An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

War-vor asambles gant Bernard Sénéchal

War-vor asambles gant Bernard Sénéchal

12/04/2023

Un tammig 'zo emañ fall an traoù evit ar besketerezh er vro. Er mor ne chom ket kalz pesket ken, toned n'eus ket ken hag er perzhier eo diminuet kalz ar bagoù-pesketa ivez. Ouzhpenn-se n'eo ket dedennet ar re yaouank da vont da labourat war-vor, n'eus ket gonidigezh a-walc'h ken. Ha marteze a-walc'h e vo gwasoc'h an traoù c'hoazh a-benn vo sinet ar Brexit gant ar Saozon, ha cheñchet an harzoù-mor. Bernard Sénéchal a zo bet pesketour e-pad ur pennadig, ha setu en deus gwelet an traoù o vont da fall tamm-ha-tamm. Ne oa ket 'met pemzek vloaz pa oa krog war ar vicher e Morgat (Kraon), e-doug ar bloavezhioù 60.


"Chrysalide" hag an Ekonomiezh Sokial ha Kengred

"Chrysalide" hag an Ekonomiezh Sokial ha Kengred

12/04/2023

Miz Du a zo e bro C'hall mizvezh an Ekonomiezh Sokial ha Kengred. Hervez an ESK, pe ESS e galleg, en eus an ekonomiezh da gaout ur pal sokial. Lies stumm a c'hell an ekonomiezh-mañ kaout. Hini ar Gooperativoù da skouer, stalioù m'emañ al labourerien o tivizout evit mont en dro an embregerezh. E touezh ar Gooperativoù o-unan zo stummoù, statudoù disheñvel. E Penn ar Bed zo deus Chrysalide : Enni o deus en em strollet labourerien war o c'hont, evit bezañ kreñvoc'h asambles. Pierre-Yves Petillon, ha Patrice Marquand a zo izili Chrysalide. O statud a zo hini un embregerer-gopret (entrepreneur salarié). Petra eo an dra-se ? Penaos ya ar gooperativoù mañ en dro ? Setu ar pez a vo dizoloet ganto e kerzh an abadenn an Divskouarn o Nijal


Berjezioù Penfoulig

Berjezioù Penfoulig

12/04/2023

Er bloavezh 1987, pa oa bet an avel vras, 'oa bet pilet kalz gwez-avaloù e Bro-Fouenn hag ur bern gouennadoù-aval a oa o vont diwar-wel neuze. Guy Rannou, a-benn 'noa gwelet an dra-se, 'noa graet e soñj neuze ober un dra bennak kuit da goll ar re-mañ. Setu oa-eñ bet o tespugn gwez-avaloù e kêrioù Bro-Fouenn, evit grefañ anezho en-dro, asambles gant e gamaraded Jacques Ollivier ha Jean Gourlay. Div dachenn a zo bet graet dezho gant kumun Fouenn hag ar « C'honservatoire du Littoral ». E 1988-1989 'oa bet krouet gwerjezioù Penfoulig e Fouenn : un' evit an avaloù-sistr hag eben evit an avaloù da zebiñ. Tri-ugent gouenn a gaver er berjezioù-mañ bremañ an deiz. Lucienne Moisan, animatourez-natur e Fouenn, a oa asambles ganeomp ivez.


Un dro-vale war vord ar stêr Minowet

Un dro-vale war vord ar stêr Minowet

12/04/2023

E miz-Gwengolo 2018, evit Devezhioù ar Glad, 'noa goulennet ti-kêr Konk-Kerne digant Jos Goapper ober un dro-vale e brezhoneg war vord ar stêr Minowet. Benjamin a zo bet o pourmen asambles gantañ ivez evit sellet deus plant ar vro. Ha stank a-walc'h int du-hont ! Setu ma 'g oc'h intereset gant ar brezhoneg hag ar plant : hiziv 'po ho kont !


Ur medisin yaouank war ar maez

Ur medisin yaouank war ar maez

12/04/2023

Alies a-walc'h bremañ 'vez lâret deomp lar vankfe medisined yaouank war ar maez da gemer plas ar re gozh a zo aet war o leve. Kalz parrezioù o deus miser bras o kavout medisined e Frañs, dreist-holl pa 'g emaint pell deus ar c'hêrioù bras. Peurvuiañ 'vez kontent deomp ne vefe ket dedennet ar vedisined yaouank da vont da labourat war ar maez. Benjamin Franckaert, ne faot ket dezhañ tamm ebet mont da labourat e kêr koulskoude ! Evit ar mare emañ-eñ o labourat un tamm partout en departamant. Mont a ra da ramplasiñ medisined all ur wech dre vare. Kontañ a ra deomp pegen diaes eo d'ar vedisined yaouank dont da labourat o-unan war ar maez. Hag ouzhpenn deus yec'hed ar Vretoned a-vremañ emañ o vont da gaozeal ivez ! Benjamin en deus savet un dezenn diwar-benn yec'hed ar Vretoned gozh, da vare an Amzer-Grenn Uhellañ.


