Salud deoc’h lamponed ha lamponezed ar rock ‘n roll, ur gwir blijadur eo evidon adkavout ac’hanoc’h ar bloaz-mañ c’hoazh evit ur pevare koulzad eus « Larsen ha mediator » an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. E miz Mezheven hor boa kimiadet gant un abadenn ouestlet da brosez ar porn rock, goût a rit pa vroude ar strolladoù hair metal an hudurnaj en o c’hanaouennoù, pozioù na zleent ket kouezhañ e divskouarn ar cherubined ! Chom a raimp er bloavezhioù 80 ar bloaz-mañ c’hoazh rak kalz zo da lâret met evit an abadenn-mañ, peogwir ez eus bet embannet un toullad albomoù a-feson er mizvezhioù diwezhañ, em boa c’hoant kinnig deoc’h un nebeud tonioù o deus plijet din…
Playlist :
- Robert Jon and the wreck : Stone cold killer
- Quinn Deveaux : Very best thing
- Staples Jr. Singers : Lost in a world of sin
- Jon Muq : One you love
- MC5 : Boys who play with matches
-Rage against the machine : Take the power back
Er bloavezhioù 50 e oa bet taget ar pop culture ha krouet ur c’homision e senad ar Stadoù-Unanet a-zivout ar comics books hag o efed noazus war speredoù ar re yaouank. Da heul e oa bet krouet ar Comics Code Authority a gontrole ar pezh a veze embannet. Tri dekvloaziad goude eo tro ar rock da vezañ barnet gant ur c’homision er senad, hiziv emaomp o vont da sellout a dostoc’h ouzh istor ur pegsun peget war bladennoù ‘zo adalek 1984 gant ar gerioù-mañ «Parental Advisory, Explicit Content».
Playlist :
- Prince : Darling Nikki
- Danzig : Mother
- Ozzy Osbourne : Suicide Solution
- Atersadenn Suzan Baker gant The New York Times evit o c’helaouadenn «Sex, Drugs and Gore - Retro Report»
- Tennad son eus ar film « Warning: Parental Advisory » sevenet e 2002 gant Mark Waters evit VH1 Miramax
- ACDC : Let me put my love into you
- Testeni Dee Snider dirak ar senad (tennad son)
- Twisted Sister : We 're not gonna take it
- Frank Zappa and the Mothers of Prevention : Porn Wars (foñs son)
- The 2 Live Crew : Banned in the USA
Salud deoc’h tud kozh ha yaouank, donemet e Larsen ha Mediator, an abadenn a spluj er mare-mañ er bloavezhioù 80 evit taolenniñ ar meuriadoù, al luskadoù hag isluskadoù zo deuet war-wel e istor ar rock. Hag hiziv emaomp o vont d’ober un droiad e bed ur vandennad boys bands a implije lakennoù blev e-pad eurvezhioù evit kaout brushing Farrah Fawcett hag a blije dezho ar mouchoueroù kerc’hen jipsianezed hag al leggins loupard… Pell diouzh feulster ar sonerezh metal a sailhe warnoc’h e oa an hair metal, pe ar glam metal, pe ar pop metal, pe an hard FM, pe slease metal (metal lastezus), evel ma karit, ar sonerezh nemetañ e lec’h ma klaske ar sonerien tapout merc’hed a oa gwisket minapl en o c’heñver, ur sonerezh loc’het eus ar west coast en eighties ha deuet da vezañ mainstream d’ar pimperlamm…
Playlist :
- Van Halen : Panama
- Atersadenn Vince Neil gant Sam Dunn evit e stirad « Metal Evolution » (Banger films)
- Mötley Crüe : Girls, girls, girls
- Quiet Riot : Come on feel the noise (foñs son)
- Poison : Talk dirty to me
- Cindirella : Shake me
- Bon Jovi : Living in sin
- Guns N’ Roses : It ‘s so easy
Levrlennadur :
- The Guardian 08/11/2022 : « It’s hairmageddon! Is the leather-codpieced world of glam metal making a comeback? ». pennad gant Alexis Petridis
Kenderc’hel a reomp gant hor beaj e istor ar chadenn MTV, ur chadenn aet da netra hiziv met ur chadenn he deus stuziet kevredigezh amerikan an eighties ha nineties hag alese Europa ivez da heul...
