An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Sac'hadoù-bleud kant kilo war ma c'hein !

Sac'hadoù-bleud kant kilo war ma c'hein !

12/04/2023

Youenn Naour a oa e dad o labourat en ur veilh e Kerien gwechall ha mont a rae ingal da sikour anezhañ, da lemmañ div rod ar veilh pe da zegounen ar sac'hadoù-bleud d'un eil plas d'egile. Sac'hadoù-bleud kant kilo a oa-eñ gouest da gas gantañ war e gein ha ne oa ket 'met c'hwezek vloaz da neuze ! Met pa oa bet lakaet ar gouloù en tier, an "elektrisite", a-benn-neuze 'oa bet serret ar meilhoù. Setu oa dav cheñch micher ha neuze 'oa bet Youenn klask labour e-lec'h-all, er plasoù all, e Kemperle, en Oriant pe e-kichenn Paris. Ha kalz, kalz traoù 'neus kontet da vBenjamin Bouard ha Marcel Moysan, ya 'vat !


Dielloù : selaouomp Patrick Malrieu

Dielloù : selaouomp Patrick Malrieu

12/04/2023

D'al lun 09 a viz Genver eo marvet Patrick Malrieu a daol trumm, hep ma vefe gortozet gant an dud a gare anezhañ. An hini hag a zo bet ur stourmer evit ar sevenadur vreton, krouer Dastum, a laosk war e lec'h un toull braz, diaes da leuniañ. E dielloù Radio Kerne hon eus adkavet un abadenn an Divskouarn o Nijal bet savet e 2010. Aterset eo Patrick Malrieu diwar benn ul levr bet nevez embannet gantañ d'ar mare-se : « Qui veut faire l'ange fait la bête. De la gwerz bretonne de Yann Girin à la légende hagiographique et au mythe ». An atersadenn a zo kaset gant Lou Millour ha frammet ga Dorig ar C'hraz. Gall a rimp neuze en ur selaou an abadenn-mañ rannañ en dro gant Patrick, un tammig deus ar vouiegezh vraz en oe berniet a hed e vuhez.


Kambroù al Labourerezh-Douar deus an diabarzh

Kambroù al Labourerezh-Douar deus an diabarzh

12/04/2023

Echuet eo gant dilennadegoù ar C'hambroù Labourerezh-douar diryaou. 2,5 million a dud, labourerien-douar ha tud bed al labourerezh-douar o doa da reiñ o mouezhioù e 89 kambr a dreuz bro C'hall. Ha ma oa betekhen un darn braz tre deus al labourerien-douar o reiñ o mouezh en dilennadegoù-se, e vez gwelet dibaoe 15 vloaz un digresk krenn. Ar bloaz-mañ n'eo ket bet embannet an dregantad o kemer perzh c'hoaz, dre ma vo roet an disoc'hoù a benn dimerc'her, met war a seblant e vo gwashoc'h c'hoaz. C'hoarvezout a ra an dilennadegoù bep 6 bloaz, n'eo ket ken alies-se, neuze eo un digarez mat evit displegiñ marteze en un doare donoc'h petra eo ar C'hambroù-se. Youenn Wlagen a labour e Kambr Labour-douar Penn-ar-Bed. Ar mont en dro, hag al labourioù a vez kaset ganto a vo displeget deomp gantañ. Selvij a raio deomp da gompren perag eo pouezus an dilennadegoù-se e bed al labour-douar.


Jos an Taro, bet 25 vloaz o labourat e tachenn ar c'hirri-nij e Pluguen

Jos an Taro, bet 25 vloaz o labourat e tachenn ar c'hirri-nij e Pluguen

12/04/2023

Jos an Taro a zo ganet e Loktudi, met deuet eo da Bluguen da chom pell 'zo. Bet eo bet o labourat e tachenn ar c'hirri-nij du-hont e-pad 25 vloaz. Hag e-pad 25 vloaz 'weler kalz traoù 'vat ! Ispliket 'neus da vBenjamin Bouard petra oa e vicher da neuze ha penaos oa cheñchet an traoù tamm-ha-tamm. Evit ar wech tout 'neus anveet an "aerodrom" ivez ha dalc'het 'neus soñj memes deus an dachenn a oa a-raok, deus ar "c'hañ" e-giz 'veze lâret deuzouti gwechall. Dalc'het 'neus soñj deus an Alamanted o doa kemeret an dachenn e-doug ar brezel, pe deus ar bomb a oa bet lakaet dindan ur Foker e 1974 ... Ma, ur bern traoù 'neus da gontañ deomp neuze !


