Jean-Daniel Bourdonnay a zo chom e Tregorn, kichen Groñvel. Ur gwenaner eo, gounit a ra mel, pollen ha propolis ivez. Dibabet 'neus da rannañ ganeomp e sonj diwar-benn ur blantenn a blij kalz dezhañ met ivez. d'ar gwenan evel just. Ar c'hoad kanou (pe koad kelvez) ! Selaouit ta !
M'emaoc'h o chom e Rostrenn, marteze e anavezit Michel Simon. Michel a oa skolaer er skol diyezhek e-pad bloavezhioù, ha plij a ra dezhañ liorzhañ. Emañ o vont da zisplegañ deomp penaos gounit ur spesad legumaj na vez ket gwelet ken ba' hol liorzhoù hag a c'houlenn un tamm muioc'h a basianted evit boaz: an asperjez ! Selaouit ta !
Gant Isabelle Caignard emaomp en ur vilajenn deus Karnoed. Isabelle a ginnig atelierioù evit treuzkaz traoù d'an dud, da skouer penaos ober paneroù gant plantennoù glas, kutuilh gwinizh ha gwinizh du, ober bleud, fardañ bara ha krampouezh, pe c'hoazh liorzhañ hag implijout teknikoù evit mirout legumaj. Kinnig a ra meur a blant evit hon abadenn. Peseurt plantenn a vo hiriv ? Ar skampiola pe boked-laezh! Selaouit ta !
Hiriv emaomp gant Pierre-Yves Le Panse e Tregorn, kichen Groñvel. Gant Aymerik e produont toazennoù gant meur a gouenn ed ! Marteze e anavezit yell vras, yell vihan (l'épautre), gwinizh blé tendre pe c'hoazh gwinis du. Met Pierre-Yves zo o gounit ur spesad-all ispizial-tre ivez: ar gwinizh poulard. Selaouit ta !