Hiziv, lakait ho lunedoù-heol, chom a reomp dindan gwez palmez South California evit un hanter eurvezh soft rock, rock bandenn FM fin ar bloavezhioù 70, deroù ar bloavezhioù 80. Ha kregiñ a reomp diouzhtu gant Player, unan eus ar strolladoù a c’heller rummata er Yacht Rock a oa danvez an abadenn ziwezhañ.
Playlist :
- Player : Baby come back
- Steely Dan : Josie
- Steely Dan : Hey nineteen (tennad son)
- Donald Fagen : New frontier (tennad son)
- Hall and Oates : I can’t go for that (foñs son)
- Fleetwood Mac : You can go your own way (tennad son)
- Fleetwood Mac : Dreams
- The Eagles : New kid in town
- Young Gun Silver Fox : Lodestar
Mignoned ar punk hag ar rock feuls, mignoned al larsen hag ar wall of death, gallout a rit lazhañ ar radio pe guitaat ar podcast diouzhtu. Hiziv e vo gouestlet an abadenn d’an Adult Oriented Rock. E ya tudoù, hiziv e selaouimp rock troet war-zu an oadourien ha n’eo ket evit krennarded berr o gwenneien oc’h hunvreal da dreuzfurmiñ ar gevredigezh pe d’he diskar ! Hiziv e selaouimp rock evit an dud deuet, evit ar re a zo deuet a-benn d’ober un dra bennak eus o buhez, beajomp en Adult Oriented Rock anvet ivez « yacht rock », ya, ya ar yacht, ar bigi a weler aliesoc’h e bae Nisa evit e lennvor Brest, pep tra zo lâret !
Playlist :
- Robbie Dupree : Steal away
- Rupert Holmes : Him
- Ambrosia : You’re the only woman
- Yacht Rock trailer episode 1 koulzad 1 channel 101
- Christopher Cross : Sailing
- The Doobie Brothers : What a fool believes
- The Doobie Brothers : Long train running (Foñs son)
- Yacht Rock episode 4 koulzad 1 (tennad son)
- Toto : Rosanna
Echuiñ a reomp hiziv e Larsen ha Mediator hor c’helc’hiad abadennoù gouestlet d’ar rock sudist gant ur remziad nevez a sonerien ha sonerezed difoupet war leurennoù stadoù ar su er bloavezhioù diwezhañ. Ha kregiñ a reomp diouzhtu gant Jonathon Long, gitarour eur Bâton rouge a vrañsell etre southern rock, country, blues hag americana..
Playlist :
- Jonathon Long : Madison Square garden
- The Sheepdogs : Scarborough Street fight
- Larkin Poe : Southern comfort
- Marcus King : Lie lie lie
- The Georgia Thunderbolts : Looking for an old friend
- Copperhead County : Dreams of the south
E fin ar bloavezhioù 70 n’emañ ket rock su ar Stadoù-Unanet diouzh ar c’hiz ken. Labelioù zo a c’houlenn gant ar strolladoù leuskel o botoù ha tokoù cow-boy a gostez, kement-all evit ar banniel. Hag ar soli gitar ? Re deknikel eo, da sutal ! Pe d’an nebeutañ berraet a-galz. Lod eus ar strolladoù a ya da get, reoù all a ya war-zu ar blues rock, pe an hard FM. Seblantout a ra ar southern rock bezañ tonket d’ar marv ha padal…
Playlist :
- Black Crowes : Hotel illness
- Blackberry Smoke : Freedom song
-Hogjaw : The fog
-Whiskey Myers : Ballad of a southern man
- Gov’t Mule : Snatch it back and hold it
Levrlennadur :
- Rock sudiste, when the south rose again - Arnaud Choutet - Le mot et le reste
Kenderc’hel a reomp hor c’helc’hiad abadennoù gouestlet da rock sudist ar Stadoù-Unanet. Evel-just e-touez leaders ar southern rock e soñjer diouzhtu e Ronnie Van Zant, kaner Lynyrd Skynyrd, pe e gitarourien an Allman Brothers Band met daou zen all, ha n’int ket ken anavezet a zo bet a-bouez e istor ar southern rock, an hini kentañ Phil Walden a oa ur produer, an eil, Charlie Daniels en deus gwisket dilhad ar breur bras evit al lodenn vrasañ eus ar vuzisianed, kinnig a ran deoc’h ober anaoudegezh ganto hiziv e Larsen ha Mediator.
Playlist :
- The Marshall Tucker Band : Can’t you see
- Molly Hatchet : Dreams I’ll never see
- Charlie Daniels : The south ‘ gonna do it again
- Charlie Daniels (Volonteers Jam) : No place to go
- ZZ Top : La grange
Levrlennadur :
- Rock sudiste, when the south rose again - Arnaud Choutet - Le mot et le reste
En hañv 2023 en deus Oliver Anthony, labourer-douar eus e vicher tizhet plas kentañ ar billboards gant e don Rich men north of Richmond, Richmond o vezañ kêrbenn Virginia ha kêrbenn ar stadoù kengevreet da goulz ar brezel diabarzh, un doare da ziskouez c’hoazh an disfi a chom e-keñver ar Yankees, kanaouenn adkemeret diouzhtu gant al libertarianed ha mirelourien a bep seurt. Donemat e Larsen ha Mediator, hiziv c’hoazh e chomomp e su al linenn Mason-Dixon, al linenn a rann reter ar Stadoù Unanet etre stadoù an norzh, bro ar Yankees, hag ar south, bro ar Rednecks, An Dixies, ar Rebels, he deus gwelet ul luskad sonerezh o tont war-wel er seventies : ar southern rock.
