Er 5 bloaz tremenet eo kresket a 18% priz evit an tiez kozh e Breizh hag a 30% priz ar ranndioù kozh. Gwelet a reer ivez n'o deus ket an holl dañvez berc'hened ar memes budged. P'o deus ar re o prenañ er memes departamant ha ma vevent a-raok hag ar re o tont deus un departamant all ar memes sammad arc'hant da bostiñ tamm pe damm, ar re o tont deus Enez Frañs o doa 100 000 ¬ ouzhpenn ar re all da bostiñ en o zi pe ranndi nevez. Klevet hiniennoù o dez poan prenañ e Breizh er mare-mañ met ivez un dilennad hag ur c'heraozour o reiñ o soñj hag o ali war penaos e c'hell bezañ reolennet priz an tiez dre vras.
Abaoe mizioù bremañ emañ Laetitia Fitamant o labourat war sujed al lojeiz e Breizh. C'hoant hon 'noa lakaat war wel an diaesterioù a teu gant an diouer a diez da feurmiñ e kerioù zo, dreist ar reoù war an aod. Met a feur ma tastume testenioù an dud hon 'neus merzhet e oa a-bouez ivez reiñ da glevet darempredoù an dud gant o lojeiz, o hent betek al lec'h int bet aterset, o c'hoantoù hag o huñvreoù. Er rann-mañ 'maomp gant tud a zo o rannañ o zi en un doare divoutin, an dud a zo o vevañ gant mignoned, tud n'anevezent ket a-raok. Hag ar re bet aterset gant Laetitia war ar sujed-mañ a zo ivez ar re o deus graet deus o zi ul lec'h degemer pe c'hoazh ul lec'h sevenadurel.
Krogomp gant an hiniennoù da gentañ, ar re o klask un ti, ar re o deus bet chañs gellet chom en o ranndi, ar re o deus prenet gant tud n'anavezent ket a-raok, hag all. 1. Manu Kemizet, Douarnenez 2. Rejin Gwillamot, Kemperle 3. Elsa Corre, Douarnenez 4. Katell Chantreau, Pouldregad 5. Alexandra Kukoda, Pouldregad 6. Gwenole Peaudecerf, Plabenneg Un abadenn savet gant Radio Kerne, reportaj Laetitia Fitamant, frammañ Morgane Bramoullé.
E 12 rann e rimp tro Island hag ar feminism eno, istor gwirioù ar maouezed, an deskadurezh, al luskad #MeToo hag all. Un abadenn kinniget deoc'h gant Aziliz Peaudecerf ha Radio Kerne. 10vet rann : liessevenadurelezh er feminism islandat
E 12 rann e rimp tro Island hag ar feminism eno, istor gwirioù ar maouezed, an deskadurezh, al luskad #MeToo hag all. Un abadenn kinniget deoc'h gant Aziliz Peaudecerf ha Radio Kerne. 9vet rann : ar genskejadelezh er feminism islandat