Ur vedisinez yaouank engouestlet eo Riwana Baudu. P'edo o labourat en ur greizenn diguzhat kleñvedoù e Grenoble n'eus bet tro da gejañ gant divroidi, tud gwallgaset e meur a vod.
Bet divizet ganti ha gant tud ar c'henstrollad "Tcholeiy" rannañ o zestenioù 'barzh ur romant : "Des vies orageuses".
Gant Karolina.
Evel bep bloaz e vez kinniget hentoù bale gant ar "Randorade" evit dastum arc'hant hag a servijo da skolioù Diwan Brest. Mathieu Herry, sekretour ar gevredigezh, a ginnigo an abadennoù 'vo dalc'het e Plougastell d'an 28 a viz Mae.
E penn-kentañ miz Mae e oa bet degemeret ur strollad skolidi eus bro C'halisia e Ekomirdi Menez Are. Olier Robin, skolaer e skol divyezhek Sant Riwall, en doa bodet e glasad gant ar c'halisianed. Un digarez evit lakaat ar gaoz war amzer da zont hentenn divyezhek skolaj Sizun gantañ ivez. Da glozañ e vo klevet Brendan Petit, hanterour e Ekomirdi Menez Are, war an abadennoù kinniget e Ti ar C'horneg.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc
Graet 'vo anv gant Maïna ar Gars eus daou film a c'heller gwelet er mare-mañ er "salioù du": "Temps Mort" gant Eve Duchemin ha "Chien de la casse" gant Jean-Baptiste Durand.
Daou film peurijinet er "Groupe Ouest" e Plouneour-Brignogan, ul lec'h da vroudañ ar sevel senarioioù ma teu senaristed eus Europa a-bezh.
Hag ez aimp pelloc'h gant ar gaozeadenn kaset da-benn gant Rozenn Vilin diwar-benn he zezenn "Du sabot au crane de singe" . Da geñver "Kafe Brezhoneg", aozet gant "Ti ar Vro-Leon" ha "Dastum Bro-Leon".
Gant Karolina.
Da geñver "Kafe Brezhoneg" oa bet pedet Rozenn Vilin da ginnig danvez he zezenn "Du sabot au crane de singe" ha displegañ d'an dud penaos eo deuet da vezañ yezh an holl, ar brezhoneg, yezh ar vezh.
Ha goude 'vo gouezet muioc'h diwar-benn an abadenn "Les géantes" gant ar strollad "Duo du bas" hag a oa deuet e Landerne evit kinnig ur sonadeg. Klevet 'vo ar ganerez Elsa Corre.
Gant Karolina.
E vamm-gozh a lavare e oa ganet Goulven Loaeg e-touez ar bezhin. Sur-mat eo gwir ar vojenn pa weler an arzour eo deuet da vezañ hiziv. Abaoe tost dek vloaz e sav Goulven Loaeg kalvar "ar vezhinerien" e Korejoù e Plougerne gant daou gizeller hag ur gizellerez all. Bep bloaz e tigor an arzour e atalier d'an arvesterien. Livañ a ra an aod, ar reier hag ar bezhin.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc
Betek fin miz Mae 'vo da gaout e ti-kear Plouider un diskouezadeg diwar-benn istor fest ar vezhinerien aozet bep eil bloaz e Plouneour-Trez. Un digarez en abadenn da c’houzout muioc'h diwar-benn istor ar vezhinerien gant Ogust ar Borgn, bet bezhiner ha bet ivez e-touez an dud o deus roet lañs d'ar fest-se e 1976.
Gant Karolina.
D'ar Sul 21 a viz Mae e vo dalc'het kampionad Breizh al lazoù-kanañ e Landerne. Pemp laz-kanañ eus Breizh a-bezh a gemero perzh ennañ. Yann-Bêr Thomin, prezidant kengevredigezh "Kanomp Breizh", a ginnigo istor ha reolennoù ar c'hampionad.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc
Echu eo gant Kann al loar, ar festival a veze dalc'het e Landerne bep hañv abaoe 1987. Yann-Bêr Thomin, unan eus savourien gentañ ar festival, a responto da goulennoù Erwann Blanchard diwar-benn an diviz-mañ.
An abadenn-mañ, gwisket gant dielloù Arvorig FM, zo kinniget gant Maëlys Poublanc