Joel ar Floc'h, kizeller e Kerien

Joel ar Floc'h, kizeller e Kerien

12/04/2023

Deomp da Gerien en-dro hiziv ! Joel ar Floc'h a zo kizeller e Beg ar Roz, 'kichenn bourc'h Kerien. Ugent vloaz 'zo bremañ eo-eñ krog da skultañ : labourat a ra gant koad, gant maen, gant houarn, gant askorn memes, pe c'hoazh gant houarnachoù ha traoù kozh 'neus dastumet un tamm partout. Sevel a ra a-bep seurt traoù : statuioù bras, statuioù bihan, taolennoù ... Joel an hini eo 'neus savet marc'h-du ar festival Tomahawk ! Interest-bras eo gant istor ar brezel pevarzek hag ar brezel diwezhañ ivez, ha neuze 'neus savet ur seurt muse bihan a-dreñv e di, evit diskouez d'an dud ar pezh 'neus kavet.


Maksim Touze, eus Normandie da Zouarnenez

Maksim Touze, eus Normandie da Zouarnenez

12/04/2023

Dibaoe daou vloaz bremañ, emañ o chom Maksim Touze e Douarnenez. Tapet ur post kelenner war an istor hag ar brezhoneg e skolaj-lise Jean-marie Le bris. Maksim Touze a gelenn brezhoneg ivez ba Kastellin, teir eurvezh a vrezhoneg bep sizhun. Gant ur brezhoneg flour Maksim a gont deomp e vuhez stourmer, hag e eskemmoù gentañ gant ar vrezhonegerien. Ma z'eo paotr an UDB bet splujet da vat barzh bed ar brezhoneg, n'emañ ket ganet, na desavet ba Breizh. Ar politikerezh a zo ivez un tamm mat deus e vuhez evel just. O stourm emañ e-barzh an UDB, Unvaniezh Demokratel Breizh.


Yezh ar sinoù

Yezh ar sinoù

12/04/2023

E Bro C'hall ez eus 300 000 den bouzar. Un drederenn anezho a ra gant yezh ar sinou. Sylvie Thomas, deus strollad ar re vouzar e Penn ar Bed a vo ganeomp. Deus talvoudegezh ar yezh en he buhez pemdez 'vo kaoz, deus an diouer a skolioù divyezhek yezh ar sinoù ivez ha deus pegen heñvel eo an daou stourm, an hini evit ar brezhoneg hag an hini evit yezh ar sinoù. Troet e vo sinoù Sylvie Thomas gant Maelc'henn Laviec.


Bevet 'meus gant blev ruz ha me 'varvo moarvat gant blev gwenn !

Bevet 'meus gant blev ruz ha me 'varvo moarvat gant blev gwenn !

12/04/2023

E 2012 'oa bet Bastian Gwilhoù oc'h ober anaoudegezh gant Denise Lefranc e Kemperle. Pront goude-se en doa savet ur film berr, "Niza gwenn ha ruz" e ano, diwar-benn he buhez. Ha traoù a oa da lâret ! Benjamin a zo bet oc'h en em gavet asambles ganti ivez. Hag un toullad traoù he deus kontet dezhañ c'hoazh : penaos, lakaomp, veze graet goap deuzouti gwechall 'blam d'he blev ruz, peotramant penaos oa dimezet d'he gwaz e-doug ar brezel.


Petra c'hoari ganit ? Ur podkast diwar-benn ar c'hoarioù-video e brezhoneg

Petra c'hoari ganit ? Ur podkast diwar-benn ar c'hoarioù-video e brezhoneg

12/04/2023

Petra c'hoari ganit ? a zo ur bodkast war ar c'hoarioù-video nevez krouet gant Gwenvred Latimier hag he gomper Ternoz. Gwenvred Latimier, lesanvet Geekezig a zo ivez en-karg deus ar vlog Soubenn ar Geek. Geekezig a zispleg deomp neuze he raktres nevez war ar c'hoarioù-video. Hag un digarez evitomp-ni da veajiñ e-barzh bed ar faltazi ha da lakaat ar gaoz war bed ar geeked ha geekezed.


Lors Calippe gant an Dragon 29

Lors Calippe gant an Dragon 29

12/04/2023

E aerborzh Kerne Izel emañ staliet ar selvij Surentez Keodedel Dragon 29. Gant tud ar surentez keodedel ne vez ket pignet war gein ur gwir dragon, anat deoc'h, met nijal a reont atav memes tra : war vourzh ur viñsaskell evit mont da sikour an dud ! Ur skipailhad bihan int, gant pevar blenier ha pevar mekanikour. Lors Calippe a zo unan deus ar mekinikourien. Labourat a ra e ti Dragon 29 dibaoe 12 vloaz bremañ. Gall a raio kontiñ deomp neuze an darvoudoù a vez graet war o zro ganto, ha displegiñ dre ar munud penaos e vez labouret en ur viñsaskell. Pezh zo sur eo n'eo ket ur vicher diskuizhus ! Da gentañ penn e tisplego deomp petra eo an dragoned, a-raog ma yimp d'ober un droiad da welet ar beñveg en e-unn !


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