Ne voe ket un tsunami punk er States pa voe embannet albom kentañ ar Ramones. Ret eo bezañ sklaer, war-bouez New-York ha Los Angeles e voe dister emled ar punk. Un nebeut punked bodet tro-ro d’an Dead Kennedys e San Francisco met quid eus an Teksas, eus ar midwest, eus stadoù ar su. Troiad ar Pistols e 1978 a oa bet ur c’hwitadenn splann, ha sklaer e voe evit ar strolladoù lec’hel : evit bevañ e oa ret fiñval war-zu ar c’hêrioù bras, ar pezh a raimp hiziv e Larsen ha Mediator.
Playlist :
- Unit 3 with Venus : Beer
- Boz Scaggs : Lowdown (foñs son)
- X : Los Angeles
- X : Soul Kitchen
- The Germs : Lexicon Devil
- The Dickies : Sounds of Silence
- The Weirdos : 7&7 is
- Jello Biafra campaign : tennad son eus an teulfilm « Fresh fruit for rotting eyeballs », sevenet gant Eric S. Goodfield evit Manifesto Records.
- Dead Kennedys : Kill The Poor
- The Dills : I Hate The Rich
- Tennad-son eus atersadenn Keith Morris en teulfilm « American hardcore » sevenet gant Paul Rachman, produet gant Steven Blush, skignet gant Sony Pictures.
- Black Flag : TV Party
Levrlennadur :
- « Punk, l’histoire complète » : Pennadoù Mojo Magazine embannet gant an ti-embann Tournon.
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
E-kreiz ar bloavezhioù 70 e teu ar punk da vezañ arouez ar bec’h a zo etre ar straed hag ar star-system, netraouriezh an No future enebet ouzh Peace and love an hippied. Plas d’ar gounnar, d’an dispac’h ha buan-tre d’ar goanagoù o vont da get. Adalek fin ar bloavezh 77 e c’heller lenn war mogerioù kêr Londrez « Punk is dead ». Terzhienn ar c’hrouiñ digabestr zo bet doñvaet gant un nebeud produktourien o deus gouiet tennañ splet deus al luskad evit e dreuzfurmiñ e stereoipoù kenwerzhel. E straedoù Londrez e c’heller neuze gwelout bandennadoù klonoù, gwisket « punk », luc’hskeudennet gant an douristed. Koulskoude e chom strolladoù na glaskont ket ar brud, ar streetpunks ! Seniñ a fell dezho evit o c’henseurted ar street kids, plijout d’o selaouerien ha selaouerezed eo ar pouezusañ.
Playlist :
- Garry Johnson : United (Carry on Oi! Version) (Tennad son)
- Sham 69 : Hurry Up Harry
- Cock Sparrer : England Belongs To Me
- Cockney Rejects : Oi, oi Oi
- Angelic Upstarts : Police Oppression
- Antisocial : New Punks (foñs son)
- BBC TV : 1981‘s Southall riot
- The Exploited : UK82
- Discharge : Hear Nothing See Nothing Say Nothing
- The Exploited : God saved the queen
Levrlennadur :
==============
- « Honnie soit la Oi ! » Naissance, émergence et déliquescence d’une forme de protestation sociale et musicale - Gildas Lescop – Openeditions journal
===========================================================================================================================================================================================================
- The story of Oi! - Pajenn web lec’hienn Garry Bushell « Garry bushell online, no one is safe ! »
Salud deoc’h mignonezed ha mignoned ar rock ‘n roll, setu-c’hwi o selaou Larsen ha Mediator, kinniget gant ho servijour Gaetan Boulig, hag hiziv e kendalc’homp gant danevell ar pezh a voe d’ar c’houlz-se unan eus festivalioù brasañ Europa : ar festival Elixir !
Playlist :
- Simple Minds : Somebody up there likes you (Foñs son)
- Ubik : Kalikouka
- Understones : Teenage kicks
- Nina Hagen : Unbeschreiblich Weiblich (Live)
- Fela Kuti : Shakara (foñs son)
- Depeche Mode : Everything Counts
- The Clash : Life Is Wild
- Telephone : Argent trop cher - MCM live e Rock in Athens (27-07-85)
- The Cure : Play for today - live e Rock in Athens (27-07-85)
Levrlennadur :
- Elixir, l’histoire du premier grand festival français – G. Pont ha O. Polard – Coop Breizh
Bet eo bet Breizh a-viskoazh un douar sonerezh hag hengoun. E-kreiz ar bloavezhioù 70 e vez aozet meur a festival bep bloaz evel Gouelioù Kerne e Kemper pe Emvod ar Gelted en Oriant, festivalioù a ra berzh hep respont koulskoude da c’hoantaoù ul lodenn eus ar yaouankiz a c’hortoz ur sonerezh rock a-vremañ. Re bell emañ Breizh diouzh bro-C’hall, n’eus ket eus an Tren Tizh Bras, echuiñ a ra an hent-tizh e Roazhon. War-bouez un nebeut strolladoù iwerzhonat pe saoz eo tristidik an traoù. Alese ar c’hoant gant un dornad tud yaouank da grouiñ ar pezh a vo ar festival bras kentañ er c’hwec’hkogn, Hiziv e Larsen ha Mediator e advevomp avañtur ar festival Elixir.