Playlist :
- The Dead Kennedys : MTV get off the air (tennad son)
- Dire Straits : Money for nothing
- Run DMC & Aerosmith :Walk this way
- My Life On MTV, The Evolution of Snoop Dogg (tennad son)
- Snoop Dogg : Who Am I (What's my name)
- Guns ‘n Roses : Welcome to the jungle
- Eric Clapton unplugged : Tears in heaven
- Nirvana unplugged : The man who sold the world (foñs son)
- Nirvana : About A Girl (Live On MTV Unplugged)
Levrlennadur :
I Want My MTV: The Uncensored Story of the Music Video Revolution - Rob Tannenbaum and Craig Marks - Dutton Penguin
Kentañ a viz eost 1981, war ar c’hanol 67 e weler ur fuzeenn o tibradañ ha Neil Armstrong o plantañ ur banniel war al loar met e lec’h ar Stars and Stripes eo logo ar chadenn nevez MTV, evit Music Television. Tregerniñ a ra ur vouezh : «Ladies and gentlemen, rock ‘n roll», ur gwir tsunami e istor ar rock, ar pop culture dre vras hag ar sinema e vo…
Playlist :
- An div eurvezh kentañ eus MTV, video e Youtube (tennad son)
- The Buggles : Video killed the radio Stars.
- Pat Benatar : You better run
- Kim Wilde : Kids in America
- Kampagn bruderezh MTV : I want my MTV
- Duran Duran : Girls on film
- Hezakya Newz and films : teulfilm 1983, "MTV discrimates against black artists» (tennad son)
- Atersadenn David Bowie e MTV News e 1983 gant Marc Goodman (tennad son)
- Mickael Jackson : Thriller
- ZZ Top : Gimme all your loving
Levrlennadur :
I Want My MTV: The Uncensored Story of the Music Video Revolution - Rob Tannenbaum and Craig Marks - Dutton Penguin
E lâret ‘m eus dija : pa gomzer eus sonerezh, e pep luskad ez eus nouspet chapel warn-ugent. Petra eo an new wave ? Synthpop, new romantics, rock gotek, rock indus hag all, hag all, chapelioù meump bet tro da gomz diwar o fenn en abadenn dija. Se zo kaoz eo gwelloc’h d’am meno komz eus post-punk. Bepred ‘m eus merzet em boa laosket a-gostez e dirolladur an abadenn strolladoù anavezet gant an holl. Sur a-walc’h e oa abalamour da se em boa o dilezet met diaes eo memestra chom hep komz deus ar strolladoù a dalveze an new wave e penn al lodenn vrasañ eus an dud e deroù an eighties…
Playlist :
- U2 : I will follow
- U2 : October (foñs son)
- U2 : New Year’s day
- U2 : Pride in the name of love (foñs son)
- Simple Minds : Don’t you
-Killing Joke : Eighties
- Echo and the Bunnymen : Killing moon
Levrlennadur :
- « L’odyssée du rock », florent Mazzoleni, Hors Collection Editions
- New Wave : du post punk à la new pop - Stéphane Bachès - Dominique Dupuis embannadurioù
Hiziv e vo kaoz e Larsen ha Mediator eus ilizoù o teviñ, eus muntroù, eus gwarizi, eus ur sonerezh feuls, herrek, teñval a glask enoriñ an dizesper hag an teñvalder, o leuskel korfoù marv war he lerc’h. Setu-ni o plediñ gant ar black metal, ur stil ne oa ket ganet didrubuilh.