Breserezh Louarn

Breserezh Louarn

12/04/2023

Petra 'po ? Ur banne melen mar plij. Erru omp boaz da glevout ar frazennoù-mañ 'barzh ar festoù-noz, ar sonadegoù hag all. Melen, rous, goularz, stout . Meur a liv ha meur a vlaz a zo gant ar bier hiriv an deiz. Brasserezh Tri martolod ba tregon, bier d'istribilh ba Plouider, Couille de loup ba Kerien pe c'hoazh Coreff ba Karaez . O tarzhañ emañ marc'had ar bier e Breizh, an trede rannvro a vez produet ar muiañ a vier, goude an norzh hag ar reter. Zoken an deputeed o deus bremañ degemeret ar bier Sant-Erwann er vodadenn vroadel. Ar vikro-vreserezh Louarn ba Roazhon a zo ur vrasserezh nevez krouet gant daou baotr yaouank. Brieg Peresse ha Corentin an Tallec. Gwelet e vo ganto abalamour da petra eo bet krouet ur vreserezh ganto.


Alan Stivell - Human Kelt

Alan Stivell - Human Kelt

12/04/2023

Alan Stivell , paotr ar sonerezh liesliv a zo deuet betek studio Radio Kerne evit lavar deomp hiroc'h diwar-benn e bladenn nevez Human Kelt.


Liza, kelennerez war ar brezhoneg e Kentelioù an Noz

Liza, kelennerez war ar brezhoneg e Kentelioù an Noz

12/04/2023

Fulenn nevez ar gevredigezh Kentelioù An Noz e Sant-Ervlan, Liza Jakez-Vargas a zo bet desavet e Karaez. Goude an hentenn Diwan, aet eo o studiañ ar sport e skol-veur Brest ha skiantoù an deskadurezh e Korsika. Liza a zo ivez e-touez ar re o deus krouet ar media en-linenn 100% e brezhoneg, Dispak ! Un digarez evideomp da lakaat ar gaoz war he sell war ar brezhoneg hiriv an deiz ha bed ar mediaoù e brezhoneg.


Despugnerien Bro-Dardoup ha Kazetenn ar Menez

Despugnerien Bro-Dardoup ha Kazetenn ar Menez

12/04/2023

E-giz traoù kozh 'veze sellet ouzh ar brezhoneg goude ar brezel, ha kement-all 'veze graet ivez ouzh muzik Breizh ha dañsoù ar vro. E-doug ar bloavezioù 50 memestra 'oa krog un nebeut tud da glask cheñch penn d'ar vazh. Yann Meur a oa un' deus an dud-se. E fin ar bloavezhioù 70 'oa bet o teskiñ brezhoneg asambles gant peisanted hag amezeien deus e vro er C'hastell-Nevez. Un toullad tonioù ha kanaouennoù 'noa desket hag enrollet ivez neuze, asambles gant e gamarad Michel Toutous. E 1977 'noa savet Nevez-Amzer ar C'hastell-Nevez, ha goude-se 'noa krouet Despugnerien Bro-Dardoup ha Kazetenn ar Menez. E 1980 c'hoazh 'oa-eñ bet o sevel, asambles gant tud all, Radio Kreiz-Breizh e Sant-Nigoudem.


RATP ha CGT : daou-ugent vloaz e Pariz

RATP ha CGT : daou-ugent vloaz e Pariz

12/04/2023

Er Sent, kostez ar Faoued, eo ganet Robert an Dour. A-benn 'noa tapet 18 vloaz 'oa-eñ bet o labourat e-barzh ar Beauce da zespugn beterabes, e-giz ur bochad Bretoned all da neuze. Ha goude-se, goude e amzer-servij, 'oa aet da Bariz da chom. Ha n'eo ket pell o kavout labour ! E-pad ouzhpenn 40 vloaz 'oa bet o labourat en RATP ... asambles gant ur bern Bretoned all c'hoazh ! Diouzhtu 'oa bet oc'h "ober sindikad" ivez, gant ar CGT. E Pariz 'oa Robert an Dour ivez a-benn oa komañset "Mai 68". Traoù interesant-mat 'neus da gontañ deomp neuze, ha lâret a ra deomp petra soñj dezhañ deus ar politik e Frañs bremañ an deiz.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