Playlist :
- Alan Stivell : Pop plinn
- Richard and Linda Thompson : Wall of death
-Dan ar Bras : Retour de guerre (foñs son)
- Murray Head : Mademoiselle
- Wilko Johnson : Paradise
- The Inmates : Dirty water
- America : Ventura highway
- Joe Jackson : Is she really going out with him ? (foñs son)
- Moon Martin : Bad news
Levrlennadur :
- Elixir, l’histoire du premier grand festival français – G. Pont ha O. Polard – Coop Breizh
Donemat deoc’h e egorlestr Larsen ha mediator a sko war-zu dibenn ar seventies, deroù an eighties e Frañs evit kenderc’hel hor c’hantreadenn el luskad a voe anvet « Des jeunes gens mödernes ». Met petra o doa e boutin an dud yaouank modern-se ? Nebeud a dra e gwirionez ! Bodet e oant bet evel-mañ en ur pennad eus ar gelaouenn Actuel ha padal e oa liesseurt o levezonioù, ar pezh a glevimp hiziv c’hoazh. Un dra voutin o doa memestra : ar c’hoant da vevañ, da ziskouez e oant bev en un endro aloubet gant ar varietoch. Ne lavarent ket « no future », goût a raent e vefe ret ober gantañ. Hag implijet o deus an araokadennoù teknikel, an elektronegezh, levezon al luskad punk hag e c’her-stur Do It Yourself evit krouiñ sonioù nevez, o klask a-wechoù en em zizober diouzh al levezonioù breizhveuriat. Ur perzh boutin all o doa ivez, hep al luskad punk, ne vefe ket bet deusouto !
Playlist :
- Artefact : M.A.E
- Electric Callas : So chic
- Charles de Goal : Dans le labyrinthe
- Orchestre Rouge : Soon come violence
- Casino Music : Viol AF 015
- Complot Bronswick : Who killed Mayakowski ?
- Kas Product : So young but so cold
- Lucrate Milk : I love you fuck off
Levrlennadur :
- Rock français : De Johnny à BB Brunes 123 albums essentiels – Embannadurioù Hoëbeke
- Standing on a beach, la new wave en 100 disques essentiels – Sylvain Fanet – Le mot et le reste
- Rock en France de 1976 à nos jours – Gregory Vieau – Le mot et le reste
E miz C’hwevrer 1980 e lak ar gelaouenn Actuel ar strollad Marquis de Sade war he fajenn gentañ gant an istitl « Les jeunes gens modernes aiment leur maman ». Didalvez a-walc’h eo danvez ar pennad sinet gant Patrick Zerbib met e ditl o venegiñ tud yaouank modern a zeuio da vezañ an anv implijet evit envel ar strolladoù post-punk gall a glaske sevel ur sonerezh european war ludu mogedus ar punk.
Playlist :
- Marquis de Sade : Set in motion memories
- Marquis de Sade : Wanda’s loving boy
- Sax Pustuls : La danse du marsupilami
-Taxi Girl : Mannequin
- Edith Nylon : Electro menager
- WC3 : Contagion
Levrlennadur :
- Rock français : De Johnny à BB Brunes 123 albums essentiels – Embannadurioù Hoëbeke
- Standing on a beach, la new wave en 100 disques essentiels – Sylvain Fanet – Le mot et le reste
- Rock en France de 1976 à nos jours – Gregory Vieau – Le mot et le reste
An div abadenn ziwezhañ a oa gouestlet d’ar punk er Frañs etre 1975 ha 1980, met estreget an no future music a oa er c’hwec'hkogn en eil hanterenn eus ar seventies. Hiziv e kinnigan deoc’h selaou un nebeud strolladoù a oa deuet a-benn d’ober o zoull gant ur rock eeun hep plediñ gant al luskad punk. Ha kregiñ a reomp diouzhtu gant unan eus ar strolladoù koshañ er c’hwec’hkogn, en doa kemeret perzh e festival punk Mont-De Marsan e 1976 met en doa ivez rannet al leurenn gant ar strolladoù pub rock saoz, Little Bob Story evel-just !
