Keginer a vicher eo Tim, ha nevez zo en eus skrivet ul levr divyezheg evit displegañ sekredoù kegin, hag a vez implijet plantennoù gouez enno. Keit e oa o tremen dre Greiz Breizh meus kavet un digarez evit atersiñ anezhañ. Ha peseurt plantenn 'n eus dibabet neuze? Selaouit ta!
Gant Véronique Bourjot emaomp hiriv. Kannañ a ra e meur a yezh, ha surtout kanaouennoù hengounel. E Rostrenn emañ o chom bremañ. Met bet eo o chom e bro Iwerzhon e-pad ur pennad amzer. Hag ur pouez-mouezh brav deus Bro-Pourlet a zo ganti pa gomz brezhoneg. Un danevellig fromus a vo kontet ganti. Selaouit ta!
Just e-kichen Karaez emaon hiriv, e Plounevezel. E darempred e oan gant Gweltaz abaoe un nebeud amzer dija rak reiñ a ra din sikour evit adskrivañ an atersadennoù war lec'hienn RKB ! O krouiñ un anaouder mouezh emgefre, "un système de reconnaissance vocale", evit ar yezh brezhoneg emañ zoken… Ha tout-se evit ar blijadur! Barrek-tre eo gant an urzhiataer… Met laouen eo memes koulz o vevañ trankilig, d'un doare simpl-tre e-kreiz an natur war e dachenn en un ti bihan savet gantañ. Ha diwar-benn peseurt plant a zo tro-dro dezhañ e vo komzet hiriv neuze ? Selaouit 'ta !
Un nebeud sizhun zo e oan o flapiñ gant Dominique goude un abadenn sonerezh, hag en eus profet din ur boutailhad, dra fardet gantañ enni. Un dra hag a zo brudet-tre e Breizh… hag a zo liammet gant frouezh ur sort gwez. Divinet ho peus deus petra zo kaoz ? Selaouit 'ta evit deskiñ ar rekipe, pep tra a vo displeget diouzhtu deoc'h gant Dominique !
Krog a ra an atersadenn-mañ gant mouezh dous Azenor, merc'h Tiphaine ha Nicolas. Er skol bublik divyezhek Rostrenn emaon hiriv. Tiphaine a zo skolaerez amañ, ha Nicolas ha labour a-bell deus Ti Numerik, e Rostrenn ivez. Ha perak e oa ar gwez skav choazet ganto neuze ? Selaouit ta !
Graet 'm eus anaoudegezh gant Mailys e-pad ma stummadur brezhoneg. Emañ o chom e Roazhon, met ba' Kreiz Breizh eo deuet evit atersiñ tud o produiñ boued a-galite. Un abadenn kinniget ganti a vo bremaik war wagennoù Radio Naoned! Ha peseurt plant deus choazet evidomp hiriv ? Ar begar ! Selaouit ta !
["Ur blantenn, un istor"] (http://www.rkb.bzh/tag/ur-blantenn-un-istor/) , grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro, kinniget [gant Florie !] (https://monpremierpotager.fr/#apropos) Ar gronikenn zo skignet d'al Lun tro 5e e-pad an abadenn ["Avel em fenn".] (https://rbg.bzh/program/avel-em-fenn/)
An atersadenn adskrivet :
(M'ho peus c'hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc'h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi 'zo : [floriethielin@gmail.com] (mailto:floriethielin@gmail.com) . Mersi deoc'h !)
E Mel-Pistin emaomp hiriv gant Bronwenn Pinschof. Anavezout a rit anezhi? Staliet eo ba' Ti Feurm he familh gant ec'h embregerezh Legomaj. Hag emañ o vont da ginnig deomp unan deus al legumaj lakaet e go ganti. Rak, ya, ober a ra legumaj "lacto-fermenté" ! Ha peseurt legumaj a vo hiriv neuze ? An ach ! Selaouit 'ta !