Playlist :
- Mickael Jackson : Thriller (foñs son)
- Venom : Welcome to hell
- Bathory : Raise the dead
- Celtic Frost : Into the crypts of rays
- Mayhem : Deathcrush
- Burzum : Black spell of destruction (foñs son)
- Darkthrone : In the shadow of the horns
- Mütilation : A dream
Levrlennadur :
- Rock and Folk hors-série Metalliques chaos
- Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes
Kenderc’hel a reomp hiziv ar veaj kroget ar sizhun dremenet e deroù ar bloavezhioù 80 pa zeuas gwagenn nevez an heavy metal breizhveuriat, an NWOBHM, war-wel. Niverus eo bet ar strolladoù rummataet er wagenn-se. Disheñvel-tre e c’hellent bezañ met dre vras e c’heller lâret o deus skubet al levezonioù blues rock a gaved da skouer e Led Zeppelin, hag e felle dezho en em zisheñvelaat diouzh ar bunked a sone ur sonerezh simpl. Setu neuze lec’h d’ar soli gitar ar sizhun-mañ c’hoazh e Larsen ha Mediator, loc’het omp !
Playlist :
- Motörhead : Bomber
- Judas Priest : Breaking the law
- Girlschool : C’mon let ’s go
- Raven : Hard ride
- Diamond Head : Am I evil ?
- Tygers Of Pan Tang : Gangland
Levrlennadur :
- Rock and Folk hors-série Metalliques chaos
- Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes
Diaes eo e grediñ bremañ pa seller ouzh ar milionoù a bladennoù gwerzhet er pevar dekvloaziad diwezhañ met e fin ar seventies emañ an heavy metal war e dalaroù. Aloubet eo bet an dance floors gant an disco, ha gant ar punk e seblant ar metal diamzeriet. Marvioù John Bonham, tabouliner Led Zeppelin, ha Bon Scott, kaner ACDC, e 1980 a c’hell leuskel da soñjal e erruer e dibenn ur prantad. E Breizh-Veur e aloub ar post-punk hag an new wave al leurennoù hag ar gwagennoù e lec’h ma klever The Cure, Joy Division, Elvis Costello hag all. Diaes eo d’ar strolladoù heavy metal kavout o flas. Padal, e banlevioù Breizh-Veur Margareth Thatcher eo niverus ar strolladoù…
Playlist :
- ACDC : Hells Bells
- Atersadenn Neil Kay tennet diouzh « Heavy : The story of metal 2 : British steel » sevenet gant Michael John Warren evit VH1.
- Atersadenn Neil Kay tennet diouzh « Heavy Metal Britannia » sevenet gant Chris Rodley e 2010 evit ar BBC.
- Samson : Too Close To Rock
- Iron Maiden : Run To The Hills
- Iron Maiden : The Duellists
- Def Leppard : Rock Of Ages
- Saxon : Motorcycle Man
Levrlennadur :
- Rock and Folk hors-série Metalliques chaos
- Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes
« Louder, faster, harder » eo ger-stur ar wagenn nevez a bunked a zifoup e banlevioù ar c’hêrioù bras graet eus lodennaouegoù, kreizennoù kenwerzh, burevioù ha parkvaoù, un endro trist da leñvañ e lec’h ma vev al lodenn vrasañ eus ar boblañs. E kreiz ar bloavezh 79 ne chom o seniñ punk nemet ar re gendrec’het, muioc’h underground e teu al luskad da vezañ. Ar gounnar tufet ouzh penn an dud a c’hwezh an enoe, ar c’hoant da skubañ an Eagles, hag ur gevredigezh korfkenet.
Playlist :
- Reagan o touiñ aléjañs : Tennad son (Ronald Reagan Presidential Library)
- DOA : Fucked Up Ronnie
- Tennad son eus atersadenn Henry Rollins en teulfilm « Punk Attitude » sevenet gant Don Letts evit Qwest TV
- Black Flag : Rise Above
- Black Flag : Revenge, tennet eus an teulfilm « The Decline Of Western Civilization », sevenet ha produet gant Penelope Spheeris, skignet gant Nu-Image Film
- Circle Jerks : Wild in the streets
- Agnostic Front : Gotta Go
- Bad Brains : Banned in D.C.
- Minor Threat : Out Of Step
- Youth Of Today : No More
- Tennad son eus un abadenn « America ‘s most wanted » kinniget gant John Walsh skignet war ar chadenn skinwel Fox hag anvet "Salt Lake Straight Age".
- Fugazi : Shut The Door
Levrlennadur :
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
- Sangheon Lee. Urgence et nihilisme : l'émergence du punk hardcore américain. Art et histoire de l'art. Thèse de doctorat en musicologie Université Gustave Eiffel, 2022.