Playlist :
- Little Bob Story : Hightime
- Tequila : Sous rock ‘n roll
- Shakin’ Street : Solid as a rock
- Ganafoul : Saturday night
- Strychnine : Pas besoin d’être un homme
- 12°5 : Machin
- Telephone : Vaudou
Levrlennadur :
- Rock français : De Johnny à BB Brunes 123 albums essentiels – Embannadurioù Hoëbeke
Donemat mat e Larsen ha mediator, hiziv e kendalc’homp gant hor beaj er punk gall gant lod eus ar strolladoù o deus merket an nebeut bloavezhioù en deus padet al luskad. Lugit an amplaerioù hag ar gitarioù loc’het omp !
Playlist :
- Piero : Quelle époque épique et punk (tennad son)
- Bulldozer : J'suis punk (tennad son)
- Electric Callas : Kill me two times
- The guity Razors : Wake up
- The Olivensteins : Fier de ne rien faire
- The Dogs : Walking shadow
- Oenix : Ils veulent coucher avec Sheila
- Oenix : Ils veulent coucher avec * (tennad son)
- M.K.B. Fraction Provisoire : European Death Winners
- Oberkampf : La Marseillaise
- Oberkampf : Cri sans thème
Levrlennadur :
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
- Rock français : De Johnny à BB Brunes 123 albums essentiels – Embannadurioù Hoëbeke
Evit lod e krog ar punk e 1975 evit echuiñ fin 1976, industriezh ar pladennoù o lakaat he c’hrabanoù war al luskad e 1977. Ur sell strizh eo met gwir eo e voe treuzfurmet buan a-walc’h al luskad en un arguzenn genwerzhel. E Frañs e weler da skouer dibunadegoù dilhad punk savet gant Paco Rabanne pe « punk parties » aozet gant Régine, rouanez nozvezhioù Pariz. Padal e oa dija un nebeut strolladoù er c’hwec’hkogn o huchal o c’hoant da skubañ ar bed kozh.
Playlist :
- Starshooter : Get baque
- Metal Urbain : Panik
- Bijou : OK Carole
- Gérard Holz o kinnig ar c’heleier : festival punk kentañ Mont de Marsan
- Kinnig eil festival Mont de Marsan (tennad son eus dielloù an INA)
- Lou’s : Don’t you want my love
- Marie et Les Garçons : Rien à dire
- Stinky Toys : Lonely lovers
- Asphalt Jungle : Polly Magoo
Levrlennadur :
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
- Philippe Manoeuvre présente Rock français : De Johnny à BB Brunes 123 albums essentiels – Embannadurioù Hoëbeke
Evel-just en istor ez eus bet devet meur a wech objedoù sevenadurel, peurliesañ abalamour d'un diktat politikel pe relijiel. E istor ar rock ivez ez eus bet c'hoarvezet ma vefe devet pladennoù e su ar Stadoù-Unanet er fifties gant gouennelourien wenn a soñje dezho e vefe bastardet ar yaouankiz gwenn o selaou ar sonerien rhythmn 'n blues. Un degad bloavezhioù war-lerc'h, er memes stadoù, e oa pladennoù ar Beatles a oa devet goude m'en defe Lennon diskleriet e oa ar Beatles brudetoc'h evit Jezus. Ha setu-ni hiziv e Larsen ha mediator e Chicago d'an 12 a viz gouere 1979 pa voe devet miliadoù a bladennoù da goulz an Disco Demolition Night.
Playlist :
- 1979 Disco Demolition Night, tennad son eus ur gelaouadenn lec’hel
- The Bags : Disco ‘s dead
- Hues Corporation : Rock the boat (foñs son)
- Donna Summer : I feel love (foñs son)
- The Bee Gees : Stayin’ alive
- Steve Dahl : Do you think I’m disco
- Super Disco Demolition: The 40th Anniversary Compilation gant The Museum of Classic Chicago Television (tennad son
- The Computers : Disco Sucks
- Exedra : Death disco
-Rick Dees and his cast of idiots : Disco duck
- Atersadenn Joyce Bogart Trabulus tennet eus an teulfilm « Disco backlash »
- Atersadenn Vince Lawrence tennet eus an teulfilm « I Was There When House Took Over the World » kinniget gant Channel 4
- Jesse Saunders : On and on