Ar stourmerez yaouank Gwenola Gerard-Seznec a zo ganeomp evit klozañ gant an heuliadenn Liesvouezh gouestlet d'ar spi dre ar stourm.
Gwenola he deus kemeret perzh d'an emsav Fridays For Future.
Un emsav neus diwanet un tamm pep lec'h e Frañs.
Hini Kemper a zo deuet da vezañ ar Pennduigoù Glas.
Gwenola a zo c'hoazh o stourm eno.
Evit ar pevare rann e vo klevet ur wech c'hoazh, Maxime Touze dilennad en tu enep e ti-kêr Douarnenez, ezel eus ar strollad Unvaniezh Demokratel Breizh ha kelenner istor ha brezhoneg er skolajoù publik.
Ha klevet e vo ivez Claire Cariou stourmerez evit an endro.
Displegañ a raio deomp ar pezh he deus lakaet e plas en he stourm, dreist-holl gant ar gevredigezh [Côte Waste] (https://cotewaste.fr/qui-sommes-nous/) hag hec’h embregezh [L'éclaireuz] (https://leclaireuz.com/) .
Sonerezh :
Meydan - Change
Gwendoline - Conspire
Maxime a zo dilennad en tu enep e ti-kêr Douarnenez, ezel eus ar strollad Unvaniezh Demokratel Breizh ha kelenner istor ha brezhoneg er skolajoù publik.
Kontañ a ra deomp e engouestl er politikerezh ha displeg a ra deomp e sell war ar politikerezh broadel met dreist-holl rannvroel ha lec'hel.
Sonerezh :
Meydan - Change
Gwendoline - Conspire
Youn Jardin milite depuis des années pour défendre la cause des palestiniens et des palestiniennes avec l'association France-Palestine Solidarité. Il a défendu l'hôpital de Douarnenez en 2014 en créant un comité de soutien et reste engagé au Secours populaire qui aide les plus démunis.
Une vie à militer, porté par l'espoir d'un monde plus juste.
Musique :
Meydan - Change
Gwendoline - Conspire
War-dro 20% deus ar c'hoadeier e Breizh oa bet distrujet gant an tourmant e 1987 ha war vord ar mor, e-giz e Bro-Fouen lakaomp, ne chome ket kalz gwez en o sav ken ! Goude-se neuze oa bet tennañ ar gwez a oa kouezet gant an avel ha plantañ re all en o flas. Ha fall oa ar jeu evit al loened gouez ivez : e-pad sizhunvezhioù ne veze ket klevet al lapoused o kanañ ken. Evit kontañ deus tout an traoù-se eo bet Benjamin e Fouen, oc'h en em gavout gant Lucienne Moisan e Fouen.
Daou zen all vo klevet evit kontañ war-benn an tourmant oa bet er vro d'ar 15 a viz-Here 1987 : Cécile Dénes ha Guy Rannou.
Cécile a oa o chom er Forest-Fouen d'ar mare-se, war-dro kant pe daou c'hant metr eus ar mor. Soñj he deus mat-tre eus ar c'houchad-holen oa deuet war-c'horre ar parkeier hag ar prinistri, ken kreñv evel 'noa c'hwezet an avel an noz-se !
Guy oa o chom er Forest-Fouen ivez. Goude an tourmant 'oa bet oc'h ober tro ar c'hêrioù war ar maez evit klask savetaad ar gwez-avaloù oa kouezet gant an avel.
E 1987, Pierre Guengard oa o chom e Lanrieg ha bemdez 'rae an hent da vont da Skaer e-lec'h oa o talc'hen ur stal. Ha d'ar 15 a viz-Here 1987 'oa e Skaer neuze ha mizer a-walc'h 'noa bet o tont d'ar gêr, ken kreñv evel c'hwezhe an avel an noz-se. Hag an deiz warlerc'h oa cheñchet ar vro.