Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Daniel Carré er Reünion (1/2)

Daniel Carré er Reünion (1/2)

13/04/2023

Pedet eo bet Daniel da gemer perzh en ur festival diàr-benn ar c'hontadennoù e enez ar Reünion e miz Eost 2022.


Lucienne Riguidel 2/2

Lucienne Riguidel 2/2

13/04/2023

Lucienne Riguidel a bares Brandivi a gaoja deomp en eil lodenn ag an emision, diàr-benn he beajoù get he den Jean, hag ivez diàr-benn he jardrin !
Muzik :
- Teir : Tener ha Fier
- Marie-Ange Conan : Barh en Turki
- Duo Cardou/Even : Suite Trad.


Lucienne Riguidel, lodenn 1/2

Lucienne Riguidel, lodenn 1/2

13/04/2023

Lucienne Riguidel a bares Brandivi a gaoza deomp ag he zud-kozh hag he den Jean.
Musik :
- La rivière courante : Erwan Tobie & Heikki Bourgault
- La Goutte nevez : Jean-Pierre Quéré Et Christophe Le Menn
- Sabotér Koed : Kanerion Pleuigner
- Ur plac'hig a Dachenn : Landat & Moisson


Ur c’haner a Sant-Iwan Bubri

Ur c’haner a Sant-Iwan Bubri

13/04/2023

E penn-komañs ar blez on bet en ur filaj e Kistinid. Añse ‘oa ur bochad kanerion, kozh ha yaouank.
En o mesk ‘oa Pierre ha Cécile Nignol. Me zo bet àr-lerc’h oc’h ober konaisañs gete en o zi, e Sant-Iwan Bubri.


Musig :
---Elise Nignol : Ar vateh Perin
---Henri Bevan, Giladas Robic, Pierre Nignol : Kantik sant Iwan
---Pierre Nignol : Breizh ma bro karet
---Pierre Nignol : Ur plac’h yaouank a Sant-Tudal



Albertine Flocon a Locolven

Albertine Flocon a Locolven

13/04/2023

Ar blez-paset doa Monique Ar Boulc’h aterset Albertine Flocon diàr-benn ar vuhez gwezharall.


Musig :
---Teir : Hanter-dro
---Sylvain Giro : La rue des Lilas
---Jeanne Le Bail : ar c’hounizerion


Ag ar greun betag ar votailhad bier

Ag ar greun betag ar votailhad bier

13/04/2023

E parrez Saint-Gravé e reter Breizh eh eus ur braserezh bio : La Bambelle. Añse ‘vez kempennet bier, lagoud ha whisky. Bout zo 4 den gopred er braserezh hag int a ra toud a-barzh, labourat an douar ewit lakaat ar greun da greskiñ, betag ar votailhad evaj.
Gwenole Galloudeg hag a zo e penn ar soñj-se neus bet sikour get e dad ewit sevel ar savadurioù hag labourioù zo. Yann-Vades Galloudeg, an tad, a ziskoua deomp toud ar labour a vez groet er braserezh !


Musig :
---Termajik : Deus an dro nevez-amzer
---Silabenn Trio : You ki sont
---Henri Texier : L’ultime danse



Letadoù ha micherioù ankouet

Letadoù ha micherioù ankouet

13/04/2023

« Ur lapous hennezh », « ur gazeg », kement a bozioù ewit disprizañ an dud ! Monique Ar Boulc’h a lâra deomp letadoù ‘veze lâret gwezharall. He ‘gaoja deomp ivez diàr-benn micherioù zo, zo bet ankouet bremañ.


Musig :
---Job Perron : Laboused-kailh Melioneg
---Bubbey Mayse : Shpilkles In Kop (Des épingles plein la tête)
---Pierre Nignol : Charbonnier mon ami





Tailhour maen ha sklujer e Kistinid

Tailhour maen ha sklujer e Kistinid

13/04/2023

E-tal chapel Sant-Tudual e Kistinid ema o chom Noël Le Saux. Eñ a oa tailhour maen ha kojal a ra ag e vicher hiriv.
En eil lodenn ag an abadenn ‘vo klevet un den arall a Gistinid, Françoix Groix hag a goje hag ar vicher sklujer doc’h mikro Monique ar Boulc’h.


Musig :
---Jo Tréhin : Charré Koed
---Eben : Gwerz ar Maen
---Véronique Bourjot


Chapel Sant Visant, Ploue

Chapel Sant Visant, Ploue

13/04/2023

Ni a ya da barrez Ploe da visitañ chapel Sant Visant, get un den ho peus klevet meur a wezh er radio, Kristof Bernard. Eñ a gonta toud pezh a faota gouiet diàr-benn chapel Sant Visant.


Musig :
---Job Harnay : Ganet ba Ploe
---Jean Ar Meut : Lakeit de greskein
---Véronique Broussot : Markiz ar Pontkelleg



Dour ar puñs, dour ar goér, dour ar glav

Dour ar puñs, dour ar goér, dour ar glav

13/04/2023

Pierre ha Cécile Nignol a gonta deomp penaos e veze kempennet ar gouec’hioù hag ar fetanioù. An dour ne veze ket dismantet kar distell e lâre Pierre ha Cécile, hemb dour n’hella ket bevañ nag ar loñned nag an dud…


Musig :
---Faest : Malgré la pluie et l’orage
---Pierre Nignol, Ar Vugulez
---Wipidoup : Le glissement
---Violent Femmes : It’s gonna rain


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine