D'ar Sul 14 a viz Mae e vo Gouel ar c'hezeg e Treouergad. Kalz a abadennoù war tem ar meurlarjez a vo kinniget d'an arvesterien ! Klevet e vo Lucien Konk ezel eus oaled ar maezioù a aoz ar gouel ha Reun Treger, aotrou maer Treouergad.
Poltred : Reun Treger ha Lucien Konk e lec'h ma vo dastumet patatez e-pad ar gouel.
Bep Merc'her kentañ ar miz e vez kinniget ur "repair kafe" gant ar gevredigezh "Un peu d'R" e Brest. Kristian Mercier a zisplego deomp e labour gant ar gevredigezh ha penaos e skoazell an dud da gempenn o mekanikoù da wriat.
E eil lodenn an abadenn e vo klevet ur pennad-kaoz gant Mithé Emiry genidik eus Gwiglann. Eizh vloaz ha pevar-ugent eo. Kontañ a raio deomp he buhez war ar maez, ur vuhez didrouz gant eontred ha moerebed bouzar... Hag e lakao ar gaoz war he flijadur vrasañ : dañsal !
Ar bloaz-mañ e teuio da Blabenneg da geñver sonadeg "Kerfolk" , tud ar strollad "Tempest", ur strollad sonerezh nevez, bet bodet ennañ sonerien ampart eus Bro-Iwerzhon hag ur ganerez ivez.
Klevet 'vo Bernez Jentil , unan eus aozerien "Kerfolk".
Ur gontadenn 'vo ivez, "kontadenn Sant Tibidio" gant Mikael Konk, enrollet 'pad ur veilhadeg 'oa bet aozet e miz Ebrel e "Strollad ar Vro Bagan".
Gant Karolina
Ebenour eo Alan ar Penneg, bet digoret e atalier gantañ n'eus ket pell zo e Gwitalmeze.
Anvet eo e stal "Atalier Kalon". Kalon a zo ivez an anv roet da greiz ur c'hef.
A bep seurt 'vez graet gant Alan : arrebeuri, c'hoarioù koad, kinkladurioù…diouzh c'hoantoù ha goulennoù e bratikoù.
[https://www.atelierkalon.fr/br] (https://www.atelierkalon.fr/br)
En abadenn 'vo graet anv ivez eus raktres "Dastum Bro-Leon" ha "Dastum Breizh" diwar-benn Line Marne, ur ganerez vrudet e Plougerne". Danvez ul levr-pladenn a vo embannet en dastumad "Tradition vivante de Bretagne".
Kinniget gant Karolina.
"Charlez a Vro-C'hall, barzh breizhad" gant Nelly Blanchard.
Eontr ar Jeneral - memes anv ganto o daou - a gomze hag a studie brezhoneg.
Sparlet e Pariz gant ur c'hleñved 'neus ket bet tro gwech ebet da veajiñ betek Breizh. Med e Pariz 'neus desket brezhoneg hag eus Pariz 'neus ijinet dazont Breizh hag ar brezhoneg.
Kement-mañ a c'heller deskiñ en ur lenn al lizhiri bet kaset gantañ da Gervarker-La Villemarqué."
Gant Nelly Blanchard, kelennerez en UBO Brest, klaskerez e CRBC, skrivagnerez.
Da geñver "Kafe Brezhoneg Lesneven" gant Ti ar Vro-Leon ha Dastum Bro-Leon.
Kinniget gant Karolina.
Fin "Kafe Brezhoneg Lesneven" gant Yvon Abiven, diwar-benn "Kannadig Treglonou, istor ur person mestr war buhez e barrezioniz e bro-Leon"
Ren a rae Jakik Calvarin, Person Treglonou etre 1914 ha 1941, war e barrez evel ur roue en e rouantelezh. " Ar wirionez hep damantiñ " a oa e c’her-stur; e wirionez dezhañ e-unan evel-just !
Penn-kentañ ar pennad-kaoz gant Francis Favereau diwar-benn e levr "Istor ar brezhoneg skrivet".
Kinniget gant Karolina
Fellout a ra deoc'h labourat e-pad an hañv ? Ar gevredigezh "Arz e chapelioù Bro-Leon" a zo o klask heñcherien ha heñcherezed evit ober war dro diskouezadegoù a vo e miz Gouere hag e miz Eost. Roger Bossard a zo e karg eus chapel Lokrist a lavar hiroc'h diwar-benn ar plasoù-labour. Kinnig a ra oberioù ur gevredigezh nevez all ivez : "Spered Gwinevez". Ganti e vo aozet ur veilhadeg disul.
E-kerzh an abadenn e roimp deoc'h da selaou pennadoù-kaoz kozh diwar-benn istor chapel Lokrist : unan gant Paul Mesangroas ha Loeiz Elegoet ouzh mikro Ifig Kalvez hag unan all gant Roger Bossard ouzh mikro Karolina Rufle.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc.