E Douarnenez e kaved strollet krennarded liesorin. Lod a oa bugale eus Diwan, brezhonegerien anezhe neuze, hag ar re all o doa graet ar veaj eus Bro Alamagn pe deus an Itali evit heuliañ ur staj 'teatr war skasoù ha sirk' kinniget gant ar strollad La Obra, en e benn Céline Soun, he deus bet bevet un nebeut bloavezhioù e America Latina. Eno he deus kemeret perzh e meur a raktres da ginnig atalieroù sevenadurel d'ar vugale. Deuet eo en dro er vro ha dre ar 'sokio-teatr' pleustret gant ar strollad La Obra, n'eo ket paouezet da ziskouez d'ar yaouankizoù penaos digeriñ o spered d'ar bed holl ha d'an arzoù. Evit se eo diwanet en he spered aozañ 'la Comparsa' amañ er vro. Bet eo Laëtitia o vevañ ur mintinvezh gante, ha plijadur zo bet.
Setu eil lodenn hor pennad-kaoz gant Maurice Poulmarc'h. En abadenn gentañ e oa bet lakaet ar gaoz war ar Vretoned e Paris er bloavezhioù 70. Amañ e vo komzet diwar-benn buhez Maurice goude ma oa distroet da Vreizh, ur vuhez gouestlet d'ar c'han ha d'ar c'hontadennoù dreist-holl. Ha chomit betek fin abadenn, istor Fañch la Bistraque 'vo kontet deoc'h.
Erru an diskar amzer ha neuze erru poent da gêr Foen lidañ gouel an avaloù ! A-hed vakañsoù an hollsent e vo tu deoc'h deskiñ a bep seurt traoù diwar-benn an avaloù, deskiñ fardañ sistr ha chug avaloù, mont da bourmen war droad pe war velo evit dizoloeiñ bro Foen, kemer perzh en ur genskrivadeg tresañ... hag all ! Emgav gant Lulu Moisan, heñcherez e kêr Foen. Muioc'h a ditouroù war: -www.ville-fouesnant.fr -www.tourisme-fouesnant.fr
Maurice Poulmarc'h a zo un den anavezet a-walc'h er vro. Kaner ha konter eo ar paotr-mañ a zo o chom e Kervao e-kichen an Uhelgoat. Gwall binvidik eo bet e vuhez betek-hen. Desavet eo bet e brezhoneg gant e dud e Plonevez-ar-Faou hag er Fouilhez. Warlerc'h eo bet o chom ba Paris e lec'h ma 'neus stourmet evit ar brezhoneg, sevenadur Breizh hag ar c'han ha diskan. En abadenn-mañ, an hini gentañ, e oa bet lakaet ar gaoz diwar-benn ar vrezhonegerien e Paris er bloavezhioù 70, pezh 'neus graet Maurice eno ha berr-ha-berr stad ar brezhoneg bremañ ba bro an Uhelgoat.
Al levr Mona o klask he hent zo bet skrivet gant Maria Menguy gant ar pal lakaat ar vugale da zeskiñ traoù diwar-benn anvioù lec'h eus ar vro. Deomp da vediaoueg an Erge Vras, gant bugale CE1-CE2 skol Diwan Kemper, evit un abadenn diwar-benn an tresañ hag an anvioù lec'h, aozet gant Per Meñs-Pegail, a labour er vediaoueg.
« A' whye wor kewsel kernewek ? » Komz a rit kerneveureg ? Hiziv an deiz e vez kavet ur mil den bennak a zo gouest mont gant ar c'herneveureg, yezh geltieg Kerne Veur a zo bet adsavet e-kerzh an XIXvet kantved. Koulskoude ne oa ket mat ar jeu eviti a-raok dre ma oa aet da goll er bloavezhioù 1700. Bet eo bet Benjamin oc'h atersiñ Ronan Trémel a ra war-dro kentelioù kerneveureg e Kallag. Ul levr evit deskiñ e-unan a oa bet embannet ivez gant Ken George : Holyewgh an Lergh.
'Blam da betra ober un abadenn diwar-benn Anjela Duval, ur varzhez mil anavezet gant an holl ? 'Blam zo traoù nevez da lâret diwar he fenn ! Enrollet ez eus bet meur a varhoneg ganti gant ar gevredigezh Mignoned Anjela da lakaat anezhe war lec'hienn Skol-Veur Roazhon 2 a-benn nebeut. Mouezhioù brudet a oa bet pedet 'giz reoù Yann-Fañch Kemener pe Yann-Ber Piriou da skouer. Ul labour bras-spontus a heul embannadur he Oberenn glok gant Mignoned Anjela c'hoazh e 2000 ha 2005.
Ar c'hoariva a zo un dra a blij kalz d'ar Vretoned. Abaoe pell dija int entannet gantañ. Hiziv an deiz ez eus meur a strollad disheñvel e pep lec'h e Breizh. Evit goût hiroc'h diwar o fenn omp bet a-dreñv ar ridoch, pell eus Ploneis 'kichenn harz Bro-Dreger, oc'h atersiñ Marie-Hélène Morvan deus Strollad Kallag a vo gwelet o c'hoari unan eus pezhioù Shakespeare anvet« Komedienn Mil Luiet » d'ar 28 a viz Here er Relek-Keruon.
Iona Gauchet, ur plac'h yaouank eus Sparl, kostez Kemperle, ho peus bet tro da zizoloiñ e-kerzh an abadenn gentañ gouestlet dezhi. Ganti e yimp da veajiñ en-dro e Bro Chile e lec'h eo bet Iona o chom e-pad daou vloaz. Kontañ a ra da Hannah Moal penaos eo bet he buhez e Chile met ivez petra he deus graet eno.