Playlist :
- Oliver Anthony : Rich men north of Richmond (tennad son)
- The Outlaws : Green grass and high tides
- Neil Young : Southern man (tennad son)
- Neil Young : Alabama (tennad son)
- Lynyrd Skynyrd : Sweet home Alabama
- Atersadenn Lynyrd Skynyrd gant Radio.com a-zivout ar banniel kengevreet
- Atlanta Rhythm Section : Redneck
Levrlennadur :
- Rock sudiste, when the south rose again - Arnaud Choutet - Le mot et le reste
Antebellum, se zo ur ger a zeskit buan p’emaoc’h e soñj ober ur veaj e su ar Stadoù-Unanet, an antebellum : ar mare kent da vrezel diabarzh ar Stadoù-Unanet pa rene ar su ur vuhez didrubuilh gant un armerzh en he bleuñv a-drugarez d’ar plantadegoù kotoñs, butun ha korz-sukr. Tremen a rae mat pep tra evit familhoù an aristokratelezh anglikan betek ma vefe divizet gant ar prezidant nevez dilennet Abraham Lincoln terriñ ar sklaverezh e 1860. Eñvoradenn ar priz da baeañ hag ar c’hwervoni a ya da heul a gaver c’hoazh hiziv an deiz er pezh a voe anvet ar southern rock.
Playlist :
- Jerry Goldsmith : Sonerezh ar film « Gone with the wind » (foñs son)
- Kan bale ar stadoù kengevreet (Foñs son)
- Hoyt Axton : I’m a good old rebel
-Doc Holliday : Lonesome guitar
- Black Oak Arkansas : Uncle Lijiah
- Blackfoot : Feelin’ good
- The Allman Brothers at fillmore East : Stormy monday (foñs son)
- The Allman Brothers : Jessica
Levrlennadur :
- Rock sudiste, when the south rose again - Arnaud Choutet - Le mot et le reste
Pa lavare ar bunked e felle dezho skubañ ar pezh a oa bet a-raok e soñjent dreist-holl en akademism hag er pompad stag ouzh ar prog rock pe e strolladoù o doa kollet energiezh o yaouankiz evit kinnig ur rock morgousket. Hag alies-tre e kaver tonioù kozh adkemeret gant ar strolladoù punk evit diskouez deomp ne oa ket pep tra da deurel d’ar blotoù. Se zo kaoz e kinnigan deoc’h hiziv en abadenn Larsen ha Mediator, un heuliad covers, tonioù adkemeret gant strolladoù e lec’h ma ne c’hortozemp ket anezho bepred.
Playlist :
- The Slits : I heard it through the grapevine
- The Mo-Dettes : Paint it black
- The Clash : Brand new cadillac
- The Cramps : Fever
- The Residents : Satisfaction (foñs son)
- The Residents : Don’t be cruel
- The Flying Lizards : Money
- Devo : Satisfaction
- The Walkyrians : Heart of glass
Hiziv eo un abadenn un tammig ispisial rak ar c’hantvet abadenn eus Larsen ha mediator an hini eo. Hag evit an degouezh em boa c’hoant dilezel danevell kronologel istor ar rock. Ezhomm hon eus bet 99 abadenn evit mont eus Mammie Smith e 1920, an ton kentañ skignet ganin, da fin ar seventies, deroù ar bloavezhioù 80. N’omp ket degouet er c’hantved warn-ugent ‘ta met hiziv em boa c’hoant chom en amzer a-vremañ ha skignañ tonioù eus pladennoù o deus plijet din kalzig, embannet er mizvezhioù diwezhañ. Neuze deomp dezhi, chwi zo o selaou Larsen ha Mediator, hizv ne veajmp ket en amzer met er bed a-bezh !
Playlist :
- The Murlocs : Common sense civilian
- Lambrini Girls : Lads, lads lads
- Elisapie : Taimangalimaaq
- Le Cri du Caire : Jarda al wadi
- Ally Venable : Real gone
- Screaming Females : Mourning dove
- Acid Arab : Döne Döne
E miz Gouere 1978 e aozas al label Stiff Records hag ar gelaouenn Sounds ur genstrivadeg a oa he friz kentañ ur veaj da Akron en Ohio, kêrbenn bedel ar c’haoutchouk. Du-se e c’helle ar chañsour(ez) gweladenniñ an uzin Firestone. An eil priz a c’houneze bandennoù-rod Firestone hag ar bladenn « Akron », eus Stiff Records a ginnige leurenn lec’hel Akron. Diaes eo e grediñ met e-pad ur bloaz hanter, Akron, ha Cleveland 40 kilometr pelloc’h, zo bet e-touez kreizennoù pennañ ar post punk, ar pezh a selaouimp hiziv e Larsen ha Mediator. Prest oc’h ? Loc’het omp !
Playlist :
- The Rubber City Rebels : I don’t want to be a punk no more
- The Bizarros : Young girl at market
- Atersadenn Chris Butler evit New Musical Express er rummad « Song Stories »
- The Waitresses : Christmas wrapping
- Jane Aire & The Belvederes : Driving
- Devo : Jocko homo
- Chrissie Hynde : My city was gone
- The Styrenes : The social whirlpool
- Pere Ubu : I will wait
Levrlennadur :
- New Wave : du post punk à la new pop - Dominique Dupuis – Embannadurioù Stéphane Bachès
- Rip it up and start again, post-punk 1978-1984 - Simon Reynolds – Embannadurioù Allia