lakaet da rod-stur e vuhez al lugan bet klevet er bloavezhioù 70: bevañ ha labourat er vro. Ha dre ar brezhoneg, dre ar c'hrouiñ e brezhoneg: komedian, advouezher, senarour, kaner ( ha me oar c'haozh!) eo Tangi!
Teatr Piba, Radio Kerne ha Dizale a ginnigo 'benn ar merc'her 16 a viz gwengolo ur fiksion radio c'hoariet ha skignet war-eeun deus sal an Arthémuse ba Brieg. Ar pezh-c'hoari « Ar Maezioù » diwar « The Country » gant Martin Crimp a zo bet dibabet. Displegadennoù 'kerz an abadenn gant ar gomedianezed Marion Gwenn ha Loeiza Beauvir ha Lou Millour, renerez Radio Kerne.
Abadenn An Divskouarn o Nijal vo gouestlet d'ar micher archer. Un doare da anavezout gwelloc'h petra vez graet gant an archerien resis en ho labour. Jean-René LeMoullec, archer a vicher a zispeg deomp penaos eo deuet da vezañ archer, perak ha penaos eo. Met ivez petra ra kichen d'e labour. Kontañ a ra penaos en eus savet ur strollad kejañ e brezhoneg e Pazieg, kichen Roazhon hag ur rallye evit ar vugale hag o gerent.