'Ba parrez Pelann 'hamp d'ober anaoudegezh gant Guy Morzadec. Guy zo 'chom ba Roskerieg, etre bourk Pelann ha bourk Melhioneg. Ma amezek eo Guy ha hennezh oe gwall gontant da gonto din traoù deus e vuhez, deus e vicher -chauffeur routier- deus e jardin. Kontet 'neus din ivez e sonjoù deus brezel an Aljeri.
Caroline Trouillet
MUZIK :
---Vincent Peirani et Emile Parisien : le Cirque des mirages
---Joe Sergent : 1956
---Yann Fanch Kemener : Na dimeus ma jardin
---Fest noz Pellan (collectage)
En un abadenn arall en doae Alan Goulùen komañset kaozeal deomp ag ur veaj neus groet e bro Grece. En achumant e oa o kaozeal ag ar ger Corinthe. Damb pelloc’h d'ar vro se getoñ !
.
MUZIK :
- Zlabya ha Kate Young - Saturnus
- Lorho-Pasco-Le Net-Le Sauze - Ital Express
- Bankal Trio - Di Mejache
Er blead 70 e oe meur a sourm e Breizh. En o mesk, kani ar laezh, anavet La Guerre du Lait. Georges ha Hélène Dauphin o deus soñj kar Georges neus kemeret pezh a-barzh ar manifestasionnoù. Ni zo get Georges ha Hélène en o zi en Arzhanoù, ewit kozeal ag ar Guerre du lait hag ar labour peizant d’ar c’hours-se.
.
MUZIK :
---
Sylvain Giro : Paysans, en lutte, debout !
---
Alan Stivell : An Dro Nevez
---
Simone Le Foulgoc :
---
L’Orchestre National Breton : Er Melinieu Aùel
Limajoù ha sonioù tennet ag an teul-film « La Guerre du Lait » savet get Guy Chapouillé.
Un deiz bennag neus Jorj Belz lâret din : « Kit da welet Alan Goulven, kar eñ neus ur yoc’h traoù da gontañ diàr-benn e veaj e Gres ! », ha setu penaos meus groet konaisañs get Alan. Eñ hag e vouez a vourra beajiñ ha neuze e konta Alan lodenn getañ e veaj
.
MUZIK :
---
Taouarh : Kas-a-barzh
---
Ampouailh : Gwagenn
---
Bankal Trio : Cuperlika
---
Tobbie/Bourgault : Si le roi savait
Ni zo vont da barres Mehenneg e kompagnunezh Lucienne Guillemot. Lucienne deus soñjoù trist ag he bugaleaj, met gweave int bourrapl ur sort... He 'gonta un nebeut traoù deomp !
.
MUZIK :
---Les Ours du Scorff : Tourne, tourne
---Termajik : Valse rouge
---Régis Huiban : Huk, le troisième voyage d'Henri Bugais
---KBA 8 : Trist eo ma flanedenn